Mont d’an endalc’had

Chomit er Gear/a-bezh

Eus Wikimammenn
Imprimeries Réunies A. Bouteloup et fils Aîné, 1913
Skrid a-bezh



BREIZ DA VIRVIKEN !


————
CHOMIT ER GEAR !


Darvoudou c’hoarvezet gant eur Vretonez
eat da… c’hounit arc’hant da Bariz,


Savet gant
KLAODA ’R PRAT
“Pluenzir”
————
Ar pez-labour-man a zo bet loreet gant
Kevredigez Broadel Breiz,
er bloaz 1912, priz kenta





REDON
IMPRIMERIES RÉUNIES A. BOUTELOUP ET FILS AÎNÉ
————
1913


CHOMIT ER GEAR !


————

D’an Ao. Markiz an Estourbeillon,
Rener bras kevredigez Broadel Breiz,
Kinnig doujus hag anaoudek.


Bretoned, chomit en ho klud !
Labourit parkeier ho tud ;
Er measiou ’z eus pinvidigez,
Hag er c’heariou kalz dienez.

Merc’hedou, chomit en ho klud !
Chomit e kichenik ho tud ;
An danvadez pell dioc’h he mamm
Ne zaleo ket da gaout lamm.

Kenvroiz, chomit en ho klud.
Chomit e karteriou ho tud !
Er measiou e kaver yec’hed,
Peoc’h gwirion, frankiz, eürusded.

Klaoda ’r Prat


————


CHOMIT ER GEAR !


————
I. — Kerheol.


N’anavezit ket Kerheol ?… N’oun ket souezet gant an dra-ze. N’eo ket eur foultren kear ken nebeut, ha morse n’eus het enni na prezidant na ministr oc’h ober prezegennou meur…

Mont a ran eta da lavaret d’eoc’h e berr gomzou pere eo doareou Kerheol.

Kerheol (Kear an heol) a zo eur geariadennig etre Bourc’h Fouenan ha Beg-Meil, a-zeou, pa’z eer gant an hent bras, war hed eun hanter-leo eus ar mor, kuzet eu eun draoniennig leun a wez avalou.

Fouenan, evel a c’houzoc’h, eo bro ar chistr mat, ar chistr krenv, a ro nerz d’an den ha tomder d’an izili. Dre eno e krog ar gwez avalou, e tougont bleun ha frouez kaer, kouls ha ma krog an dero en hor c’hoajou. Fouenan a zo eur vro dudius kenan da welet en hano. It di e mare goueliou Pask ; ne welot nemet bleun e pep leac’h : Fouenan a zo deuet da veza eur pez liorz.

Brema, ma karit ar mor, n’ema ket pell, eun hanter leo, am eus lavaret.


II. — Katellig Kerheol


E Kerheol n’ez eus nemet daou diegez : n’eo ket bras ar geariaden eta, ha setu perak n’eo nemeur anavezet.

Ma vijec’h eat di dek vloaz a zo brema, ho pije kavet eno eun tiad tud eürus, pevar den ennan : an tad, ar vamm, eur verc’h plac’h yaouank hag eur paotrig a bevarzek vloaz.

An tad, Jakez an Ti-Men a read anezan, eun den a bemp bloaz hag hanter kant pe wardro, gwenn e vleo, sounn c’hoaz evelato war e zeuliou, a yea bemdez d’ar parkeier da labourat gant eur mevel pe zaou, dioc’h ar prez labour a veze. Dimezet oa da Drifina ar Vengleuz, hag eus an dimezi-ze en doa bet pemp bloaz warnugent a yoa, eur verc’h koant meurbet, rus he diou jod, gouenv he diouvreac’h ha skanv he zreid, bleo melen evel an aour o lugerni uz d’he zal, ha daoulagad c’hlas en he fenn. Ya, koant ha fur oa, ha labourerez vat ouspenn, eur gwir denzor evit he zud. Gant-se, n’eo ket souezus he divije plijet d’an dud yaouank a dro-war-dro. Meur a hini o doa zoken kinniget da Jakez an Ti-Men lakaat anezi da vestrez en o ziegez. Katellig avat a rea skouarn vouzar hag a lavare atao : Divezatoc’h ni welo…

E kreiz he brud evel ma edo, leun a nerz hag a yec’hed, karet ha meulet gant an holl, en eur vro el leach mac’h eve bemdez da bep mare eus an deiz ear yac’hus ar mor, me lavar d’eoc’h ez oa Katellig Kerheol an eürusa plac’h yaouank a vije gellet kaout e nep leac’h.

