Mont d’an endalc’had

Dizro !…

Eus Wikimammenn
Hekleo Penn ar Bed, 1910



DIZRO !…
————


E vam he doa skrivet d’ezan : « Va mabig kez disul ema ar pardon, deus d’ar gear ! Keit all zo n’out ket bet er vro, ma’m eus mall d’adwelet ac’hanout… »

An deiz n’oa ket dare da c’houlaoui c’hoaz pa gemeraz Patrig an trein da vont da Gervilhau. Epad ar c’houistellad hent en doa d’ober, an den yaouank a glaskas kousket en e gombod, e-unan, rak eun nosvez wen en doa tremenet. Mes ar c’housked a dec’he, ha Patrig, luskellet goustadig gant an trein o redek war an hent-houarn, a zonje…

E spered a nije araozan d’ar vro edo o vont d’ezi, d’ar vro garet en doa dilezet eun tachad a oa evit dont d’eur gear c’hall da c’honit e dammig boued.

Hen a c’houlenne outan e-unan : « Daoust ha petra zo a nevez em farrez goz abaoue bloaz zo dija ma n’oun ket bet enni ?… Hag anaout a rin me va c’hamaladed koz ? An Ankou didruez, o tremen e falc’h lazerez dre ar vro, hag-hen n’en deus ket eostet eur galonig bennag karet ganen… An Amzer yud hag-hen n’en deus ket c’hoaz lakeat, re zon, e roudou war bizach va mam ger ?… »

Sonjou plijadurus hag ive sonjou poanius a garge spered an den yaouank… hag an deiz a oa dija goulaouet hag an heol a wenne kern ar menez.

Eun taol sut ! Setu, goude meur a heurvez bale ha kant ehan er gariou, an trein o tigouezout e Kervilhau. Boleadennou drant ar c’hleier o c’helver an dud d’ar pardon a zave dreist c’houitelladennou skiltr ar marc’h du. An den yaouank, hast warnan da lakaat e dreid war douar e vro c’hinidik ha da welet e vam garet, a zigoras prim dor e gombod hag en eul lam edo war an douar.

Ahont, er penn pella d’ar gar, eur vaouez deut eun tam war an oad a c’hortoz…

— « Mam ! eme Patrig o tigouezout warni.

— Va mab ! » a respont ar vam gez, hag, eürus, e pok start d’he fôtr… ha diouz he daoulagad daelou a deneridigez a red…

— o —

A veac’h amzer d’an den yaouank d’ober eur vlagaden gant eur mignon kavet war an hent, ha da vont betek an ti gant e vam, ma son kloc’h an oferen.

O tigouezet en iliz e oe tost d’ezan souezi ouz he gwelet leun chouk, hen breman ken kustum da gaout e Bro-C’hall ilizou dilezet.

— « Nag a gem ! » a lavare ar pôtr yaouank, ennan e-unan.

Sellet a rea, eun tammig, en dro d’ezan, ha dreist-holl sellet e veze outan. Adrenv e gein, lod eus ar merc’hed a roe taoliou hilin an eil d’eben, o c’houlenn :

— « Chê ! Katel, piou hennez ar pôtr yaouank-ze a zo ahont ?

— Asa, Fanchon, n’ouzoc’h ket ?… Hennez eo Patrig !

— Patrig… Oh ! sell ’ta, na me zo divemor ?… »

O sellet eun tam a gleiz, daoulagat an den yaouank a gouezas, en tu all d’an iliz, war eur bank : eur plac’h yaouank gant he mam, ebarz.

Ar plac’h yaouank-ze, hen anaout a ra, eo Fransinig, eus Kerven.

Esa ra distrei e zaoulagad ac’hane, o c’houzout ez eo dizoare sellet a bep tu en iliz…. Mez hep gout dare d’ezan eo douget ato da zellet warzu eno, evel ma vefe chalmet e galon.

