Mont d’an endalc’had

Emgann Kergidu/Pennad 02

Eus Wikimammenn
Salaun / Derrien, 1902  (p. 23-37)


EIL PENNNAD


————
Ar skrab e kouent Sant-Aubin


Peder leo diouc’h kerig vian Lamball ez euz, var zu an avel viz, eur c’hoad braz, hag en euz d’an nebeuta daouzeg mil dervez arad. E kreiz ar c’hoad-se, ouc’hpenn daou c’hant vloaz a ioa, an Aoutrou Olier Lamball, kount Penthievr, en doa savet eul leandi, eun abati pe eur gouent, mar kavit guell, hag en doa lakeat eno menec’h da bedi Doue evit silvidigez he ene. Er c’his-se a rea an noblanz koz. Evit kaout digant Doue ar pardoun euz ho fec’hejou, evit rei bara ha dillat d’ar paour, mignoun Doue var an douar, e roent lod euz ho leveou da venec’h ha n’o doa da ober nemed pedi Doue evit ho madouberour, ha labourat an douar a dro-var-dro, roet d’ezho, evit en em veva ho-unan, ha rei bara d’an nep a deue da c’houlenn da c’harz toull ho dor. Breman ez euz chenchet giz, siouaz ! An darn-vuia euz ar re binvidig a ia da lounka o leve da Bariz, pe da eur gear-all bennag, da rei labour me gred, da dud ha n’ho deuz ken c’hoant nemed da drouc’ha ho gouzoug d’ezho, kenta ma kavint ho zro.

E leandi Sant-Aubin, hennez oa hano ar gouent savet gant an Aoutrou Olier Lamball, hag a gomzan anezhi, e leandi Sant-Aubin oa digor an nor d an oll ; kerkouls d’ar pec’her paour a deue di d’en em zizamma euz he bec’hejou e c’harz treid eur c’honfessour karantezuz, evel d’ar paour ezommek n’en doa tamm da zebri he-unan, na grinsenn da rei d’he vugale.

Evelse, ne ket eb souez m’ar doa karet dre ar vro menec’h Sant-Aubin. Den n’en diche kredet ober d’ezho an disterra poan ; den zoken n’en doa kredet lavaret d’ezho edo ar dispac’h dre ar vro gant aoun na vichent eat kuit euz ho leandi ha lezet ar pec’her da vervel enn he bec’hed hag ar paour da zizec’ha gand an naoun.

Abalamour da-ze, daou vIoaz a ioa o doa ranket ar veleien pe gemeret an teac’h, pe mont azindan guz, ha menec’h Sant-Aubin n’o doa klevet hano euz a netra. Daou vloaz a ioa abaoue ma’z oa lakeat ar Roue Louis XVI d’ar maro hag evelato bep sul, pa ganet an ofern e kouent Sant-Aubin, e kanet bep tro ar beden evit ar Roue, an Domine Salvum fac regem, etc... Ar venec’h ne vevent ket evit ar bed.

Kaloun tud ar vro a dride a levenez o velet oa, e kreiz kement a zispac’h, ankounac’heat kouent Sant-Aubin, ha bep noz e pep ti, pa c’hellet lavaret ar pedennou, rak ne c’hellet ket hen ober bemdez, abalamour d’ar republikaned ha d’an dud fall a rede dre ar vro, ha ne felle ket d’ezho klevet hano euz a Zoue, bep noz e lavaret atao eur Bater hag eun Ave, Maria evit pellaat pep droug diouc’h menec’h an abati. Kaout a rea d’an dud paour e selaou Doue ho fedenn, ha rei a reant, dijipot avoualac’h, d’ar republikaned, ar pez a c’houlennent digantho, evit miret outho da vont da furcha ar vro ha da zizelei kouent Sant-Aubin. Mez mennoz an dud keaz-se n’oa ket mennoz Doue. Doue a falveze d’ezhan digoll, ar c’henta ar guella, er bed-all, el leac’h ma eman ar guir eurusted, ar venec’h euz ar boan o doa hag euz ar binijen a reant var an douar, ha paea anezho abred euz ar vad a reant d’ho nesa. Doue a oar guell egedomp ar pez a zo ar guella evit hor brasa mad ; red eo hen anzao, n’euz forz peger kriz e c’helfe beza d’hor c’haloun, n’euz forz pegement e ve a enep hor c’hoant hag hor faltazi. Poaniuz oa an traou-man evit an dud a dro-var-dro, evit guir ; mez daoust ha ne c’hell ket Doue hon hanter-flastra, mar kar, evit hon distrei outhan ?

Eun dervez, dervez glac’haruz ! e tigouezaz e kear Lamball, soudardet a gostez an Normandi hag o doa klevet enn ho bro hano euz a gouent Sant-Aubin, rag bruded oa a bell. Sonjal a rea d’ezho e tlie beza er gouent-se aour a forz hag arc’hant da vuzula gand ar boezell. Abalamour da-ze ne leverchont grig da zen : ne reant nemed goulen an hent da vont euz ar bourg-man da eur bourg-all, euz an eil kear d’eben, ha traou-all divar nij er c’his-se ne oant na du na guenn. Eur veach ma o doa klevet an hent da vont da Sant-Aubin, o doa klevet ar pez a glaskent, ha ne ouent ket dievez avoualac’h evit diskleria da zen ar pez a ioa enn ho spered, rag mar ho diviche lavaret o doa c’hoant da vont da Sant-Aubin, deg den el leac’h unan a viche kavet da vont d’ar red da gas kemenn d’ar venec’h.

