Mont d’an endalc’had

Daou vab ar pesketaer

Eus Wikimammenn



DAOU VAB AR PESKETAER[1].

____


Ur wez a oa, ur wez a vo,
Ewit rei roll d’ann holl gaozo.

Ur wez a oa ur Pesketaër koz, hag a oa dougeres he vroeg. Un abardez ec’h arruas er gèr ha n’hen defoa tapet netra. He vroeg a c’hoantaas debri pesked, hag a renkas retorn d’oc’htu d’ann aod. Teurel a ra he roejo, hag a tigass gant-hanur pesk ar c’haera. Ma oa stad en-han : — Brema bepred, a lare d’ehan he-unan, am bo peuc’h digant ma groeg. — Met setu pa oa kregi er pesk, heman a em laka da brezeg, hag a làr d’ehan : — Pa vin marw, ro ma c’hig da debri d’as groeg ; ma c’halon hag ann dour en pehini a vin bet gwalc’het, d’as kazek, ha ma bouellou ha ma skevend d’as kiez. — Ma oe souezet braz ar Pesketaër o klewet ur pesk o prezeg evel un den ; biskoaz n’hen defoa gwelet kement-all. Laret a reaz : — Ober a rinn. — Hag a teuas neuze d’ar gèr. —

Pa arruas, a laras d’he vroeg : — Me ’vad am euz tapet eur pesk kaer ! sellit, groeg, pebeuz da besk ! —

— Ia ’vad ; rèd eo lakaad anehan da boazad.

— Ma ouvefac’h peira hen euz laret d’in ?

— Piou ? ar pesk ?

— Ia, ar pesk.

— Petra hen euz làret eta ? —

— Rei he gig d’ac’h da debri, he galon hag ann dour a vo bet o walc’hi anehan, d’ar gazek, hag he vauellou hag he skevend, d’ar giez.

— Rèd a vô ober evel ma hen eûz làret.

Setu poazet ar pesk eta, debret he gig gant groeg ar Peskelaër, he galon, gant ar gazek, hag he vouellou, gant ar giez.

Prestig goude a willioudas ar vroeg, hag a c’hanas daou vugel, daou baotr ar c’haera, ha ken henvel ann eil euz egile, ma oa rèd staga ur ruban euz brec’h unan anhè, ewit anavezout ann eil euz egile. Ar gazek a âlas iwe, ar memeuz de, hag a defoe daou ebeul-bihan, ha na oant ket dishenvel, en nep-feson ; hag ar giez a defoe iwe daou gi-bihan, ha na oant ket dishenvel iwe.

— Hag a zo mad ! a laras ar Pesketaeër ; pep a ebeul ha pep a gi da bep-hini ma bugale.

Ann daou baotr a deue mad. Pa oent digwet gant ann oad a bemzek pe a c’houezek vioaz, a laras unan an-he a oa skuiz er gèr, hag a renkje mont da vale-brô. Kaer ho defoa hen pedi da choum er gèr, he dad, he vamm hag he vreur, na dalvee ket, rèd a oa hen lezel da vont. Met a-rok a laras d’he vreur mont bepbeure, kerkent ha ma savje, da skei un tol kontell en troad ul loreenn a oa er jardinn, ha pa deuje gwad gant-han, neuze a vije marw ; met bete neuze n’hen dije ket ezomm da gaout morc’hed gant-han. —

Mont a ra en hent, gant he varc’h hag he gi. Bale a ra kement ha ker-bihan, ma tigwez iwe en ur vali gwez-dero braz, ur vali hirr-hirr. Mont a ra beteg ar penn, hag a wel ur c’hastell kaer. Skei a ra war ann or. Digoret eo d’ehan. Goulenn a ra ha na euz ezomm a vewel a-bed. Kommerret eo da baotr marchosi. Dre ma oa ur paotr stummet mad, akuit en he labour, hag ur paotr koant iwe, a plije kaer d’ann Otro ; hag he varc’h hag he gi a blije d’ehan iwe. Met mui a plije c’hoaz da verc’h ann Otro, un dimezell iaouank ar c’hoanta. Kement a reaz o plijout d’ehi, ma oent dimét hag eureujet a-benn ur bloaz.

