◄ Nebeut a dud a gar kroaz Jezuz-Krist | Eil levr - XII | Penaoz e komz Jezuz-Krist ouz ann ene mad ► |
1. — Diez eo da galz a dud klevet ar c’homziou-man : En em zilezit hoc’h-unan, dougit ho kroaz hag heulit Jezuz. Kalz diesoc’h e vezo d’ezho, siouaz, klevet ar c’homziou diveza-man : Pellait diouz-in, tud milliget, it d’ann tan da viken.
Ar re a zelaou breman a greiz ho c’haloun komziou Jezuz war ar groaz, hag a zent out-ho, ar re-ze n’ho devezo neuze aoun e-bed da glevet enn ho enep komziou ann daonedigez da viken. Gwelet e vezo ar groaz ebarz ann envou, pa zeuio ann Aotrou da varn ann dud holl. Neuze holl servicherien ar groaz, ar re a vezo bet ho buez hevel oc’h buez Jezuz-Krist staget oc’h ar groaz, ar re-ze a dostaio gant eur fisians vraz oc’h Jezuz ho barner.
2. — Perak eta oc’h euz-hu aoun da zougen ar groaz, pa’z eer dre-z-hi da rouantelez ann env ? Er groaz ema ar zilvidigez, er groaz ema ar vuez ; ar groaz hon diwall dioc’h hon enobourien ; euz ar groaz e teu enn ene dudiou ann env ; er groaz ema nerz ar galoun, er groaz ema levenez ar spered ; er groaz ema ar gwir furnez, er groaz ema ar zantelez dreist holl.
Er groaz hep-ken ema silvidigez ann ene ; dre ar groaz hep-ken hon euz fisians e teuio d’e-omp ar vuez a bado da viken. Dougit eta ho kroaz, heulit Jezuz, hag ez eot d’ar vuez a bado keit ha Doue.
Jezuz a zo eat enn ho raok o tougen he groaz, marvet eo evid-hoc’h war ar groaz, evit ma teskot dougen ho kroaz ha mervel war ar groaz ; rak mar marvit gant Jezuz, e vevot ive gant Jezuz ; ha mar hoc’h euz ho lod euz he boaniou, ho pezo ivez ho lod enn he c’hloar.
3. — O veza m’ema pep tra er groaz, dougit ho kroaz ha marvit war-n-ezhi. Evit mont d’ar vuez ha da wir beoc’h ann ene, n’euz hent all e-bed nemet kerzet enn hent ar groaz ha kastiza ho korf hep paouez.
It el leac’h ma kerot, klaskit e kement leac’h a gerot, e nep leac’h ne gavot a-ziouc’h ho penn hent hueloc’h eget hent ar groaz ; e nep leac’h ne gavot a-zindan ho treid hent gwelloc’h eget hent ar groaz santel.
Renkit ha reizit pep tra dioc’h ma fell d’e-hoc’h hag hervez ma kav d’e-hoc’h eo ar gwella ; kaer ho pezo, gouzanv a rankot bepred eunn dra-bennag, n’euz fors pe c’houi ho pe c’hoant, pe c’houi n’ho pe ket. Evel-se e kavot bepred ho kroaz ; rak gouzanv a reot bepred eunn drouk-bennag enn ho korf, pe eur boan-bennag enn hoc’h ene.
4. — Gweach e viot dilezet gant Doue, gweach e viot enkrezet gant ann dud ; oc’hpenn-ze, a-wechou e viot eur gwall veac’h d’e-hoc’h hoc’h-unan. Kaer ho pezo, ne gavot tra e-bed d’ho tiboania pe d’ho frealzi ; red e vezo d’e-hoc’h gouzanv keit ha ma plijo gant Doue.
Rak Doue a fell dezhan e teskfac’h
gouzanv hep beza frealzet, e plegfac’h
a-grenn d’ezhan hag e teufac’h da veza
izeloc’h a galoun dre ann enkreziou.