Eun abardaez, var dro peder heur dioc’h an noz, e kreiz ar goan, e oue guelet soudardet, gantho ho fuziliou karget, o vont er meaz euz a gear Lamball. Da beleac’h ez eant ? Den n’her gouie e kear.

Mont a reant da aloubi kouent Sant-Aubin.

Tost da hanter-noz oa pa zigoueschont e tal dor borz al leandi : tenval oa an noz ; eun tamm aoun a grogaz er zoudardet ; edont e kreiz eur c’hoad braz, pell diouc’h an dud... Ha mar doa chouanted el leandi ?... Oh ! neuze oa great gant-ho, rak ar chouanted a ioa paotred hag a en em ganne da vad... Unan anezho zoken a lavaras en eur drei ouc’h be gamaraded :

— Deomp enn dro.

— Nann, eme an hini a ioa e penn ar vanden, hag en doa an ear da veza hardisoc’h eget ar re-all, chommit aman prest da denna e ken kaz ma teufe unan bennag er meaz. Me a ia da ober an dro.d’ar gouent da c’houzout ha me a gleva eun trouz bennag. — Hennez n’en doa ket daou liard var he hano ; c’hoant kaout arc’hant en doa a-vad, n’euz forz dre be c’hiz.

Eur pennadig brao oa bet oc’h ober he dro, ha me gaf dign, m’o diche kredet he zoudardet kemeret an teac’h ha dont enn dro, o diviche her great ; mez aoun o doa rag ho mestr, hag ouc’hpenn ne c’houient var zu pe du trei. Kaout a reaz ive ’ta he zoudardet el leac’h m’en doa ho lezet. Kerkent ha ma en em gavaz gant-ho ho galvaz d’en em gelc’ha enn dro d’ezhan hag e lavaraz d’ezho laouen ha goustadik :

— N’euz den var zao el leandi, na den-all var dro ; n’euz ket eur c’hi zoken da ziouall an ti.

Paour keaz soudard, da ober petra e viche bet eur c’hi e ti tud ha n’o doa netra d’ezho ho-unan !

O klevet kement-se, e savaz kaloun d’an oll. N’oa den var dro al leandi ! Hag el leandi-ze oa arc’hant da renta deg gueach pinvidik pep hini anezho ! Klask a rejont an digor, ha n’oe ket diez d’ezho her c’haout, rag an nor n’oa prennet nemed gand eul liket-koat, ha c’hoaz, allas ! he frenn a ioa he lost er meaz euz ar porz, ha n’oa nemed chacha varnezhan evit digeri. Eur veach eat er porz ec’h ejont var eeun varzu ar gouent : goulou a oue allumet ; edont etal dor al leac’h m’edo kousket ar venec’h, dinec’h evel kristenien ha n’o doa aoun da gaout na rag an dud na rag Doue. Kerkent e oue klevet an tennou o krozal ; ar venec’h paour, toullet ho c’horf, torret ho fenn gand ar boulejou a ruille divar ho guele kalet var al leur-zi : ar goad a rede var an douar hag a bouloudenne eun tamm larkoc’h enn ho c’hichenn... Ruill a reant divar ho guele, mez ne vezent ket lazet oll en eur goueza : krial, en em erbedi a reant... Mez ne zelaouet ket ho c’hlemmou !... Pa vele ar zoudardet oc’h en em erbedi outho, var bennou he zaoulin, bisach eur manac’h koz, roufennet he zremm gant an daelou, guennet he benn gant aoun rag an ifern, kaledet he groc’henn gant ar binijen. el leac’h astenn d’ezhan ho dourn, e tarc’hoent varneznan taoliou kroz-fuzil ker kalet ha ker pounner, ma vruzunent outhan he benn, ha ma sklapent he empenn ouc’h ar mogeriou a dro-var-dro. Lod-all, torret ho livenn-gein, a eseia en em ruza er meaz euz an ti, evit gellout en em guzet. Lod-all en em ruille e tal dor ho c’hamprou, o sevel enn ear, evit goulen pardoun, unan he zourn deou, eun all he vreac’h kleiz, eun all he c’har hervez ma oa skoet pep hini. Ha den n’en doa truez ouc’h ar merzer... Truez ! oh ! nann ! Pell ac’hano : pa velet unan bennag o finval enn tu pe du e tennet varnezhan, evel ma tenn an den honest var ar c’hi klan, pa vez an hu varnezhan ha pa en em gaf azindan he daol.

