Emgann Kergidu/Pennad 04

Eus Wikimammenn
Salaun / Derrien, 1902  (p. 49-57)



PEVARE PENNAD
————
Plouaret ha Perros-Guirek


Ac’hanta, ha n’oa ket tud ar re-ze ? D’ho diouall oa chommet ive, evel enn hor bro-ni, azindan guz, beleien ha n’o doa ket aoun rag ar maro. Mez mar doa tud vad dre eno, oa ive tud fall, ha zoken beleien hag o doa great al le, pe ma kavit guell o doa great sermant, Hogen eur belek, hag a rea al le, a lavare, dre he zermant, ne anaveze na Pab, nag Eskob euz he berz ; eur belek ha n’en doa ken mestr nemed ar C’houarnamant ha mear he barrez ; eur belek ha n’en doa da zenti nemed ouc’h lezennou ar vro, mad pe fall, evel ma vichent e vichent ; en eur ger, eur belek evel ar gard-champêtr, a c’hell mear ar barrez da gas ha da zigas, ha da derri pa dro enn he benn. Ar veleien a rea al le a ioa hanvet beleien intru, abalamour mac’h en em lakeant da bersoun pe da gure e parresiou, eb beza hanvet gand ar guir eskob. — E broiou-all e vezent hanvet asermantet.

Ne ket ep souez ive ’ta o diviche beleien, evel ar re-man, droug ouc’h ar veleien, hervez kaloun Doue, chommet kuzet dre ar vro. An oan hag ar bleiz, daoust hag hi a c’hell beva er memez park ? Ar veleien vad a ranke diouall ouc’h ar veleien intru muioc’h eget na ranke guechall ar gristenien genta diouall ouc’h ar baianed. Rak ma klaske guechall eur paian kregi enn eur c’hristen hag her lakaat d’ar maro, oa abalamour ma’z ea a enep al lezen desket d’ezhan gand he dud, el leac’h ar veleien intru, broudet gant rebechou ho c’houstianz, o doa c’hoant da lakaat ar re-all da veza evel-dho, — kement-se en diviche great vad d’ho c’haloun, — pe d’ho c’has divar ar beg douar-man d’ar bed-all, evit miret da veza tamallet gantho. Arabat eo d’ehoc’h beza souezet o velet kement a grisder e kaloun eur beleg intru. Daoust hag an nep a nac’h he relijion hag he Zoue, daoust hag hen a c’hoar betek peleac’h e ranko mont ? Daoust hag hen a c’hoar betek peleac’h e vezo poulzet gand an drouk-spered ? Eur veach ma vez krog an diaoul enn eun den, her c’has hag her c’haso beteg ar bern, beteg ar gorden zoken. Daoust ha Judaz ha ne oue ket kaset ganthan d’en em grouga kerkent ha m’en doa great he daol trubarderez.

Ar beleg intru a ioa e Plouaret, a ioa he hano Loull ar Bouc’h, da viana lavaret a reat oa hennez he hano mad, rag deuet oa euz n’ounn dare peleac’h, ha den er vro ne c’houie hen anaout. Lavaret d’ehoc’h petra rea a vad e Plouaret, ne ket eaz dign, rak ne rea vad ebed. Den na dea var dro an iliz, nemed avechou unan-bennag da c’hoarzin pa vele Loull ar Bouc’h, mezo-mik-dall, beac’h d’ezhan o chomm enn he za, oc’h ober an neuz da esa lavaret an ofern. Ne veze peurvuia var he dro nemed he gloc’her ha pemp pe c’houeac’h kanfard-all, a veze ganthan oc’h eva banneou hag o tiskuez an hent d’ar zoudardet da vont da gregi, pa c’hellent, e beleien hag e tud vad, enn tiez divar ar meaz. Var an dra-man avad oa ki. Bemdez e kase he ganfarted, dioc’h ar mintin, da c’haloupat ar vro, da glask keleier, da c’houzout ha n’oa ket bet, epad an noz, eur beleg bennag o redek dre ar vro, ha da denna digant ar vugale, n’o doa ket a fallagriez, kement a c’houient divar benn ho zud ha divar benn kement hini a iea hag a deue dre ho zi. Dioc’h an noz e tiskuizent oc’h ober cher-vad hag oc’h eva banneou. M’hen tou d’ehoc’h e furchent mad ar vro, e c’houlennent kals keleier, hag e ranket beza fin meurbed evit tec’het enn ho raok.

