Mont d’an endalc’had

Eizvet Pennad. — Zant Ervoan person Louanek

Eus Wikimammenn
E ti Prudhomme, 1894 (pp. 51-57).
◄  Seizvet Pennad. — Zant Ervoan person Tredrez Eizvet Pennad. — Zant Ervoan person Louanek Navet Pennad. — Penoz a rae he dever a berson   ►


EIZVET PENNAD


Zant Ervoan person Louanek.


Enpad eiz vla ec’h eo bet Zant Ervoan person en Tredrez, hag a hellomp kridi penoz a neuz gret kals a vad er barouz-ze. Dre urz he Eskob a guiteaz Tredrez vit mont da berson da Louanek. Louanek a oa d’an amzer-ze eur barouz ien ouz Doue, ha tud a oa enon hag a oa diez dont a-ben diont-he, kouskoude oe digemeret mad ar person neve gant-he. Gout a ouie ar zant gant piou a nevoa d’ober, ha lakat a rez he oll nerz hag he oll garante da gelen an dud-se vit distrein anhe diwar an hent fall. Ben neubet amzer goude, a oa kresket mat ar fe ha karante Doue en parouz Louanek, chetu aze petra eo kad eur person zantel, gant he gomjo mad, he skouer vad hag he bedenno a nevoa goneed anhe da Zoue. Bean oa enon tud a skouer fall, uzuillerien anveet gant an oll vit bean laer, hag a restituaz ar mado laeret gant-he, hag a reaz pinijen vit rapari ho bue fall. Dre ali ho ferson a iuneint diwar bara ha dour, a roeint an aluzen d’ar bevien, hag a reint kals a dreo poaniuz.

En mesk an dud fall-ze a distroaz ouz Doue a oa Javre Krabanek, eun den al lousan hag anveet gant an oll vit pez a oa. Dom Ervoan a damalle d’ean aliez he wall-vue, hag hen alie da guitat ar vue a dizurz-ze ha da jerviji erfad an Otro Doue. Eun devez Javre a ro he hir d’he berson : « ret eo d’in, eme-han, kuitat ma gwal-vue hag ober rin, hen touet a ran d’ac’h. » Dont a reaz an den-ze en gwirione da vean adaleg neuze eur c’hristen mad, bevan reaz c’hoaz pell goude.

Bean oa c’hoaz en Louanek eun denjentil pinvik, he hano Derien Kerjelvestr, hag a oa anveet vit bean eun den ar fallan en kenver ar groage hag ar merc’hed, ouspen-ze a damallet d’ean c’hoaz eun torfet. Dont a rez a-ben he berson d’ober d’ean distrein diwar an hent fall a heuille, mont a rez an den-ze da Rom war droad vit pidi war be an Ebestel, hag enpad he veaj na rez nemet gouelan he bec’hejo hag ober pinijen. Pa distroaz d’he barouz a roaz kals aluzeno d’ar bevien, ha bemde beure-mat a lare ar breurial pe ofis ar Werc’hez, evit-han da vean dimet.

Eun all c’hoaz, eur c’hloarek, Auffret a Runmin, a rene eur vue re skanv ha na oa ket diouz he stad ; zentin reaz ouz he berson, ober reaz pinijen, mont a reaz en pelerinaj beteg Rom war he droad ; ha goude ma oe distro d’ar ger, a oe beleget dre ali he berson. Goude-ze a neuz dalc’hmad renet eur vue zantel, hag enpad ar c’hoaraiz a iune gant bara ha dour.

War an hent a ia deuz Louanek da Gervaria-Sulard a zo eur chapel vian hag a zo bet zavet lec’h ma nevoa gret Zant Ervoan eur mirakl, al lec’h-ze a zo hanvet Keralan. Eun devez o retorn deuz Landreger a dremenaz dre enon, hag a gavaz an tad hag ar vam glac’haret braz ; ho bugel a oa bet kouett er stank hag a oa beuet. Ar zant a gemeraz ar bugel war he divrec’h hag a rentaz anean bew mat d’he dud.

Kichen kastel Barac’h, damdost da hent Lannuon a zo eur min braz ledan hag a weler enhan c’hoaz roud ar bal. Herve lerer, Zant Ervoan a oa o tont d’ar ger eun noz benag, ha dre ma oa skouiz a chomaz da gousket war ar min-ze ; aliez ben-neuze a nevoa tremened he nozvez enon, rag ar min a oa hanvet ben-neuze gwele Dom Ervoan. Eun den diwardro hag a nevoa maliz ouz ar zant a gavaz anean enon, hag a oa o vont da rein d’ean tol ar maro, bantet a oa he bal gant-han evit skein, med ar zant a difunaz o klevet leio-douet an den-ze hag a bareaz an tol, med merk ar bal a zo chomet barz ar min aboue. An den-ze a nevoa bleo du arog-ze, med adaleg neuze a deujont da vean ru-tan, ha re he vugale memez tra.

Deuz Louanek ar zant a deue aliez da Gervarzin, rag Louanek na man nemet peder lew ahane ; delc’hen a rer jonj c’hoaz deuz an hent a rae ; a amzer da amzer a chome war he daoulin da bidi n’eur c’hroaz-hent benag vel Kroaz-ar-Skijo, pe war eur min benag lec’h a achue he vreurial pe a lenne ar Skritur-Zakr, pe c’hoaz a rae he beden a galon da c’hortoz gwelet hag hen deuje unan benag da c’houlen kovesat.

