Mont d’an endalc’had

Da sant Joseph

Eus Wikimammenn
1903 betek 1907  (p. 20-21)



DA SANT JOSEPH
(PA DOSTA MIZ MEURS)


————
Var don : Drouk-Kinnig Nomenoiou.
E Barzaz Breiz.

Sant Joseph, ra viot meulet,
Ha gant an oll trugareket,
Joseph ;
Ha gant an oll trugareket.

Abalamour m’oc’h euz maget
Gant ho labour Salver ar bed.

E kraou Bethléem, pa oa ganet,
Gant Mari ’peuz hen adoret.

Tre ho tivrec’h ’peuz hen douget,
Ha diouz peb drouk hen diouallet.

C’hui oc’h euz sec’het an daelou
A skuill’ he zaoulagadigou.


Pa glask Herodez her laza
D’an Egypt c’hui dec’haz gantha.

Da zaouzek vloaz pa oe kollet,
Gant glac’har vraz ’peuz hen c’hlasket.

C’hui hen c’haraz evel eun tad ;
Hen ho karaz evel eur mab.

Ni fell deomp ive ho karet,
Ma vezimp ganeoc’h sikouret.

Da vont eun devez da repoz,
En ho kichen, er Baradoz,
Joseph ;
En ho kichen, er Baradoz.


————