Mez, evel a lavar ar re goz : Da gaz mad, raz hevel. Mar o doa skiant kanfarted Loull ar Bouc’h, ar re a zioualle ar veleien vad n’oant ket diot ken nebeut. C’houi, paotred iaouank an amzer zo breman, hoc’h euz kement a skiant var ho meno abalamour m’eo touz ho penn, abalamour ma ouzoc’h lavaret ia ha nann e gallek, abalamour ma ouzoc’h mont aliesoc’h d’ar c’hafeou eget da gofez, daoust ha c’houi o piche great guell eget na rea an dud iaouank euz va amzer-me, ne c’houient, an darnvuia, na skriva na lenn ? Beza fur ha karet Doue a greiz ho c’haloun a c’houient avad. Petra o piche-c’houi great evit kas ha digas ar veleien euz an eil parrez d’eben, euz an eil ti d’egile, eb rei da anaout d’ar sitoianed ar pez o poa c’hoant da ober ? Mad, setu aman ar pez a reaz goazed Plouaret ha goazed ar parreziou-all a dro-var-dro.

Ne d’an ket da henvel d’ehoc’h aman kement belek a ioa chommet e bro Landreger ; ne hanvign d’ehoc’h nemed ar pemp a ioa e Plouaret, er C’hoz-Marc’had hag er parreziou-all dre eno. Setu aman ho hanoiou : an Aoutrou Hermit, an Aoutrou Malledant, an Aoutrou Iann, an Aoutrou Jegou, an Aoutrou Corr. Mad, evit miret ouc’h Loull ar Bouc’h hag he zitoianed da c’houzout e komzet dirazho euz a veleien, oa roet d’ar pemp Aoutrou-man peb a leshano. Evelhen oant leshanvet :

An Aoutrou Hermit, Lukaz al Louzaouer, pe ar medisin, evel a leverer breman ;

An Aoutrou Malledant, ar Miliner ;

An Aoutrou Iann, ar Skrivagner ;

An Aoutrou Jegou, ar C’higer ;

An Aoutrou Corr, Fanchounn.

Pa veze izoum a unan euz ar veleien-man en eul leac’h bennag, ha pa ranket komz dirag sitoianed, pe dirak soudardet ar Republik, e komzent evelhen, an eil ouc’h egile, an dud leal hag ar gristenien vad :

— Kleo ’ta, Hirvoan, lavar d’ar Miliner ne ket bet dre zu-man pell-zo o portezat ; koulskoude du-man eo iac’h kaloun an dud hag e tebrer bara. Lavar d’ezhan dont kenta ma c’hello, ha digas ganthan he gar, rak meur a zac’had a zo da rei d’ezhan da vala.

Dre ar c’homzou-ze, an Aoutrou Malledant a c’houie e peleac’h en doa kals labour da ober, kals tud da gofez.

Eun all a lavare :

— Kemenn d’ar C’higer ez euz e Kermabrouz, e parrez Koadout, loened lard da ziskar a-benn ma teui goueliou Pask. Lavar d’ezhan digas ive ganthan Fanchounn da glevet ouc’h ar goadegennou. Eun dervechad mad a labour o devezo ho daou. Zoken eo guelloc’h d’ezho dont d’ar guener, rak ne gredan ket e c’helfent achui ho fennad labour enn eun dervez.

An dra-man a ioa evit lavaret d’an Aoutrou Jegou ha d’an Aoutrou Corr e viche, d’ar guener ha d’ar zadorn varlerc’h, tud oc’h ho gedal e Kermabrouz, hag oa c’hoant e chomchent da loja evit kofez epad an noz hag oferenna antronoz vintin.