Eun otro deuz a Gintin, Javre Botherel, a iez d’an amzer-ze d’an douar zantel, hag a digasaz gant-han gouriz ar Werc’hez a oa bet roet d’ean gant Patriarch Jeruzalem ; meur a virakl a oa bet gret dre ar gouriz-ze, hag a oe zavet eun iliz neve en Kintin vit hen lakat. Person Louanek a glevaz-ze, hag a iez di gant kals a belerined all vit enori an tenzor-ze hag an iliz, rag eur gouel braz a oa bet enon pa oa biniget an iliz neve-ze. Digoueout a rez d’he tremen dre barouz Kohiniak, hag a gavjont bugale ar bourg-ze o vont da gerc’hat dour n’eur lec’h diez ha danjuruz. — « Ben arc’hoaz, eme Zant Ervoan, ar fantan-ze na vo ken aze. » — Den na grede a vije et ar fantan ahane ben an de warlec’h, ha kouskoude diouz ar beure a gavjont anei kals hueloc’h, lec’h ma oa ezet kad dour diont-hi.

Braz a oa zantelez Zant Ervoan, hag he binijeno dreist ordinal, hag an dud a ouie ze ; gout a ouieint ive penoz he c’halloud a oa braz, pe n’eo gwir a roe an Otro Doue galloud d’ean d’ober miraklo. Eun devez eta a oa kroget an tan n’eur vilajen pell deuz ar bourg, en ti eun den a oa hanvet Hamon ; mont a reaz unan benag da glask ar person da dont da zikour lac’han an tan ; Dom Ervoan a redaz di kenkent, hag a welaz a oa eun tan braz ha na oa kap den d’hen lac’han, gant eur fianz vraz en Doue a reaz zin ar groaz war an tan, a dolaz eun neubet takenno lez warnean ha raktal a oe mouget. Ar burzud-ze a iez ar vrud anean dre-oll barz ar vro, ha na gomzet nemet deuz person zantel Louanek.

Eun devez Dom Ervoan a nevoa pedet eun toullad tud da vernian gant-han, he gure oa gant-he ive ; ar c’houls a oa deut da gad mern, ha na oa en ti nemet eun tam bian a vara. Ar zant hep zellet pe oa kals pe oa neubet, a roaz diont-han d’ar bevien a oa enon rok mern. Ar C’hure, na nevoa debret tam bara ebet daou de oa, a laraz d’ar brejerien all : « Beomp war evez, pe na chomo tam bara ebet ganimp. » — Dom Ervoan o klevet se a roaz d’ar c’hure eun hanter deuz ar bara, ha he-man a glenkaz he dam vit ma gavje anean d’he vern. Pa oa ar c’houls da vont ouz tol a iez da glask he dam bara, med na gavaz ket anean ; goulen a reaz gant piou a oa et, den na nevoa kemeret anean, o welet na gave ket he vara a iez drouk en-han, hag hen kuit. Dioustu oa et arok a oe gwelet o tont en ti eur wreg vian hag a laraz : « Dom Ervoan a meuz klevet laret na oa ken a vara en he di, ha na gave ket evit arhant, hag ec’h on deut da gas eun tam d’ean ; » ha n’eur laret ze a lakaz war an dol ter dorz vara paket n’eul lien gwen, ha neuze iez d’azein n’eur c’horn. Med mont a reaz ahane hep na ouiaz den man ebet, klasket a oe vit ma dije he mern, med na oe ket kad. Zant Ervoan a laraz d’he tewel war ze. Herve lavar an testo na devoa ket gallet ar wrek-ze mont ermez an ti, pe n’eo gwir a oa zerret an or, ar c’hure nevoa prennet anei pa oa retornet d’an ti. An oll a gemeraz ar greden penoz a oa kement-se oll eur burzud, ha bean oa en gwirione.

Entre parouz ar Vinihy ha Koatreven a zo war hent Lannuon eur pont hanvet ar Pont-Losket. Ar pont-se a oa bet devet, hag a oa eun artizan deuz Langoat, he hano Ervoan Kerwezenek, o vont d’ober unan neve ; ziouaz d’ean, digoueet a oa d’he artizanet troc’han an treusho re ver, hag a oa o vont da gad eun tam mat a goll mar vije ret d’ean diskar gwe all d’ober treusho. War ze a arriaz person Louanek o vont da Gervarzin, hag o welet an dud-se glac’haret, a c’houlaz petra oa, hag a oe laret d’ean. — « Marteze, eme-han, na peuz ket muzuret mad, diskwelet d’in ho muzur, ma welin. » Muzuri rez ar zant an treusho hag a gavaz anhe re hir. N’ellan ket laret pegement a oe trugarekaet ar zant gant an dud-se ; hen na laraz d’he nemet eun dra : bean kristenien vad ha diwall d’ober drouk da den ; hag a dalc’haz da vont gant he hent. Ar pont-se zo bet gret aliez aboue, med kement gwej a dremen an den dre enon a hell laret : aman neuz gret Zant Ervoan eur mirakl.


————