Mont d’an endalc’had

Dre ar spont

Eus Wikimammenn
Kroaz ar Vretoned, 1919




Dre ar Spont


Pez-c’hoari nevez gant « Eostig-Kerineg »
(Loreet gant « Unvaniez Arvor »)
————
c’hoarierien :

YANNIG AR BERR, paotr saoud.

FANCH AN NADOZ, kemener, ha

PER AR GAOU, miliner, daou vreur.

VISANT PIBENN, ha LOMIG C’HOARZ-ATAO mevelien-dost.

(En eul lochen zivalo. En eur c’horn, a-gleiz, e-kichen an nor, eun armel goz ; a-zehou, an oaled, ha, tost d’ezan, eur gwele, da lavaret eo, eur golc’hedad pell-kerc’h astennet war blouz).

Ali — An holl a zo pedet da c’hoarzin ha neket da sponta eo.


Diviz kenta


YANNIG AR BERR, e-unan


Ha ! sant Herbot, mestr ar zaoud, va faeron benniget ! Setu aman eur vicher !… Kluchomp c’hoaz da zrailha eun drojen-gaol bennak evit Pennduïg.

An dud a vez klevet alies o lavaret : « E lec’h ma vez staget ar vioc’h e rank peuri ». Emichans ar re-ze ne gredont ket lavaret gaou, ha koulskoude, gaou eo ar pez a deu ganto. Sonjit ’ta ! Setu aze Pennduïg stag er c’hraou. Penaos neuze e c’hallfe va bioc’h baour peuri p’eo gwir n’eus dirazi nemet gwiadou kefnid stignet ouz ar mogeriou ? Ha ya ! sant Herbot benniget, hag a dud n’int ket maro war o c’henta gaou !…

Unan anezo, d’an nebeuta, eo va yontr Per, lez-hanvet gant lod Per ar Gaou, ha gant lod-all, Per Gourlanchen frank. Hennez a dremen war e vuzellou muioc’h a werennadou « lagout », o vont e-barz, eget a c’heriou gwir o tont er-maez.

N’eus forz ! hennez, da vihana, n’en em jal ket ganin ; e lec’h va yontr all, Fanch an Nadoz, ar c'hemener, grin ar pez a garin ! hennez a gavo, pep taol, e du da bignat war gouzoug e niz Yannig ar Berr… Ha ! aotrou Doue ! Emoun adarre o lavarout droug ouz va c’herent !… Dre va faot, dre va brasa faot ! (hag e sko dre deir gwech war e beultrin).

N’ouzon ket hag hen em bo an absolven ar genta tro ma ’z in d’he c’hlask. Sant Herbot benniget ! Pebez tra difeson, lavaret droug ouz e gerent ! C’hoaz, pa n’eus den o selaou, n’eus nemet hanter bec’hed : n’em eus graet nemet sonjal krenv. Met n’eus ket a frankiz d’eun den, nebeutoc’h c’hoaz d’eur c’hrouadur eveldoun, da sonjal droug ouz ar re all, a-dreist holl ouz e gerent, zoken ha pa vefent-i, ar gerent se, ken dinatur ha va daou yontr-me : unan ar miliner, gaouiad ha rouller, egile, ar c’hemener, laer ha dall gant ar vuanegez… Ho ! ya, sant Herbot, va faeron ! eun taol divalo evidoun he deus bet graet va mamm baour o vervel, hi intanvez pell a oa, en eur roi he mab d’he breudeur ; met piou eo an hini a ziskred war e vreudeur ?

Sell ! panevet e kredan kenteliou ar c’hatekis, e rafen ar pez a lavare d’in, ar miz diweza, paotr ar mestr skol : « Arabad senti ouz ar gerent, pa na blij ket o gourc’hemennou. Kentoc’h mont kuit seiz kant leo diwar o zro, rak an douar a zo bras, ha den ebet ne varv gant an naon ! »

Paotr ar mestr-skol, me ’gred d’in, te n’ouzout ket petra eo kaout naon, e lec’h me !… Aze eman an dorz-vara war benn an daol. Mar karfen neuze n’em befe ket naon, emit-hu ! A gav d’eoc’h ?… Tra ! tra ! Tri dammig bara bemdez am eus aotre da gemeret, na muioc’h, na nebeutoc’h, rak an dorz a vez dibouezet bep noz gant va yontr digalon, Fanch an Nadoz. Hennez ne oar ket, a dra zur, pegen doun eo kof eur paotr-zaoud, na pegen lemm e zent ! Pe, mar goar, n’eo ket bet morse an naon war e c’horre, p’edo yaouank ! Gwelloc’h e oa chacha war va bleo hag astenn va d1skouarn !…

Ec’h ! petra dalv d’in lakat va fenn e poan, pe ar boan em fenn ? Kanomp kentoc’h son ar pilhaouer a oa tremenet a-biou aze dec’h, en eur gana a bouez penn son an Inkane wenn[1].


