Disclaration
Eur satisfaction douç meurbet eo evit eur
galon sansipl da zont da labourat var Jeremi,
ar Scrivaigner-se qer leun a onction hac a
zantimant. Evellen eo en despeign S. Ignaç a
Antioch : » Beza en devoa, emezàn, an
denerra carantez evit e vam-bro ; nos-deiz e
voële stanc ha drus ar maleuriou digoezet
varnezi, hac e pede hep-cess hor Zalver da
zont d’o arrêti. « Hervez S. Jerom, en devoa
eur galon an denerra hac ar garantezussa.
Hon daoulagad, a grie-én gant glac’har, o
deveus scuillet daëlou stanq, en eur velet ruin
merc’h va fobl… Va lagad en deveus casi
lamet diguenén va buez, dre forç da voëla
var maleuriou merc’het Jerusalem… Eun
troubl horrupl en deveus sêzisset va antraillou, ha va c’halon zo rannet en eur
stourm etrezec an douar, en eur velet ar
vugale baour, c’hoas o tena, o coeza maro
var ar blacennou public.
An amzer gôz e deveus nebeut a voerziou admiraploc’h ha qer capabl da inspira ar zantimant. Beza int, evit guir, langach eur galoun mantret gant ar glac’har.
Passeomp da ziou reflexion, pere a vezo util d’an dud a gar hac a respet ar Relijion. 1°. Hirvoudou Jeremi n’en em rapportont qet hepqen da ruin Jerusalem, dindan Nabuchodonosor, ha da gaptivite ar Judevien e kêr Babylon, beza o deveus un eil objet hac hon interes muioc’h, dre ma zeo bet punission ar c’hrim horrubl commetet gant ar Judevien a enep hor Zalver Jesus-Christ. An Ilis, pa ra lenn, en tri devez diveza eus ar Zizun Zantel, an Hirvoudou eus ar Profet-mâ, var maleuriou Jerusalem, a zeblant hon avertissa penos pec’hejou ar Judevien, dindan o diveza rouanet, hac ar venjanç a dennas Doue anezo, ne voant nemet eur sqeud dister eus dallidiguez ha fulor ar synagog a enep e Zalver, hac eus ar valediction a zo coezet var ar bobl-se, seiz bloas ha trêgont goude maro Jesus-Christ.
2°. Hirvoudou Jeremi a offr da vugale Doue eur feunteun fournus a ziscadurez hac a gonsolation. Eno e tisqer e pez fêçon e tleomp hirvoudi, evit tenna varnomp truez ha mizericord un Doue. Lavaromp eta gantàn : Doue a zo just, rac en em revoltet omp a eneb e urzou. Maleur deomp, abalamour d’hor pec’hejou ; mes ma en em afflijomp gantàn, o velet ar maleuriou en eus tennet hor pec’hejou varnomp, en em gonsolomp dre ar sclêrijen a bresant deomp ar feiz, ha bezomp assuret n’en deo qet uzet madelez Doue en hon andret ; ha ma en deus hon afflijet, en devezo ivez truez ha compassion ouzomp hervez e vadelez ordinal.