Ann daou bried iaouank a vewe evuruz, o vale bemde dre ar jardino hag ar c’hoajo, en-dro d’ar c’hastell. Un dez a tolas-ewez mab ar Pesketaër penoz en un tu ar c’hastell ann orojo hag ar prennestro a vije serret bepred, hag a c’houlennas digant he e vroeg petra a oa kiriek da-ze.

— Ato, emezhi, euz ann tu-se ar c’hastell a zo ur porz leûn a loened benimuz, aered, sourded, touseged hag a bep-seurt amprefaned.

Setu diwar neuze na ree nemet sonja er porz-se, hag hen defoa ur c’hoant vraz da vont da welet he-vran ha gwir a oa laret d’ehan. Un de pa oa o vale en tu-se ar c’hastell, gant e varc’h hag he gi, (he vroeg na oa ket gant-han ann dro-se), — o tremen abiou ann or, a laras : — Rèd eo d’in gweled petra a aze. —

Skei a ra war ann or. Digorret eo kerkent gant ur vroac’hig koz, pini a lar d’ehan : —

— De-mad d’id, ma mabig ; deut oud d’am gwelet eta ?

— De-mad d’ac’h, mammig koz.

— Hast buhan dont ebars, ma tiskouezinn d’id ann treo kaer a zo ama. Sell aze diou chadenn da staga da varc’h ha da gi.

Hag a tennas diou vlewenn euz he fenn, hag a roas anhe d’ehan. Ha kerkent a oent troet en diou chadenn, hag a stagas gant-he he varc’h hag he gi euz daou beul-men a oa eno en daou du d’ann or. Ar marc’h hag ar c’hi, pa weljont, a em lakaas da lampad, da c’hourignal, da iudal ; met na dalvee ket, stag mad a oant, rèd a oa chomm.

— Deuss ganen brema, mabig, ma tiskouezinn d’id ma c’hastell ; deuss da welet ann holl dreo-kaer am euz me ; biskoaz na t’euz gwelet kement-all. Eomp da genta da welet ar vilinn-aotenno.

Pa oent e kichenn ar rod vraz, goloët holl a aotenno : —

— Sell, mabig, kaera da dra ! Laka da benn dre aze, em bleg un tammig, ewit gwelet gwelloc’h.

Pa oa sellet en toull, hep sonja en drouk, ann Diaoules koz a voutas anehan war ar rod, hag a koueas d’ann traon draillet ha malet evel brenn-heskenn ! —

He vreur, a oa chommet er gèr, ac’h ee bemde da gontella troad al loreenn, hag evel na deue ket a wad gant-han, a lâre bep-tro : —

Doue ra vo meulet, beo eo c’hoaz ma breurig !

Met allas ! ar beure-se, kerkent hag hen doe roët he dol-kontell, a tilampas ur bouill gwad : —

Marw eo ma breur kez, siouas ! a laras kerkent.

Hag hen raktal da gavoud he dad, o oela, ha da laret d’ehan : —

— Allas ! ma zad, marw eo ma breur paour !