Lazet oa kement manac’h a ioa el leandi : goullo oa pep kambr... Soudardet ar Republik a c’haloupe euz an eil penn d’egile d’an ti, sounn ho fenn ha rok an tamm anezho, rag n’oa den ebet ken da enebi outho. Trouz a ioa gantho ; pep hini a zave he vouez evit diskleria ha diskouez en doa great guelloc’h eget ar re-all, pa en em gafchont er penn pella euz ar gouent, en eur c’hougn-tro, e kichenn an nor. Eno e velchont eun dra bennag o trei hag o tistrei. Kerkent e oue serret he veg da bep hini, rag aoun a deuaz d’ezho na viche oll chouanted ar vro kuzet er c’hougn-ze : eur chouant a rea aoun da gant republikan, rag ar chouanted o doa kaloun, pa’z eo guir ec’h en em gannent evit Doue, ha n’o doa ket a spount rag ar maro. Nann, eno n’oa nemed eur paour keaz manac’h, ervez ar guel, e kreiz he vrud. Torret oa he ziou c’har ; ar goad a ioa aridennet var he lerc’h dre ma oa eat ; c’hoant en doa bet da vont er meaz euz an ti. Mes arruet e tal an nor, he galoun a vankaz d’ezhan hag e chommaz eno semplet. An trouz euz ar zoudardet her lakeaz da zivorfila. Sevel a reaz var he groaz-lez, trei a reaz varzu ar zoudardet oc’h en em erbedi outho… Pa velaz ar re-man n’oa er c’hougn-ze nemed eur manac’h mac’hagniet, unan anezho, eur paotrik iaouank ha n’en doa ket c’hoaz eur varvenn var stal ar mec’hi, hen treuzaz gand eun taol baionnettez ken doun ha ken didruez ma her stagaz ouc’h an nor…

Troomp hor penn rag eugi a ra ar galoun…

Tro al leandi a oue great ha kement den beo a oue kavet a oue raktal lakeat d’ar maro.

Goude beza great tro al leandi, goude beza furchet ha klasket e pep kougn, goude beza guelet ne jomme den ebet ken e buez da enebi outho, ar republikaned a en em lakeaz da glask ar pez oant deuet da glask di, aour hag arc’hant da garga gand ar zac’h. Mez, siouaz ! goude beza klasket e pep leac’h, goude beza torret an oll armeliou, goude beza furgutet kement toullkuz a ioa dre al leandi, ne gafchont ket eur guennek. Ar venec’h ne brenent netra, rak gounit a reant ho boued dre ho labour ; ar venec’h ne verzent seurt, rak rei a reant d’ar paour ar pez a jomme gantho. Ar republikaned ne gafchont seurt e leandi Sant-Aubin nemed ar c’haluriou hag ar Zakr, meulet ra vezo ! An traou-man avad a ieaz gantho… Oh! tud dizoue !

Goude beza gret ho reuz, ec’h en em lakejont e doare da zistrei da Lamball. Kaout a rea d’ezho n’oa chommet den e buez var ho lerc’h e leandi Sant-Aubin. Eo koulskoude, chommet oa unan da gounta ho fallagriez. Eur manac’h iaouank flamm, hag a ioa o chomm er penn pella euz ar gouent, a zihunaz o klevet an tennou fuzil kenta. Eb gouzout petra rea, poulzet gand ar c’hoant, lakeat gand Doue e kaloun pep den, da bellaat diouc’h ar maro ha da ziouall he vuez, e lammaz er meaz euz he vele, hag ez eaz da guzet er c’hoajou a zo enn dro d’an abati. Eno, daoulinet e kreiz eur vojenn dero, eat he deliou gand ar goan, e kleve trouz an tennou fuzil : avechou, gand an avel ien ha iud a c’houeze dre ar guez, e teue betek ennhan klemmou ar re oat o peur laza, ha iouc’herez ar zoudarded dizakret…

Pebez nosvez, o va Doue !

Pa deuaz an deiz, e sonjaz klask kuz hag eun tamm bara enn tu pe du, rag ne grede ket distrei d’he leandi. Mez da beleac’h mont, paour keaz manac’h ? Abaoue ma oa eat e kouent Sant-Aubin n’oa ket bet er meaz anezhi, hag en eur vont ebarz n’en doa guelet ken hent nemed an hini en doa great, ha n’en doa ket taolet evez outhan. N’euz forz, goude beza pedet a greiz he galoun, ec’h en em lakeaz da vale dre ar c’hoat eb gouzout da beleac’h ez ea. Bale pell pe bale adreuz en doa great, rak tremen kresteiz oa pa zigouezaz dirag eun ti. Vad a reaz da galoun ar manac’h guelet eun ti, rag eno e kave d’ezhan e kafche tud vad d’hen difen a enep al laeroun. Ia, a enep laeroun, rag ar manac’h a gave d’ezhan oa eur vanden laeroun hentchou-braz eo a ioa kouezet varnezho er gouent, rak ne c’houie ket oa dispac’herien er vro. Hag en diviche gouezet n’en diviche biken kredet e vichent bet ken dizakret ; n’en diviche ket kredet e viche deuet tud, dre zroug ouc’h Doue, da ober ker goaz d’he zervicherien. Eb aoun ebed ive ’ta ez eaz enn ti. Fazia a c’helle koulskoude, rag siouaz ! lod euz a dud hor bro, nebeut mar kirit, lod evelato euz a dud hor bro a ioa eat a du gant an dispac’herien. Ar re-ze oa an dud o doa c’hoant d’en em ruill er pec’hejou udur ha da heulia c’hoantegesiou fall ho c’haloun, pe d’en em binvidikaat divar goust an ilizou, ar c’houentchou hag au noblansou, en eur laerez ho leveou, pe en eur ober an neuz d’ho frena en eur baea anezho an degved, da hirra, euz ar pez a dalvezent.