Ar plac’hig-se, meur a wech, e-unan, en e gamprig, kollet en eur gear vraz, en deuz bet sonjet enni. He anaout a ra abaoue e vugaleach, evit beza bet mesaerien er memez amzer. Buhan eo bet krog, hen demdost bugel c’hoaz, da westla d’ezi eur garantez vraz, hag ar zonj anezi na dlie morse e guitaat, zoken o redek keariou Breiz a Frans.

Meur a wech, deut da veza gwaz, en deuz bet tro d’he gwelet ; mes morse — aon pe lentegez — n’en deuz kredet anzav outi e garantez. Ha breman, outan e-unan, e c’houlenn : « Daoust ha gouzout a ra, hi, e karan anezi ? »

Allaz ! Allaz ze ra e boan… En despet d’ezan bepred e sell ouz he zu…

Echu an oferen-bred ez a da danva eun tam lein vad, aozet evitan gant e vam garet… ha sonj Fransinig a red c’hoaz dre e spered.

D’ar gousperou adarre, henvelep tra evel d’an oferen. An den yaouank a izela eun tam e gador, ha war ar plac’h a gar kement e zellou a bar aliez betek ar fin.

Mare ar brozesion deut, Patrig a zo er maez araok ar baniel genta, hag a ia d’en em lakaat e kichen an hent a dle heuïlha ar brozesion. Eno, kemesket gant ar bobl e welo an holl.

Heurch outan, Fransinig a dremen, ha warnan e taol eur zell gant eur mousc’hoarz kuzet. Ze zo awalc’h evit rei levenez d’an den yaouank.

— « N’he deus ket ankounac’heat ac’hanon c’hoaz emezan, mad eo ! »

Ha betek an noz e oe laouen ; tra ken nemet ar mousc’hoarz a oa kaoz. Na kizidik eo kalon an den evelkent !

— o —

Ar c’himiad. Oh ! na kriz e kave Patrig gwelet a tostaat ar c’houlz da zizrei d’e gear c’hall, d’e labour pemdeziek ! Na diez e kave ar vam baour rankout lavaret kenavo d’he mab goude ar blijadur he deus bet d’e gaout en he c’hichen epad eun nebeut heuriou hepken.

Tenn e oa d’ezi miret ouz he daelou da redek pa roas d’ezan eur pok a garantez araok sevel en trein.

— Peur e teui adarre ?

— Pa c’hellin, va mam.

N’oa ket hiroc’h kaozeaden etrezo, re ze zammet e oa o c’halonou.

— Kanavo, va mam !

— Kenavo, Patrig !

Ar marc’h du a laoskas e c’houitelladen, a granchas eur c’hinaouad voged, hag en em lakeas en hent.

Kalon Patrig a oa trist en trein e ruilhe pell a Vreiz. Sonj e vam c’hlac’haret, den d’he frealzi, hag ive sonj Fransinig a drubuilhe d’ezan e spered. Mousc’hoarz « turzunel Kerven » a jome atao dirak e zaoulagad, ha breman dre ma pellae eus ar gear, ar mousc’hoarz-se a deue da veza karantezusoc’h c’hoaz hag a glaske lavaret d’an den yaouank : « Deus en dro ! »

Ar marc’h du, nerz ha ton gantan, a rede atao warzu Bro-C’hall…

Evit esa kas an traou-ze diouz e benn, Patrig a zerras e zaoulagad hag e-unan en e gombod en em roas d’hunvreal.

En e hunvre e wele : eus eur c’hostez, merc’hed ar Meaziou, ha merc’hed ar C'heariou, eus ar c’hostez all. Ar re genta, liou ar yec’hed war o drem, ha pleget o daoulagad, a rea eur mousc’hoarz a guz outan. Ar re all gant o ear divez, uhel o fenn, a roe o breac’h da bôtred yaouank hag a c’houlenne tanva an holl blijaduriou.