Eun all, melkoniet, a iea, e kreiz eur vanden dud a bep bro, da gaout he gamarad hag a c’houlenne outhan :

— Euz a beleac’h oc’h-c’houi, va den mad ?

— Me a zo euz a barrez Tonkedek.

— Daoust ha ne anavesfac’h ket dre eno eul louzaouer hanvet Lukaz ?

— Eo-da avad, me hen anavez mad ; zoken avechou ec’h efomp peb a jopinad hon daou.

— Daoust hag hennez a ve al louzaouer skiantek en deuz kement a vrud ?

— Me gred eo hennez e rank beza, rak dre zu-man n’euz ken hano nemed anezhan.

— Mad, lavarit d’ezhan, mar plij, dont da velet va mamm a zo goal-glan ; va grek zoken n’ema ket ken nebeut var he zu.

— Ia, mez e peleac’h emaoc’h o chomm evel-se, rak ne ouzounn ket hoc’h anaout ?

— Me a zo Fanch ar Bail, hag a zo o chomm e bourk Tregrom, enn ti kenta a gleiz pa deuer euz a Blouaret.

O klevet ar rimadellou-ze, paotred ar republik ne reant nemed c’hoarzin, mez an Aoutrou Hermit a c’houie e peleac’h en doa tud klan da velet, hag enn noz varlerc’h ez ea euz a Donkedek da Dregrom, e kofesea he dud hag e roe d’ezho ho sacramanchou.

Eun dervez-all, e kreiz eur foar pe eur marc’had, ec’h en em gave daou zen an eil gand egile ha n’o doa ket an ear d’en em anaout tamm ebed, hag unan anezho a skrabe he benn evel eun den nec’het.

— Petra ’ta, va den mad, eme egile, eun dra-bennag a ziez a c’hoari ganeoc’h, dioc’h ar pez a velan ?

— Ia da, ha nec’het braz ounn zoken.

— Petra c’hoari ganen ? Traou diez, sur avad. E parrez Pluzunet em euz eur vereuri euz ar re vraoa, hag ennhi eur merour euz ar re genta, atao arc’hant enn he c’hodel da baea he C’houel-Mikeal pa deu ar poent. Mad, achu he lizer hag e lavar dign ne jommo ken em mereuri ma ne ran ket outhan a lizer-ferm, rak aoun en deuz, mar chomfe dilizer, da veza taolet er meaz gand he c’hreg hag he vugale pa zonjo nebeuta. Kaer am euz lavaret d’ezhan beza dinec’h, ne ra van ouc’h va c’hlevet. Breman, emezhan, eo ken trubard an dud, ma ne c’heller fiziout var den.

— Hag an dra-ze eo a laka ken du ho penn ?

— Ha c’houi a ve laouen, ma velfac’h ho merour o vont kuit, hag ho touar o chomm da letoun ?

— Na perak ne rit-hu ket a lizer pa’z eo guir hoc’h euz c’hoant ho taou da ober ?

— Eno, just, eo ema ar c’hoari. Penaoz ober lizer, pa’z eo guir ne ouzomp na skriva na lenn hini ac’hanomp hon daou ?

— Neuze eo red klask eur skrivagner.

— Emaoun o klask pell a zo, ha ne gavan hini ebed, ha setu perag ounn nec’het.

— Ne gavit hini ebed ? Mad, e kever hor c’hear-ni ez euz unan hag a rai ho stal d’ehoc’h avad.

— Guestl eo evelse da ober eul lizer-ferm ? Breman, abaoue ma’z eo eat ar veleien hag an noblanz kuit, euz nebeud a dud desket dre ar vro.

— Ia, ia, bezit dinec’h ; guiziek meurbed eo ar skrivagner a gomzan d’ehoc’h anezhan.

— Mad, bennoz d’ehoc’h, — ne grede ket lavaret : bennoz Doue, dirag ar republikaned, — lavarit d’ezhan diouall na deufe ket dimerc’her d’ar Penn-Ker-Braz, e parrez Pluzunet, ha lavarit d’ezhan digas ganthan kement a zo red evit skriva. Ha c’houi, va den mad, deuit aman ma paign eur banne d’ehoc’h araok mont kuit.

