Da « Dereza ar Mabig Jezuz »
bokedig a zoujans !
————
Etre ar bed hag an Nenvou
Eur rozen a zo diwanet,
Eur rozen ken splann he deliou,
Evel an erc’h neve-gouezet !
Ar Mabig Jezuz he hadas
’N eur gouent didrouz ha santel ;
Nao bloa eno e « tizelias »
Dindan e dreid glan a vugel.
Pell re gaer evit hon zraouien,
Ar vleuen a zec’has eun de,
He zroad e dour ar binijen
Teuzet gant Heol ar Garante.
Jezuz al liorzer divin,
A gutuilhaz e voked roz,
Leun a c’houez-vat, a c’hliz-mintin,
’Vit balzami ar Baradoz.....
Met abaoue, ’vel eur « glao » dispar,
D’an disteran mennad a fe
Eus an Nenvou war an douar
Deliou roz-gwenn a goue… a goue.
⁂
O Tereza, ael a beden !
« Rouanezig » a drugare,
Selaouet ar galv a anken
A gas ar bed ’trezek Doue.
Savet, diskennet « hep repoz »,
Deut da louzaoui pep glac’har,
C’houi hag a lak « ho paradoz
D’ober ar vad war an douar » !
Goulennet truez da vro-Frans
Gwalc’het gant gwad he merzerien ;
Goulet ma savo gant fizians
Da heuilh banniel ar Fe gristen.
Ha da c’hoant dêvus ho kalon
Jezuz a blego marteze…
Hen a roy d’imp gant e bardon
Eul loden eus ho karante !
|