Mont d’an endalc’had

Christenien, pobl evrus

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Var ar memes sujet (benediccion ar Sacramant) ha Kristenien, bobl eürus.



VAR AR MEMES SUJET.
Var an ton latin : Adeste, fideles.


Christenien, pobl evrus, bugale da Jesus,
Deut, adorit ho Tad carantezus ;
En eo hon Roue ha Roue an Ælez :
       Adoromp-én a galon, (bis.)
Adoromp-èn gant guir devotion.

Jesus a zo presant er Sacramant Santel,
Jesus a zo Mab d’an Tad Eternel ;
Jesus, Mab Mari, ni a deu d’oc’h adori :
       Ni hoc’h ador a galon, (bis.)
Ni oc’h ador gant guir devotion.

O pebez carantez oc’h eus, Salver ar bed,
Da chom ganeomp en hosti consacret,

Evit dont bemde da vezur hon ene !
       Ni oc’h ador a galon, (bis.)
Ni oc’h ador gant guir devotion.

Prosternet d’an douar, Dirac ho Majeste,
Ni oc’h ador Jesus, guir vab Doue :
Roit deomp, ni ho ped, ho penediction,
       Ni oc’h ador a galon, (bis.)
Ni oc’h ador gant guir devotion.


goude ar venediction.


Ælez demeus an ên, oll sperejou evrus,
Canomp ni oll melodi da Jesus :
Gloria in excelsis Deo :
       Meulomp Doue assambles, (bis.)
Meulomp Doue bremàn ha da james.