Digouezout mad a reaz, ar paour keaz manac’h, a drugare Doue : e ti tud mad hag honest oa en em gavet. Edot gant lein pa erruaz : an ozac’h, he zaou vevel, he c’hreg hag he vugale, c’hoaz iaouank, a ioa ouc’h an daol, enn dro da eur podat iod-silet. Pa velchont ar manac’h, gant he zillad manac’h, o tigouezout enn ti e chomchont mantret, ho loaiad iod enn hanter an hent euz ar pod d’ho ginou. Chom a reant da zellet an eil ouc’h egile, evel tud sebezet.

Ar manac’h he-unan a jommaz souezet, o velet an dud-se o sellet outhan gand eun ear spountet. A benn eur pennad e lavaraz :

— Doue r’ho pinnigo oll, braz ha bian !

— Bennoz Doue d’ehoc’h, Aoutrou manac’h, eme an ozac’h. Savit d’an neac’h, azezit e kichenn an tan da c’hedal ma vezo aozet d’ehoc’h eun tamm boued-all guelloc’h eget hor iod-ni, rag marteze hoc’h euz naoun ?

— Na rit ket a van, eme ar manac’h, me a zo boazet da iun. Evelato ec’h ei gan-en, a galoun vad, eun tamm bara, rag abaoue deac’h da gresdeiz n’em euz debret grinsenn.

— Neuze ’ta e teuit a bell, hag evelato e tougit guiskamant menec’h Sant-Aubin. Marteze ive emaoc’h o vont d’al leandi-ze, hag hoc’h kollet divar hoc’h hent ?

Nann, n’ounn ket kollet divar va hent. Enn noz tremenet euz digouezet varnomp, e kouent Sant-Aubin, eur vanden laeroun hag o deuz lazet a dennou fuzil an oll venec’h-all, nemed oun-me, am euz gellet kemeret an teac’h, dre c’hraz Doue. Epad an noz oun chommet kuzet er c’hoat, hag abaoue ar mintin-man e m’ounn o c’haloupat, o klask eun ti bennag da rei goudor dign.

— Tad manac’h, ne ket laeroun hentchou-braz eo a zo kouezet varnoc’h ; nann, goasoc’h eget laeroun eo ar re o deuz lazet ar venec’h-all. Aman hoc’h digouezet e ti tud a zoujanz Doue hag a oar pegement a vad hoc’h euz great dre ar vro, c’houi hag ho kenvreudeur, ar venec’h-all. Dinec’h e c’hellit beza e ti Job Karo. Va grek, tud va zi ha me a rei guella ma c’hellimp evit rei d’ehoc’h boued da zibri ha golo da guzet ac’hanoc’h, a enep an dispac’herien a c’hlac’har hor bro.

Goude-ze, Job Karo a gountaz d’ar manac’h iaouank ar reuz a ioa e Breiz hag e Franz euz an eil penn d’egile. Hag, klevet kement-all a draou, ar manac’h a jomme mantret ha sebezet. N’oa ket evit koumprenn e viche c’hoarvezet er vro traou ker goaz ha ker glac’haruz.

Epad m’edo Job Karo e kounta an traou doaniuz-se, Klaodina an Hir, he c’hrek, e doa aozet eur banne zoubenn ar jaodel. Ar manac’h a zebraz he zoubenn ha, varlerc’h, eun tamm bara hag amann : he nozvez venn hag he c’haloupadenn vintin o doa digoret he galoun d’ezhan.

P’en deoue debret he bred, Job Karo a lavaras d’ezhan :

— Tad manac’h, red eo d’ehoc’h chomm azindan guz, rag, ma vezit guelet gant ho kuiskamant a vanac’h, e vezo kroget ennhoc’h raktal, e viot taolet er prizoun, hag antronoz barnet d’ar maro. Aman, em zi-me, azioc’h kraou ar zaout, ez euz eur sanaill ha ne gredan ket ec’h afe den da zellet ennhan ; ien eo an amzer hag eno n’heller ket ober tan, mez ezenn ar zaout a zalc’ho tomm avoualac’h d’ehoc’h. Eno ive ’ta, e kaf dign, e vioc’h kuzet mad ha n’ho pezo ket re a ziouer. Klaodina, va grek, a gaso bemdez d’ehoc’h boued ervez ho kout ha dioc’h ho faltazi. Bremaik, goude hor lein, va mevel, Dider Krogennek ha me, a ielo beteg ar gouent da velet ha chommet ez euz eno c’hoaz eur manac’h-all bennag. Araok an noz, ni a vezo distro hag a lavaro d’ehoc’h penaoz eman an traou. Guelet avoualac’h a ran hoc’h euz c’hoant da zont ganeomp, mez ne c’hellit ket dont, rag eb gellout ober vad ebed, hoc’h sur da ober droug d’eomp. Unan bennag hor guelo o vont pe o tont, anat eo ; mad, ma vezit guelet ganeomp, e vezo lavaret dioc’h-tu emaoc’h kuzet aman, hag abarz nebeut e man soudardet ar Republik o lakaat an tan enn ti, ma ne gavont ket ac’hanoc’h, ar pez ne rai vad da zen. Nann, ne deuot ket ganeomp ; Dider ha me a ielo hon daou, ha c’houi, enn ho toul kuz, a bedo Doue evit Job Karo, he c’hrek hag he vugale.

