Mont d’an endalc’had

D’ar Mabig Jezuz

Eus Wikimammenn
Kroaz ar Vretoned, 1914



D’AR MABIG JEZUZ
————
(Noz Nedeleg 1914)

Evit ma breur karet.

Diwar e dron steredennet,
E bro lugernus an Nenvou,
Mabig Doue ’zo diskennet
Betek hon zraouien a ganvou.

War dornad plouz ar baourante,
Bihan e-touez an dud izel,
Deut eo, gant peuc’h e garante,
Da zistan kounnar ar brezel.

M’hen gwel, astennet e ziouvrec’h
Da zigemer hon fedennou,
War e zrem eur mousc’hoarz dinec’h,
’Vit kennerzi hon c’halonou.

Kanomp eta gant esperans,
Kanomp gloar d’ar Mabig dinam !
Rak, pa glev Nouellou bro-Frans,
E trid ’n eur zellet ouz e Vamm.

Ar Frans, merc’h henan an Iliz,
Ar Frans, bro garet e galon,
Pec’herez, leun a vailhantiz,
O c’houlenn gonid ha pardon !

O Jezuz, bugel galloudus,
Roue ar peuc’h hag ar brezel !
Ar goumoulen a zo spontus :
Selaouet pedenn Beiz-Izel !

Klevet he mouez leun a zaero,
O c’houl true ’vit he mibien
Tec’het pell da glask ar maro
Evit sikour ar Fransizien.

Benniget an êledigou
A gousk er c’haveliou breizad ;
Laket e-touez o madigou
Eur pok pe zaou a-beurz o zad.

Selaouet ar vamm glac’haret
A ouel aze ouz ho hini,
Rentet d’ezi ar mab karet
A dlee harpan he c’hozni.

Met, dreist-oll, kaset derou-mad
D’ar re a vev gant ar Maro,
Du-hont, e-kreiz tan ar stourmad
’Vit difenn o zud hag o bro.

Jezuz, kennerzet o ine
Gant envor an ti tadelek,
’Lec’h m’en em gavent warlene
Pa zone kleier Nedeleg.

Dalc’het birvidik en o c’hreiz
Fe didrec’hus o Zadou koz,
Laret d’eze ez eus en Breiz
Kalonou poaniet o c’hortoz…

Ha d’ar re a gousk ’vit biken
Pell diouz o c’herent hirvoudus
Grêt henoz eul lec’h dianken
En ho « Peilhadeg » peurbadus !

Koulmig Arvor.