Ra vezit deut-mad, kenvreudreur,
Barzed helavar a Vreiz-Veur,
Pa c’heuz prizet treuzi ar mor,
’Vit starda dorn breudeur Arvor !
Stignet kerden ho telennou
Da gana d’emp kanaouennou,
Kanaouennou kaer ar varzed
Savet enn amzer dremenet.
Lavaret d’emp hirio penaoz,
Penaoz, siouaz ! enn oajou koz,
Eo c’hoarvezet ann disparti
Etre hor breudeur ker ha ni.
Kanit diwar benn ann Druzed
Enn ho dorn ar falz alaoueret,
Ho baro hirr, ho zaeou gwenn,
O prezeg war lein ann dol-men.
Kanit ar bobl nerzuz meurbet,
Ann dud gallouduz deuz bernet
Ar c’herrek pounner bern-war-vern,
Evit bezia ho fenn-tiern ;
Ho deuz savet toliou, penliou
Sounn, goude kalz a ganvedou
Sounn hag lavaret bepred :
«Bro Breiz-Izel na varvo ket ! »
Kanit ivez a vouez huel
Ann emgann ruz hag ar brezel,
Ar roue ter, ar roue gwir
Arzur hag he gleze meur dir,
Pignet war he varc’h glaz sternet,
P’en em strinke ken kounnaret
E kreiz stroll ann enebourien
Hag ho flastre evel merien.
Kanit Riwal ann diouganer,
Riwal ar barz hag ar goaper,
War eur skubelen a c’haolad
O nijal war zu ar zabat ;
Enn dro d’ezhan stroll ann diaoulou
O iudal euzuz er meziou,
Ar c’horred du war ann dorgenn
Penfollet gand ann abaden.
Ann ouc’hed vor o soroc’ha,
Ar vor gezek o c’hourina
War grib eonuz ar gwagennou
Pa ziroll stourm ha kurunnou ;
Ar mor-verc’h koant ken draitourez,
Hanter pesk hag hanter vaouez,
0 kana flour d’ar verdaidi
Da lakat brevi ho listri,
Kanit bro ann Hiberni glaz,
Bro ar verzerien, ar zent braz :
Efflamm Renan, Ke ha Sane,
Sent leun a feiz, a garante,
A ziskennaz enn Breiz-Izel,
’Vit prezeg d’emp ann Aviel,
A zavez war gern ar peulven
Kroazou skedennuz Mab-ann-den ;
Hag hon diskaz da azeuli
Ar map ganet er marchosi,
Ni tud direiz n’hon doa biskoaz
Stouet hor penn dirak nep goaz.
Tridall a ra hor c’halonnou
klevet iez hor gourdadou,
Hag ann delenn o sini c’houek
Enn douar zantel Sant-Briek.
Setu va dorn, Kenvroidi !
Ha teir iouc’haden ’vit Kemri !
Ia ! daoust d’ann amzer, daoust d’ar mor,
Breur eo Kemro da vap Arvor !