Mont d’an endalc’had

Daou skolaer 1910

Eus Wikimammenn
Ti-moulerez Sant Gwilherm, 1910  (p. 60-67)



DAOU SKOLAER
————


Yaouankik e oan c’hoaz pa voen kaset da skolaj Pont-e-Kroaz, da derri va fenn gant latin ha gregach, ha da zastum ar muia ma c’helljen a zeskadurez. En em gaout a ris da veza lakeat, e pep lec’h kouls lavaret, e-kichen an daou vrasa lakepot a oa e-touez ar skolaerien, hag a c’helle kaout neuze c’houezek pe zeitek vloaz. Va gwele zoken a oa etre o daou wele, ar pez ne viras ket ouzin da gousket kloz ha kalet, beteg ar mintin, hed an nozveziou kenta da vihana. Mes arôg eiz de goude, ne oan ken evit serra lagad ebet, gant ar zavar hag ar jabadao a veze bep noz, beteg unnek heur pe belloc’h, gant va daou louarn, o komz eun tammig eus a bep tra, o c’hoarzin krenv, hag o trailha avaloù ken na vije eat skuiz ha kleret o dent.

Eun nozvez, — an dra-man a oa war-dro eur miz goude ma oan deut d’ar skolaj — an daou gomperig en em zilas en o gweleou hep lavaret na grik na ger. — « Sell, sell ’ta ! a zonjis ennon va-unan ; souezusat tra ! Aze ’zo eun dra bennak e gôr ; diwallomp hag e welimp ! » Ha va daoulagad serret kloz-mik, evel pa vijen kousket, e c’hortozis.

Eur pennadig goude, unan eus al lakepoted, an hini brasa, e hano Lanig, bras, mes sec’h ha treudik evel pao koad eur forc’h-houarn, a zeuas da gaout egile etal e wele d’an tu kleiz d’in-me. Ha setu, evel kustum, ar jabadao o vont endro, ha me da zelaou, serret va daoulagad, met digor frank va diouskouarn. — « Laouig, a lavaras Lanig d’an hini a oa en e wele, goude eur zell taolet prim eus va c’hostez, Laouig, me zo skuiz-maro er skolaj ; ne ket eur vuez eo houman. Morse frankiz ebet, ha bemdez a bep seurt traou da zeski, divalooc’h an eil eget egile… Gwelloc’h, kant gwech gwelloc’h eo beza pôtr-saoud, rak hennez, ar pôtr-saoud,

« Ma rank labourat start, ne zesk evit kentel
Nemet kentel an heol, an erc’h hag an avel,
Kentel ar c'hoad, ar mor, al loar hag ar stered,
Kentel mouez ar c'hleier ha richan an evned :
Ar gentel-ze avad a dalv kalz a re all ! »

E lec’h ni, peseurt kenteliou ne feller ket sanka ennomp ? Petra zonjez ? ha ma ’z afemp en noz-man d’ar gear ?… » — « Ya, ya ! a respontas Laouig. Er gear, Lanig, ni a gavo peadra a frankiz a bep seurt hag a vakansou hep fin. Mad ! kerz d’az kwele ha peoc’h ! Warc’hoaz vintin, pa dinto teir heur e tour ar Pont, buhan war zav ha d’ar gear ac’han. Gwir eo, hir e vo an hent, met

« Piou n’en deus ket kalon da ober labour vat ? »

Eur gerig bennak a voe lavaret c’hoaz, met war bouez ; da c’hoarzin en em lakejont o-daou, ha Lanig a droc’has d’e wele, goude beza strilhet e skouarn da Laouig, oh ! hep ober droug, bezit sur. Skuiz e oan o selaou, hag ar c’housked a gouezas buhan warnon. Antronoz vintin, em c’hichen, an daou wele a oa goullo, nijet e oa an daou labous diouz ar gaoued ! Setu aman penn-da-benn ar pez a zigouezas ganto betek Kemper ha goude zoken.

Kouls lavaret hep poan ebet, Lanig hag ar pôtr Laou a oa pignet a-dreist ar voger, hag en em gavet war an hent bras.

— « Breman, eme Laouig, dre belec’h e kerzomp ? »

— « Gant hent Konforz da genta ; goude-ze, ni welo, a respontas Lanig ; ha deomp buan ganti, rak, te oar,

« Seul kent ez eer en hent, seul kent e tigouezer. »

Brao e oa an noz, prest an deiz da c'houlaoui ; a-boan ma lugerne c’hoaz ar stered en oabl, pa zigouezas an daou skolaer gant kenta tïez Konforz. A vare da vare eur c’hilhog bennak a gane diwar e c’hlud da zaludi an devez-sul a oa o c’henel ; hag a-wechou chas a harze hag a chalpe war o lerc'h. Deut e oa poent evit paotred Konforz da zilammat er-meaz diouz o gweleou da strilha o c’hoen.

