Disquennit ennomp, Speret-Glân, (bis.)
Tommit hor c’halonou dre’n douçder, dre’n douçder eus ho tân. (bis.)
Hebtoc’h eus ar bed an oll brudanç
Ne ell nemet en em drompla ;
Dissipit hiryo hon ignoranç, (bis.)
Speret a oll gouiegues, deut d’hor sclêrigenna. Disq.
An ifern, vit disclêrya demp ar brezel,
En em unvan gant ar bed-ma tromplus ;
Hor sicourit, ni ho ped, Speret-Santel,
Dreizoc’h (bis.) nìn vo victorius. Disq.
Digorit demp eus ho furnez an tenzor ;
N’eus nemeti a gundu d’ar bonheur :
Ganti ar yaouanqis zo leun a henor,
Ar gozni pell a valheur. Disq.