Mont d’an endalc’had

Delivrans Martin de Bouillon

Eus Wikimammenn
Etienne-Marie Potron
troet gant Yann-Vari Kersimon.
Ar C’hourrier, 1897  (p. 23-24)


XI


Delivrans Martin de Bouillon


Anton a ioa c’hoaz e Padou, pa deuaz da c’houzout, a berz Doue, oa tamallet he dad da veza muntrer e Lisboon. Raktal e za enn hent gant ar fizians vraz da erruout abred aoualc’h evit hen tenna a affer. Mont a ra eta dirag al lez-varn da zifenn he dad ; mes, o veza ma ne grede ket ar varnerien ar pez a lavare, e kinnigaz dezho mont d’ar bez el leac’h m’edo an hini lazet.

Ar varnerien a jomaz balc’h ; mont a rejont koulscoude assamblez ganthan hag eur bobl-tud var ho lerc’h. Anton a ordrenaz neuze d’ar c’horf maro diskleria dirag an holl ha guir oa eo Martin de Bouillon en doa hen lazet. An hini maro, hag hen dija o vreïna, a zav, var ger ar zant, hag a lavar sklear ha freaz oa divlam Martin de Bouillon euz ar muntr a ioa bet tamallet dezhan, ha neuze e c’hourvez adarre er bez. Ar varnerien, goloet a vez gant ar burzud-ze, a laoskaz dioc’h-tu da vale an hini tamallet.

Epad an amzer-ze, Anton a ioa eat kuit hag en em gavaz adarre enn Arcella ; n’oa bet, dre volontez Doue, nemet eun dervez ha diou nozvez oc’h ober he dro.