1. — Sevel a ra ann den dioc’h traou ar bed diwar bouez diou askel, me lavar diwar bouez eur galoun eeun hag eunn ene glann. Hor menosiou a dle beza eeun, hor c’harantez a dle beza glann. Eur galoun eeun a ia war-zu Doue, eur galoun c’hlann a stag out-han hag a gar anezhan.
Ne vezo ket diez d’e-hoc’h ober ar mad, mar d-eo distag ho kaloun dioc’h pep karantez direiz. Ma na glaskit nemet plijout da Zoue, ma na glaskit nemet mad ho nesa, ho kaloun a vezo eaz hag eun he frankiz.
2. — Ma ve eeun ho kaloun, neuze kemend a zo krouet a ve evid-hoc’h evel eur mellezour pe eur skouer a vuez, evel eul levr a zo enn-han kalz a gelennaduresiou santel. Ne d-euz netra war ann douar, peger bihan ha pegen dister-bennag e ve, na ziskouez d’e-omp madelez ann Aotrou Doue. Ma ve ho kaloun mad ha glann, neuze e welfac’h skler pep tra, hag e prizfac’h anezho hervez ma’z int dirak Doue.
Eur galoun c’hlann a well enn env hag enn ifern. Dioc’h ma’z eo ann den enn he ziabarz he-unan, e varn ivez ann traou a-ziaveaz. Mar d-euz eul levenez-bennag er bed, ez eo avad evid ann den a zo glann he galoun. Mar d-euz ivez enkrez ha poan enn eunn tu-bennag, den n’her goar gwell eget ann hini a zo fall he goustians.
3. — E-c’hiz ma teu ann houarn da zivergla, e-c’hiz ma teu da veza ruz-glaou, pa vez lekeat enn tan, evel-se ann den, pa en em ro holl da Zoue, a zeu da deurel he ziegi diout-han ha da veza eunn den nevez.
Pa zeu ann den da ienaat e-kenver
Doue, neuze en deuz aoun rak ann
distera poan, hag e tro eaz war-zu
frealzidigez ar bed. Enn enep, pa zeu d’en em
drec’hi da vad he-unan ha da gerzet
kalounek enn hent ann Aotrou Doue,
neuze e kav eaz ar pez a gave diez
diagent.
Pa falvezaz da Jezuz-Krist rei d’he ziskibien eur skouer da veza heuliet, ha klask a eure evit-se tud brudet dre ho gwiziegez ha dre ho spered lemm. Netra avad. Gervel a reaz eur bugel bihan, hag o veza lekeat anezhan e-kreiz etre-z-ho, e lavaraz : E gwirionez lavaret a rann d’e-hoc’h : ma ne zistroit ket oc’h Doue dre wir binijen, ma ne zeuit ket da veza hevel oc’h bugale vihan, ne d-eot ket e-barz rouantelez ann env.
Petra ’ta welomp-ni er vugale ? Kalounou eeun ha glann. Kredi, karet hag ober a reont pep tra a ioul frank, enn eur heulia mouez ho c’haloun ; setu ar pez a blij da Zoue. Doue ne c’houlen na pedennou hirr na gomziou kaer, na prederennou braz hag huel ; ne c’houlen ken nemet gwir garantez eur galoun eeun ha displeg.
Santela tra a oufac’h da ober eo en em ankounac’haat a-grenn hoc’h-unan, c’hoantaat ar pez a blij da Zoue ha netra ken, hag ober pep tra hervez ma c’hourc’hemenn, hep klask anaout he henchou. Ann neb a raio evel-se, braz e vezo he c’hopr, rak skrivet eo bet : Euruz ar re a zo glann ho c’haloun, o veza ma welint Doue.