Hag an Aoutrou Iann, dre ar c’homzou-man, a c’houie oa izoumm anezhan evit eun dra-bennag, evit maro pe evit badiziant, e parrez Pluzunet.

Ouc’hpenn, e Plouaret oa tud a galoun. Var bord ar mor o doa c’hoaz marteze muioc’h a izign an dud, eget enn douar braz, evit gellout mont da gaout ho beleien, da c’houlen digantho kuzul evit en em denna dibec’h euz a greiz kement-all a draou fall, ha digas nerz d’ho eneou evit harpa ouc’h fallagriez an drouc-spered, dislounket gand an ifern da zaoni an dud var an douar. Setu ama penaoz a reant evit klevet an ofern ha kofez ho fec’hejou.

Deuet eo an noz, tenval eo an amzer ; n’euz den var vale adalek bek Miliau beteg enezen Brehat, o vont dreist bourk Perros ha kear Landreger. Ne glever ket zoken enn oabl, azioc’h ar penn, kan klemmuz ar c’hefelek aod, na kaket skiltruz ar mor-bik marellet. Ne glever a bell, dreist an enezier, nemed grosmol ar mor braz a groz evit lavaret ez a atao enn dro hag ez eo bepred leun a nerz. A veac’h eur stereden en em zispak eur veach enn amzer evit diskouez e peleac’h eman an Aoutrou Doue. En eun taol-kount, etre unnek heur hag hanter-noz, e klevet, e kreiz ar mor, eur c’hloc’h o seni ; dont a rea euz a gostez enezen Brehat, kear Paimpol pe Landreger, hag he zoun a iea a-hed an aod. Chomm a rea pennadou, evel da heana, dirak ar Porz-Guenn, e parrez Penvenan, dirak an Trevoux, Trelevern ha dirak al Lenn, e parrez Louanec. Tremen a rea Perros, hag ez ea dreist Bek-ar-C’hastel hag ar Sklerder varzu Trebeurden, ha n’ounn dare da beleac’h, en eur zeni atao eur veach enn amzer hag o chomm eur pennadik dirak pep kerriad-tiez. Taoliou ar c’hloc’h-se, e kreiz an noz, a ioa evel klemmou an anaoun da glevet ; klemmou ar vartoloded beuzet o tont da c’houlen pedennou digant ho zud.

A-benn eur pennad e klevet dirak bourk ha rad Perros, a reaz enezen Rouzik, a gleiz pe a zeou, hervez ma c’houeze an avel, eur c’hloc’h-all pe ar memez hini marteze, ne oufen ket evit her lavaret d’ehoc’h, o seni adarre ; mez breman ne ra ket er memes tra. Kentoc’h ne zoune nemed taol breman, taol e-verr, zoken dirak ar c’herriou ma chomme evel da ehana dirazho, ha breman e sko stank he daoliou, beteg c’houeac’h pe seiz taol dioc’h-tu, an eil varlerc’h egile. Abarz nebeut, euz al leac’h ma soune an taoliou-ze, e velet o sevel euz a reaz ar mor betek tregont pe daou-ugent troatad enn ear, eur c’houlaouen vraz, pe evit lavaret guell, eur voul-dan, hag a lugerne en eur drei hag en eur zistrei, a bep tu, a gleiz hag a zeou, atao varzu an douar, evel pe diche c’hoant da furcha kement toull kuz a ioa er c’herrek a vir ouc’h ar mor doun da zont var an douar braz. Ar sklerijenn-ze ne bade ket pell ; mont a rea kuit, ha prest goude ar c’hloc’h a zoune adarre, ha neuze ne glevet nemed soun ar c’hloc’h e kreiz trouz ar biliennou a ruille hag a ziruille divar an eil roc’h var eben. Goude-ze e velet adarre o sevel enn ear hag o tiskenn ker buan, ar c’houlaouen vraz ; ha pa viche eat ar sklerijenn kuit, ar c’hloc’h a zoune adarre. Teir pe beder gueach e c’hoarveze an dra-ze, sklerijenn ar c’houlaouen ha soun ar c’hloc’h, pep hini d’he dro. A-benn eun heur, pe var dro, ar c’hloc’h a iea da vad hag ar sklerijenn da netra.