Ar manac’h a ieaz enn he guz, ha Job Karo ha Dider Krogennek a ieaz ho daou varzu leandi Sant-Aubin. Pa en em gafchont eno, e velchont, er vered, eur vanden dud oc’h ober toullou-bez. Ar re-man a ioa tud hag a ioa o chomm var an hent a ia euz a Sant-Aubin da Lamball. E kreiz an noz oant bet dihunet gant an trouz hag ar pec’hejou a rea ar zoudarded o tistrei da Lamball. Dioc’h ar pez a glevent oa eaz d’ezho gouzout ar pez a ioa c’hoarvezet el leandi. Abalamour da ze oant deuet diouc’h ar mintin da rei skoazel d’ar venec’h paour o doa ho zikouret ken aliez a veach enn ho dienez. Mez, siouaz ! ne gafchont nemet korfou maro, leun-c’hoad....

Goude beza lavaret a greiz ho c’haloun, bep a Zeprofundis evit ar verzerien, ec’h en em lakejont e doare da ober d’ezho bep a vez e guered an abatti. Oc’h ober al labour-ze edont pa en em gavaz Job Karo hag he vevel. Pebez tristidigez ne oue ket evit an daou zen-man ar guel euz a gement-all a grizder ! En em lakaat a rejont gant ar re-all da gleuza beziou ; ha pa oue achu al labour glac’haruz-se, pep hini, an daelou enn he zaoulagad, a zistroaz d’he gear, eb lavaret ger ebed an eil ouc’h egile ; re garget a c’hlac’har oa ar c’halonou.

Pa glevaz ar manac’h iaouank ar pez a ioa c’hoarvezet gand he genvreudeur, e tirollaz da vouela, hag, epad an noz hed-a-hed, ne ehanaz da bedi Doue evitho. Antronoz vintin, pa’z eaz Klaodina da gas d’ezhan he damm boued, her c’havaz atao var he zaoulin, he zaoulagad ruz-glaou hag he zremm dilavet. Ne falveze d’ezhan dibri tamm, re veïet oa he stomok. Klaodina en em lakeaz da gounta d’ezhan a-nevez ar goall-draou a ioa en em gavet er gouent, hag, o klevet Klaodina o kounta, e vouele adarre. Ne ket iskiz, evit guir, en diche keuz da genvreudeur hag o doa bet kement a garantez outhan, hag o doa hen hentchet, hen c’hoaz iaouank, ken eeun var hent ar Baradoz.

Chomm a reaz kuzet e kraou Job Karo, epad eur c’houeac’h miz bennag. Bep mintin ha bep noz ez ea Klaodina he-unan, pe Job avechou, mez jamez den-all ebed, da gas d’ezhan he damm bara pe he vanne zoubenn. A benn eur pennad e oue gellet kaout d’ezhan eur c’halur, kuzet gand eun den kalounek euz a eur barrez a gichenn, ha neuze e c’helle avechou lavaret an ofern. Pebez dudi evit ar manac’h, evit Job Karo, he c’hrek, he dud hag he amezeien gellout kofez evit goalc’hi ho c’houstianz ha kaout an eur-vad da loja ho Doue enn ho c’haloun, evit ho sklerijenna hag ho c’hrenvaat !

Epad c’houeac’h miz ive ’ta e chommaz kuzet er sanaill. Avechou, evelato, epad an nevez-amzer hag an han, e teue epad an noz da ober eur bale dre ar parkeier, evit kemeret an ear vad hag en em dizinoui, pa ne veze ket galvet da vont da velet tud klan, rag neuze na tan na kurun n’ho diche miret outhan da vont enn hent.

A benn fin ar c’houeac’h miz-se e lavaraz da Job, a ioa eat da gas d’ezhan he goan :

— Diouc’h ma’m euz klevet ganeoc’h, ne deu ken a zoudardet var dro leandi Sant-Aubin. Mad, va zonj eo distrei d’am c’houent ; re hir ounn chommet da zibri euz ho para. Enn tu pe du, me gred, e kavign frankiz da astenn eur guchenn golo da gousket, rak ne c’hellan ket kredi o defe ar republikaned diskaret kement ti a ioa e Sant-Aubin, hag ouc’hpenn, an disterra kraou a vezo mad evidoun-me. Great an eost, eman an han o vont kuit, erru an diskar-amzer, bremaik eman ar poent da zistrei ha da derri an douar evit gounit an eost nevez. C’hoant am euz da labourat eun tamm douar ha da hada ennhan greun evit kaout bara da zibri enn han a zeu, mar plij gand Doue ; ha ma na blij ket ganthan e chomfen e buez e Sant-Aubin, ra vezo great er memez tra he volontez, ez ign d’an env da gaout va c’henvreudeur.

