Dizoursi (Ar Prad)
Eur wech ez oa eur zoudard breizad hanvet Dizoursi abalamour ma veze atao laouen, hag ivez abalamour ma karie lavaret farserez evit lakât an dud da c’hoarzin. Edo o tizrei d’ar gêr eus an arme, echu e gonje gantan, a lavar lod ; re-all a lavar oa deuet dreist ar voger ; mes an dra-ze ne zell ket ouzomp.
Goude beza baleet epad eun dervez hirr ec’h en em gavas wardro mare kuz-heol dirak mogeriou uhel eur c’hastell-krenv. Skuis oa ; naon en doa ivez, ha n’en doa gwenneg ebet war e hano. Ma ’z eas da c’houlen lojeiz d’ar c’hastell.
Skei a reas war an nor. An norig vihan a yoa en hini vras a zigoras, hag ar porsier a c’houlennas :
— Petra glaskit ?
— C’hoant em befe da gaout eun tamm lojeiz, evit an noz-ma hepken, rak skuis oun gant va derveziad bale.
— Chomit aze da c’hedal eur pennadig, mont a ran da c’houlen ali an Aotrou.
Ar porsier a yeas da gaout an Aotrou, hag a lavaras d’ezan ez oa e-tal an nor eur zoudard skuis maro o c’houlen loja.
— Grit d’ezan dont d’am c’haout, a respontas an
Aotrou.
Ar porsier a zigoras an nor d’ar zoudard hag a gasas anezan da gaout an Aotrou a oa o tomma e-kichen. eun tan brao e sal vras ar c’hastell.
— Noz vat, Aotrou ! a lavaras Dizoursi oc’h erruout er zal.
— Noz vat, va faotr, a respontas an dijentil. Petra. fell d’it ?
— C’hoant em befe da gaout lojeiz, rak skuis maro oun, naon em eus ivez ha gwenneg ebet n’em eus.
— Loja rin ac’hanout a-walc’h, ha zoken bez’ ez pezo kement a gari da zibri ha da eva, ma n’out ket aonik, ha ma karez tremen an noz en unan eus kambchou ar c’hastell a vez gwelet bemnoz enni, teuzed, diaoulou, pe me n’ouzoun ket petra. Ar pez a c’houzoun eo e ve enni eun trouz, eur safar bemnoz ma ne c’hell den chom a-dost ; red mat eo bet d’eomp dilezel krenn ar gambr-ze. Ma teuez a-benn da gas kuit an drouk-sperejou, ma c’hellfomp distrei adarre da jom enni, kleo, n’ez pezo ket kollet da boan, paeet mat e vezi.
Dizoursi a respontas :
— C’hoant am eus da ober eun taol-esa, daoust petra c’hoarvezo. N’oun bet morse eur c’hrener, ha ne zisplijfe ket d’in gwelet eun tammig an diaoul a-dost ; alies a-walc’h em eus klevet ober e gaoz hep mac’h anavesfen anezan egiz-all. Goude tout, n’eo ket marteze, ken drouk ha ma lavarer.
— An dra-ze avat, eme an Aotrou, a zo kozeal ; te a zo eur paotr dibikouz. Mont a ran da gas ac’hanout betek eno. Kaout a ri er zal ar pez a goat az pezo ezom evit ober tan, ha bremaik me a roio urz da gas d’it bara, kig, chistr ha gwin kement ha ma kari. Ober a ri goude da geusteuren evel ma plijo ganez.
Dizoursi a yeas er zal vras, hag hep dale e teuas mevelien da zigas d’ezan eur feskennad danvad kris, eur vouchen vara gwenn ha c’houec’h boutailhad gwin koz. Da genta e reas eun tantad bras a dan hag e lakeas ar c’hig ouz ar ber. Goude ec’h azezas en eur gador vourret e-kichen an tan, e tanas e gorn butun, e tistoufas eur voutailhad gwin hag ec’h evas eur werennad. Hag e chachas war e gorn butun endra ma selle ouz ar c’hig o rosta.
— Petra eo ar spont ! emezan. An dud-se a gav d’ezo ez eus ama teuzed, korred, diaoulou, ha me c’hoar ?