Neuze e velet o tispaka a bep kougn a ioa enn aod, hag o tistaga diouc’h an douar braz, bagou karget a voazed, a verc’hed hag a vugale zoken. — C’hoant deski abred ar vugale da garet Doue o doa hon tudou koz. — Mont a reant da glevet an ofern a lavare evitho, e kreiz ar mor, pa n’oa ket evit hen ober var an douar braz, eur belek kalounek chommet enn ho zouez evit silvidigez ho eneou. Dont a rea bagou a bep korn ar vro, adalek ster Landreger beteg bek Trebeurden. Dont a rea dreist-oll euz a Bloumanac’h, rak e Ploumanac’h ec’h en em denne kristenien vad an douar braz n’oant ket evit kemeret bag e Pont-Guennet. Neuze ive Ploumanac’hiz n’oant ket evel breman. Ne ket ho zudou koz o deuz diskouezet d’ar re zo breman an hent fall. Oh ! nann, pell dioc’h eno. Ploumanac’hiz koz a c’houie selaou ho beleien, heuilla lezen Doue ha beza tud vad, leal hag eeun. Ar re zo breman, siouaz ! o deuz chenchet giz. — Ouc’hpenn, e Ploumanac’h eo c’hoarvezet an trubarderez-man. — Breman e kavont guell selaou kuzuliou fall eul lastez Aoutrou, deuet euz n’ounn dare a beleac’h, ne mad da netra enn he vro, hag a ia dembrest kuit dioutho, goude beza great goap anezho, eget ho beleien a jomm atao gantho, a gemer perz enn ho foaniou, a jomm da bedi Doue e c’harz treid ho guele ken n’o devezo tennet ho huanad diveza, goude beza roet d’ezho ar pardoun euz ho fec’hejou ha digoret d’ezho Baradoz an Aoutrou Doue. Ra blijo gand Doue sklerijenna ho spered — hag hini an dud-all faziet, — netaat ho c’haloun hag o lakaat da zistrei var ar rouden vad ho deuz dilezet !

Tud Perros n’oant ket evit dont var eeun euz ar gear, rak eul lastez soudardet, hanvet garde-kot, leun a feiz fall, a fallagriez hag a drubarderez, deuet di, var ho meno, evit difen ar vro a enep ar Zaozoun, ha ne reant nemed laerez hag en em vesvi, o diviche buan ho diskuillet hag ho c’haset d’ar maro. Var an deiz, tud Perros a rea van da vont da besketa pe da vezina, hag atao, evit kaout tro da lezer ho bagou pe e Tre-Traou, pe e Tre-Trignel, ec’h en em gavent a enep ar mare pa deuent en dro. Diouc’h an noz, epad ma veze ar garde-kotet oc’h eva banneou, pe astennet enn tu pe du oc’h uza ar banneou o deveze evet, ez eant sioul euz ho ziez evit mont, pep hini gant he dud, da gaout he vag. Sevel a reant ennhi, ha mont a reant er memez amzer gand Ploumanac’hiz hag ar re-all, varzu enezen Rouzik, d’al leac’h ma oa guelet ar sklerijenn.