Na kaer oa he gwelet da zeiz pardon santez Anna o vonet gwisket en he c’haera d’an oferen-bred d’ar japel vrudet !… Na kaer veze he gwelet o tougen er brosesion eur skeuden pe eur baniel ! Na plijadur he doa hi he-unan !… Ha goude ar gousperou, echu an ofisou, peger bras veze he dudi oc’h ober gant he mignonezed he zroig bale endro d’ar staliou !

Ya, eürus oa Katellig Kerheol.

Er parkeier, er beilhadegou, er goanv, e kichen an tan pe o kas ar c’harr-neza, Katellig a dremene mareadennou laouen, a rea huvreou dudius gant Merc’hed yaouank he oad. Pa dostae eur gouel bras e lavared : Me a zo va zro da vont d'an oferen-bred ! » — « A-benn pemzek dez, a-benn eiz dez, ema friko Jakez ! » — Er bloaz-ma ez aimp d’ar Pellgent ! Gant ma vezo brao an amzer ! » Peadra da leunia ar galon. Al labour en doare-ze a zo skanvoc’h, eun tamm mat.

Truezi a reer war stad an dud diwar ar meaz, ha n’eo ket hep abeg, sur mat ; tenn a vez o labour alies ; koulskoude, nag a levenez o deus ivez bep eur mare !… Ar zul, ar pardoniou, ar foariou, an eureujou, ar yec’hed, boued atao da zibri, pe vat pe fall e vez an amzer ! N’heller ket lavaret kement-all eus labourerien ar c’heariou, pell ac’hano…

Evit lavaret ar wirionez penn-da-benn, gwelet em eus peorien e kear, goloet a druilhou, liou an dienez en o c’herc’hen, du gant an naon, klanv gant an diouer eus eur bern traou red. N’em eus gwelet morse peorien reuzeudik war ar meaz.

O tud kez ! a zilez ar measiou evit mont e kear, o kredi e kavot eno mel da lipat ouz ar mogeriou, huvreal eo a rit, ha peger kris e vezo d’eoc’h dihuna marteze e kreiz an dienez, evel kement a reou-all ! Ya, an dienez ar wasa, re alies, siouaz ! setu eno loden an darn vrasa eus an dud diwar ar meaz a ya e kear.

III. — Katellig a deu c'hoant d’ezi da vont da Bariz


Setu penaos e tremene deiziou Katellig Kerheol.

Deuet oa en oad da zimezi, hel lavaret am eus, hag an tad a lavare ennan e-unan : Emaon o vont war an oad ; dizale marteze e teui ar c’hlenved pe poaniou an izili skuis gant al labour. A drugare Doue ema Katellig aze hag a gavo eur paotr dioc'h he doare da labourat va douarou pa n’hellin mui hen ober ! »

Katellig avat n’oa morse hano ebet ganti eus an dra-ze. Petra zonje ?… Petra yoa en he fenn ?… Ne zaleot ket da c’houzout.

Eun dervez e teuas paotr al liziri da zigas eur paper d’ar plac’h yaouank. Katellig n’oa ket kustum da gaout liziri digant den, ha setu perak e oe eun tammig nec’het o regi ar golo.

Setu ama petra a yoa war al lizer-ze :

Katellig, va mignonez ker,

C’hoec’h miz a zo abaoue m’emaon e Pariz, ha kredabl eo ec’h eus ankounac’heat ar vignonez vihan a veze ganez gwechall o tiouall ar zaout e traonien Prad-Kelve. Me koulskoude am bez sonj ac’hanout alies, alies.

