Distro ar mousik bihan

Eus Wikimammenn


Distro ar Mousik bihan
————


« Pan !… Pan !… Mammik, hastet sevel,
Arri eo ar mous, ho pugel.
Sevet buhan deuz ho kwele,
Bremaïk e tarzo an de.

E-keit ha ma oac’h o kousket,
Ar mous bihan ’neuz douaret :
Deut eo gant-an e dôl da vad,
Roet eo d’ean e vennad.

« Hast en deuz d’ho kweled breman,
’Vid ma roffet eur pok d’ean :
Tridal a ra e galonik
War dreuzou toull-dor e vammik… »

— « Deuz ’ta, kezig, war ma c’halon.
Na pebez dihun evid-on,
Ouz da weled yac’h ha joaus !
Biskoaz n’on bet ken evuruz.

« ’Boue an de ma oaz ed e-kwit
’Meuz bet kals a drubuilh gan-it,
Rag er mor ’zo gerrek treitour,
Ha gwagennou dibalamour.

« Lar d’in breman, lar d’in gwirion :
Pa oaz o treuzan ar mor don,
Ha pa oaz du-hont, en Island,
N’a teuz ket bet a nec’hamant ? »

« Geo ’ta, ma mammig, aliez
Em euz zantet an dienez
Dimeuz ho kalon ken tener
Hag ho karante diniver.

« Nag a veach, pa vije noz,
Souchet e-barz ma gwele kloz,
Em euz glebiet ma linseliou,
Ken dourek ’rede ma daerou.

« Labour ar mousik ’vije start ;
Diez ’oa d’ean bean sart :
Koulskoude, o sonjal ’n e vamm
E vije kennerzet eun tamm.

« Pa lere enn-an e-unan :
Da vamm gan-it he deuz bet poan ;
D’as tro, labour ive breman
Da zikour anezi da vevan.

« Hag o sonjal en kement-se
E teue d’in eun nerz neve.
Piou na labourfe kalonek
Evid eur vamm ken karantek !

« Er goanv kalet, ar c’hlasker koz,
E-tal ar c’hlaouiasen, d’an noz,
Ankoua buhan an amzer fall,
Kaër en deuz an avel yudal.

« Me ’zo evel ar c’hlasker kez ;
’N ho kichen ’c’hankouaïn ivez
Poaniou ma beaj tremenet
Hag an daerou em euz skuilhet… »

— « Me ’garfe n’affez ken du-hont :
Pa vez war vor me am be spont
O sonjal er gerrek treitour
A zo kuzet dindan an dour. »

— « Kouls ha war vor, war an douar
E zo ivez poan ha glac’har :
Er gwellan kik a zo eskern,
Ha dindan ar roz e zo spern.

« Seul-vui ’ve bet kalet ar goanv,
Seul-vui ’prizer tomder an hanv ;
Ha, pa ve bet al labour tenn,
E ve dousoc’h ar gouskaden.

« Na vet ket nec’het, mammik ker,
O kalon baour ’zo re dener :
Sethu e-pad c’houec’h miz are
E vin ’n ho kichen noz ha de.

« Dalek arc’hoaz, pa vin diskwiz,
Ec’h effomp hon daou d’an Iliz
Evid trugarekât Doue
Hag ar Werc’hez santel ive.

« Hi ’deuz diwallet ho pugel
Deuz ar gerrek, deuz an avel,
Ha deuz holl risklou ar mor braz :
Hi diwallo anean c’hoaz. »

2 miz Eost 1899.

An Tremener.