Pajenn:Calloch - A Genoux.djvu/13 : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikimammenn
Aveldro (kaozeal | degasadennoù)
melt --> meit
Pywikibot touch edit
 
(Disheñvelder ebet)

Stumm red eus an 9 Eos 2018 da 10:31

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


RAGLAVAR
_____

Emesk kemet a Vreïhis, hag en des skuilhet o goèd eùit dihuen brud-vat ha klod hun bro, Yan Kalloc’h e zo, hemb arvar, unan ag er ré e zo déllet dehè drest oll bout ouélet get Brèh-lzél. N'e hues chet meit monet penn d’er benn dre en dastum man ag é huerzenneu, lénour ha kembro karet, eùit kaouet un delùen huirion anehon. Béùein hag analat e ra e peb-unan ag é folenneu ; en em ziskoein e ra ennè splann él ma oè : guir Vrèhat, guir gristén, kadour kalonek, predér ébet arall geton, noz dé, meit mad, klod, hag inrokat Brèh-lzél. Garù ha