Da ene va mamm vad

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Da ene va mamm vad Telenn Remengol   ►

DA ENE VA MAMM VAD

————


E-c’harz ar mor ounn ganet, e bro sant Gwenole,
Ha biskoaz nemet glac’har n’em beuz bet em bue.
Ia, glac’har ha karante, setu va flaneden,
Planeden rust ha kalet da heulia penn-da-benn,

Pa oann em bugaleach, va mamm baour aliez
A lavare d’in : « Va map, kar ha ped ar Werc’hez ;
» Ped anezhi, va mabik, ped Gwerc’hez Remengol ;
» Mar he fedez a galon, biken ne d-i da goll. »

Patronez va mamm dener, Gwerc’hez vad Remengol,
Ped gwech hoc’h euz-hu miret nad-ounn me eat da goll ?
Ho pedet am euz bepred ; breman, a-rok mervel,
E kaninn ho meuleudi d’am breudeur Breiz-Izel.