…Ha gwelit pegen sioul eo pep tra dre ama ! peger brao emaon-me ama !… Ne vijen ken fall ganti ama, dreist-oll ma vije great ker brao atao d’in…
Hag hen ha diskarga eun eil gwerennad gwin ; edo o vont da staga ganti pa glevas eun trouz bras er siminal ; hepdale e kouezas en tan eur spez dic’hiz, eun diaoul, kredabl, hag a grogas ennan hag hen stlapas hep diezamant ebet betek ar penn pella eus ar gambr, koulz ha pa vije bet eur fagoden, hag hen da azeza en e leac’h war ar gador vourret.
— A la zonjas Dizoursi, setu ar zabat o vont da zigeri ! O n’eus fors, gwelet a raimp pe seurt finvez a vezo.
Sevel a reas en e zav, hag hen o vont da azeza dispont e kenver an hini nevez deuet, en eur gador-all, en tu enep d’eben. Hogen, prestik e klevas adarre trouz er siminal, hag eun eil Aotrou henvel mil ouz ar c’henta a gouezas adarre en tan, a zavas prim en e zav, hag ober ivez evel egile, kregi er paotr hag hen stlepel e penn pella ar gambr, ha da azeza en e leac’h.
— Setu ama mignoned difeson ! a zonjas Dizoursi o sevel en e zav ; va rost eo a dle beza poaz ; mont a ran d’hen tenna eus an tan, n’eo ket dont a rafe c’hoant d’ar re-ma da zailha gantan.
Dizoursi a eure d’an oaled ; edo o vont da gregi er
rost pa gouezas eun diaou-all en tan, hag hen henvel e
pep tra ouz ar re a yoa deuet en e raok. Hema ivez a
grogas e Dizoursi hag hen taolas rost hag-all e penn
pella ar zal.
— A ! eme ar c’hanfard, dont a ran da skuiza gant ar c’hoari-ma. Me a zo o vont d’o lezel da domma, rak doare a zo e karont an tan ; e keit-se me a yelo er gwele-kloz a welan aze. Kas a ran ganen ar c’hig hag eur voutailhad win ; marteze am lezint da goania e peoc’h.
Mont a reas e gwirionez d’ar gwele a yoa e traon ar gambr vras. Mes n’edo ket ennan astennet mat pa deuas an tri diaoul (ya, diaoulou oant, red eo hen anzav) betek ennan ha da goms outan evel-hen :
— A ! Dizoursi, an den dispont, te gav d’it eta emaomp o vont d’az lezel e peoc’h da frikota aze evel-se, en hon zra, evel pa vijez en da di da-unan ? Fazia rez, va mignon, ni a zo o vont da ober da stal d’it.
— Evelato, Aotrounez, mechans n’am lazot ket er gwele-ma, evel tri digalon, hag am lezot da zevel evit gellout en em zifen ? Emaoc’h tri ouz unan.
— Ya, emezo, sevel a c’hellez.
Ha Dizoursi da lammet eus e wele. En noz a-raok en doa kousket en eun iliz, ha dioc’h ar mintin en eur vont er meaz en doa kemeret er pinsin bras eur voutailhad dour benniget a yoa bet chistr enni. Kerkent ha ma oe war e zeuliou e tistoufas e voutailh, ha dao ! dao ! dour benniget a-dreuz hag a-hed war an diaoulou. Ar re-ma a wike, a fiche, a lamme, a filbouche o klask eun toull bennak da guzat pe eur riboul evit tec’het. Mantrus oa klevet anezo o vlejal.
— Awalc’h ! awalc’h ! emezo ; lez ac’hanomp da dec’het, Dizoursi ! Truez ! awalc’h ! awalc’h !
— Ya, ma roit d’in ho ker ne zistroot mui d’ar c’hastell-ma.
— Ya, ya, rei a reomp ; birviken mui ne zistroimp !
— Sinit neuze, lakit hoc’h hano ama war ar paper-ma gant ho kwad.
— Ya, ya, sina raimp gant hor gwad.