N’euz den a ve ken glac’haret enn he
galoun gant poaniou Jezuz-Krist, evel
ann hini en deuz gouzanvet poaniou hevel
ouz he re.
5. — Dira-z-hoc’h eta ema bepred ar groaz enn he zav, e pep leac’h ema oc’h ho kortoz. N’oc’h ket evit techet diout-hi, n’euz fors e pe leac’h-bennag ez afac’h ; rak e pe leac’h-bennag ez eot, ec’h en em zougot hoc’h-unan, hag en em gavot bepred hoc’h-unan.
Troit oc’h ann env, troit oc’h ann douar, sellit enn dro d’e-hoc’h, sellit e diabarz enn-hoc’h, e pep leac’h e kavot ar groaz, hag e vezo red d’e-hoc’h bepred gouzanv hep klemm, mar fell d’e-hoc’h kaout peoc’h ann ene ha gounid ar gurunen a vuez.
Mar tougit ho kroaz a galoun vad, ar groaz ho tougo ive hag ho kaso d’al leac’h m’hoc’h euz c’hoant da vont, me lavar d’al leac’h ne vezo mui netra da c’houzanv enn-han ; al leac’h-ze n’ema ket dre aman. Mar tougit ho kroaz a-enep d’e-hoc’h, hi a vezo pounneroc’h a ze, kreski a reot ho peac’h ; hag evelato e vezo red d’e-hoc’h dougen ho kroaz. Mar stlapit eur groaz diouz-hoc’h, e kavot eunn all hep mar, eunn all hag a vezo pounneroc’h marteze.
6. — Ha kredi a rit-hu ec’h hellot tec’het dioc’h ar poaniou n’euz bet den e-bed biskoaz evit tec’het diout-ho ? Pehini e-touez ar zent n’en deuz bet kroaz hag anken ? Hon Aotrou Jezuz-Krist he-unan. endra edo war ann douar, ne d-eo ket bet heb eur boan-bennag e pep mare hed he vuez?
Red e oa, eme-z-han, e c’houzanvche ar C’hrist hag e savche euz a varo da veo, hag ez aje evel-se d’he c’hloar. Penaoz eta e klaskit-hu eunn hent all nemet hent ar groaz santel ?
7. — Buez Jezuz-Krist bed-da-hed a zo bet eur groaz hag eur verzerinti ; ha c’houi a glask evid-hoc’h ar peoc’h hag al levenez ! Fazia a rit, fazia a rit, mar klaskit eunn dra-bennag all nemet ann enkrez, rak er bed-man n’euz nemet poaniou ha kroasiou tro-war-dro ; ha seul vui ez ai ann den war gresk er mad, seul bounneroc’h a ze e kavo aliez he groasiou, rak dre ma kresk he garantez, e kresk ivez ar boan en deuz o veva divroet war ann douar.
8. — Pegen enkrezet bennag e ve ann den a bep tu, evelato n’ema ket hep frealzidigez, o veza ma oar ez eo talvoudek braz evit-han gouzanv he groaz. Rak mar teu da zougen he groaz a galoun vad, rak-tal e vez troet he veac’h-enkrez enn eur fisians vraz e Doue ; ha seul vui e vez kastizet he gorf gant ar poaniou, seul vui e vez kreveet he spered gant ar c’hras.
Oc’hpenn-ze, ar c’hoant en deuz da c’houzanv poaniou evit dont da veza hevel oc’h Jezuz war ar groaz, a laka aliez anezhan da veza ker kre, ne fallfe ket d’ezhan beza heb enkrez hag heb poan ; rak gouzout a ra e vezo seul welloc’h dirak Doue, seul ma c’houzanvo poaniou braz evit Jezuz.
9. — Kement-se ne zeu ket ouz a nerz ann den, euz a c’hras Jezuz-Krist eo e teu. Ar c’hras-ze a ro kement a nerz d’hor c’horf bresk, ma teu ann den, dre-z-hi, da ober ha da garet ar pez ma’z eo douget da gasaat ha da dec’het enn he raok.