Son an « Inkane wenn »
————

Me am eus tri gi ha tri gaz,
Tour derida lan lira,
Hag o c’houec’h emaint en noaz.
Tour derida, lan lir lon la,
Tour derida, lan lira !

Me ’ray d’ezo beb a chupen
Gant kroc’hen va Inkane wenn.

Inkane, me ’ray diouz da gof
Eul laouerig d’am… femoc’h.

Me a ray gant da zivesker
Peder vaz d’an tabouliner.

Inkane, me ’ray diouz da benn
Eur podig da lakat dïen.

Me a ray gant da zaoulagad
Diou steredennig war an oabl.

Inkane, me ’ray diouz da zent
Daou borrastellig war an hent.

Me a ray gant da ziskouarn
Eur manegou tomm d’al louarn.

Inkane, me ’ray diouz da gein
Eur c’harrig da charreat mein.

Inkane, me ’ray diouz da lost
Eur « bleveg » ’vit goug plac’h ar Post.


(O komz) Aiou ! tost eo bet d’in trouc’ha va biz ken noz eo deut !

Eil Diviz


(YANNIG, VISANT PIBENN, LOMIG C’HOARZATO. — An daou vevel o tont en ti, falz ha forc’h war o brec’h ; Lomig bepred o c’hoarzin. Visant eur c’horn-butun etre e zent.)


YANNIG (en eur zevel)

Hep ! sell piou ’ta ? Mevelien an ti-all ! Echu eo an devez, paotred ? Mat eo ar c’horn-butun, Visant ?

LOMIG C’HOARZATO

Paour kaez Yannig ! Ha, ha, ha ! Visant, pa lenve ez vihanik en e gavel, e rôe e vamm d’ezan eur c’horniad da vutuna. Ha, ha, ha ! Eur c’horniad, Visant Pibenn !

VISANT PIBENN

Divalo ma ’z out ! Perak e rez : « Ha ! ha ! ha ! » evel-se ? Daoust ha te oar-te pegen mat eo ar butun ? Te da vihana, Lommig C’hoarzato, red eo kredi ez out bet ganet en eur c’hoarzin, te.

AN DAOU VEVEL

Breman ’ta, paotr Yannig, eman an naon o skraba ?

YANNIG

Penaos, c’houi ’oa o selaou aze ? Neuze eur pec’hed war e hed am eus graet, neket eun hanter an hini eo, Tristidigez !

VISANT PIBENN

Ro peoc’h, Yannig. Mar karez, ni a zeuio en noz-man da…, da…, da chench doareou buhez da zaou goz yontr. Kavet hon eus tu evit se. Te welo, sur omp. Te ’welo.

YANNIG

Mat, ma na rit ket a zroug d’ezo. Lavarit d’in ’ta…

AN DAOU VEVEL

Bez dizoursi ? Te ’welo… (Hag int daou kuit).


Trede diviz


(Yannig, ha Per-ar-Gaou mezo).


YANNIG

Me ’gav d’in, ne vo ket brao trei war he zu mat buhez fall va daou yontr, keit all ’zo abaoe eman-hi war an tu enep. Gwelet a raimp… Piou a zo o tont etrezek aman, kleo !…

PER-AR-GAOU

Hein ! Hein ! Yannig, eman da yontr Per o tont d’ar gêr. Gaou a lavar ar re a gont e chom bep noz da yontr Per da loja er-maez !… Prest eo koan ganid ?… N’eo ket. N’eus forz, pa vo prest, me ’zeuio d’he c’hlask. Evit breman n’em eus ket naon, met sec’hed ? Eur zec’hed, sell… (Mont a ra er-maez, e voutailh en e zorn, en eur gana gant e vouez raouliet).