— Ha penoz a ouzoud te se ? —

— Laret hen defoa d’in, a-rok mont kuit, mont bep-beure da skei un tol-kontell en troad al lorenn a zo er jardinn, ha pa deuje gwad ganen, neuze a vije marw. Allas ! ar beure-ma, kerkent hag am euz skoët al loreenn, a zo dilampet ur bouill-gwad ! Ma breurig paour a zo marw ! Rèd eo d’in mont brema d’hen klask, ha na baouezinn a vale, nag en noz nag en de, ken am bô kavet anehan ! —

Kaer ho defoe he dad hag he vamm goela hag hen pedi da chomm er ger gant-he, en ho c’hozni, na dalvee ket ; mont a ra en hent, gant he varc’h hag he gi, evel egile. Bale a ra, bale a ra, kement ha ken buhan ma tigwez iwe er memeuz bali gwez-dero evel he vreur. Skei a ra war dor ar c’hastell, ha kerkent ez eo digorret d’ehan. Pa hen gwell o tont er porz groeg he vreur, a tiskenn buhan-ha-buhan euz he c’hambr, hag a teu da lampad en he gerc’henn, o laret : —

— Arru ’oud eta, ma fried kez ! Jezuz ! vel am euz bet nec’hamant ganid ! Aoun am boa a vijes êt er porz a-dre ar c’hastell, rag a-c’hane na retorn den.

Heman a welas prest a oa kommerret wit he vreur, hag a laras :

Em gollet a oann er c’hoad, na ouzon penoz ; met n’am euz bet droug a-bed.

Setu joa vraz er c’hastell, a greiz ma oa glac’haret ann holl.

Pa oa deut ar c’houlz , a koanjont asambles, ha goude a pignjont ho daou da ho c’hambr, ewit mont da gousket. Met a-rok mont er gwele, heman a lakaas he gleze noaz etre-z-he ho daou.

— Daoust petra a zo kaoz d’ehan da ober se ? a lare en-hi ic’h-unan ar vroeg, souezet.

Mab ar pesketaër hen defoa aoun braz da vea anaveet hag a laras a oa skuiz hag hen defoa c’hoant kousket. Met ar vroeg na baouez ket a brezeg, ha da c’houlenn digant-han he doare a-boe ma oa êt euz ar gèr, ha kalz a dreo-all. Heman oa nec’het braz, ha na wie petra laret. Ma c’houlennas iwe, perag ma oa serret kloz holl orojo ha preunestro un tu ar c’hastell.

— Perag ? met laret am euz d’id c’hoaz ; na t’euz ket a sonj eta ? —

— Nann sur ; ankouet am euz.

— Ma ! me a laro did c’hoaz : — En tu-se ar c’hastell a zo ur porz leun a aered, sourded, touseged, holl amprefaned benimuz, ha loened-all falloc’h c’hoaz hag ann hini a afe eno, na zistrofe bikenn.

Ma sonjas kerkent penoz a oa êt he vreur eno.

Ann dewarlerc’h ar beure, goude dijuni, ec’h a da vale en tu-se ar c’hastell, gant he varc’h hag he gi :

— Aze, — a lare en-han he-unan, a renk bea ma breur, ha na euz forz petra a c’hoarveo, red eo d’in mont da welet.

Skei a ra war ann or. Dont a ra ar vroac’h koz da digorri : Anaveout a ra kerkent marc’h ha ki he vreur, ewit-he da vea treut ka prest da verwel gant ann naoun.

— Demad d’id, mabig ! a lar d’ehan ar vroac’h, deut out iwe d’am gwelet ? deuss ebars buhan, ma tiskouezinn d’id ann holl dreo-kaer am euz ama. Kommer ann diou chadenn-se, da staga da varc’h ha da gi aze en toul ann or, ken a zistroï.

Hag a tennas diou vlewen euz he fenn, hag a astennas he dorn wit ho rei d’ehan. Met heman a c’houezas war-n-he, hag a kouezjont d’ann douar, troët en diou aer-wiber.

— Ma? mar na fell ket d’id staga da varc’h ha da gi, ho losk aze, ha deuss ganen bepred da welet ma c’hastell.

Mont a ra gant-hi. Arru e-kichenn ar vilinn aotenno :

— Sell, mabig, bout da benn en toull-se, hag a weli ur burzud ar c’haera.

— Diskouezit d’in penoz ober, mamm-goz, ewit gwelet. —

— Sell, evelhenn, mabig.