Skuizet gant eun hevelep pennad bale, great re vintin, ar paotr Laou, eur paotr kof bras, penn teo, ledan eus an a-drenv, a lavaras chomm eun tammig a-zav evit tenna an halan ; ha setu hon daou bôtr azezet dioc’htu war eur penn-moger, evit d’ar glazen beza glebiet-oll gant ar gliz-noz. Laouig a lavare uhel a-walc’h, en eur stoka e viz ouz e gof : « Heman n’eo ket gwall-laouen ; trouzal a ra zoken a-wechou, evel pa zeufe d’ezan c’hoant kaout eun dra bennak, ha ni n’hon deus nemet daou wenneg evit holl danvez ! »

Lanig, evit d’ezan digeri, da zic’henaoui, eur beg ker frank ha… toull-ifern eur forn, a zonje, stouet e benn. Met d’ar geriou-ze e savas en eur c’hoarzin : « Nan, n’hon deus nemet daou wenneg etrezomp hon daou, n’eus forz ! Met pôtred fin omp… ha ma ne ebatomp ket o vont d’ar gear, da vihana n’eo ket friko a vanko da vab va zad ha d’e vignon. Deomp, Laouig, deomp adarre ! »

E-pad ar c’houlz-ze, e veze gwelet ar sklerijen en eun ti bennak, ha klevet trouz an noriou o tigeri, rak an deiz a zirede d’an daoulamm diouz korn ar Zav-Heol…

« Du-hont, war gern ar menez,
Setu c'houi o skedi, heol laouen :
Heol glan, deiz al levenez,
Diskenn e strad tenval an draonienn !… »

Dirag ar C'halvar, hon daou skolaer en em gav gant eur c’hoz denig, lemm e lagad, didok, a-boan gwisket c'hoaz, diredet eno, dioc’htu m’eo savet, da zellet diouz pe gorn e c’houez an avel. En eun taol-lagad, Laouig, (atô mignon bras e gof), hen anavez : « Sell, ar marc’hadour gwestel ! » ; ha Lanig a gerz etrezeg ennan : « Abred emaoc’h war zao, tonton Herri. Ac’hanta ! devez brao hor bezo da vont hirio betek Kemper ? Warc’hoaz, mar plij d’an heol c’hoarzin, Laouig aman ha me, ni a c’hoarzo ivez hon daou, hag a fringo da eured va c’hoar ! »

— « Ah ! ya, da Gemper, eured ho c’hoar ? eme tonton Herri, a zo brao avat ; mes naoun ho pezo a-raok digouezout ha ma karfec’h dont d’am zi da welet va gwestel… rak Kemper a zo pell, ha mat a rit mont abred en hent. »

— « Deomp d’ar gwestel ! » a respont Laouig.

— « Ho kwestel, eme Laouig, kement-man a zigas da zonj d’in eus ar pez a dlean d’eoc’h. »

— « Petra ’ta, paotr yaouank ? »

— « Eur gwenneg, abaoue ar wech diweza m’eo bet skolaerien ar Pont o perc’hirina e chapel Itron Varia Gonforz… »

— « N’em eus seurt sonj ebet, eme tonton Herri, mes pa lavaret, e kredan… »

« Neb a bae e zle
A zastum leve ! »

Hor pôtred a bren eur gwennegad madigou ha Lannig a ro e zaou wenneg :

— « N’omp ket pinvidik-mor, emezan, ha ne vo ket tenn d’eomp beza pinvidikoc’h en eur zont en-dro… »

Penôs da c’houde, tonton Herri n’en dije ket roet gwestel e termen da dud onest evel-se ? — Ne ket gwestel hepken, mes bara gwiniz, eun dorz pemp lur, a brestas d’ezo ouspenn.

Epad ma tebrent, an tamm a gouezas diouz tre o dent : gwelet o doa o tremen, war hent bras Douarnenez, daou vevel eus ar skolaj, kaset war o lerc’h a dra zur, ha karget d’o distroï war o c’hiz. Hep muioc’h a dreuz, e lavarjont kenavo en distro d’an tonton Herri, ha setu int buhan ha buhan o kemeret hent Poullan.

An oferen-vintin a echue er vourc’haden-man pa zigouezjont. War ar blasen, eur vaouez war an oad a youc’he a-bouez penn :

« Pesked fresk ! brilli ! emaint o vont !… emaint o vont!… »

— « A ! da belec’h emaint o vont evel-se, moereb ? » eme Lanig.

— « Da veza gwerzet, va niz !… Brilli ! Dek gwenneg an dousen, marc’had-mat ! Brilli ! Brilli ! »

— « Ma ! ar pez a chom a vo d'in, eme Lanig en eur dostât. Renkit an diou zousen-ze d’in e-touez ar raden a zo e strad ho paner !… Mad ! va moereb koz, mat pell zo ! Ha brema, deuit ganin d’ar sakristiri, evit ma vo paeet d’eoc’h ho pevar real : me eo mevel nevez an aotrou person. »

Ha Lanig kas an hini goz d’ar sakristiri, goude beza roet e besked da Laouig, bec’h d’ezan en em ziouall da c’hoarzin.