Me ’oar eun dra

Kouls ha pep den ar er bed-ma :

Eva !


YANNIG

(En eur zellet, hep flach, ouz ar mezvier o vont kuit) Setu aze Per-ar-Gaou, Per Gourlanchen-frank : hennez, unan eus va daou yontr, ar gwella c’hoaz marteze !

Ha ! Sant Herbot, va faeron, pebez micher ! (Enaoui ’ra al lutigen goulou-rousin war an dalc’her en eur gana).

Miz Genver eo ar miz kenta,
Hag ar miz goanv ar c’haleta,
Miz Genver fall d’ar c’hemener :
Diwezat noz pa deu dar gêr !


Pevare Diviz


(YANNIG, FANCH-AN-NADOZ o tont en ti prim)


FANCH-AN-NADOZ

Petra, radoter difeson ? Droug a lavarez adarre ouz ar gemenerien, ha kent-se ouz da yontr Fanch ? Bitouz daonet !… Petra ’teus graet gant da zevez ? Lavar ’ta, tri c’hard mat da netra ?

YANNIG

(Aonig eun tamm anezan) Diwall va bioc’h…

FANCH-AN-NADOZ

Ha ! ya, sed aze eul labour hag a zo tenn ! Hag e pelec’h, melc’houeden, ez teus kaset da vioc’h da laerez ? E foenneg piou ? E park piou ?

YANNIG

Den ebet ! Pennduig a zo bet e kostez an hent bras.

FANCH-AN-NADOZ

E kostez an hent ! Evel-se ’kav d’it e lartaio ar vioc’h ? Marmouz re vaget ! Evel-se eo emaout ganti, paotr, oc’h ober ar c’hontrol-beo eus ar pez a lavarer dit ober ?

YANNIG

Sonjit ’ta, yontr Yann, n’hellan ket kas ar vioc’h da laerez.

FANCH-AN-NADOZ

Petra, mec’hiek ? C’hoant rezoni ouz da yontr a zav d’it breman ? Pendolog !… Ha petra ’oas o vont da ober bremaïk ?

YANNIG

E oan o vont da gas d’ar vioc’h an tammou trojennou-kaol am eus drailhet ; ha neuze em bije lakaet koan war an tan. Petra ’fardin da goan, yontr ?

FANCH-AN-NADOZ

Va niz, te ’zo re vaget, eur wech c’hoaz. Kerz da gas ar c’haol d’ar vioc’h. Ha, goude-ze, e fardi bara-laez d’az koan.

YANNIG

Sant Herbot ! bara-laez da viz genver !

FANCH-AN-NADOZ

Penaos ? N’ez teus ket ezom ? Gwell a ze. Prim ac’halen, ha da gousket, hep tamm na grinsen, alo, alo ’ta ! Petra c’hortozez ? (Kas a ra Yannig er-maez gant ar c’haol).

PEMPVET DIVIZ


FANCH-AN-NADOZ, e-unan.

Del ! O kas an touseg bihan-ze da gousket hep tamm, da genta e teskan furnez d’ezan, ha, d’an eil, ec’h arboellan an dorz-vara. Eur gwennegig bennak a vuioc’h da vont da greski ar bern ! Me n’oun ket evel va breur Per, me ! Hennez a gav e blijadur o lakaat e wenneien el « lagout », hag al « lagout » en e vouzellou ; me a blij d’in, me lakat a gostez ar pez a c’hellan. Marteze, pa vezin koz, ma teuan da veza koz eur wech bennak, am bezo ezomm a espern. Mar n’am befe ket, petra ! va bern a jomo, war va lerc’h, gant va niz. Koustians am eus da labourat evitan, zoken o kas anezan hep tamm d’e wele.

Ha c’hoaz va niz marteze ne ouio ket grad d’in !… Rak ar re yaouank breman a zeu da veza ken dianaoudek e-kenver ar re o deus dorlazet o zammig korf ha dispennet o faour kaez spered o poania da zastum peadra d’ezo…

N’eus forz, hizio ’zo bet eun devez mat a-walc’h.