Job hen dizaliaz ; aoun enn doa na viche ar manac’h diskuliet gand eun trubard bennag, rak neuze ar zoudarded a viche deuet buan var ho c’hiz hag her c’haset gantho evit her lakaat d’ar maro. Mez null e oue d’ezhan ; troet oa e penn ar manac’h distrei d’he gouent.

— Da viana, eme Job, e lezoc’h ac’hanoun da gas d’ehoc’h eun dorz vara pe ziou er zizun, hag an traou a vezo red d’ehoc’h, ken na deui eun eost nevez enn douar.

— Ia, eun tamm bara hag eur vozad holenn a gemerign diganeoc’h bep sizun, a galoun vad. Doue, me gred, ho faeo d’ehoc’h er bed-all, rak evidoun-me ne c’hellign ket hen ober var an douar. Avoualac’h e vezo kement-se evid-oun. Er gouent e kavign dour hag er c’hoat keuneud d’her birvi. Eur skudellad vara, eur meudad holenn trempet bemdez gant ar soubenn-ze, a vezo traou avoualac’h d’am beva ac’hann d’an eost a zeu.

— Eun dra-all am euz da lavaret d’ehoc’h c’hoaz, tad manac’h. Gouzout a rit pegement a fallagriez a zo er vro ; ma vezit guelet gand ho kuiskamant a vanac’h, abarz nebeut derveziou emaor krog ennhoc’h. Lakit dillad evel va re-me, ha den ne rei van evit ho kuelet, rag ar re fall a zo dre ar vro, a gaf d’ezho oc’h bet ive merzeriet er memez taol gant ho kenvreudeur.

— Guir a livirit, Job. Bikenn ne c’hellign trugarekaat re ac’hanoc’h euz ar vad a rit evidoun. Breman it d’ho kuele ha digasit dign varc’hoaz dillad evel ho re, ar re falla a vezo mad avoualac’h d’in-me.

Antronoz, etre nao ha deg heur, edo Job Karo, Klaodina he c’hrek, he vugale hag he zaou vevel, enn dro d’an tad manac’h. An tiad tud-se o doa doan o tispartia diouthan ; ha koulskoude ma viche bet gouezet edo eno, e vichent bet barnet d’ar maro evit beza her c’huzet. Chomm a reant mud, den ne lavare ger. A benn eur pennad, ar manac’h a lavaraz :

— Ra skuillo Doue he c’hrasou var an tiad tud vad-man ha var gement a raint ! Doue r’ho pinnigo, Job Karo, c’houi, ho krek Klaodina an Hir, ho pugale hag an daou zen honest a zo enn ho servich !

Var dro unnek heur e oue guelet o vont varzu leandi Sant-Aubin, Job Karo, eur beac’h kolo ganthan ouc’h he gein, hag eun den-all, guisket eveldhan, an tad manac’h eur bisac’h ganthan var he skoaz, eun dorz vara en eur penn hag eur c’halur da oferenna er penn-all.

Kaout e rejont leandi Sant-Aubin hanter-ziskaret ; evelato e oue eazet avoualac’h kaout eur c’hougn disc’hlao d’ar manac’h da astenn he guchenn golo. Ne gredan ket e c’helfe den kounta ar pez a iea dre galoun ha dre spered ar manac’h o sellet ouc’h mogeriou al leandi bolzennet, faoutet, hanter-gouezet, o sonjal enn he genvreudeur merzeriet. Mall en doa da veza he-unan evit gouela ha pedi enn he eaz var ho bez. Abalamour da ze e lavaraz da Job :

— Job, red eo d’eomp en em zispartia, rak poent eo d’ehoc’h distrei d’ar gear araok an noz. Na ankounac’hait ket manac’h Sant-Aubin, a zo dleour d’ehoc’h euz he vuez ; ha ma teufe klenved da goueza varnoc’h pe var unan-bennag euz ho tud, diouallit na deufac’h ket kerkent d’am c’hlask. Netra, nag ar republikaned gand ho zennou fuzil, nag ar maro ar c’hrisa, na viro ouzign da vont d’ho ti d’ho kuelet, da gemeret va lod enn ho poaniou ha da rei d’ehoc’h sakramanchou hor mamm zantel an Iliz.

P’edont o tispartia an eil diouc’h egile, daelou puill a rede euz ho daoulagad ho daou ; en em staget oant an eil ouc’h egile.

Ar manac’h a en em glevaz gant daou zen paour, a anaveze araok an dispac’h, hag a ioa o chomm var ribl ar c’hoat, evit labourat ho zri a-unan douar avoualac’h evit ho beva, hi hag ho zud. Epad ar blavez kenta, Job Karo ne vankaz ket eur veach epken da gas d’ar manac’h he dorz vara ha kement en doa izoum ; mez evit an eil blavez, ar manac’h a drugarekeaz Job, rak avoualac’h a draou en doa destumet evit beva beteg ar blavez varlerc’h.

