Gwesklen, an Tour-Alvern, Arzur tri ha Gradlon,
Bet gantê vid o bro stourmet a greiz kalon,
E lintr o skeudennou dirak an heol melen ;
Ha te, Fanch an Uhel, soudard braz an delenn,
Setu te adsavet eveltê divarvel,
Azganet etal da gavel.
Distrôet out en beo war dachenn Plouared,
E-kreiz an dud, an traou, an tôlennou karet,
Da vro dous Landreger o tibun en dro d’id,
Evel neud a gant liou war eur pikol gwerzid,
He maeziou glaz, he gwe kânus, he goabrenn vriz,
Gwenojennou da yaouankiz.
Dreg da gein an iliz lec’h m’out bet badeet,
Dirazout ar gamprig lec’h ma teus studiet,
Dindan-out douar zakr bet en bered gwechall ;
Duhont, keit ha ma c’hall an daoulagad furchal,
Maner koz Kerarborn [1], kuzet kreiz ar glazur
Vel er môr enezenn Arzur.
Bremañ ’ teuio bemde da galon da dridal
Hag eur c’hoarzin eürus da dremen war da dal
Pa glevi diwar da zichenn tud kalonek
O komz hag o kana distag en brezoneg,
Ha da varzaz ô rén, desket d’ar vugale
Eus an eil rumm-dud d’egile.
Keit ha ma vo miret enorus en hon bro
Yez, giziou, kredennou, menoz hon zud varo,
Keit ha ma vo dre Vreiz kendalc’het da gerzat
War da roudou, gant da ziviz : « Bepred Breizad ! »
Te vo zeder aze war da vén prezeger,
Te gomzo kréñv hep lâret ger.
Kréñvoc’h vit mouez ebet ganet ’tre diou-vuzell,
Da skeud hepken ha da skoueriou, Fanch an Uhel,
Da bevar c’horn hon Breiz a gaso eur gelenn
Hag a zeblanto d’emp he c’hlevet evelhen :
« Dalc’hit atao, Breiziz, dalc’hit kement a ro
« Nerz d’ho spered, kaerder d’ho pro.
« Baléit sounn war zu an heol hag ar sklerder ;
« Grit evel ho tud koz, stourmerien dibreder
« Hag a dreuzê ar bed o klask tizout an Nê ;
« Kerzit gant hoc’h amzer da heul ar wirione
« Ha bezit holl, Breiziz, Republikaned vad
« Prest vid ar Frans da skuilh ho kwâd.
« Met arabad gwintañ ar weenn vilvloaiek
« A zoug ouz he bodou ar frouez aour keltiek :
« Vel mibien Iverzon, Bro-Gymru ha Bro-Skoz,
« En dro d’an tan neve mirit al ludu koz ;
« Lezit bleuñ el liors, hunvre war an ene,
« Mougennou glaz ’us d’ar mene.
« Mirit va Breiz vel ma kanas en peb amzer
« Dre ganaouenn ar bobl ha dre zon ar mesaer,
« Vel am eus bet klevet he c’halon o poulza,
« Horolaj beo re gaer da zerc’hel en e za ;
« Neuze da virviken a chomo pez eo bet :
« Ar vro goanta zo dre ar bed. »
Ya, zenti refomp holl ouz da vouez, barz karet :
Neb en deus eveltout poaniet ha labouret
Vid e vro, hep espern an arc’hant nag an aour,
Ken preder ouz ar gwir ha ken mignon d’ar paour ;
Neb a zo bet veltout Brezon penn-kil-ha-troad,
Hennez zo dén a guzul mad.
|