(Diboueza ’ra an dorz-vara a zo e-touez an doal war benn an daol). Ar paotr Yannig n’eo ket bet laer hizio war an dorz. (Mont a ra da zaoulina e-kichen an armel goz, hag eus e vragou bras e tenn a bep seurt traou dre ma komz). Me, diouz va zu, n’em eus ket kollet va amzer. Setu aman diou belen neud du, unan neud gwenn, eur c’hosad gloan, eur palefarz mezer fetis, eun drailhen gloan rous diwar broz Jantouzig, eur pennadig brao a voulouz diwar he manchou, n’eo ket fall ! Hag aman, da ziweza, ar pemzek gwenneg, priz va deveziad. Tra, tra ! n’eo ket fall ! Gounidegez vrao d’e heul, an devez ne vije ket bet tamm da glemm anezan, paneve… ya ! rak eur paneve a zo gantan, siouaz ! da vern n’eus bet_nemet yod kerc’h silet, hag hen tano, ken tano ma vije bet red hen dibri gant plouz ed-du ! Gwir eo, da goan ez eus bet gwelloc’hik da c’houeza ar jileten… Eun anduilhen ! Eun tamm zoken a zo deut ganin d’ar gear. E pelec’h, diammig ! eo aet ?

(E pad ma klask Fanch e anduilhen e-touez pilhou an armel goz, Per a dosta en eur ganan mezo)

Alïes gant gwreg tagnous, pe gant ar vugale
Ar gwaz paour ’vez trubuilhet, gant al « lagout » morse !

————
C’HOUEC’HVET DIVIZ
————
Fanch ha Per (heman gant e voutailhad)
————


FANCH (kavet gantan e anduilh dre forz furchat e bilhou)

Ha, koulskoude, setu heman aman !

PER (o kemeret ar ger evitan)

Hein ? Ha goude ma vefen aman ?

FANCH

N’eo ket te…

PER

Penaos ? Me ’zo aman, ha n’eo ket me eo ? Hein.

FANCH

Nann, an anduilhen…

PER

Anduilhen, te da-unan, kemener brocher-laou ! Lavaret anduilhen d’e vreur ! eun den onest a viliner, mar ’zo unan o vale hag o vala war ar c’hoz tamm douar-man !

FANCH

N’emomp ket hon-daou en hevelep park.

PER

En hevelep park ? Hein ! park petra ? Te, da vihana, e rafed mat kas ac’hanout d’ar park e-touez al lious kemener flerius. Sod a-walc’h out evit-se ! Te, welfe, te ’beurfe er park, nemet marteze beg da fri a vefe eun tammig hir a-zioc’h da veg ? Hein !…

FANCH

N’emaomp ket e marc’had ar friou nag ar begou. Ar pez am eus da lavaret d’it eo ez eus eun tammig anduilhen deut ganin d’ar gêr. Sell outan ! Kemer anezan, ha ro peoc’h, Perig…

PER

Hein ? Ne dalv ket d’it ar boan klask floura va c’hein d’in-me. Me ’zo re goz evit c’hoari, me ! N’ouzout ket mui em eus tri bloavez war da c’horre, hein ? Kemener tres _divalo, hein !

FANCH

Ha neuze, ro peoc’h gant da « hein, hein, hein », te ’oar.

PER

Ya, me ’oar na roïn ket peoc’h, hein !

FANCH

Petra, miliner, toull-mezo, goude ma vezi te bet e-pad an deiz o karga da vouzellou, ne lezi ket e peoc’h an dud a zo bet o labourat ?

PER

Hein ! an dud a-walc’h a lezfen e peoc’h, met eur c’hemener…

FANCH

Petra ’lavarez, lonker ?

PER

N’hellan ket neuze lezel e peoc’h eur c’hemener.

FANCH

Ha perak ’ta, riboter ?

PER

Abalamour eur c’hemener n’eo ket eun den…

FANCH

Stanka ’ri da forn, te, lonk-e-zizun ?

PER

Hein ! nann, nemet eur c’hemener n’eo ken…

FANCH

Peoc’h a vo diganit, karg-e-doull ?

PER

Penaos ? Hein ! Te an hini eo c’hoantaet ar brezel ganit, ha breman, p’eo deut, emout o c’houlen sina ar peoc’h ! Evel an Turked emout neuze.

FANCH

Stouva ’ri da c’hourlanchen, gouzoug-ledan ?