Eunn dra enep goad ann den eo dougen ar groaz, karet ar groaz, kastiza he gorf ha lakaat anezhan da blega. Enep he c’hoad eo d’ann den pellaat dioc’h ann enoriou, gouzanv pep dismegans a galoun vad, en em zisprizout he-unan, c’hoantaat beza disprizet gant ar re all, gouzanv heb en em glemm pep seurt enebiez, ha beva er bed-man hep c’hoantaat beza euruz enn-han.
Mar sellit ouz-hoc’h hoc’h-unan, e welot ne hellit ober netra euz a gement-se ; enn enep, mar likit hoc’h holl fisians enn Aotrou Doue, e vezo roet d’e-hoc’h nerz euz ann env, hag e plego d’e-hoc’h ar bed hag ar c’hik. Oc’hpenn-ze, n’ho pezo aoun e-bed rak atizou ann drouk-spered, mar d-ema ar feiz enn ho kaloun, mar d-ema sin ar groaz enn ho kerc’hen.
10. — E-c’hiz eur servicher mad, en em likit ’ta da zougen kalounek kroaz Jezuz-Krist ho mestr, a zo bet staget out-hi dre garantez evid-hoc’h.
Bezit e-taill da c’houzanv kalz a boaniou ha meur a enkrez er vuez reuzeudik-man, rak evel-se e c’hoarvezo gan-e-hoc’h e pe leac’h-bennag e viot ; evit gwir, ne gavot nemet poaniou n’euz fors e pe leac’h-bennag ez eot da guzet. Red eo e ve er c’hiz-ze ; gwella tra a zo da ober evit dont da veza treac’h d’ar poaniou ha d’ann anken, eo gonzanv hep klemm.
11. — Efit a galoun vad kalir Jezuz-Krist, mar fell d’e-hoc’h beza karet gant-han ha kaout ho lod enn he c’hloar. Evit ar frealzidigez, list ann Aotrou Doue da ober evel ma plijo gant-han.
Evid-hoc’h-hu, bezit e-taill da c’houzanv enkreziou, ha prizit anezho evel pa vent eur frealzidigez ar vrasa. Rak holl boaniou ar bed-man, ha pa vec’h hoc’h-unan evit ho gouzanv holl, poaniou ar bed-man ne d-int netra e-skoaz ar c’hloar da zont, ar c’hloar a roio Doue d’e-omp eunn deiz a vezo.
Pa gavot eaz ho poan, ha pa blijo d’e-hoc’h ann enkrez, dre garantez evit Jezuz, kredit neuze ez eo euruz ho stad, rak kavet hoc’h euz ar baradoz war ann douar.
12. — Dishevel e vezo ho stad keit
ha ma vezo diez d’e-hoc’h gouzanv ho
poan, keit ha ma klaskot pellaat diout-hi ;
rak n’ho pezo peoc’h e-bed, hag
ann enkrez a ielo d’hoc’h heul e kement
leac’h ma tec’hot.
Ma en em likit a du da ober ar pez a zo dleet, da lavaret eo da c’houzanv ha da vervel, rak-tal e vezo gwelloc’h ho stad hag e kavot ar peoc’h.
Ha pa vec’h bet douget a spered beteg ar penn uc’hela eus ann envou, evel sant Paol, n’euz ket touet d’e-hoc’h evit se n’ho pezo netra e-bed ken da c’houzanv. Me a ziskouezo d’ezhan, eme Jezuz-Krist, pegement a boan a vezo red d’ezhan da c’houzanv evit va hano. Red eo ’ta d’e-hoc’h gouzanv, mar fell d’e-hoc’h karet Jezuz hag he servicha bepred.
13. — Plijet gant Doue e vec’h kavet mad da c’houzanv eunn dra-bennag evit hano Jezuz ! Pebez gloar evid-hoc’h ! Pebez levenez evit ann holl zent ! Pebez skouer vad evit ho neza ! Rak ann holl a veul ar re a chouzanv heb en em glemm, daoust ne’z euz nemeur a fell d’ezho gouzanv.