Meur a vlavez a dremenaz, ha den ne deue da glask tregas ouc’h ar manac’h. Lezet e veze da labourat he damm douar er c’hiz ma kare, ha zoken da lavaret he ofern ha da c’hervel he amezeien da zont d’ezhi. Avechou e velet dre ar c’hoat bandennou aoutrouien, e kar pe var varc’h, gantho kals chas, o tont da jaseal dre ar c’hoajou. Neuze ar manac’h, evel pa viche bet er gear, evel pa viche bet al leandi d’ezhan, a iea evel droug ennhan. Eun dervez zoken e lavaraz d’an daou baour a laboure er memez park ganthan, en eur glevet an tennou fuzil a dennet pe varlerc’h ar c’had pe varlerc’h al louarn :

— Daoust perag e teu an dud-se d’am direnka-me aman ? Daoust ha n’int ket evit lezer ac’hanoun da ober va labour, a oll va nerz, ha da bedi Doue a greiz va c’haloun ?

Marteze an tennou fuzil a denne ar chaseerien a zigase da sonj d’ezhan euz a verzerenti he genvreudeur.

Pa’z eant abiou d’ezhan e selle outho a gorn, evel pa viche droug ennhan, mez jamez ne lavare ger ebed ; hag ar chaseerien, euz ho c’hostez, a iea abiou d’ezhan eb lavaret netra, eb ober van ebed.

Ar blaveziou a ia enn dro, hag ar manac’h hor beuz guelet iaouank a zo deuet da veza guenn he benn ha torret he gorf. Eun dervez, var dro fin miz guengolo, e teuaz da darza, var gouent Sant-Aubin, eur barr-arne euz ar re vrasa. An avel a c’houeze ken na zivege ar guez dre ma’z ea ; ar glao a goueze evel pa vichet bet o taoler dour gand barazou, ar gurun a groze ken na grene an douar var he dreid koz. Ar manac’h, a ioa o lavaret he japeled e penn ar c’huz-eol euz al leandi, a ioa chommet en he za, pa velaz o tont varzu ennhan, da glask goudor ha disklao, daou aoutrou, unan iaouank hag unan koz.

— Bonjour d’ehoc’h, Aoutrou, eme an den iaouank, oc’h eja he zillad gleb. Brao eo kaout eun tamm disklao dre an amzer a ra. Ha c’houi o pefe ar vadelez d’hon digemer enn ho ti ken na vezo uzet ar barr-arne ?

— Ia, aoutrounez, chommit keit ha ma kerfot. Menec’h Sant-Aubin n’o deuz biskoaz gouezet dinac’h netra euz ar pez o doa d’an neb a c’houlenne.

— Bennoz d’ehoc’h, Aoutrou, eme adarre an hini iaouank. Hag hen azeza var eur skabel goat a ioa e kichenn ar prenestr ha da zellet ouc’h ar mogeriou kouezet, ouc’h an tiez distoet, ouc’h an iliz diskaret nemed ar pignoun tro ouc’h ar zao-heol. Chomm a rea sebezet o velet kement-all a draou brao eat da netra. Ne oue ket evit miret da c’houlen digant ar manac’h penaoz oa c’hoarvezet an traou-ze, rak an dud iaouank o deuz c’hoant da c’houzout pep tra.

Ar manac’h en em lakeaz da gounta d’ezhan ar pez am euz kountet d’ehoc’h.

Epad m’edo ar manac’h o kounta, an den iaouank her selaoue gand evez, digor he skouarn ha lemm he lagad.

An hini koz avad n’oa ket er memez tra. Pleget he benn, oa evel ar bleiz : ne zelle nag huel nag izel, nag a gleiz nag a zeou, mez trei ha distrei a rea a bep-tu, he zaoulagad a ioa deuet da veza ruz evel daou gef-tan. Krena a rea var he izili.... An den iaouank, he vap, tro ouc’h ar manac’h, gounezet he galoun gand ar pez a gleve, ne vele ket kement-se. Mez ar manac’h a zivinaz raktal edo koustianz an den koz-se o pikat anezhan, hag e lavare outhan he-unan : Heman, an den-man, ma n’en deuz ket merzeriet va c’henvreudeur, menec’h Sant-Aubin, a dle beza merzeriet menec’h-all, ha va c’homzou a ia beteg goueled he galoun. Ra blijo gand Doue lakat va c’homzou d’hen distrei var an hent mad !

Derc’hel ar biz en tan da zevi a zo diez meurbed ; klevet kounta d’ehoc’h ho toareou fall ne ket kals easoc’h. An den koz en doa eseat meur a veach lakat ar manac’h da achui he gount, mez he vab her pede hag hen erbede kement, ma ranke lezer ar manac’h da vont atao. A benn eur pennad ne oue ket evit padout ken, hag e lavaraz d’he vap :

— Alo ! avoualac’h a historiou, deomp en hent ; spaneet ar glao, torret an avel, tavet ar gurun.

Ker buan, evel pa viche bet Doue he-unan o lavaret d’ezhan e lavare gevier, e tirollaz eun tarz kurun ker goaz, ma kouezaz, gand ar strons, tri pe bevar mean divar bek pignoun an iliz a ioa dirazho, hanter diskaret.