Sina rejont war baper parch a oe kavet dre eno. Dizoursi kerkent a lezas anezo da vont e peoc’h dre al leac’h ma ’z oant deuet, da lavaret eo dre ar siminal. Hag e c’hellas koania en e eaz. Kousket a reas c’hoek goude betek an deiz.
Mestr ar c’hastell kerkent ba savet a oe mall gantan mont da welet Dizoursi. Meurbet souezet e oe oc’h e gaout beo.
— Penaos, emezan, n’out ket maro eta ?
— Ya da, Aotrou, beo oun evel a welit, ha n’em eus ket bet an disterra glaz zoken.
— Hag ec’h eus tremenet ama an noz penn-da-benn ?
— O ya da, Aotrou.
— Ha n’ec’h eus gwelet netra direiz ebet ?
— Aze avat, aotrou, n’hellan ket lavaret nan. Bet em eus da ober gant kanfarted eus ar seurt ne garfen ket gwelet alies ; mes bezit dinec’h, kaset em eus anezo da vale evit biken diwar ho tro.
— Poan em eus o kredi ac’hanout ; pe seurt merk ac’h eus da rei d’in evit ma kredin ?
— Kemerit ar paper-parch-ma, ha gwelit petra zo warnan.
Hag e tiskouezas d’an aotrou ar paper el leac’h m’o doa sinet an diaoulou gant o gwad.
An aotrou a reas eur zell warnan, hag a lavaras laouen bras :
— O pebeus labour talvoudus ac’h eus grêt evidon ! Goulen diganen brema kement a gari evit da baemant, ha me hen roio d’it. C’hoant ac’h eus e rofen d’it va merc’h ?
Ne dalvezan ket kement-se a enor, ha n’em beus
tamm c’hoant ebet da zevel ken uhel. Me a zo goveller
dre vicher, evel oa va zad, ha mar fell d’eoc’h ober plijadur
d’in, grit sevel d’in eur c’hovel e kichenik an hent
bras, lakit enni houarn ha glaou, rak n’em eus gwenneg
ebet. Me a houarno d’eoc’h ho kezeg ha re ho merourien
hag ivez re ar veajourien a dremeno, hag e vevin evel-se
dioc’h va labour, evel ma tle pep den onest.
An aotrou a reas sevel ar c’hovel e kichenik an hent. bras. Dizoursi a oe mall gantan mont da jom enni. Penn-da-benn an deiz hag an noz alies e klevet ar morzol o skei war an anne ; Dizoursi a garie al labour. Ar pratikou na vankent ket, ar pez a rea plijadur d’ezan hag hen lakae laouen hag eürus.
Eun dervez edo o labourat evel kustum, war gorf e
roched, du e zremm gant ar glaou hag ar moged, pa
deuas daou ziaveziad da dremen, unan anezo koz hag
egile yaouank. Hag i da jom a zav dirak ar c’hovel.
— Labourat a rez a galon vat, Dizoursi ! a lavaras ar yaouanka.
— Red mat eo da bep unan labourat, Aotrounez, evit gounit e voued, a respontas Dizoursi.
Hag e tenne an houarn eus an tan, e skoe warnan gant ar morzol, hag hen lakae adarre en tan.
Ar c’houezen berad warlerc’h berad a zivere stank eus e dal. An daou dremener a jome bamet da zellet outan.
— Eveldout, Dizoursi, me a gar al labourerien, a lavaras adarre an dianavezet, hag evit hen diskouez d’it, gra ouzin teir goulen, ar re a giri, hag ez pezo hervez da c’hoant.
Dizoursi a reas eur zell korn ouz an daou zen, a vousc’hoarzas evel eun den ha n’eo ket bras e fizians.
— Da genta, eme ar c’hosa eus ar veajourien, goulen ar baradoz.
— Ar baradoz, va den mat, a zo d’an nep hen gounez, ha ne vez ket roet evel-se n’eus fors da biou, mechans.
— Komzet mat ec’h eus, eme ar yaouanka ; gra ouzin da deir goulen, ha me a raio hervez ma fello d’it, daoust petra c’houlenni.