Gwechall, p’edomp hon diou o redek ar pardoniou, e komzemp eus meur a dra. Eun deiz, e Santez-Anna, fresk eo em spered evel pa vije bet deac'h diveza, e liviris d’it : « O na me a garfe mont da Bariz da jom ! Eno ez eus traou kaer, ha nag a blijadur a dle kaout an dud eno ! » Setu me e Pariz ! Hag e lavaran d’it ec’h en em blijan kenan. Plac’h oun en eun tiegez tuchentil eus ar re wella. Plijadur am eus ; ama ne deuer ket da inoui ! Gounit brao a ran ivez.

Paour kez Katellig ! Ma welfez penaos ema an traou ganeomp-ni dre ama ! Ma welfez pe seurt kemm a zo etre hor buez ha da hini !… Sell, truez am eus ouzit !!!… Eur plac’h koant eveldout chom da duriat an douar !!!… Gant ar yec’hed az peus, mintouelle ! e c’helfez ober kaeroc’h !

Ni a zo dre ama eun toullad Bretoned ha Bretonezed kustum d’en em welet eur wech an amzer…

Ma teufe c'hoant d’it da zont d’hor c’haout d’ar gear vras, hep mar ebet e vezo kavet eur « plas » d’it, ha n’eo ket unan zoken, mes kant !… Ne pefe ket a geuz, hen toui a ran d’it.

Gra da zonj eta, ha skriv d’in.
Kenavo, Mignonez ker. Kred ac’hanon bepred

Da wella Kenvroadez
Gwenola ’r Floc’h

Katellig a jomas mantret.

« Mont da Bariz ! Mont da Bariz ! emezi outi he-unan, petra c’hoarvez gant hounnez ? Daoust ha kollet e vefe he fenn ganti ?… Ha penaos e kav da hounnez e c’hellin-me dilezel va zad, va mamm, evit mont du-ze, brema pa n’o deus nemedon da rei skor d’ezo ?… Nan, nan, an dever da genta !!! »

Betek an noz avat e chomas al lizer war he spered, hag en noz-se ne gouskas ket eur berad, me laka. Tri dervez goude en-deün ne levare mui : « Daoust ha kollet e vefe he fenn ganti ?… »

Ped gwech e lennas al lizer ? N’eus den a gement a c’houfe hen lavaret d’eomp. Ha bep tro e kolle he bolontez eun lammig eus he nerz. A-nebeudou oa deuet da lavaret kement-ma outi he-unan :

« Mont da Bariz n’eo ket eun dra zivalo. mechans ! p’eo gwir e lavar Gwenola eo eürus, he deus plijadur hag he c’hounit arc’hant bras… Ha me ivez a C’hellfe beza eürus, kaout eun tammig plijadur ha gounit arc’hant d’in ha d’am zud !… Goude-ze me a zimezo… »

« Gounit arc’hant d’in ha d’am zud ! setu aze eur gavaden vrao great gant Katellig ! Brema e c’hell bale… da zisplega he c’huden d’he zad had he mamm ! Evit sur e roint o asant dioc’htu, pe ez int diskiant !!!…


IV. — Katellig a lavar mont da bariz


D’ar zul warlec’h Katellig a skrivas da Wenola, ha setu ama petra lavare d’ezi :

Gwenola ger,

Strafuilhet oun bet gant da lizer. Peadra a yoa, e gwirionez, da veza souezet.

Te a lavar d’in mont da Bariz !!!… Biskoaz n’em oa sonjet e kement-se. Ha koulskoude, evit lavaret mat, eun nebeut bloaveziou a zo n’en em blijan ket nemeur war ar meaz, ha ma vije bet kinniget labour d’in e Kemper pe en eur gear-all bennak eus hor bro, hep mar em bije lavaret kenavo d’ar parkeier ha d’ar zaout. N’em eus ket bet a dro d’hen ober, ha setu perak emaon atao e Kerheol Fouenan.

Eat oac’h pemp pe c’hoec’h ac’halen da Bariz, eur pennad a zo, hag o veza ne skrivont ket d’ar gear da lavaret ez a fall an traou gante, e c’hellan kredi ez eont braoik, kouls ha ganez, va mignonez.