Hag a votas he fenn en toull. Met kerkent mab ar Pesketaer a grogas en he zreid, hag hi zanfoeltras war ar rod goloët holl a aoeteno.

Hag a koueas d’ann traon, draillet munud evel brenn-heskenn.

Neuze ec’h a da vale dre ar c’hastell, da welet ha na gavo ket he vreur. Ma tigwez gant-han ul Louarnes, pehini a lar d’ehan : —

— Penoz oc’h euz c’hui gallet dont ama ?

— Petra, c’hui a gomz iwe ? a c’houlennas, souezet braz.

— Evel ma welet.

— Oh ? me am euz gouveet ann tu da dont a-benn euz ar vroac’h koz.

— Penoz se eta ?

— Penoz ? tolet am euz anehi war he fenn bars ar vilinn aotenno, hag ez eo bet draillet munud evel brenn-heskenn.

— Oh ! me ’gare a ve gwir a larfac’h ?

— Na euz netra a wiroc’h, kredit anoun, pa larann d’ac’h.

— Neuze oc’h euz ma delivret !

Ha kerkent a oe troët al louarnes en ur brinses ar gaera.

— Pemp-kant vloaz a oa, emehi, a oan-me dalc’het aman indan gazel-gae gant ar zorseres milliget se !

— Ha ma breur paour, na ouzoc’h doare anehan ? —

— Ho preur a zo bet tolet gant-hi er vilinn-aotenno, hag ec’h eo bet draillet munud evel brenn-heskenn. Met na euz ket a forz ; me am euz dastummet holl, he gig, he wad hag he eskern, ha gant ur vuredad dour a vuhez a zo en kambr ar vroac’h-koz a rentfomp d’ehan c’hoaz ar vuhe.

Laket a oe ann holl dammo en ur bern, kig, gwad hag eskern, tolet war-n-he ur vuredad dour a vuhez, ha kerkent a weljont o sevel ac’hane mab all ar Pesketaer, beo ha iac’h evel biskoaz, hag a laras : — me a-vad am euz kousket !

— Ia, ma breur paour, ha penamet-on hag ar Brinses-kaer ma, na vijes ket dishunet c’hoaz !

Ma em doljont ann eil en kerc’henn egile, hag a oeljont gant ar joa da em gavoud. Neuze a tristrojont ho zri en tu-all d’ar c’hastell, hag ar vroeg iaouank a oe souezet o welet daou bried dehi el-lec’h unan, ha na wie ket pehini a oa ann hini gwir, kement ha ma oant henvel ann eil euz egile. Ma oe kontet holl d’ehi. Neuze ec’h anaveas perag ann eil hen defoa laket ur c’hleze noaz er gwele, epad ann noz hen defoa tremenet gant-hi.

Neuze an hini an-he na oa ket dimêt, a dimêzas d’ar brinses hen defoa delivret hag a oa en stum ul louarnes.

Laket a oe kerc’had ar pesketaer koz hag he vroeg, en ur c’harronz kaer, hag a oe eno neuze, epad ur miz penn-da-benn, festo, danso ha c’hoario evel n’och euz gwelet biskoaz.

Mamm-goz ma mammio-goz a oa un tammig kar d’ar pesketaër koz, hag a oe iwe pedet, hag evel-se a teuas kezlo bars ar vro euz ann eured-se. —


Kontet gant Marc'harit Fulup, a baroz Plunet.


_____________


  1. Tous mes contes ont été recueillis en breton, comme celui-ci, et traduits fidèlement sur ces textes authentiques. Si je n’ai donné que des traductions dans ce qui précède, c’est afin de ne pas faire un livre de cette brochure qui n’est, en quelque sorte, qu’un prospectus du recueil plus considérable que je prépare, et qui est déjà entièrement rédigé. — Ce texte et ceux de : — Jésus-Christ en Basse-Bretagne et le Meunier et son seigneur suffiront pour faire juger de ma méthode. —