Mont d’an endalc’had

D’ann dud diwar ar meaz

Eus Wikimammenn
L’Écho de Morlaix, 1874



D’ANN DUD DIWAR AR MEAZ.
————

Gwelet hoc’h eus holl en kear, hag ive war ar meaz, Aotronez o lenn delieno vraz a baper hanvet en Gallek Journal, pe Gazette, hag en Brezonek, Kéloïou.

Eno e kaver, dre wir, kéloïou eur holl kement a c’hoarvez en hor bro Breiz-Izel, en Bro-C’hall, ha zoken war ar bed holl ; hag ouspenn meur a dra vad da c’houzoud hag a ali mad ha talvoudus.

Ann holl dud a oar lenn ho defe breman ur Journal bennag, pep-hini hervez e gredenn, pe he opinion evel ma lavarer en Gallek, ha peurvuia e teuont eus a Baris. Met ann dud pere na ouzout ket lenn en Breiz-Izel, na zoken komz ar Gallek, n’ho d-eûs Journal a-bed da deski d’ezhe niver e dreo hag ez eo mad, ha zoken rèd da c’houzoud. Ac’hanta, ni hon d-eûs c’hoant da welet ann dud-se iwe o kaout ho Journal, ha bep sadorn breman a vo laket en Echo Montroulez un darn en iez koz ar vro evit bea lennet gant ar re a oar lenn, evit-hê hag evit ar re na ouzont ket lenn. En pep ti a zo breman unan bennag hag a oar lenn, ha pa na ve nemet ar bugel pehini hec’h a bemde d’ar skool d’ar bourk. Bars ann darn brezonek-se a vo kavet kuzuliou hag aliou mad diwar benn meur a dra, evel ann doare de vaga al loened, da labourad mad an douarou, da em viret en iec’hed, hag ive un tammig politik, rag en amzer ma’z omp ez eo red da bep-hini anavezoud he wiriou hag ive he dleiou en kever he vro, pe ar Gouarnamant, mar karet.

Disadorn kenta e komzfomp eta d’heoc’h euz a gambr an deputeed, hag ann elektionou, hag e lavarfomp euz hon gwella petra ez int.

Prenet eta hon Journal bep sadorn, en kear, pe, evel ma lavarer en Gallek, em abonnet d’ezhan dre vloaz. Na goust nemet daou wenneg pep-hini, hag ann daou wennek-se n’ho pô ket keuz dezhe.

Ah ! mar galfemp ho lakaad da reï un tammig euz oc’h arc’hant, bep bloaz, ewit prena ur Journal, pe ul levrig mad bennag, el lec’h hen kas d’ar c’hoariou pe d’ann hostaleriou !

F.-M. L.