E c’hell bezan tud ken fall war an douar !

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche



E C’HELL BEZAN TUD KEN FALL WAR DOUAR !


————


— « Plac’h yaouank, plac’h yaouank, deut aman ! »

— « Petra ’zo a neve, Louiza ? » — « Sell-ta, petra am eus prenet hirie er foar ! » Hag ar plac’h a ziskoueze d’in eur paper warnan skeudennou ha soniou.

— « Petra eo an dra-ze ? » — « Han ! me n’ouvean ket, ’vel just, pegwir n’ouzon ket lenn ; mes ret eo laret a zo eur ganaouenn gaer spontus warnean, kement ’vel ma zo gwerzet anezi ha kement a vec’h ’vel ma oa war an dud o klast tostaat d’an daou den a oa o kanan anei »

— Daou den a oa o kanan ? » — Ya, eur potr hag eur plac’h hag eun « accordeon » gante. Seurd-se a chache warni, me gomz d’ec’h ; n’eo ket miaoual a rent ! »

— « Bon avat ! Hag a zo gwerzet kalz, a laret ? »

— O ya ’vat, merc’h paour ; ar re-ze o deus graet eun devez mat hirie. Daou wenneg e werzent ar pez ha, fe, pegwir e welen an holl o kemer, em eus sonjet digas unan d’am mab Pierig ive, rak hennez, — hag e chenchan kont, — a zo barrek da zispak eun tam paper d’eun den avat, pegwir, sonjet ’ta, e lar ar mestr-skol eo hen an « antenni jantan » (ar speredekan) eus ar c’hlask hag e c’hello kavet e « santificat » benn eur bla ac’han, pe daou d’an hirran, hag hen n’en deus ket dek vla achu c’hoaz ! »

— « O ya, Pierig a zo eur paotr a spered. An holl a lavar ze. » — « Laret a reont ze, kuita ? Ma, ne laront ket gaou, sur awalc’h. Setu perak eta em eus sonjet digas ar chanson-man d’ean, hag hen he displego d’e dad ha d’in fenoz. »

— « N’hallfec’h ket lezel anei ganin eun tammig ? Me am eus c’hoant bras d’he lenn ive. »

— « Eo, mar karet, gant ma vo prest a-rôk ma vo distro Pierrig eus ar skol. »

— « Eo, eo, Louiza ; kenavo. »

Ar plac’h a dec’has ha me en em lakas da zellet ouz ar paper.

Siouaz ! Eur zell ouz ar skeuden hag eur gir bennak aman hag aze a voe awalc’h evit laret d’in e oa gwir ar pez am boa sonjet da gentan. Ar zon a oa unan eus an hudurniez-ze a gaver etre daouarn ar werzerien difroket a ve war ar ruiou o vouzari an diskouarn hag o lakat an dud a feson da ruan gant ar vez. Ijin ar Fall en devoa silet enni kement tra euzus enep an onestiz, enep doujans Doue ha, zoken, doujans an tad hag ar vamm.

Ne chomis ket da zonjal diou wech ; freuza a ris ar paper hag e taolis anezan en tan.

Benn eur pennad goude, ma flac’h a oa distro.

— « C’hanta, emei, stad enni, lennet hoc’h eus ma faper ? »

— N’em eus ket kredet lenn anean penn-da-benn, Louiza ; nemet lennet em eus trawalc’h evit gout petra am boa d’ober dioutan. »

— « Ya ! Petra ’ta ? — « Teurel anean en tan. — « En tan eur zon am eus paet daou wenneg.

— « Mar hoc’h eus keun d’ho taou wenneg ho po anê, mar karet. — « Keun ? ’meus ket ’ta !… N’eo ket ze eo. Met, memes tra, ec’h oun souezet ganec’h. Perak hoc’h eus poac’het anezi, Hounnez ne vo ket poac’het gant kement-hini en deus prenet anei, sur a-walc’h, ha kalz o deus graet. »

— « Ya, ya, Louiza gez ; an traou fall a gav bepred gwelloc’h digemer etouez an dud eget ar re vat. C’houi nan oc’h ket kablus en kement-man pegwir ne ouiec’h ket petra brenec’h. Setu perak, goude m’am boa he lennet, o lakat anei etre daouarn ho mab, ar bec’h a vije bet war ma c’honsians ha neket war hoc’h hini. »

— « O, Itron Varia ! Ar bec’h war ho konsians !… ken grevus-se oa an traou ? »

— Grevusoc’h eget ne c’hellomp sonjal marteze. Enni e oa dastumet peadra da zistaga evit biken kalon ho pôtrig diouz ar furnez, diouz Doue, diouz e vro ha diouzoc’h hoc’h-unan. Sonjet pesord had e vije bet ar c’homjou fall-ze e kalon glan ho mabig ha pesord frouez o dije gallet teurel diwezatoc’h.

— « O ma merc’h paour, boeman a ret ac’hanon ! Pebez hudurniez ! Ha laret e c’hall bezan tud fall a-walc’h war an douar evit skrivan hag embann traou evel-se ; A fe ma Doue ! »

Hag ar plac’h kuit, evel strafilhet, hep lavaret eur gir ouspenn.

Chom a ris eur pennad batet da zellet outi o tec’hel.

He c’homjou diwean o devoa skoet ac’hanoun : « E c’hall bezan war an douar tud fall a-walc’h evit embann traou evel-se ! »

Evurusat plac’h ! Ken eün e oa hec’h ine, ken didamall he buhe, ma oa boemet o sonjal e c’halle bezan war a bed tud falloc’h eviti.

He buhe, en eun taol, a dremenas pen-da-benn dirak ma daoulagad.