— Mat, alies e teu sec’hed d’in o skei war an houarn, hag ar feunteun a zo gwall bell. Bez’ em eus aze eur wezen-ber er porz, a-drenv ar c’hovel ; goulen a ran ma tougo frouez kaer ha dare e pep mare eus ar bloaz, zoken er goanv.
— Da c’houlen ez pezo, eme ar beachour.
Kerkent gwezen-ber Dizoursi a oe goloet a vleun gwenn hag eur pennadig goude n’oa mui krenv a-walc’h ar skourrou evit dougen ar zamm per alaouret a yoa outo. Edot koulskoude e miz genver.
— Gra da eil goulen, Dizoursi, a lavaras adarre ar
beachour.
— Goulen ar baradoz en dro-ma da vihana ! a lavaras a nevez an hini koz.
— Roit peoc’h d’in-me gant ho paradoz, tad-koz, a respontas Dizoursi ; ar baradoz a zo d’an nep a c’hoar e c’hounit, her gouzout mat a rit, ha fizianz am eus ne vezo ket serret ouzin goude va maro, ma em eus e c’hounezet.
— Ar wirionez eo, a lavaras an den yaouank. Gra da eil goulen, Dizoursi.
— Mat ! me garfe kaout eur gador vourret a-ze e korn va c’hovel ; ha me garfe ne c’hellfe sevel ar re a yeolo da azeza warni nemet pa o devezo bet va aotre (va asant).
— A zo roet d’it.
Kerkent e oe eur gador vourret e korn ar c’hovel.
— Gra brema da deirvet goulen.
— Arabat eo d’it mankout da c’houlen ar baradoz en dro-ma, da vihana ! a lavaras an hini koz.
— Ravoder koz, lavaret em eus d’it roi peoc’h d’in gant da varadoz. Goulen a ran brema eur re gartou e c’hounezin ganto bep taol, n’eus fors piou a deufe da c’hourin ouzin.
— Hag ez pezo ! Del, selu aze ar c’hartou. Hag e oe gwelet eur re gartou nevez flamm war an anne.
War gement-se. an daou veachour a lavaras kenavo d’ar goveller. An daou zen-ze, n’em eus ket ezom d’hen lavaret d’eoc’h, oa Sant Per, an hini koz, hag hor Zalver Jezuz-Krist, an hini yaouank, oc’h ober o zro dre Vreiz-Izel, evel ma reant alies en amzer-ze.
Meur a vloavez a yoa abaoue m’oa bet Hor Zalver ha sant Per o welet Dizoursi. Hema a rene buez eürus o labourat en e govel, daoust d’ezan da veza deuet eun tammig war an oad, pa deuas unan-all d’e welet. Ar weladen-ma avat na reas ket a blijadur d’ezan. An Ankou e-unan n’ankounac’haas ket Dizoursi. Dioc’h e forc’h hag e eskern noaz, Dizoursi a anavezas an Ankou dioc’htu. Ne gollas ket e benn evit an dra-ze ; kenderc’hel a reas da labourat ha da skei an houarn war an anne, evel pa vije dirazan an disterra eus e bratikou.
An Ankou a gemeras an dra-ze evit eun dismegans. Sevel a reas e falc’h gant buhanegez.
— Ah ! Dizoursi, emezan, hast afo lakaat urz en da stal evit dont ganen ; da dro a zo deuet.
— Va zro petra ? a respontas Dizoursi, oc’h ober neuz evel pa n’en divije ket komprenet.
— Petra ! n’am anavazez-te ket ? Me eo an Ankou, va mignon !
— A ! c’houi eo ar mestr Falc’her ? Mat ! mat ! Alies em eus klevet ober ho kont ; n’hoc’h anaven ket, petra fell d’eoc’h ? Digarezi reot ac’hanon.
— N’eus droug ebet ; alo, deus buhan, n’em eus ket amzer da goll.
— Ya, ya, sklear eo, p’eo gwir evel ma livirit eo deut va zro, ne garfen ket mont kuit evel-se hep beza houarnet ar c’hezeg a zo aze o c’hedal e toull va dor. Azezit aze eur pennad war ar gador-ze : eur pennadig bihan hepken, hag ez in d’hoc’h heul d’al leac’h ma karot.
