Mont d’an endalc’had

Da Alan-Meur, roue Breiz

Eus Wikimammenn
Lajat, 1909  (p. 151-156)



Da Alan-Meur, Roue Breiz


D’am c’henvreur Loeiz-Morice « Penn-Dero ».


En amzeriou-ze bro ar Vretoned
A oa ar c’hentan eus broïou ar bed.

He rouane koz ’n eur vrezelli stard,
O doa he miret dimeus an trubard,

Broïg an Arvor a oa koant dispar,
Bro an Herminig a oa digailhar !

Zent evel Gweltas, evel Gwenole,
A zigasas d’ei sklerijen ar Fe.

Ha da heuilh o skouer, o c’homzou kristen
Arvor a deuas eur gwir berlezen !

Dre ar vro tro dro, Barzed leun a dân,
Gant eur vouez nerzus a deule o c’hân…

Hag hon zraouiennou, hag hon henchou dôn,
A dride bemnoz o klevet eur zon ;


O klevet eur zon, kân flour an eostig,
Zon tener ha drant kloareg pe goulmig…


Siouaz ! a greiz holl gwerziou ha zoniou
A zo holl mouget gant youc’hadennou,

Youc’hadennou goue bandennou tud kri…
Dirak aochou Breiz eman o listri.

Dont a reont holl eus an hanter-noz
Tud Arvor warne a deul o malloz !

Dre ma tremenont e hadont er vro,
Dismantr ha tân-gwall, poan-spered, daero…

Tud yaouank ha koz, bugale, merc’hed,
A gri forz bemde war an Normaned ;

Kenkoulz en ti plouz, kenkoulz er c’hastell,
Dirak an dud fall, netra na bad pell.

Iliz ha chapel, kouent, manati,
Dre zorn an dud-goue a deu da dêvi…

Beleg ha manac’h, tud fur, eskibien,
A gav ar maro… O pebez gwalen !


An holl zo mantret, rak an dudou goue
A dan hag a laz ; ar vro a zo d’ê…

Dre ma tostaont d’ar c’heriadennou,
Tud ar vro a d’ec’h, a dec’h d’ar c’hoajou ;

Eus ar c’hoajou dôn o moueziou neuze
A zav truezus war-zu o Doue…

— « Doue zant Weltas, Doue-Galloudus,
» Oh ! pella diouimp ar walen spontus…

» Mar ne chilaouez breman hon feden,
» Arvor a gouezo dindan an estren ;

» Ha ganti ive, en noz an amzer,
» E kouezo hon gouenn hag hon yez ken kaer ! »


O burzud, burzud ! Doue-Galloudus
A chilaon peden Arvor gwall-eürus…

Savet zo eur vouez dimeus kalon Breiz,
Hag an holl kerkent a zired a-leiz.

Mouez ter ha nerzus, ha mouez entanet,
Da vouez, Alan-Meur, o Roue karet !


Dimeus lein mene Arez, mene-Dû,
Eur youc’haden grenv a nij a bep tu ;

Eur youc’haden grenv, eur you a stourmad :
— « Frankiz d’an Arvor… d’an trubard, argad !!! »

Gant skouer Alan-Meur, kennerzet kerkent
Arvoriz, d’e heuilh, en em lak en hent…

Enebourien Breiz a zo spouronet,
Bugale Arvor a zo kounaret !

En o fenn Alan, tad karet ar Vro,
Breiziz er brezel a zo tud garo !

Evit kaout an trec’h, Alan da Zoue,
En hano Arvor, Alan ra eul lê :

— « Mar teu d’in trec’hi war m’enebourien,
» D’ac’h, o ma Doue, e vin da viken ;

» An dekved loden dimeus ma mado
» A vo roet d’ac’h mar salvan ma Bro ! »

En bro Kistember zoudarded Alan,
A dizam o bro dimeus an Norman ;

Krenv eo ar stourmad ha war an dachen,
An Normaned louz a varv vel keilhen ;


Stankoc’h vit ma koue greun dindan ar freilh,
Korf an Normaned zo mad d’ober teilh !

Douar Kistember gant ar gwad zo ru
Gwad Norman hepken eo a ruilh dru, dru…

D’o zro, an dud fall a yud gant kounar,
Alan-Meur a zo eur roue dispar !

Dismantret, drailhet, gant tud an Arvor,
An amprevaned a glask hent ar môr ;

C’hoant da vat o deus da vont d’ho listri,
Ne dalve ket d’ê… O zro zo arri !

Pemzek mil outê a deuas d’hon Bro,
Pevar c’hant hepken a yeas en dro !

Dre c’halloud Alan, e c’halloud hepken,
Ez eo dishual Arvor da viken !

Holl vugale Breiz, tud yaouank ha koz,
A roïo d’Alan o gwellan bennoz…

Ra vezo karet Alan, tad hon Bro,
Ra vo gant an holl meulet e hano !

Ar Roue Alan, tachen Kistember,
D’ar galon vreizad dalc’hmad a vo ker…


Eno he deus bet Arvor he frankiz,
Miromp an Envor outê, kenvroïz,

Ma vezo dalc’hmad betek fin ar bed
Meulet o hano gant ar Vretoned !


————