Dever an tado ha mamo

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
L. Prud’homme, 1817  (p. 143-145)


Dever an Tado hac ar Mamo.

Mar ordren Doue d’ar vugale caret, senti ha respecti o zud, ar re-màn o deus ive deverio bras e quêver o bugale. Obliget int da gavet sourci hac eus o c’horf hac eus o c’hine. Eus o c’horf, en ur fournissàn hervez o c’hommodite magadures, guiscamant hac an necessiteo corporel. Ar loenet brutal a ro an exempl voar an dever-se. Eus o c’hine, oc’h instrui aneze pe o lacat oc’h instrui ma ne dint quet capabl da ramplissàn dreize oc’h-unan un dever quen precius. Mæs an tado hac ar mamo a dle lacat evez na deufent en digare elevi hac etablissàn o bugale, da goezàn gante en ifern dre ambition hac avariçdet. Tado ha mamo, mar negliget o teverio a gristenien, mar miret injustamant mado o nessàn evit dastum mado d’o pugale, e c’halumet voar o penn ha hini ar vugale malhurus-se ar c’hlaouen ru a goler un Doue, a beini ar valediction o poursuivo memes er bed màn, o confondi o mado legitim gant ar re drouc acquisitet. О den Doue, eme an abostol, na ret quet quement-se, Consultet al lezen naturel ; na ret jamæs da re all ar pez ne garfac’h quet a ve groet dac’h oc’h unan. Guel eo bezàn paour hervez ar bed, evit n’en deo coezàn en ifern guisquet a pourp ha pinvidic. An dibauch hac ar brodigalite a so contræl d’an avariçdet, ha viço evelte. Bezàn ezoc’h epquen menagerien eus o mado ; ur gont rigorius o pezo da rentan eus an usaich o pezo groet aneze.

Bezàn oc’h eus bugale, eme ar fur Salomon ? Instruet aneze, ha groet deze quemeret ur pleg mad en o yaouanquis. Ar groaguez, eme sant Paul, a vezo salvet, mar reont un education vad d’o bugale, mar perseveront er charite, er santelez, er chastete. Tobi a discas d’e vap en e vugalleaich dougeanç Doue hac evitàn ar pec’het. Ar Rouanes guen, mam sant Louis, a voa guell ganti en guelet o vervel dirac e daoulagat, evit en guelet coupabl eus ur pec’het marvel. Tado ha mamo, bezàn ezoc’h an ebestel, an doctoret, ar bastoret eus o pugale, ha renta a refet cont eus oc’h ine da Doue.

N’en deo quet avoalc’h mesur hac instruí ; ret eo rei an exempl vad. Piou benac, eme on Salver, a so occasion a bec’het evit ar re vian pere a gred ennon, a ve guell dezàn e ve staguet ur mæn milin ous e c’houg, ha taulet en fonç ar mor. Pelec’h ema an tado hac ar mamo ne dleont quet crenàn goude bezàn roet quement a voal exempl d’o bugale ? Piou eo an tado bac ar mamo a guemer an oll sourci evit non pas scandalisa o bugale, hac ampech na vent corrompet dre an exempl fall eus ar bed ? Leret eta d’o pugale gant Salomon : Ma buguel, mar deu an dud fall d’o caressi, na lest ê quet d’o conit ; an hini a heulio an dud fur, a vezo fur ; an hini a heulio tud insanset, a vezo sot evelte. Speret an den, aboe ma zeo ganet, a so douguet d’an drouc, eme ar Speret-Santel. N’en deo quet eta avoalc’h mezur, instruí, rei exempl vad ; ret co ouspen castia ha corrigea.

Ur buguel lezet ep correction a vezo etourdi ha bavart. Rac-se, eme ar fur Salomon, corriget o puguel ; mar en foetet ne varvo quet. Squei a ret e gorf gant ar foet, ha dilivra a ret e ine eus an ifern. Piou benac a esperng ar voalen a gasti, en deus caz ous e vuguel. An hini en deus carantez evit e vuguel, en em appliq d’en corrigea. N’en deo quet un deneridiguez faus a dle ampech ar gorrection, mæs ret eo e ve just, moderet ha bepret groet en ur speret a douçder hac a garantez. Na vet quet brutal ; Doue peini a ordren corrigea, a difen blessàn, estropiàn, lazàn. Mar deo ret corrigea, n’en groet-àn jamaæs nemet abalamour da Zoue ha da silvidiguez o puguel, gant ræson, ha non pas ep sujet. Doue a gasti an nep a gar, mæs dre affection ; rаc na ell soufr na pec’het nac imperfection er re a gar, hac o c’hastia a ra evit o rentin agreabl dezàn. Dre garantez eta e tleer corrigea ; ha non pas dre humeur pe dre fantasi. Ret eo d ar bunition bezàn just, proportionnel d’ar faut, d’an ners, d’an oad, d’an ententamant eus an hini a gorriger abalamour da Doue. Chetu a-se ar guir garantez evit o pugale. Bevet, instruet, reit exempl vad ha corriget. Da Doue e vezo ret renta cont.