E skol va farrez

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
D. Derrien, 1902  (p. 89-90)



E SKOL VA FARREZ
————



A-boan me ioa ken huel ha botez eunn archer
Ma’z oann kaset d’ar skol evit deski gallek
Hag euz ar iez-se c’hoaz ne gouienn ket eur seurt ger
Ne gouienn evel va mamm, nemed ar brezounek.

M’ho pije va gwelet diskabel ha diarc’henn,
Oc’h en em gaout er skol, holl ho pije c’hoarzet.
Va ginou, digor-braz, e pep leac’h e sellenn,
Gand em fenn daoulagad eur bugelik dianket.

Renket oc’h eur voger, evel ar zoudarded,
Tro-war-dro d’ann ti-skol, me wele taolennou
Warn-ho livet e du pep seurt anevaled
Gand ann aotrou skolaer [1] hanvet lizerennou.

Med ne jomiz ket pell eur c’hrouadurik gouez ;
Sonjezonou nevez a deuaz buan em spered ;
Ann anevaled du, kentoc’h hag eiz dervez,
A ioa deuet da veza va brasa mignouned.

Ma vijenn bet ken fur ha m’oann mad da zeski,
N’em bije ket skubet ann ti-skol d’ar pardaez,
Med evel m’oann dibenn, ha ma karenn c’hoari,
Em euz skubet, siouaz ! leur ann ti-skol allez.


Biskoaz n’em euz klemmet o chom e pinijenn
Da c’houde beza great eur farserez-bennag,
Lenvet em euz avad o kaout ar zimbolenn
Evit komz brezounek ; goulenn a rit perag ;

Ra zigoro Sant Per d’in dor ar baradoz,
M’em euz hen gounezet dre gement a zaelou ;
Med penaoz pardouni d’ann aotrou skolaer-koz
D’am beza kastizet vit komz iez hon Tadou ?


————

  1. Mestr-skol.