Goude e oferen, an aotrou person a zo o kovez ; ar c’hloc’her a zo eat da glask penn eus e lein ; an hini goz a jom er sakristiri goullo, e-pad ma 'z a Lanig da skei war kador-govez an aotrou person :

— « Aotrou, mar plijfe ganeoc'h dont d’ho sakristiri da govez va moereb a zo bouzar ? Na zaleit ket re, rak pell-pell amzer ’zo n’eo ket bet va moereb o kovez : eur zac’hadig a dle kaout en dro-man !

Ha Lanig er-meaz eus an iliz, buhana ma c’helle, hag an aotrou person war-eün d’ar sakristiri :

« En em lakit war ho taoulin, emezan krenv d’ar vaouez, ma welimp. »

— « War va daoulin, eme houman ; n’eo ket red emichans ? »

— « Ya, war ho taoulin… Gwir awalc’h a lavare ho niz yaouank, rak, diouz ma welan, dizonjet ho peus… »

— « Va niz, eun niz yaouank d'in-me ? N’em eus morse bet na breur, na c’hoar, na tra all ebet zoken eus ar seurt-se… ha penaos neuze ’mije bet eun niz yaouank ? Daoust hag ar veleien a-vreman o deus desket lavaret gevier ? »

Koulskoude plega ’reas eun nebeudig he divesker, hag hi da c’houlenn dioc’h-tu :

— « Ha breman ?… »

— « Breman ?… Grit sin ar Groaz ha livirit : « Ho pennoz d’in, va zad… »

— « Tra, tra, la, la, eme ar vaouez o sevel prim, ru glaou gant he imour ; awalc’h a vennoziou evit an taol-man, paeët d’in va fesked da genta araog ober d’in kovez. Pevar real d’in ! pe me… »

— « Pevar real, rei pevar real d’eoc’h ’vit pesked ?… »

— « Ya, ar brilli eo bet ho mevel o kerc’hat… »

An aotrou person eo a baeas pesked Lanig, mes ar vaouez koz ne reas ket muioc’h a gofesion evit-se.

E-pad ar c’hoari gaer-ze a oa er sakristiri, hon daou gomper a errue dija e Douarnenez. Lanig dioc’h tu en eun ti, ha Laouig war e lerc’h. Eur plac’h, eur penn skanv a blac’h hervez an doare anezi, o digemeras, hag o c’hasas da zibri en eur gambr war laez.

Ar brilli a voe fritet druz-druz ken ma rede an aman warno, evel ma tiver an eol poulladet er boestou sardined. Ar c’hosa gwin eus an hostaliri a voe war an daol, ha meur a voutailh, goloet o c’hof gant ar boultren, a voe divontet. Red e oa echui koulskoude araok ma erruje ar mestr en ti. Setu Lanig ’ta gervel ar plac’h, hag hi ken buan war laez.

— « Pegement eo ? eme Lanig ; me a baeo. »

— « Tra, tra, eme Laouig ; va zro-me eo hirio. »

Setu reuz ha dispac’h etrezo, ma ’z oa red d’ar plac’h laret, evit digas ar peoc’h, tenna d’ar blouzennig verra.

— « Oh ! nann, eme al louarn fin a yoa Lanig ; skoulmit ho mouchouer war ho taoulagad, hag an hini ac’hanomp a bakoc’h da genta a vo d'ezan an henor da furchal e yalc’h. »

Setu great ar pez a oa lavaret. Ar paour kez plac’h ! Troï ha distroï a ra dre ar gambr, e-pad ma tisken war bouezig Lanig hag e bôtr Laouig, laoueneat o daou gant eur c’hofad brilli fresk. Troï ha distroï a rea c'hoaz pa erruas ar mestr er gear, hag hi lamma warnan : « C'houi a baeo ! » emezi.

Gwir e lavare : ar mestr a rankas paea ! Evelato, ar plac’h penn-skanv-ze a brenas, en taol-man, skiant ha furnez diwar he c’houst ; rak kaset e voe kuit diouz eun ti e leac’h ma ’z edo en he eaz.

Araog an noz, hon daou lakepot a skolaerien a zigouezas er gear e Kemper ; e-leac’h frikou, e voe roet d’ezo korden war o ler. Antronoz da greisteiz, Lanig ha Laouig a oe distroet d’ar skolaj ; ha goude beza, en devez-ze, koaniet gant bara sec’h ha kalz… mez, va zaou gamalad a zistroaz d’o gwele, na oa ket bet tommet en nozvez tremenet.

Direbech kaer int deuet da veza o-daou da c’houde, ha d’an 31 a viz mae, d’ar bloaz war-lerc’h, pa ’z eas skolaerien ar Pont da berc’hirina da di an ItronVaria, Laouig ha Lanig, deuet da onest evit mad, a baeas o dle da donton Herri, marc’hadour gwestel e Konforz !



————