Eno e kavent eur vag pountet, brasoc’h kals eget ho hini. Varzu ar vag vras-se e teue bagou euz a gement pors mor bian a ioa enn aod. Taoler a reant ho heor enn dro d’ezhi, evit chomm en he c’hichenn ; ar re viana en em stage outhi. Var bount ar vag vraz ez euz savet, gand lian-goel, evel pa lavarfen d’ehoc’h, eun tiik bian. E kreiz ez euz eun daol goloet gand lien guenn-kann, hag e pep penn eur c’houlaouenn koar var alumm. Kerkent e veler eur belek o viska he zillad da oferenna... An oll a zao ho daoulagad... Vad a ra da galoun an oll guelet eur veach c’hoaz unan euz ho beleien, marteze eo evit ar veach diveza. Siouaz ! den n’her goar, rak an amzer a zo diasur. Eur martolod koz, duet he zremm gand heol ar broiou tomm, a zo en he gichenn. Ar belek a ra sin ar Groaz evit koumanz an ofern ; ar martolod koz a zoun he gloc’h bian ; an oll a zo daoulinet enn ho bagou dizolo ho fenn, tro ouc’h ar vag vraz. Kerkent ha ma lavar ar belek ar c’homzou kenta man euz an ofern : Introibo ad altare Dei, kant ha kant mouez-all a zao dudiuz ha kalounek varzu an env en eur gana kantik an ofern a ganet er mareou-ze :

Ofromp da Zoue ar zakrifiz,
Ne zo netra a ger kaer priz
Eget Jesus krusifiet
Enn ofern reprezantet.

Ar bagou a horjelle hag a vranskelle, a zave hag a ziskenne, pep hini d’he zro, gand ar goagennou. Lod a rea van da vont d’ar goueled, lod-all a bigne var gern ar c’hoummou-mor ; avechou diou vag, harp-ouc’h-harp, n’en em velent ket zoken, ha koulskoude ar c’han hag an diskan a iea a-unan pep hini d’he boent, rak a galoun e kane an oll, ha ker brao ez eant evel pa vichent bet o kana enn iliz Sant-Jakez, e Perros. Digorit ho kaloun ker braz ha ma kerfot, savit ho spered huella ma c’helfot, ha lavarit dign ha c’houi hoc’h euz klevet eur c’han ken dudiuz, guelet eun dra ker burzuduz ?

D’ar gorreou, pa zao ar belek enn ear, evit ho rei da adori d’ar bobl, korf ha goad hor Zalver Jesus-Krist, an oll a stou hag a bleg ho fenn, daoulinet, strinket d’an douar var blankenn ho bak, doujanz ha karantez Doue enn ho c’haloun... Daoulinet int etre ar mor braz a ia hag a deu azindan ho zreid ha toenn koummoullek an env a guz anezho ouc’h daoulagad ar zitoianed...

Eur gomz dievez ebken a viche bet avoualac’h evit lakaat martoloded ar republik, pe ar c’hos garde-kotet, da zont da enezen Rouzik, da lammet var ar gristenien vad ha d’ho strinka e goueled ar mor. Ne viche ket bet diez, rak ne oa den var evez.

Nann, tud koz bro Perros n’oant ket tud aounik : feiz doun a ioa enn ho c’haloun, ha fiziout a reant e Doue oll-c’halloudek. Ra deui ho bugale hag ho bugale vian da vale var ho roudou !

Achu an ofern ; mez araok mont an eil diouc’h egile, araok en em zispartia, an dud kalounek a gan c’hoaz ar c’hantik-man evit trugarekaat Doue euz he vadelezou en ho c’henver :

Meulomp Doue bep heur,
Hen a ra hon oll bonheur.
   Meulit-hen, Elez santel,
Meulit he vajestez ;
Rentit d’he vadelez
Mil meuleudi eternel.
   Meulomp Doue bep heur,
Hen a ra hon oll bonheur.

Abarz an deiz pep hini a zo distro d’he gear ; n’euz nemed ar belek paour ne oar da beleac’h mont, rak n’en deuz kear ebed. En eur zisken euz he vag e ranko klevet e pe du eman ar c’hlask d’ezhan evit gellout mont enn tu-all, el leac’h ma ne vezo ket klasket. N’euz forz, n’e ket kals nec’het gant kement-se, rak ar pez a rank da ober herrio a ranke da ober deac’h :

Eur belek katolik a zo eun evn guenn ervad ;
Herrio ’ma el lannek, varc’hoaz e vo er c’hoad ;
Disul enn eun neiz pick, dilun enn eun neiz bran,
Hag el leac’h ma tebr lein ne zebr nep tro he goan.


————