◄ Diwar-benn ar stad euruz a zo, dre ar garantez, etre Jezuz hag ann ene mad | Eil levr - IX | War ann anaoudegez-vad a dleomp da Zoue evit he c’hrasou ► |
1. — Endra bad frealzidigez Doue, ne d-eo ket diez d’ann den ober fae euz a frealzidigez ar bed. Eunn dra gaer-meurbed eo dioueret a galoun vad frealzidigez Doue ha frealzidigez ann dud ; eunn dra gaer eo ive gouzanv a ioul frank ha dre garantez evit Doue ar seurt diouer-ze enn he galoun, heb en em glask he-unan e netra, hag oc’h en em ankounac’haat he-unan.
Hag eunn dra souezuz eo e vec’h laouen ha leun a garantez Doue, pa zeu he c’hras enn ho kaloun ? Pep den a c’hoanta kemeut-se. Eunn dudi eo kerzet, pa vezer douget gant gras Doue Hag eunn dra souezuz eo e kafemp skanv hor beac’h, pa zeu ann Holl-c’halloudek d’he zougen, pa zeu ar Rener-braz d’hon hincha ?
2. — Eunn dudi eo evit ann den kaout eur frealzidigez-bennag, ha diez eo d’ezhan en em ankounac’haat he-unan. Dioc’h skouer he Eskop, ar merzer sant Lorans a drec’haz ar bed, o veza ma tisprizaz kement atiz a ioa enn-han, hag o veza ma c’houzanvaz he boan a galoun vad, dre garantez evit Jezuz, pa oe pelleet diout-han ann Eskop braz Sixt a ioa karet meurbed gant-han.
Evel-se, dre garantez evit he Grouer, e oe treac’h d’ar garantez en doa evit eunn den ; gwel e kavaz ober ar pez a blije da Zoue eget klask frealzidigez digant den e-bed. C’houi ive, deskit, dre garantez oc’h Doue, dilezel ho prasa mignoun, dilezel eur mignoun a dalvez kalz d’e-hoc’h. N’en em c’hlac’harit ket mar teu ho mignoun da bellaat diouz-hoc’h, o veza ma rankomp holl, eunn deiz pe zeiz, dioueret ann eil egile.
3.— Red eo d’ann den stourm kalounek ha pell amzer enep-t-han he-unan, abarz deski en em drec’hi a-grenn ha trei he holl garantez war-zu Doue. Pa zeu ann den d’en em fisiout enn-han he-unan, neuze e teu eaz da drei war-zu frealzidigez ar bed.
Ann hini a gar Jezuz a wir galoun hag a choanta stard mont war gresk er mad, hen-nez ne ra fors euz a frealzidigez ann dud nag euz ann dudiou a-ziaveaz ; kentoc’h e c’hoanta gouzanv evit Jezuz poaniou braz ha labouriou kalet.
4 .— Pa zeu eta d’e-hoc’h eunn dizoan-bennag a berz Doue, kemerit-hi enn eur drugarekaat anezhan. Ansavit e teu d’e-hoc’h ar c’hras-ze digant madelez Doue, ansavit n’hoc’h euz ket he chounezet. N’en em c’houezit ket evit-se, n’en em laouenait ket re, n’en em fisiit ket re enn-hoc’h hoc’h-unan ; bezit kentoc’h izel a galoun evit ar mad a zo bet great d’e-hoc’h, bezit evesiekoc’h enn hoc’h holl oberiou ha tostoc’h d’ho koustians ; rak tremen a raio ar mare-ze, ha war he lerc’h e teuio ann demptasion.
Pa vezo bet lamet ar frealzidigez digan-e-hoc’h, n’en em zigalounekait ket, gortozit gant doujans hag hep klemm ma teuio Doue d’ho kavout a nevez ; rak Doue a hell rei d’e-hoc’h frealzidigez ha grasou brasoc’h eget diagent. Ar re a anavez henchou Doue ne d-int ket souezet e vent-hi gweach mad, gweach fall ; ne d-eo ket se eunn dra nevez evit-ho, dre ma’z eo c’hoarvezet aliez kemend all gant ar zent braz hag ar brofeded gwechall-goz.
5. — Unan anezho, gras Doue o veza deuet enn he galoun, a lavare : Ker braz oa gras Doue enn-oun, eme-z-han, m’am euz lavaret : ne vezinn mui enkrezet hiviziken. Pa oe eat ar c’hras diout-han, ar zant a lavaraz : Distroet hoc’h euz ho taoulagad diwar-n-oun, ha war-n-oun rak-tal enkrez a zo deuet. Koulskoude ne goll ket he fisians, kalounekoc’h a ze e ped Doue, enn eur lavaret : Krial a rinn war-zu enn-hoc’h, Aotrou, hag a wir galoun e pedinn va Doue.
He beden o veza taolet frouez, ar zant a ro da anaout ez eo bet selaouet gant Doue, enn eur lavaret : Ann Aotrou en deuz va c’hlevet hag en deuz bet truez ouz-in, Doue en deuz roet skoaz d’in.
