Mont d’an endalc’had

Dever ar mæstro ha domestiquet

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1817  (p. 148-149)


Deverio ar Mæstro hac ar Domestiquet.

Deverio ar Mæstro hac ar Mæstreset en quêver o servigerien, ha re ar re-màn en quêver o Mæstro ha Mætreset, a so quasi ar memes evel re an tado hac ar mamo en quêver o bugale, ha re ar vugale en quêver o zad. Ar Mæstro a dle d’o servigerien ar vevanç, an instruction, an exempl vad, o feàn hac o c’haret. Mar deo obliget ar mæstro da gavet calon un tad en quêver o servigerien, ar re-màn ive a dle deze carantez, respet, obeissanç, fidelite da ober o dever ha da ampech na ve groet gaou oute gant den. Ar servigerien a ramplisso o dever fidelamant, eme S. Paul, ra recevo evit recompanç Rouantelez an env. Doue en deus groet an oll gonditiono ; mar raportomp tout d’e c’hloar, ezomp er santelez hac er berfection eus on stad, hac e tleomp bezàn contant. Bezàn on deus tado naturel, temporel ha spirituel. Facil eo anaveout on deverio en o andret tout. Ar santelez a Doue a henorer er Sænt, e oll c’hallout er re a so placet gant Doue evit gouvern ha commandi : n’en deus puissanç ebet nemet eus an env. Evel-se Jesu» Christ a lavar dimp renta da Cæsar ar pez so da Cæsar, ha da Doue ar pez so da Doue. An urz eus ar brovidanç divin a c’houlen un obeissanç constant ; panevet se e ve confondet ha brouillet tout. Mæs ret eo remerqui penaus lezenno an dud na ellont jamæs bezàn contræl da re Doue : ur c’hrim a ve neuse obeissàn. Lennet liser sant Paul d'ár bobl a Rom. Inutil e ve respont aman da sottiso аr bed, evel disqui an deverio particulier en quêver on Superioret : ar ræson o disq da bep den.