Mont d’an endalc’had

Da varzed Breiz

Eus Wikimammenn


Da varzed Breiz



Revue de Bretagne et de Vendée
1864



III.


DA VARZED BREIZ


————

Piou a roio d’in diouaskel evel d’ar goulmik hag e nijinn hag e tiskuizinn

Salm., LIV, 6.


Meuleudi d’e-hoc’h, kanerien Breiz !
Va c’halon a zo enn ho kreiz
Pa-z-oc’h a bep tu dastumet
Da harpa ’r vro ’deuz ho maget :
— E Paris va c’horf zo dalc’het,
Med daved hoc’h nij va spered,
Vel al labous, a denn askel,
Nij da gaout he vreudeur a bell.

Pell diouz ho pro ounn bet ganet ;
Ha mont da Vreton em euz gret,
Kerkent, breudeur, ha ma weziz,
Oa chomet Kelted ar Vreiziz.
— Me ’garfe, trezek Breiz-Izel,
Gallout nijal a denn askel,
Vel eunn evn e kaoued ganet
Garfe mond da vro ann evnet.


Seulvui doare Breiz a zeskiz,
Seulvui a galon ho c’hiriz,
Hag e c’hoantaiz mont d’ho pro
Da veva, da vervel eno ;
— Vel ma c’hoanta, d’ar c’hoad huel,
Ann evn nijal a denn askel,
Nijal etrezeg ar c’hoad glaz
Elec’h ’ma neiz ‘he vreudeur c’hoaz.

Aliez, Barzed, ann avel
A gasaz d’in ho mouez a bell ;
Helavar oa, c’houek ha pergen ;
Hi am frealze em anken :
— Evel-se, pa zeu da glevet
Ann evnig e kaoued dalc’het
Mouez he vreudeur skiltr ha laouen,
Teu d‘ezhan frealz hag anken.

Gan-e-hoc’h a zo peb a delen ;
Ne oa telen e bed gan-en ;
Koulskoude, c’houi a deurvezaz
Va lakat enn ho Preuriez vraz.
— Evel-se a ra ann eostik,
Ar glozard bag ar sidanik,
Pa lezont ho breur ar golven
Sevel he vouez enn ho c’hichen.

He sevel ’rinn dirag tud Breiz,
Da lavaret d’am breudeur geiz :
« Bodit holl endro d’ar banniel
A zalc’h Kermarker ken huel ! »
— Evel-hen, pa ruz tost d’eunn neiz
Ann aer wiber da grap he freiz,
En em start ann holl evnigou
Da drei out-hi ho begouigou.


Trugarekat d’e-hoc’h, Barzed frez,
Diwallerien nerzuz hoc‘h iez !
Me a bedo Doue d’hon c‘has
Da Vreiz all : eno ‘kanimp c’hoas.
— Ra roio d’e-omp he Varadoz,
D’ann evn he neizik er bod roz ;
Ra viro d’e omp ar brezonek.
Evel d’ann eostik he brezek !

Ann hini a reaz ar zon-man.
A reer a-vro-c’hall anezhan ;
Hogen breizad eo a galon ;
Roit d’ezhan eunn hano gwirion.
— He gorf e Bro-C’hall ’zo dalc‘het ;
He spered a vad n’ema ket :
Nijal ’ra trezeu Breiz-Izel
Bemdeiz, bemnoz, a denn askel.

Charlez a Vro-C’hall.


————