Mont d’an endalc’had

D’ar gannaded republikan

Eus Wikimammenn
D. Derrien, 1902  (p. 47-48)



D’AR GANNADED REPUBLIKAN
————


Evel ar Iuzevien, nac’het hoc’h euz ho Toue,
Gand aour hoc’h euz ivez savet skeudenn eul leue,
Hag ar bobl, evel-d-hoc’h, pe douellet, pe deuet dall,
Ne zelaou mui brema nemed he dechou fall.

Kriet hoc’h euz kement, war bep ton, e pep leac’h,
N’eo nemet geier-holl ar pez a grede deac’h,
Ma ’z eo deuet, enn eunn taol, eur bleiz e leac’h eunn oan,
Ha goulenn ra, d’he dro, kerment aour, evit-han.

Ne fell ket d’ezhan mui klevet ho prezegenn,
Spourounet e chomit pa losk he iouc’hadenn,
Hag e welit hirio, pa ’z eo re zivezad,
Hoc’h deuet da gemeret ar bleiz evid eur c’had.

Eul labour vad, michans, en deuz great ho skouer fall !
Rag warc’hoaz marteze : dispac’h, goad ha tan gwall,
Ar Frans enn eunn ifern, noz-deiz ar c’hillotin
Hag hon enebourien, a bep tu, war eur c’hein.

C’houi garfe marteze dont brema war ho kiz ?
Marianna n’he deuz mui nemed eur goz-hiviz,
Kazi roufennet eo, kement he deuz lammet,
Ruillet ha korvatet, gand he lakipoted.

Siouaz ! kaer ho pezo rei d’ezhi dillad gwenn
Hag eunn hiviz nevez, n’eo nemed eul lorgenn,
Ken fleriuz, ha ken louz ! ma ve gwelloc’h d’ezhi
Mervel gand he c’hovad, er c’houer, e-kreiz ar pri.


Gwelloc’h ve vid hor bro, rag eur vez eo gwelet
Frans Sant Loiz, Duguesclin, hirio ken sklabezet,
Hanter vouget oc’hpenn gant krabanou Iudas,
Ann trubard en deuz great tacha Doue war ar groaz !


————