Bez’ e tlefac’h gouzanv a galoun vad eunn draik-bennag. evit Jezuz-Krist, pa’z eo gwir ez euz kalz a dud hag a c’houzanv poaniou brasoc’h evit ar bed. Gouezit ervad ez eo red e vevfac’h hed ho puez evel pa vec’h war ho tremenvan ; gouezit ervad penaoz seul vui e varv ann den d’ezhan he-unan, seul vui a ze a vev evit Doue.
14. — Traou ann env a zo dreist spered ann hini ne fell ket d’ezhan dougen he veac’h dre garantez evit Jezuz-Krist. N’euz netra e-bed hag a ve ker kouls dirak Doue, netra a ve gwelloc’h evid-hoc’h er bed-man, eget gouzanv a galoun vad evit Jezuz-Krist.
Ha pa vec’h lezet da gemeret etre daou, e tlefac’h kentoc’h c’hoantaat kaout poaniou evit Jezuz, eget beza frealzet, dre ma vec’h neuze heveloc’h oc’h Jezuz-Krist hag ouz he holl zent.
Rak ne d-eo ket dre ar frealzidigez na dre zudiou e-leiz eo e teuomp da dalvezout muioc’h ; ne d-eo ket dre-z-ho ez a hor stad da well ; dre ar poaniou eo ha dre ann enkresiou braz.
15. — Hag evit gwir, ma vije bet evit silvidigez ann dud eunn dra-bennag all gwelloc’h ha talvoudekoc’h eget na d-eo ar poaniou, n’euz mar e-bed n’en divije Jezuz desket kement-se d’e-omp dre he skouer ha dre he gomziou; rak alia a ra da zougen ho c’hroaz, ken he ziskibien, ken ar re a c’hoanta mont war he lerc’h. Lavaret a ra d’ezho : Mar fell da unan-bennag dont d’am heul, r’en em zilezo he-unan, ra zougo he groaz ha r’am heulio.
Goude poueza pep tra, leveromp eta : Red eo d’e-omp gouzanv meur a enkrez evit mont da rouantelez ann Aotrou Doue.
Kelennadurez ar groaz, gwall skouer evit ar Juzevien ha follentez evit ar baianed, a zo ar pez a oar ann dud nebeuta, Ansao a reont ez eo maro eunn Doue evit ho savetei, hag evelato ne fell ket d’ezho mervel d’ezho ho-unan, d’ho gwall-iouliou d’ho c’hoantegesiou ; hag e leveront evel re Gafarnaom : Garo eo ar c’homziou-ze, piou a oufe ho c’hlevet.
Red eo d’e-omp ho c’hlevet koulskoude, rak anez, n’euz silvidigez e-bed evid-omp. Ann env hag ann douar a ioa dizunvan etre-z-ho ; ar groaz e deuz ho unanet. Kement a ia d’ann env a zao euz a dreid ar groaz. En em stardomp eta oc’h ar groaz ; ra vezo ar groaz hor frealzidigez er bed-man, evel ma’z eo hon nerz. Pa fell da Zoue, enn he vadelez, digas d’e-omp eur boan-bennag da welet ha ni a zo kre, leveromp gant ann Abostol sant Andre : Kroaz santel, a glaskenn keit all zo ! Kroaz, savet evit va ene a ioa oc’h he gedal gant karantez !
Ann holl zent ho deuz c’hoanteet dougen ho c’hroaz goude komz er c’hiz-ze. Gouzanv ha mervel, a lavare aliez santez Tereza. Hag e-kreiz he foaniou e kave muioc’h a beoc’h hag a eurusded eget n’ho devezo birviken, ar re a zo euruz hervez ann dud. Eur berad daelou hep-mui-ken, pa vez skuillet e-c’harz treid Jezuz, a zo kals dudiusoc’h eget holl zudiou ar bed.