Dougomp hon sellou dreist an douar
Etrezek ar sent hon Tadou bremañ,
Kurunet ha leun a c’hloar
Emaint gant Doue en Neñvou.(2w)
N’eus ken evito tristidigez,
Klenved ebet na trubuilhou :
Dastum a reont el levenez,
Ar frouez hadet ’kreiz an daerou.(2w)
Bet o deus ’veldomp en o buhez,
Poan kaer o senti, o tevel,
Dinerz e oant, ha ’veldomp, ivez,
A bep tu e kavent brezel.(2w)
Kalz en o zouez ’oa izel o stad,
Darn labourerien, netra ken,
Savet abred, kousket diwezat,
N’eus forz d’an amzer domm pe yen.(2w)
O Spered ’veze kement troet
Gant o fedennou, gant Doue,
Ma tec’hent diouz ar bed milliget,
Gant aon da walla o ene.(2w)
Darn, pell er pec’hed, ’deus bet bevet, —
Na pebez gwallenn d’eur c’hristen ! —
Betek an deiz m’int bet ’n em walc’het
E feunteun sakr ar binijenn.(2w)
O mouez tregernus hon eus klevet,
E riskl pa vezemp d’en em goll :
Fizians e Doue dalc’hit bepred,
Bérr eo ar stourm, kaer an digoll.(2w)
Holl Sent, d’ho heul ’fell d’imp c’hoaz bale,
’veldoc’h dre hent ar gwir furnez :
Sikourit neuze ho pugale,
Pa n’int nemet sempladurez.(2w)