He bugaleach, a dra zur, ne oa bet biskoaz skolaet nemet gant ar maeziou, ar zaoud hag al lapoused. Matez en eun tiegez mat, frankiz ha glanded ar maeziou a gelennas he yaouankiz adarre, betek an deiz ma kavas war hec’h hent eun den eün ha dishual evelti e ouestlas d’ezan he c’harante hag ec’h unanas gantan he buhe ; ha neuze, etre he bugale hag he fried, e oa ken sioul he buhegez, ken dister he c’hoantegeziou ma ne zonjas biskoaz e c’halle bezan war an douar tud evurusoc’h na gwalleurusoc’h evite. Sonj ar c’heriou n’o zrubuilhas ket kennebeut ; o fallagriez a oa dianav evite. Bevan didrouz en o zi bihan, magan o bugale gant poan o diouvrec’h, sevel ane en doujans Doue ha kavout ane da harpan o c’hozni, setu hepken o mennoz.

Hag, e gwirione, evurusat buhegez eo o hini !

Ped gwech bemde ne zavan ket ma fenn diwar ma labour da zellet ouz an daou den-ze o labourat en o fark, o bugaligou en-dro d’e oc’h ebatal war ar c’hlazenn hag o diou vioc’h o peuri en o c’hichen !

D’ar memes koulziou e welan an tad o lezel e venveg, o tapout e chupenn hag oc’h azean ouz troad ar c’hleun, bepred er memes plas, war eun dorchenn radenn, e skeud eur bod-lann bras hag eun dervenn daoubleget. Gant pebez evez e karg e gorn-butun, e sav tan gant an direnn, ha nag e seblant evurus o sachan begadou moged glas, e ziouvrec’h war e zaoulin hag e zellou paret war e vadou ! Ar vamm a zeu d’azean en e gichen, ar vugale a zeu tostoc’h da c’hoari hag, ’us d’o fenn, an evned bihan, ken evurus hag int o vevan, a gan a greiz kalon dudi ar vuhegez frank ha didrous.

Penôs e c’hallfe kalonou ken leun a beuc’h hag a garante sonjal ez eus, d’ar mare-ze, tud, debret o ine gant ar gasoni hag ar moc’hed, o labourat da skignan e-touez an dud-all ar fallagriez a ra o gwall-eur o-unan.

Gwechall e oa stank en hon bro an tiegeziou evurus-se. Sorc’henn ar c’heriou n’o zrubuilhe ket ; hekleo o fallagriez ne zeue ket betek d’ê. Ped ha ped a varve hep bezan biskoaz gwelet eur ger vras !

Siouaz ! hirie an de, ez int arru ken distank ma ve an den ’vel souezet o kavout c’hoaz unan bennak dioute. Ha piou ’oar ? An dud kêz-man, ha ne welfont ket ar vugale-ze, a ra breman o evurusted, oc’h ober fae war ar skouer gaer o devo roet d’ê, o tilezel o c’hozni, ’vit mont d’en em goll d’ar c’heriou milliget ?

Rak er yaouankiz eo e krog, dreist-oll, klenved an divroerez… Petra ’zo kiriek da gement-se ?

Aliou ar rederien-vro, kelouennou dife ha divroadel, soniou hudur, evel an hini a zo komzet anezi uheloc’h, a zil o bilim en o c’halonou. An had a zo tôlet. Sorc’henn ar c’heriou, e lec’h ma ve gallet heuilh hep mez an holl froudennou, a ziwan hebdale en o spered. Ne glaskont ken nemet eun dra : tec’hel, ar priman ar gwellan, diouz euz vro ken kabestret, ken dibourve a blijadur. Savet eo an de da vont kuit. An tad hag ar vamm a deu d’o c’has d’an hent-houarn, daerou o ruilhal eus o daoulagad. Eur c’henavo diwezan ha diaoul an divroerez a gas gantan en eur yudal ar mab pe siouaz ! ar verc’hig-se ken fur c’hoaz, hag a dôlo a-benn eur pennadig ac’hann, en fank ar gêr vras, war-dro gant he c’houef gwenn, glander hec’h ine.

Tec’hel a reont hep keun, laouen ha dinec’h. Evite, Pariz a zo du-ze evel eur mor a aour hag a blijadur ec’h eont da neuzial ennan. Nag a bechou a zo koulskoude stignet ouz o gortoz, pechou euzus e risklfont enne hep goût d’hê, e risklfont enne zoken gant plijadur.

Eun devez, marteze, p’o devo kollet war an dro yec’hed ar c’horf ha yec’hed an ine, e tigoro o daoulagad ; ar glac’har, evit ar wech kentan, a biko o c’halon. Mes, ’benn neuze, e vefont re ziwezat evit adsevel, rak kouezet e vefont re izel.

Hag, e keit-se, ouz an tad hag ar vamm, er gêr, e vo kuzet ar wirione. E-pad ar miziou kentan o devo bet lizeriou niverus. Ar pôtr a oa plaset en eun tiegez kristen, ar verc’h a oa e ti eun aotrou heg eun itron goz, e oa red d’ezi eno mont bemde d’an oferenn. Keleier evel-se a zec’has tamm-ha-tamm daoulagad an dud glac’haret gant an disparti. An tad a zo konfortet, ar vam a zo frealzet ive hag a gemer fizians en distro. Ha, pa zeuio betek d’ei eun hekleo dister eus dizurziou ar c’heriou bras, e vo beuzet enne, ’benn neuze, he mab hag he merc’h karet, ar vamm-ze, souezet bras, a lavaro :

« O siouaz ! e c’hall bezan tud ken fall war an douar ! A, fe ma Doue ! »

Koulmig Arvor.