— Ac’hanta, va zad, guelet a rit eo ker goaz, pe goasoc’h zoken an amzer breman, evel pa oamp deuet enn ti-man. Mar gell an Aoutrou manac’h rei d’eomp peb a damm ha peb a vele, me garfe chomm aman da loja e kreiz ar c’hoajou.

— Lojeiz a c’hellan da rei d’ehoc’h, eme ar manac’h, mez ne vezo ket guelloc’h eget ho koan. N’am euz da rei d’ehoc’h da gousket nemet golc’hejou, kolo ennho, na da zibri nemet eun tamm bara hag amann, hag eur guchenn batatez poazet enn dour.

— N’euz forz, eme an den iaouank, mad avoualac’h eo an dra-ze, ha ne ket ’ta, va zad ? Evit eun nosvez ne varvimp ket ; ha varc’hoaz, e Lamball, ni en em zigollo oc’h ober bep a gofad er guella hostaleuri a gavimp.

— Nann, eme an hini koz, n’ounn ket evit chomm ; me gaf diez beza aman.

— Ha da beleac’h ez eimp-ni, va zad, dre an amzer a zo, ha deuet an heur-man ? Guelet a rit, eman o koumanz tenvallaat.

An hini koz a gasaz he zourn d’he c’hodel da denna he vountr evit guelet ped heur oa.

Kerkent ha ma velaz ar manac’h ar mountr-se, e savaz ar goad d’he benn. Kregi a reaz e breac’h an hini koz en eur lavaret d’an hini iaouank :

Chommit aman d’am gortoz, me a ia da gas ho tad d’he vele ; goude-ze me ziskouezo d’ehoc’h ive hoc’h hini pa o pezo debret ho tamm bara.

Ar manac’h a dreinaz a bouez he vreac’h an hini koz, ne esea ket enebi, beteg ar penn pella euz an tiez a ioa chommet enn ho za, e kouent Sant-Aubin, hag en eur zigeri d’ezhan eur gamprik vian :

— Aman, den koz, n’euz ket c’houez ar goad : houman oa va c’hambr-me enn nosvez m’oac’h digouezet aman da verzeria va c’henvreudeur. Euz a gement manac’h a ioa e kouent Sant-Aubin, n’euz chommet nemed ounn-me e buez. Doue marteze en deuz va espernet evit lavaret d’ehoc’h e rankfot abarz nebeut aman renta kount d’ezhan euz an torfejou braz hag euz ar muntrou kriz oc’h euz great. Ra blijo ganthan sklerijenna ho spered, teneraat ho kaloun hag ho lakaat da vervel e doare vad !

Ker buan ar manac’h a zerraz an nor hag a lezaz an hini koz gand Doue hag he goustianz.

Ar manac’h en doa anavezet gand an den-ze mountr an Tad Abad, an hini oa tad ar venec’h-all araok an dispac’h. N’oa ken holorach er gouent nemed ar mountr-se, ha pep hini a ranke mont da zellet outhan da c’houzout an heur. N’oa ket ’ta diez d’ezhan hen anaout, hag oc’h anaout ar mountr oa eaz d’ezhan gouzout edo dirazhan unan euz an dud kriz o doa merzeriet he genvreudeur.

Goude-ze e tistroaz da gaout an den iaouank ; rei a reaz d’ezhan he goan guella ma c’helle, ha goude-ze her c’hasaz d’he vele. Setu aze tri den o loja e kouent Sant-Aubin : ar manach a bede, an den iaouank a gouske, hag an hini koz, daoust hag hen a ziskenne e goueled he galoun ? Antronoz vintin, abred, an Aoutrou koz a ioa o c’hervel he vab ; mall en doa da vont en hent. Ar manac’h a ginnigaz d’ezho peb a damm bara araok mont kuit. An hini koz n’en deoue afer a netra ; an hini iaouank a lakeaz eur c’horn bara enn he c’hodel en eur drugarekaat ar manac’h euz he vadelez ; an hini koz avad ne droaz ket zoken he benn da zellet outhan.

A benn eur pennadik hent e oue klevet an hini koz o c’hrosmolat, o skrignat he zent. Pa lavare eun dra-bennag ne glevet ganthan nemed an daou c’her-man : Doue... Diaoul... Epad an amzer-ze, an hini iaouank a zebre he damm bara ; d’an oad-se e vez digor ar galoun. Eur veach en amzer, etre diou c’hinaouad, e c’houlenne digant he dad petra c’hoarveze ganthan ; mez he dad ne respounte grik ; ne rea atao nemed lavaret : Doue... Diaoul...

Pa oue debret he damm bara penn-da-benn gand ar paotr iaouank, e lavaraz d’he dad :

— Asa, va zad, pet gueach n’hoc’h euz ket lavaret d’in-me n’euz Doue ebed, hag herrio, abaoue ma’z omp deuet kuit diouc’h ar manac’h kalounek-sont, n’euz ken hano ganeoc’h nemed a Zoue ? Mez ma n’euz Doue ebed, perag ta e komzit kement anezhan ?

— Eo, eun Doue a zo, eme an Aoutrou koz, o skrignal he zent, rag anez ne c’helchenn ket kaout kement a zrouk outhan.


————