— Mall eo d’in mont, ha n’em eus ket amzer da c’hedal. Mont a ran da rei d’eoc’h taol ar maro. Sevel a reas e falc’h evit skei.
— Asa, kemerit hoc’h amzer, pa lavaran d’eoc’h ; petra ra an dra-ze d’eoc’h ? O ! ne viot ket pell evit gounit an amzer gollet. Lezit ac’hanon da vihana da houarna kazeg hon aotrou person. Tri houarn a zo lakeat, ne jom nemet unan, hag evit va brud vat, ne garfen ket abalamour da n’eus fors petra, lezel en doare-ze ar marc’h diveza em bezo houarnet, dreist-oll hini hon aotrou person. Petra lavarfe sant Alar p’en em gavin dirazan du-ze d’an neac’h ? Azezit eta eur vunuten, pa lavaran d’eoc’h ; o ! ne vezin ket pell !
An Ankou a azezas er gador vourret. Dizoursi en em gavas dienkrez. Hag hen da labourat en eur gana hag o sutal. Lakaat a rea an houarn en tan, c’houeza rea avel er vegin, hag e tenne an houarn eus an tan da skei warnan war an anne ; kemeret a rea e amzer. Echui eure da houarna kazeg ar person, ha meur a hini-all zoken warlerc’h hennez. An Ankou a lavaras adarre :
— Alo ! red eo mont, kalz hent a jom ganen c’hoaz da ober hirio ; n’hellan ket gedal pelloc’h.
— Terri a rit va fenn d’in e gwirionez Roit peoc’h d’in hag am lezit didrouz ha didrabas da ober va labour ! a lavaras Dizoursi. Gouzout a rea re vat n’helle ket an Ankou finval dioc’h ar gador.
Kenderc’hel a reas da labourat epad an nemorant eus an deiz, epad miziou ha bloaveziou, hag ar Maro a jome atao stag oc’h ar gador. Pa veze hano gantan da vont kuit, Dizoursi ne rea nemet c’hoarzin ha sutal gwap d’ezan betek dindan e fri. Kement-se a badas pell.
Setu ez oa kant vloaz abaoue m’edo an Ankou tachet e ti Dizoursi, ha den n’en doa gwelet ar Falc’her epad an holl amzer-ze ; hag edot nec’het o klask gouzout petra oa deut da veza. Kaeroc’h c’hoaz, keuz a yoa d’ezan, inouet oat oc’h e c’hedal, koulz ha kement ha ma ’z oa kasouni outan diagent. Ne varvet mui ; deuet oat da gemeret ar vuez evit ar gwasa eus an holl drougou.
Dont a reas Doue evelato da gaout truez ouz an dud kez, hag e kasas eal an Ankou da lavaret da Dizoursi rei frankiz d’ar Falc’her bras.
Pa zigouezas an eal er c’hovel e kavas Dizoursi oc’h houarna kezeg evel kustum.
— Penaos, Dizoursi, emezan, e c’hellez-te derc’hel keit-all an Ankou en da govel evel en eur prizoun ? Kant vloaz a zo n’eus maro den ; ema an holl o klemm en ifern, er purkator, er baradoz ha dreist-holl war an douar ! An holl dud a fell d’ezo mervel brema. Gervel a reer ar Maro evel an hini hepken a c’hell parea ar poaniou, evel eun eal a deu da derri ar chadennou. Digaset oun gant Doue da gemenn d’it rei frankiz d’an Ankou war an heur.
— Ar wirionez eo, eme Dizoursi ; pell a-walc’h ema aze azezet war ar gador-ze. O veza n’eus trouz ebet gantan p’eo gwir ne ra nemet kousket, e feiz oan deuet d’hen ankounac’haat a-grenn. Mont a ran d’hen lezel da vont ganeoc’h. Hogen, prez labour a zo, dres. Gwelit, nag a gezeg a zo aze e toull an nor o c’hedal o zro ! Amzer hepken da lakaat eun tach bennak d’ar marc’h gwenn-ma hag a zo da Aotrou ar maner ; dioc’htu goude me a vezo ganeoc’h. Azezit ’ta da c’hedal… n’euz forse peleac’h… aze, mar kirit, e-kichen an Ankou, frank a-walc’h eo evidoc’h ho taou.