Mouez Kear, flour ha touellus, a lavare d’ar pôtr yaouank :

— « Deus buhan, lez er gear pep morc’hed. — Kerz warlerc’h ar re-ze, ha kemer da blijadur !… »

Ha Patrig, nec’het, a glaske dibab, pa zavas Mouez don ha pounner an Douar da lavaret d’ezan :

— « Patrig, tro da zaoulagad diwar an daolen ziaoulek-ze… Sell en tu-man. Gwel ear gwerc’h merc’hed ar Meaziou : i ive a zo karantezus, hag o c’harantez, dishenvel diouz hini stroilhenned ar c’heariou, na zev ket evel eun tan kolo… Dizro ! Dizro !!…

- Sell, a gendalc’he Mouez kear, touellusoc’h-touellus, sell eus ar vuez dibreder a ren tud yaouank ar c’heariou. C’hoari ha beva joaüs eo o lavar !… Deus !… deus buhan da danva o flijaduriou !…

— Ar wir blijadur, a responte Mouez an Douar, n’ema ket el leac’h ma sonjez. An daolen skedus, a drell da zaoulagad, a guz, siouaz ! traou mezus… Ar vuez frank ha gwirion a gaver war ar meaziou : e kear n’eus nemet diskred ha trubarderez… Dizro !… Dizro !!… »

Mouez kear ha Mouez an Douar, heligenta etrezo, a gendalc’has c’hoaz, pell amzer, da gana d’an den yaouank : an hini genta, meuleudi buez skanv ha kablus ar c’heariou ; hag an eil, buez yac’hus ha direbech ar Meaziou.

Skuiz-maro oa Patrig pa zilezas e hunvre, dihunet gant c’houitelladennou ar marc’h du o tigouezout er gar ma tlie diskenn.

— « Start eo bet ar c’hrogad, a lavare Patrig, outan e-unan, o lemel war an douar kalet. Melus e kavan promesaou kear, mes evelkent e rankan anzav ema ar furnez gant an Douar… »

— o —

Komzou gwirion an Douar o doa flemmet kalon an den yaouank ha kresket e geuz d’ar gear.

Hen, kent seder evel eur pintig, ar brasa c’hoarzer etouez e gamaladed, a deue, a nebeut da nebeut, da veza tenval e dal ha maro e zaoulagad en e benn. An droug-hirnez a oa sailhet warnan, ha, dister e yec’hed, prest e oe war var da rankout chom en e wele…

Ar re oa war e dro a lavaras e vije mad gelver al louzaouer da evesaat ouz e stad.

— Medesin ebet ! a respontas d’ezo Patrig… N’anavezfe ket va c’hlenved… Me yelo d’ar gear !… »

« Me yelo d’ar gear ! » — Ar c’hoant mont d’ar gear a zalc’he anezan, ha ne oa klanv nemet gant ar vall da welet Kervilhau.

Raktal m’en doa gounezet eun tammig nerz e kerzas d’ar gar.

O tremen plenennou Bro-C’hall, ar pôtr a oa inouet da vervel, en trein. Eur wech ma c’hellas lonka ear Breiz ha ma santas iliz e barrez o tostaat, e vizach a zederaas ha liou a deuas d’e ziouchod.

Gant pegement a blijadur e saludas-hen tour iliz e barrez pa her gwelas en dremwel !

Diskennet e gar Kervilhau, e kemeras hent e gear, e-unan, rak n’en doa skrivet seurt d’e vam. Ar pakadig traou munut a zouge ouz e vreac’h a skuize anezan. E nerz a oa tec’het digantan, ar pôtr paour !…

Ouz eur c’hleuz e disheol eur pilkoz dero, Patrig a azezas. Dre ma yea ear Breiz dre e wazied, an nerz a greske ennan ive… Azioc’h e benn, al laboused a gane, a gane hep ehan, o brava poz en enor d’ar Breizad yaouank a zizroe d’e vro garet a wel, siouaz gant glac’har kalz eus he bugale o tilezel anezi.

Kana reont bepred, evnedigou Doue, ha tra ma selaoue o zonerez goant, hen a zeblante d’ezan klevet ganto :

Pratrig ! Patrig ! bez ato drant,
Fransinig vo da zousig koant !

J. Ar BRAZ