PER

Piou eo ar mestr aman, hein ? Aman eman an traou, hein, war zaou-hanter. Te ’oar ! aman te ’zo mestr ; ha me ivez zo mestr…

FANCH

Alo ! alo ! Ya, gwir eo, te ’zo mestr war da voutailh, ha neuze war da c’houen en da wele… Del, paotr ! kerz-e-barz ! (Hag e punt Per a-dreuz war ar gwele).

FANCH ha PER (o daou o vleujal war ar gwele).

Fanch. — Miliner-gagn, breman emichans p’eo leun da zac’h, e chomi aze e peoc’h da zivezvi, ma c’hellin kousket me. Eur flac’had a baki, ma na,… ya, eur flac’had, rouller divalo !…

Per. — Pouloudoup ! Hein ! Emoun e-barz. Met, te ’gav d’it e rin peoc’h, hein ? Tra, tra, tra ! Nann, nann, nann ! Rak aman, me ’zo ker bras mestr ha te, n’eus forz pe vare. Hein ! paneve terri va boutailh e torrfen da benn d’it ganti, amprevan, kemener flêrius…

Seizvet Diviz


(Yannig hag e zaou yontr)


YANNIG (o klevet ar reuz, e tired hanter wisket).

Da vihana, n’en em lazit ket, en hanv Doue !

FANCH

En hanv Doue petra ? Te, bitous fall, mont a ri da gousket alese, en hano an diaoul hag e gerniel !

YANNIG

Oh ! diwallit ! C’houi ’welo !…

FANCH

Petra welin, mec’hiek ? P’o gwelin, ar c’herniel hag o ferc’hen lostek, e vezin abred a-walc’h da sponta ha da ziwall. Met, ac’han di…

YANNIG

N’ho peus ket aon ha mez ?

FANCH

Kant kurun ! Bale ’ri alese, targas miz meurz !… (Yannig er maez).


Eizvet Diviz.


(Fanch, o klask kousket, trôet ouz ar voger, diwisket e chupen ; Per en e goanze).

PER (outan eunan)

Ha koustians ivez, hein ! an hostizez ne fell ket d’ezi rei « lagout » d’in ! Sell ! n’am bije bet eur penmoc’h ker sod hag hounnez, e vijen aet d’ar red dioustu d’e laza, hein, d’e lakat er pod war an tan, en e bez, bleo hag all.

Mont kuit diouz he zi, a lavare d’in, abalamour n’am boa ket a wenneien. Paneve-ze… hein ! gwelet a rit ? Lavaret em eus d’ezi : « Mont ac’halen, emoun-me ! Dioustu lagad panez, met c’houi n’ho peus nemet dont d’am zi-me, hein, ha me ho responto. Pe, ma na ran ket, va c’hi a raio !… »

Hag a-benn warc’hoaz e rankin labourat, hein, p’eo gwir n’em eus mui gwenneg ebet na liard. M’am bije gellet, da vihana, gwerza ma boutou…

FANCH (hep distrei)

Lez ac’hanoun da gousket, toull-lakout.

PER

Hein ? Te eo a zo eun toull tagnous, te, fri minaoued !… Hein ! p’eo gwir emomp gant ar friou, oh ! pebez fri a zo gant Noun al Ludueg, an ostiz teo ! Hen a lavar en deus paket ar fri brao-ze. e « soixante-dix ». Bleo ! e 70 bariken, n’eo ket e 70 ar Brusianed !… Eur fri evel eun aval-pin, bosou ha toullou ! Hein ? kentoc’h eget kaout eur fri evel-se, me ne evfen nemet dour, hep berrad « lagout » ebet morse. Del ! ganin-me eo kerkouls beza maro dioustu ! Hein ! ! pa vin-me maro, em eus lavaret lakat eur voutailhad « odivi » e-barz va arched, gant aon na deufe sec’hed c’hoaz d’in. Evel-ze, aon ebet da gaout !

(O kana gant e vouez vezo roc’helleg :)

« War dreujou ar Baradoz ma n’hellan ket mont tre, »

« Da zant Per e kinnigin eur banne hini-krenv ».

