Dorn Doue

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask


Dorn Doue


skrivet gant Fañch an Uhel


Revue de Bretagne et de Vendée
1872



DORN DOUE


————


D’ANN AOTRO A. DIVY,
Eskop Sant-Briek ha Treger.


Un dez ez oann kuzet war lez ur wennodenn,
Gourveet en disheol ’touez ar ieod, ar radenn :
Ha ma unan eno, e lennenn ul levrig,
Hag uz d’in a kane seder braz un evnig.

Hag a klewis neuze a-biou d’in o tremen,
Hag hep beza gwelet, ur vrœg paour hag he den.
Trist kaer ez oant ho daou, stouet gand-hè ho fenn,
Hag vont gant ho hent, e komzent evelhenn :


« Gwall-stard eo ann amzer, allas ! hag am eûs doan
» Godig keiz, n’hallfemp ket, goude komer kalz poan,
» Ha bewa dister braz, paea da c’hourmikêl ;
» Ha setu hep-dale hon bezo eiz bugel !

» Ann ed na vô ket ker, ur vuc’h hon eûz kollet,
» Ha gant ar reo miz Meurz hon c’herc’h ’zo bet gwallet ;
» Hag ar gwasa, hon mab ’zo marwet er brezel,
» Fanchig paour, gwella potr a oa en Breiz-Izel !

« Dorn Doue, ma den paour ! — Lâraz ar vroeg neuze.
» N’hon eûz netra d’ober, ma den, war gement-ze
» Nemet plega hon fenn, ha labourad bepred,
» Ha pedi d’hon skoazia hon Zalwer binniget. »
 
Na glewis netra ken : met en kreiz ma c’halon
Ann neubeud komzou-se, ’zo chomet merket dòn.
Hag a làrenn en-hon, leun a dristidigez :
— « Komzou ann dud paour-se, n’eo ket ar gwir furnez ? »


F.-M. Ann Uc’hel.
Plouaret, ann 29, a viz Eost, 1872.