Hag an eal a yeas da azeza e-kichen Mestr bras ar Falc’herien. Dizoursi a zerras dor ar c’hovel war an Ankou hag an eal, a lakaas an alc’houez en e c’hodel hag a yeas en hent gant ar c’hartou en doa roet Doue d’ezan ; n’en doa great netra ganto c’hoaz. N’oa ket eat a-bell pa gavas eun Aotrou o veachi, eun Aotrou ha n’en doa ket eur penn da blijout o welet eur re gartou gant Dizoursi en e zourn, an Aotrou-ze a deuas d’e gaout.
— Me garfe, emezan, ober eun abaden c’hoari ganez, va mignon.
— O feiz, eme Dizoursi, me ne c’houlennan ket gwelloc’h.
Hag ez ejont da azeza war eur mean bras, e kreiz eul lanneg, evit ober o abaden c’hoari kartou. Rannet e oe ar c’hartou, ha Dizoursi a c’houlennas :
— Petra zo da c’hounit ?
— Ac’hanta ! c’hoariomp ene oc’h ene, da hini oc’h
va hini, a respontas an diaoul.
Dizoursi a oe mantret o klevet kement-all. Hag hen da zispenn an Aotrou dianavez azalek blenchen e vleo betek seuliou e voutou. E voutou a lavaran ?… n’en doa boutou ebet ; e dreid a yoa forc’hek. Dizoursi a welas neuze en doa kavet Laou goz. Hogen, fizians en doa en e gartou, ha setu perak e lavaras :
— Er memes tra !… N’ouzout ket petra zo oc’h da c’hedal, te hag a dremen koulskoude evit eul louarn koz.
Hag int da c’hoari. Dizoursi a c’hounezas ar barti genta hep poan ebet.
Deomp atao, eme Laou (Guilhou goz, an diaoul), daou ene-all oc’h an daou ac’h eus brema !
— Ya, eme Dizoursi, mar kerez ! Ro ar c’hartou.
Ar c’hartou a oe rannet evit an eil gwech, ha Dizoursi
a c’hounezas adarre.
— Pevar ene oc’h ar pevar ! a lavaras egile, eun tammik lostok.
— Dao d’ezi !… Pevar ene oc’h ar pevar ene am eus gounezet, a respontas Dizoursi.
Hag e c’hounezas evel bep tro, na petra ’ta !
Hag evit troc’ha berr e livirin e chomchont evel-se da c’hoari epad kant vloaz, o toubla bep tro ar pez a vije en taol a-raok ; ha Dizoursi a c’houneze bep taol. Nag a eneou gounezet gantan ! Gounit a reas kement a eneou ma oe skarzet an ifern ! An eneou dre ma vezent lezet e frankiz a yea eus an ifern d’ar purkator ; mes kement a yoa anezo, ma oe red kas d’ar baradoz an eneou a yoa er purkator pa oat en em roet da c’hoari kartou.
Ar c’hoarier reuzeudik a laoskas neuze eur youc’haden spontus ; skei a reas eun taol troad war ar roc’h, hag hizio c’hoaz e c’heller gwelet ar roudou. Goude-ze an douar a zigoras da lounka an Diaoul.
E keit-se, an Ankou hag an eal a yoa alc’houeziet er c’hovel, hag o veza ne varvet mui, an dud a deue da veza reuzeudik evel ar vein. Kaout a reat anezo e pep leac’h, o sevel o divreac’h war-zu an nenv, oc’h hopal :
— Mervel ! Mervel !… O Maro, bezet truez ouzomp !
Dizoursi a oe skoet e galon gant ar c’hlemmou-ze.
— Pell a-walc’h a zo emaon war an douar ! emezan. Ne welan netra nevez ebet e-touez an dud : re vat ha re fall, re baour ha re binvidik, kalz poaniou, anken e pep leac’h ; ne welan den a gement a ve laouen e galon gant ar pez en deus. Mont a ran, brema, da welet petra, zo en tu-all. Mont a ran da lezel an Ankou da vale.