Pe seurt skoaz en deuz-hen bet ? Troet hoc’h euz, eme-z-han, va daelou e levenez, karget oc’h euz va c’haloun a zudi.
Pa c’hoarvez er c’hiz-ze gant ar zent braz, arabad eo d’e-omp, tud dinerz ha paour ma’z omp, arabad eo ec’h en em zigalounekafemp, petra-bennag eo hor c’haloun birvidik a-wechou, hag a-wechou all ien ha klouar ; rak spered Doue a zeu hag a ia kuit evel ma kar. Setu evit petra e lavare Job : C’houi zeu da gavout ann den dioc’h ar mintin, ha rak-tal en em dennit hag e lezit anezhan enn he zienez a galoun.
6. — E petra ec’h hellinn-me eta lakaat va fisians ? War betra en em harpinn-me. nemet hep-ken war drugarez Doue, enn eur gredi gant feiz e teuio d’in he c’hras euz ann env ? Rak evid-oun da veza e-touez tud vad, e-touez tud a gar Doue, e-touez mignouned leal ; evid-oun da lenn levriou santel ha skrijou kaer ; evid-oun da glevet kanaouenou santel, ann traou-ze holl a zo dister ha ne dalvezont nemeur, pa zeu ar c’hras da bellaat diouz-in, ha pa vezann lezet em faourentez ! Neuze n’euz tra gwelloc’h da ober eget gouzanv hep klemm hag en em lakaat etre daouarn Doue.
7. — Biskoaz n’am euz kavet den, peger braz-bennag e vije he feiz hag he garantez evit Doue, n’en devije bet a-wechou diouer euz a c’hras Doue, ha n’en divije gwelet he garantez o ienaat. Biskoaz sant e-bed ne d-eo bet savet ken huel na ker sklereet, na ve bet temptet a-bred pe zivezad.
Ann hini n’en deuz ket gouzanvet eunn enkrez bennag evit Doue, ne d-eo ket evit sevel he ene etrezek traou uc’hel ann env. Ann demptasion, o tont d’ann den, a ziskouez d’ezhan peurliesa e teuio ar frealzidigez war he lerc’h. Hag evit gwir, frealzidigez Doue a vez roet d’ar re ho deuz bet temptasionou. Ann hini a vezo treac’h, eme Jezuz-Krist, me lakai anezhan da zibri frouez ar wezen a vuez.
8. — Pa zeu d’ann den digant Doue eur frealzidigez-bennag, eo evit ma vezo krevoc’h da c’hoazanv he boanioa. War-lerc’h ar frealzidigez, Doue a zigas ann temptasionou, gant aoun na zeufe ann den d’en em c’houeza evit he vadou. Ann drouk-spered ne gousk berad, hag ar c’hik ne d-eo ket maro c’hoaz ; dre ’n abek-ze, bezit bepred a du da stourm, rak beza ez euz enn-dro d’e-hoc’h, a zeou hag a gleiz, enebourien hag a zo bepred war vale.
Evit-han da veza bet bepred a-unan gant Verb-Doue ha da veza bet enn eur peoc’h ar brasa, hor Salver benniget, endra ma’z edo war ann douar, a ioa enkrezet a-wechou e diabarz he ene, gant ar poaniou staget oc’h ann den abaoue ar pec’hed. Piou ne oar ar c’homziou kaer-man : Glac’haret eo va ene bete mervel. Va Zad, va Zad, perak hoc’h euz-hu va dilezet ?
Evel-se ar c’hristen, hep koll peoc’h he ene, a zo gwasket gant ar poaniou ha gant ann enkrez. Ma na zeufe d’ezhan nemet frealzidigez bepred, neuze e ve d’ezhan abek da gaout aoun na zeufe da laoskaat a zeiz da zeiz. Ma na zeufe d’ezhan nemet frealzidigez bepred, petra en defe-hen da rei d’he vuia karet. Ar zantelez a ia war gresk dre greiz ar poaniou, a lavar ann Abostol ; me lakai eta va holl c’hloar da c’houzanv poaniou, eme-z-han c’hoaz, evit ma choumo bepred enn-oun nerz Jezuz-Krist.
Oc’h en em zilezel hon-unan evel-se, e tiskouezomp hor feiz hag hor c’harantez, ec’h ansavomp ne d-omp ken nemet distervez ha ne dleomp ket en em brizout re hon-unan. Enn amzer ma kredit ema Jezuz o pellaat diouz-hoc’h, likit evez na blegfac’h dindan beac’h ho poaniou ; diwallit n’en em zigalounekafac’h. Neb a fell d’ezhan, eme eunn den a zoujans Doue, neb a fell d’ezhan dougen ervad he groaz, hen-nez a dle pellaat pep nec’h diout-han ha gouzanv a galoun vad, enn eur ober, e pep tra, ar pez a blij da Zoue. N’ho pezet na nec’h nag aoun e-bed, kentoc’h e tleit beza laouen, rak skrivet eo : Neb zo oc’h hada enn daelou a vedo e-kreiz al levenez. Enn eur vale e ouelent oc’h hada ; dont a raint enn dro gant gwir levenez, o tougen malannou ed leiz ho daouarn.