Te a lavar a-walc’h mont da Bariz ! Ya, lavaret a zo eas !… Ha petra deuin-me da veza eur wech digwezet eno ?… Setu an dalc’h !… N’eo ket ma tisplijfe d’in mont betek du-ze ; abaoue m’am eus lennet da lizer zoken ez eus eun dra bennak ennon o lavaret d’in e rankan mont.

Gwel eta, plac’h kez, ha te a gavo eur garg bennak evidon, n’eus fors petra da genta, evit gwelet ; ma n’en em gavan ket em zu eno, goude me a glasko kaeroc’h.

N’em eus lavaret netra c’hoaz d am zud. Ha da ober petra ez afen da sponta anezo a-raok ma’z eus netra c’hreat ? Hag ouspenn-ze, gouzout a ran e vezo gwall denn ar c’hrogad : an tad n’asanto biken.

O ! mar galfen mont d’az kaout !

Hast afo skriva d’in ; ne badan mui gant ar vall am eus da veza e Pariz !

Da c’hedal, kred ac’hanon ivez
Da vignonez feal hag anaoudek

Katellig Kerheol.


V. — En gortoz


Paour kez Katellig !… An aerouant a zo deuet war da dro d’az touelli evel ma teuas gwechall da douelli hon tud kenta e Baradoz an douar ! Mar o divije gouezet Adam hag Eva petra yoa ouz o gedal goude o fec’hed ! Mar o divije gwelet holl boaniou o bugale vihan, ar c’hlenvejou, an torfejou, ar maro !… Ya, buhan o divije troet kein da Baolig, ha lavaret d’ezan mont da… vale. Paour kez Katellig ! Mar he divije bet anaoudegez eus poaniou a bep seurt an darn vuia eus ar re a ya da Bariz diwar ar meaz ! Mar he divije gellet gwelet en a-raok kement a yea da c’hoarvezout ganti. he divije kaset ar briz vreizadez-se da… vale gant he liziri touellus ha gaouiad.

Mes, siouaz ! an den a zo great evel-se, n’en em blij ket el leac’h m’ema ; c’hoant en deus da gaout gwelloc’h, ha morse ne gav d’ezan en deus e walc’h.

Liziri a yeas hag a deuas c’hoaz eus ar Barizianez d’ar Vreizadez hag eus ar Vreizadez d’ar Barizianez. Katellig a yoa gounezet gant houma, evel ma vez seizet al labouz gant sellou ar sparfel, pe an touseg gant an aer.

Mont a ranke da dan va souben Pariz


Plac’hig yaouank, perak ’ta tec’hel
Pell demeus da vamm ha da dad ?
Perak kuitaat da vro Breiz-Izel,
El leac’h out evurus ha mad ?…

Ankoua ar c’heariou,
Gant o falz-madou ;
Enno leac’h madou e kavfez trubuilhou.
O chom e bro da gavel !
Chom, chom e Breiz-lzel !!

Kas pell diouzit ar zonj divalo
En deus trubuilhet da spered,
Chom brema da veva en da vro,
Enni ’z po levenez bepred !
Lavar eveldon,
A-greiz da galon,
Ma klevo Breiziz hor c’han kaer ha gwirion :
Chomomp e bro hor c’havel !
Chomomp e Breiz-Izel !! [1]


Dont a ra em spered eur zon savet n’eus ket c’hoaz pell bras evit lavaret ivez da dud Breiz chom or gear. Vad a raio marteze da veur a hini, ha plijadur da gement hini a gar e Vamm-Vro Breiz-Izel hag he Feiz.

CHOM ER GÊR
————

Mouez ar vamm
a zo mouez Doue !