Hag hen d’e govel. An daou brizonier a yoa eno. Dihuna reas anezo, rak kousket kalet oant ; hag e lavaras d’ezo :
— Pell a-walc’h zo emaoc’h aze oc’h ober ho tud lezirek ; it brema gant hoc’h hent, ha grit labour vat ; dre holl e klevan tamall d’eoc’h ho leziregez, war an douar kouls hag en nenv.
Ne oe ket ezom d’o fedi diou wech da zevel, hag an Ankou kenta tra a reas a oe sevel e falc’h da skei Dizoursi. Mont a reas goude da ober e dro dre ar bed, ha me lavar d’eoc’h, ne jomas ket da zellet, c’hoant en doa da c’hounit an amzer gollet. Skei a rei herra ma c’helle a gleiz hag a-zeou, evel eur penn-follet, hag an dud kez a goueze an eil war egile, a-verniou, evel ma kouez ar yeot er prajeier e miz even dindan taoliou ar falc’her.
Setu ene Dizoursi savet d’an nenv, o vont war-eün da zor ar baradoz : Tok ! tok !
— Piou a zo aze ? a c’houlennas sant Per a yoa a-dren an nor.
— Dizoursi eo ! Digorit, mar plij.
— Dizoursi ?… Kerz pelloc’h, n’ema ket ama da leac’h.
— Perak ’ta, Aotrou sant Per benniget ?
— Sonj ez peus-te eus an deiz-se, pa oamp Jezuz ha me o veachi dre Vreiz-Izel, e kavchomp ac’hanout o skei war an houarn en da govel, tostik d’an hent ? An Aotrou a lavaras d’it ober teir goulen, hag e vije roet d’it hervez da vennoz, daoust petra c’houlenjez ?
— O eo ! sonj mat !
— Teir gwech e rojon ali d’it da c’houlen ar baradoz. Te avat a yoa fae ganez selaou ac’hanon. Mont a reas zoken betek lavaret d’in ez oan eur ravoder koz. N’eo ket gwir ?
— Eo, gwir eo, aotrou sant Per benniget ; ankounac’hait an traou-ze, me ho ped, ha digorit an nor d’in. N’eo ket plasou a vank aze, marvat ?
— Tra, tra, Dizoursi, ne deui ket ama.
— Ha da beleac’h eta e fell d’eoc’h ez afen ?
— D’al leac’h ma kari, ha pa ve da di an diaoul.
— Da di an diaoul ? O ! e anaout a ran ! Bet em eus da ober gantan. E peleac’h ema o chom ?
— An eil dor, en dourn kleiz.
— Mat eo ; mont a ran d’e welet, rak n’em eus aon ebet razan.
Ha Dizoursi a yeas da skei war dor an ifern : Dao ! dao ! dao !
— Piou a zo aze ? a hopas eur vouez en diabarz.
— Me, Dizoursi, emezan.
— Dizoursi Hag a zo mat, fidamdoustik ! Mez ne dalv ket d’it gedal dont a ma ! N’hon deus ket ankounac’haet petra ez peus great d’eomp gwechall er c’hastell. Pebeus merzerenti !… Go ude-ze ez peus skarzet hon rouantelez ha miret oc’h kalz re-all da zont ama, o terc’hel ar Maro chadennet en da di epad daou c’hant vloaz. Kerz, kerz buhan alese !
Hag e oe serret an nor ouz e fri.
Setu ama eun abaden avat ! a lavaras Dizoursi ; n’ez eus ezom ac’hanon nag en ifern nag er baradoz. Red mat eo d’in mont da skei war an nor a zo aze e kreiz ; marteze e vezin digemeret ganto !
Hag ez eas. Ar purkator eo a yoa eno : Dao ! dao ! dạo !
— Piou a zo aze ? eme eur vouez eus an diabarz.
— Me eo, Dizoursi.
— Dizoursi ? Kerz, kerz buhan alese, reuzeudik ! Te peus diskarget an ifern warnomp-ni ! Kerz buhan ! Kerz pell bras ac’halen.
