Mont d’an endalc’had

Discours entre daou zen yaouanq

Eus Wikimammenn






DISCOURS


Entre Daou Zen Yaouanq.


————


Ar Goas.


Me a bed an amour Cupidon, bis
Hac er ped a greiz va c’halon, bis
Da rêi ar chraç dìn da ober
A neve flam eur vestrez qer,
Eur plac’h a ve d’am fantasi,
Ha ne’meus bet biscoas ini.

Me vel va Mestrez e vont abiou dìn, bis
Hep na gredàn he saludi, bis
Na lavarat outi ur guer,
Ha beza c’hoant din da ober,
Defot na ellàn gout ar fêçon
Da blijout d’he ompinion.

En eun tu benac a zistro, bis
Va Mestrez, m’ho cafen eno, bis
Me a gontfe dêc’h franchamant
Va zantimant, va douçic coant,
Ha goude, ma ve d’ho fantasi,
C’houi a gontfe din hoc’h anui.

Ar Plac’h.

Pell zo demeus a amzer bis
Em boa bet ar volonte sincer bis
Da lavarat dêc’h an dra-ze,

Rac ho fêçon dìn a blije ;
Ho fêçon vad a blije dìn,
Hep na greden en annonci.

Ar Goas.

Possubl e ve, va douçic coant, bis
E ven-me bet qer suffisant, bis
E ve deut va bolonte vad
Na da blijout d’ho taoulagad,
Da zaoulagad nep a garàn
Dreist qement tra zo er bed-màn !

Mar-dê a galon e comzet, bis
Va Mestrezic, vel ma laret, bis
N’en dé qet capabl an têod-mâ
En nep feçon da explica,
Na da explica peguen don
E za ho comzou em c’halon.

Ar Plac’h.

Va c’homzou n’en dint qet charmant, bis
Mes va bolonte zo ardant, bis
Qen a galon evel a c’her,
E zòn en andret va servicher ;
Evit bolonte, m’am be gallout,
Ne chomfac’h qet pell da hirvoud.

Ar Goas.

Gallout avoalc’h sur, va Mestrez, bis
Ellit va lemel a ziez, bis
Da ziangaji va c’halon
Zo ranfermet en ho prison.
Mar oc’h eus outàn nep true,
Roit dezàn e liberte.

Ar Plac’h.

Mar en laqàn en liberte, bis
Na ve glac’har ho pe goude; bis

Liberte a zo eun itron,
D’an nep he c’hemer hep rêson,
Hac a ra poan speret d’an den
Er bed-màn pe sur en eben.

Ar Goas.

Va Mestrezic, eur guir mad c’hoas : bis.
Hac e vijen e hirvoud a viscoas, bis.
Clêvet eur guir demeus ho penn,
E vijen en creiz ho courc’hemen :
Me, a voa fall va esperanç
Pa laqis ennoc’h va fianç.

Ar Plac’h.

Ho fianç ho poa laget mad, bis.
Mar consant va mam ha va zad. bis.
Cassit eure betec enhê
Da gaout an eil hac eguile,
Ha diouz ar respont ho po bet,
Me a yel ganec’h d’o c’havet.

Ar Goas.

Casset e meus betec enhê, bis.
Betec an eil hac eguile, bis.
Da gaout ho lignes enorabl,
Evit caout o bolonte vad,
Da gaout ho qerent en daou du,
Tout e tolont ar brald déc’h-hu.

Ar Plac’h.

Mar dê güir ar pez a leret, bis.
Me a ya ganêc’h d’o c’havet. bis.
Bonjour, va mam, bonjour, va zad,
Cetu amàn eun ozac’h mad
Presantamant eus va goulen,
Ni’n em soumet d’ho courc’hemen.


An Tad hac ar Vam.

Mar-doc’h ho taou en em choaset,      bis.
Ho tispartia a ve pec’het ;                      bis.
Ni a ro dêc’h hor bennos hon daou ;
Hac eun nebeud eus hor madou,
Ret e vo comz d’an autrou Cure,
Da rêi d’an daou zen-màn o liberte.


Fin.