Mont d’an endalc’had

Cuntinuation

Eus Wikimammenn






CUNTINUATION.


————



Aman’ chenchàn a don d’am chanson,
Evit disqeus ar vantr calon
Ar glac’har, an desolation
Am boe, pa zistrois ac’hanê,
Dre eun accidant leun a drue,
Me a gret e voa a beurs Doue.

Ha pa voan gant an hent o tonet,
Ha me n’em boa sonj en droug ebet,
Nemet o sònjal em muia caret,
Ha me clevet eur vouez invisibl
Hac a grie varnòn terribl,
Mac a grie varnòn terribl :

Quid quietem quæris ?
Cùm ad laborem natus sis,
Cum ad laborem natus sis,

Ha me hac o chom eur pennad
Ebars em za da evessât,
Troublet, qen a verve va goad.

Hac én o repeti adare
Hunc mundum miserum relinque,
Hunc mundum miserum relinque.
Autrou-Doue, ha possubl ve
E ve ho mouez ve am galfe,
Ha me leun a iniqite !

Ma oufen ve ho mouez a ve,
Me a heuillfe ho polonte,
Hac a lezfe ar bed a goste ;
Hac én o repeti adare :
Amice sequere me,
Et habebis lumen vitæ.

Ia, va Doue, me ho c’heulio
Betec an heur eus va maro,
Hac a vir galon me ho caro.
Mes me ya aroc da guimiada
Digant brava plac’h zo er bed-mâ,
Da lacat he c’halon da ranna.

Ha va Mestrez coant a lavare
D’he c’hamarades, pa em güele :
Daoust petra zo a neve,
Me a vel eru va mignon,
Hac én glac’haret e galon :
Daoust petra’n occasion ?

Ar C’hloarec.

Ah ! debonjour dêc’h, calon garet,
Me zo deut hep dale d’ho cavet,
Hac én va c’halon glac’haret ;
Hac én glac’haret va c’halon.

Certen, n’en deo qet hep rêson,
O clêvet hor separation.

Ar Plac’h.

Piou a zo bet, va servicher,
Qen insolant en ho qever
D’annonç dêc’h’ eur c’hélou qer cruel ?

Ar C’hloarec.

Eleal, Salver ar bed-màn
A lavar din heuill aneàn,
Ha lezel ar bed maleürus-màn.

Ar Plac’h.

Ma ! biqen n’am bije credet
Ho pije bet va dilezet,
Er fêçon m’oan deut d’ho caret.

Ar C’hloarec.

Certen, n’ho poa netra gollet,
Me a meus ive ho caret,
Ha douguet dêc’h a bep respet.

Ha n’am bije qet ho tilezet
Evit netra demeus ar bed,
Daoust peguer bras e vije bet ;
Mes pa gomz an Autrou-Doue,
E zê just heuill e volonte,
Abalamour d’an eternite.

Ar Plac’h.

Mar-dê da servicha Doue ;
Va mignon, oc’h eus bolonte,
Bezit constant er speret-se,
Ha me chommo ebars er bed
Emesq an trubuillou milliguet
Pere zo cos d’ar boan speret.


Ar C’hloarec.

Ia, me a voar a dra sur
N’en dint qet cos d’ar blijadur,
Hac an nep o c’har n’en dint qet fur.
Fantic, pa’zê ret dispartia,
Me a ya ractal da guimiada
Evit ar veach diveza.

Ar Plac’h.

Va migon, qent an disparti,
M’ho ped da laret eur gomz dìn,
A ve capabl d’am instrui.

Ar C’hloarec.

Va c’hoar guer, me ve dêc’h avis
Da vont alies d’an ilis,
Ha da lezel ar yaouanqis.

Rac qent ma vo mat ar yaouanqis,
E ranqo distrei crenn var e c’his,
Ha laqat vertus en plaç peb viç ;
Hac ober, evit en em salvi,
Evel a ra ’vit en em zaoni,
Ha neuze e tostayo, a zònj dìn.

Lezit ispicial an dançou,
A zo grien an oll viçou,
Hac alc’hoe an oll bec’hejou ;
Choasit ar Verc’hez da Itron ;
It dindan he frotection,
Offrit dei oll dezir ho calon.

Choasit ar c’hovessour güella,
Ha sentit en peb tra ountâ,
Hac e vevfet mad er bed-mâ ;
Ha ma observit qementse,

Gant ar zicour eus a Zoue,
En ên’ devo sònj enhoc’h ive.

Ha pa’zeot eus ar bed-màn,
E zeot d’an ênvou davitàn ;
A vir galon dêc’h en deziràn.
Evit merq eus hon amitie,
Ne c’houlàn na poq na promesse :
Adieu eta, va c’harante.

Ar Plac’h.

Adieu eta, va servicher,
Me zo evel eun durzunel,
Pa goll he far, a renq mervel.

Ar C’hloarec.

Ha me zo evel eur rabajoa,
Adversour da blijadur ar bed-mâ.
Adieu evit ar vech diveza.
Ha va Mestrez coant a voele,
Ha me va-unan e renn ive.
Gant ar glac’har d’an amitie.

Cetu aze en bêr termen
Plijadurez ar bed monden,
Pini, ’vel eur sqeud a dremen,
Ha goude ma ve tremenet,
E rai calz a boan speret
Da guement en deve o c’haret.

Adieu, bed fall ha milliguet,
Ne allàn pelloc’h da garet,
Rac re e c’heus va glac’haret.
Breman me a garo bepret
An nep en deveus va c’haret,
Hac am c’har bep heur, bep momet.

Hac en deveus grêt em demeuranç

Evit rêi en ên recompanç
Da guement en deus e zoujanç.
Ia, ennes a zo eur repos
Pini a hanver Barados ;
Graç demp d’er c’havet deiz ha nôz.

Ar pez-mâ a voe composet
En mis Mae, da Sul an Drindet ;
D’an nep he c’hano mil yec’het,
Hac an nep a zo o selaou,
Mar soupçonont e zeo eur gaou,
Consultont unan aně o daou.

Ar c’homposer a brou dre le
N’eus enhi nemet güirione :
Prenit-hi, oll, en han’ Doue,
Hac e recourfot ar c’haner,
E tivertisfot hoc’h amzer,
Evit profit an imprimer.