Ton nevez

\relative c'{
    \clef treble
    \key d \major
    \tempo \markup { All°, Moderato }
    \time 6/8
    \partial 8*1
fis8|d4 fis8 a4 a8|b4 b8 a4 a8|d4 d8 fis,4 g8|a4 b8 a4 fis8| \break
d4 fis8 a4 a8|b4 b8 a4 a8|d4 d8 fis,4 g8|a4 b8 a4 r8 \bar "|."
}
\addlyrics {
Ke -- na -- ve -- zo va zad ka -- ret
kui -- tât ar gêr ’zo em spe -- red.
E Pa -- riz ’ma an eü -- rus -- ted
o c’he -- dal ka -- lon ar mer -- c’hed.
}
\layout { line-width = #150 }

\relative c'{
    \clef treble
    \key d \major
    \tempo \markup { Lento-grave }
    \time 6/8
    \partial 8*1
fis8|fis4 fis8 a4 g8|fis4 e8 d4 d8|e4 e8 d4 e8|fis4. e8 r8 fis8| \break
fis4 fis8 a4 g8|fis4 e8 d4 d8|^\markup {rall.} e4 fis8 e4.|d2 \bar "|."
}
\addlyrics {
An eü -- rus -- ted du -- ze ka -- vet,
se -- laou, paour kêz Ja -- ne -- dik, 
gant kalz daë -- lou a zo mes -- ket, 
paour kêz Ja -- ne -- dik. 
}
\layout { line-width = #150 }
\midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 60 4)
  }
}


AR VERC’H


I

Kenavezo, va zad karet.
Kuitât ar gêr zo em spered.
E Pariz, ’ma an eürusded
O c’hedal kalon ar merc’hed.

II

E lêc’h kaout dek real ar zizun
O labourat ’vel eur gurun
Aour hag arc’hant a c’hounezin
Heb ober seurt nemet c’hoarzin.

III

Me a jencho va dilhad groz
Va boutou ‘saout’ va c’hoëf ‘mam goz’
Me vô evel eun dimezel
« Fin ’tailh, » evel eun durzunel.

IV

Em zreid vo ’r boutou ler melen,
Eun tok seizennet var va fenn,
Eur vantel voulouz war va choug,
Eur c’helc’h aour en dro d’am gouzoug.

AN TAD


I

An eürusded du-ze kavet
Selaou, paourkêz Janedik,
Gant kalz daëlou a zo mesket !
Paourkez Janedik.

II

Aour hag arc’hant vez gounezet
Selaou, paourkêz Janedik,
Divar goust ar feiz, ar yec’hed.
Paourkez Janedik.

III

Te vô evel eur « vorlarjez »
Selaou paourkêz Janedik.
Ha petra deui da c’houdevez ?
Paourkez Janedik.

IV

Te vô henvel ouz eur marmouz,
Selaou paourkez Janedik,
Gant e gorf vil hag e fri louz.
Paourkez Janedik.


V

Me zilezo va brezoneg
Da zistaga bommou galleg.
Me gomzo flour ’vel eun intron
Ha va « accent » a jencho ton.

VI

E lêc’h dour ha patatez fall
Yod kerc’h, anduilh ha souben zall
Me a zebro eun tamm boued fin
Hag a evo ar gwella gwin

VII

Du-ze ’kavin al liberte
Da dremen ar zul em giz-me,
Me bourmeno va c’halite
O c’haloupat a hed an de.

VIII

E lêc’h ofern ha gousperou
Me a redo d’an ebatou
Pa deui an noz me a zanso
Ac’han ma teui an deiz en dro.

IX

N’ ran ket a van eus ho komzou,
Ho klemmou nag hoc’h hirvoudou.
Kenavô, tad, kenavô 'ta !
Mall bras am eus da gimiada.


V

Gant da c’halleg a c’hiz nevez
Selaou, paourkez Janedik,
Te vô dismegans ar barrez.
Paourkez Janedik.

VI

Hor bevans-ni zo dereat
Selaou, paourkez Janedik,
Da rei d’an den eur stomok mat.
Paourkez Janedik.

VII

Ar zul eo dervez an Aotrou
Selaou, paourkez Janedik,
Evit maga hou eneou.
Paourkez Janedik.

VIII

Ne ’z eus nemet ar merc’hed fall,
Selaou, paourkez Janedik,
A vale en noz da zansal.
Paourkez Janedik.

IX

Pa vi êt kuit, piou a glozo
Selaou, pourkez Janedik.
Va daoulagad pa vin maro ?
Paourkez Janedik.