(Visant Pibenn ha Lommig C'hoarzato a deu war o c’hrabanou d’an armel goz da gerc’hat diouti, neud, voulouz, lien, mezer, truilhennou a bep seurd. Per n’en deus gouezet netra, goude m’eo aet an daou-all er-maez :)

Ma, koulskoude disfizians am eus da zont a-benn da lakat zant Per, va faeron, da eva eur bannig « lagout », petra bennak m’edo gwechall du-hont eur martolod koz, e pelec’h dija ?… E kostez bro an Turked, a gav d’in. Hein ! ya, ya, daou liardad disfizians am eus d’an nebeuta ; rak ar zent, me ’gred, n’eo ket aez prena anezo na gant arc’hant, na zoken gant baneou… Piou, an diamig ’ta ! a lavare an dra-ze d’in ? Hein, me ’ouie mat ar c’hloc’her an hini eo, an toull mezo-ze a gloc’her.

(Fanch en em ro da roc’hellat dre e gousk).

Reu, reu, c’hreu ! Kleo, setu egile o koagal ! N’eus forz, na me am eus sec’hed ! Gagn ! me ’garche gouzout, me, pehini ’zo da genta, pe ar zec’hed ? pe an eva ? Pehini eo ar c’hosa ? Me ’gred eo ar zec’hed : rak piou, d’an amzer dibec’hed, en dije kredet eva hep beza flemmet gant broud ar zec’hed ? Hein, ha, koulskoude, den n’en dije bet sec’hed nemet eva en defe bet graet en diagent ! Gagn !… Setu aze peadra da zonjal, hein !

(En em rei a ra da zuna e voutailhad. Hanter-beoc’h. Fanch a roc’hel. Per a lavar a-wechou « hein » ).


NAVET DIVIZ


(An daou gousker, Vissant Pibenn, Lomig C’hoarzato).


An daou-man a deu en ti, Visant stummet e-giz an Ankou, eul linser wenn en-dro d’ezan, eur falc’h war e skoaz, e garrigel gantan o wigourat ; Lomig, gwisket e ruz e-giz Paol Gornel, eul lost o ruza war e lerc’h, daou gorn hir pignet war e benn, eun toullad boutailhou goullo staget dre o gouzoug en-dro d’e zargreiz. O-daou e tostaont ouz ar gwele, karrigel Visant o wigourat ; ha Lomig, o heja e voutailhou goullo, a zoug eur c’hoz banniel graet gant tammou mezer, lien, neud hag all, laeret gant ar c’hemener, an anduilhen e penn ar vaz.

Visant ha Lomig (o kana war don glac’harus an interamanchou).

Hep ! savit alese, koz traou !
Ma teuoc’h ganeomp-ni, ho-taou !…

(An daou gousker en em dro en o gwele).

Hop ! bezit prest da vont d’an tan,
Du-hont da vaner Kersatan !

(An daou gousker spontet a zav en o c’hoanze en eun taol).

FANCH

Aotrou Doue ! sell an Ankou, e falc’h hag e garrig !

PER

Hein ? aman eman an diaoul gwisket e marc’hadour « lagout »…

AN DAOU SPONTAILH

Prim deuit ganeomp ha buan !

FANCH

Aotrou Doue ! Keuz am eus, keuz am euz ! Ne rin mui, me ’vo furoc’h…

PER

Ya, Ya ! furoc’h e vin ! Aotrou sant Per, va faeron paour, mestr an alc’houeziou benniget, va diwallit ha n’em bezo ken sec’hed !…

AN DAOU SPONTAILH

Neuze ’ta, n’oc’h ket bet fur a-walc’h ! dalc’hmat ?… Respont d’eomp, Fanch-an-Nadoz, respont d’eomp, Per-ar-Gaou. Petra a zo o-vec’hia ho koustians !

FANCH HA PER

Ma Doue ! me ’zo eur c’hristen madik a-walc’h… Nann, n’oun ket falloc’h eget an dud all.

AN DAOU SPONTAILH

Fanch-an nadoz, sell ouz ar banniel ! Per-ar-Gaou, sell ouz ar boutailhou !

FANCH

Oei ! Yaou ! keuz am eus ! Ya, eur wech em eus sammet eur goz truilhen bennak diwar va falla ostizien, netra ken !

AN DAOU SPONTAILH
Hag an anduilhen ?
AN DAOU SPONTAILH

Hag an anduilhen ?

FANCH

Truez ! Truez ! Ne laerin ken !

PER

Ha me, pa zeuio sec’hed d’in, a yelo d’ar feunteun.

AN DAOU SPONTAILH

Re ziwezat ! Sonet an eur ! Ar garrigel a zo aman, hag ar falz a zo lemmet.