— Evel-se ’ta, den ne fell d’ezan digemeret ac’hanon !
a lavaras Dizoursi outan e-unan, nec’het o klask gouzout
petra deuje da veza. N’hellan ket chom ama va-unan
koulskoude, er meaz. N’eus ket da lavaret, red e
vezo d’in kaout lojeiz en eun tu bennak. Mont a ran
adarre da skei war dor sant Per ; doare vat en deus,
evel an dud koz peurvuia, hag evit tra pe dra, me zo
sur e kavin an tu d’hen lakaat da zigeri an nor.
Hag ez eas a-nevez da skei war dor ar baradoz.
— Piou a zo aze ? a hopas sant Per.
— Me, aotrou sant Per benniget a lavaras Dizoursi.
— Me ? An dra-ze n’eo ket eun hano. Pe hano ?
— Dizoursi ! aotrou sant Per benniget.
— Adarre !… Lavaret em eus d’it mont da glask lojeiz e leac’h-all, evit ama ne vezo ket digoret d’it.
— E nep leac’h, aotrou Sant Per, n’em eus kavet dor zigor lezit ac’hanon da vont aze, mar blij !
— Biken ! biken ! ne dalv ket d’it, dale aze ! Kerz, terri a rez va fenn d’in.
— Me ho ped hag hoc’h asped, aotrou sant Per, korzigorit an nor d’in, ken nebeut ha ma kerot, ma c’hellin kaout eun tanva dister eus eurusted ar baradoz.
An Aotrou Doue en em gave d’an ampoent e toullig ar porsier e kichen an nor ; deuet oa da welet e vignon koz, hag evel a rea alies, chomet oa da ober eun abaden kaozeal gantan. Truez en devoe ouz Dizoursi, kaset kuit a bep leac’h, hag e lavaras da zant Per :
— Kor zigor da zor eun tammig, Per, ha lez anezan da ober eur zell war ar baradoz.
Sant Per a zentas.
Kerkent Dizoursi a stlapas e galabousen pella ma c’hellas er baradoz, hag e lavaras da zant Per.
Lezit ac’hanon, mar plij, Aotrou sant Per, da vont er baradoz.
— N’ez i ket, sell, mar kerez, keit ha m’eo digor an nor.
— Mat ne virot ket ouzin evelato da vont da gerc’hat va c’halabousen ?
— Nan, ’re louz eo evit ma krog fen enni ; hast buhan neuze.
Dizoursi a yeas eta er baradoz hep ma vije ezom d’e bedi diou wech. Kerkent ha m’en doa lakeat e dreid en tu-all d’an nor en em lakeas da redek.
Sant Per a hope :
— Harzit anezan ! Krogit ennan !
Tri pe bevar eal a yeas war e lerc’h evit kregi ennan. Hogen Dizoursi a azezas war e galabousen hag a lavaras d’an elez ha da zant Per a yoa o tont gant eur penn-baz :
— Na skoit ket ganen ! N’hoc’h eus gwir ebet d’hen ober ! Me a zo ama em feadra.
Mes sant Per a venne skei taoliou baz gantan. Dizoursi a droas ouz Hor Zalver a yoa chomet da zellet hep lavaret ger ; ne rea nemet mousc’hoarzin :
— O c’houi, Aotrou Doue, hag a zo al lealded he-unan, hag a anavez gwiriou pep hini, anzavit emaon em zra ha n’en deus den, nag eal na sant Per ar gwir d’am c’has ac’halen ?
Hag an Ao. Doue a respontas :
— Ar wirionez a zo ganez, Dizoursi. Lezit anezan e peoc’h, p’eo gwir ne ra gaou ouz den !
— Klevet hoc’h-eus, c’houi holl dre aze ? An Ao Doue a lavar rei peoc’h d’in, p’emaon em gwir ; c’houi a dle senti outan.
Ha setu aze penaos ez eas Dizoursi er baradoz. Ra c’hellimp kaout eun deiz an heurvad da vont da welet ha gwir eo !
— Amen ! a respontas holl zelaouerien Lanmodez.
Destumet ha skrivet e galleg gant LUZEL, ha lakeat e brezoneg gant Klaoda ’r PRAT.