FANCH HA PER

Gortozit ! Aiaou ! Gortozit ! Truez !

AN DAOU SPONTAILH

Petra, Fanch-an-Nadoz ? Truez ? Daoust ha truez az teus-te bet bremaïk ouz ar paour kaez bihan, hag en deus ranket, en noz-man, ober kof-moan ?

FANCH

Ne rin ken ! Nann, nann ! Biken, biken !

AN DAOU SPONTAILH

Ha penaos e rit war-dro ho niz bihan ? Unan o klask dougen anezan d’al laeronsi, egile oc’h en em vezvi hogozik bemdez hag o rei skouer fall d’ezan, n’eo ket gwir, lonker ?

PER

Met pa lavaran d’eoc'h n’am bezo ken a zec’hed a-ziwar vreman…

FANCH

Me ’zavo mat va niz Yannig.

AN DAOU SPONTAILH

Ni ’welo hag hen lavaret hag ober a vo daou ganeoc’h. Her gouzout a raimp ! Hag hervez ma reoc’h, heb dale e kavoc’h. Anaout a reomp ho ti, ha n’ankounac’haïmp ket an hent a zigas aman. (Mont a reont er-maez o-daou, sioulik. Ar banniel, graet gant an tammou mezer hag an anduilhen laeret gant Fanch-an-Nadoz, a chom plantet e-barz al leur-di).

LOMIG ha VISANT (diwar an treujou)

Ma na vez ket skanvoc’h chaden ar paour kaez Yannig diwar an taol-man, ni a welo !


DEKVET DIVIZ


(Fanch, Per, ha Yannig goude-ze)


FANCH, o sevel

Aet int kuit, Per paour ?

PER, o sevel ivez

N’omp ket maro c’hoaz, va breur Fanch ?

FANCH (oc’h ober tan er ziminal da zevi ar banniel)

Da ludu, banniel daonet !… Ha beo oun c’hoaz !

PER (o vont d’ar prenestr gant e voutailh)

Kerz er-maez da ober tammou, koz boutailh an diaoul !

O-DAOU

Aotrou Doue ! Tost eo bet d’eomp mont d’ar forn !

FANCH

Ken m’am eus tomm c’hoaz ! Ken ma c’houezan !

PER

Tomm am eus ivez… Koulskoude, n’em eus ket sec’hed.

FANCH (a zastum an anduilhen hag a zigor an nor)

Yannig ! va faotr, Yannig, deus aman ’ta !

YANNIG (o tont en ti hanter wisket)

Petra ’zo, va yontr ? D’ar c’houlz-man eus an noz ? Klanv oc’h ?

FANCH

Den klanv ebet, Yannig ! Nemet, va niz paour, n’omp ket evit kousket, da yontr Per ha me, o sonjal ez teus naon marteze, rak me ’gred n’az teus ket debret kalz da goan.

PER (o kinnig an dorz)

Del, Yannig ; kemer bara ha chach war an anduilhen-man.

YANNIG

N’em eus ket a naon.

AN DAOU YONTR

Debr ’ta, pa lavaromp d’it. (Ar paotr a zailh war bara hag anduilhen).

FANCH

Ha te ’oar, Yannig, warc’hoaz ha bemdez breman e tebri keit ha da naon ! te ’glev ?

PER

Ma ri eur gwaz, Yannig ! te ’glev ?

FANCH

Ha neuze, Yannig, pa ’z i er-maez gant da vioc’h, e vo arabad lezel Pennduïg da vont war dra an nesa.

PER

Selaou, Yannig, tap d’in eur skudellad dour alese diouz ar zailh. Poent eo d’az yontr tanva gwin ar glesker.

YANNIG (souezet krenn, ken ma jomm an tamm en e c’henou)

(Outan e-unan) Sant Herbot beniget ! Piou a zo tremenet dre aman ? Mevelien an ti-all marteze ? Ha penaos ?

PER (goude eva)

Mat eo an dour, Yannig.

FANCH

Ro d’in eur bannig ivez, Per. Sec’h eo va gourlanchen.

PER

Me, n’eo ket sec’hed am boa nemet aon am eus bet, paotr ! Ma ! kredi a ran e kaver a-wechou ar spont e penn an hent a gas d’ar furnez, hein !!

DIWEZ
  1. Kanet gant J.M. Bothorel, marc’hadour reun, eus ar Faou.