Selaouit an daou boz diveza-ma ! Ar Vretonez a zo skoet he c’halon hag a dro kein hiviziken da Bariz ha d’e holl vraoigou. Katellig he divije gounezet kalz oc’h ober eveldi.

X

Daoust petra dremen em ene
Petra glevan, ô va Doue
Eur vouez a zo ouz va gelver
Hag a lavar d’in : « Chom er gêr! »

XI

Mouez va mamm a zo mouez Doue
Ra vezo grêt e volonte
O va zad kez, pardon, pardon
Da veza rannet ho kalon.

X

Te glev mouez da vamm benniget
Selaou, paourkêz Janedik,
A zo diskennet er vered.
Paourkêz Janedik.

XI

Kalon eun tad, va merc’hig ker,
Selaou, paourkêz Janedik,
Da rei ar pardon a zo têr.
Paourkez Janedik !

EUN TAOLEAD
————


VI. — Ar spilhen sanket er zoroc’hel


Katellig ne c’houie penaos en em gemeret evit kaout asant he zud : eno edo an dalc’h. Ar pez a c’houie eo e vije kurun ha luc’hed. Mall he doa da vont da Bariz, hogen, melkoni he doa o sonjal er boan edo o vont da ober d’he zud. Karet a rea he zad hag he mamm, hag o veza ma edont o vont war an oad e vije poaniusoc’h c’hoaz d’ezi tec'hel diouto…

Katellig ken dous, ken aketus, ken sentus betek neuze a deuas da veza tenval he fenn, ha ne rea mui nemet huvreal e Pariz ! Dalc’hmat e chome al labour da ober, pe e veze hanter-c’hreat hepken ; a-wechou zoken e torre meur a dra dre ne veze ket a-walc’h war evez.

Ha neuze an tad a rea trouz, ar vamm a skandale…

Eun dervez edont o zri en eur park o c’houennat n’ouzon dare petra. Setu en eun taol an tad o trei da zellet ouz e verc’h chomet eun tammig warlerc’h. Katellig a yoa difinv, digor frank he daoulagad ganti o sellet ouz an douar. Roi a eure eun taol glin d’e wreg da lavaret d’ezi sellet ouz ar plac’h yaouank :

— Asa, emezan, va foatrez kez, petra c’hoarvez ganez eur pennad a zo ? Ne rez mui nemet huvreal…

— Alo ! va zad, emaoc'h adarre o c’hrignouzat !

— O c’hrignouzat ! O c’hrignouzat !… N'em beus ket a leac’h da c’hrignouzat, marteze ?… Mes petra c’hoarvez ganez ? Difesonet-oll e kavan ac’hanout eur pennad zo, n’out mui ar memes den ! N'emaout mui gant da labour ! Da spered a nij dalc’hmat da vro an huvreou ! Me garfe gouzout, me fell d’in gouzout, merc’h kez, petra zo a-nevez ganez… C’hoant dimezi ? Kavet ec’h eus, pelloc’h, unan bennak dioc’h da zoare ? Ne c’houlennan ket gwelloc’h, hel lavaret am eus d’it pell zo.

Katellig he doa pleget he fenn. Sevel a reas anezan pa glevas hano eus dimezi.

— Lavaret am eus d’eoc’h ivez n’emaon ket e poan da zimezi, evit c’hoaz.

— Mes lavar ’ta neuze petra fell d’it.

— Mat, va zad, p’eo gwir e fell d'eoc’h a-grenn, ez an eta da lavaret d’eoc’h. Gwaz aze ma ’z it e kounnar : va zonj a zo great ha great da vat… Gouzout a rit ez a kalz merc’hed yaouank da Bariz eus ar c’harteriou-ma abaoue eur pennad a zo…

— Ha neuze !… Daoust ha c’hoant az pefe da ober eveldo ?

— Ar merc’hed-se a c’hounit arc’hant brao e Pariz.

— Trei kein d’o zud evit mont da redek war-lerc’h an arc’hant ! Brao eo !!!

— En em blijout a reont ; n’ez eus evit c’hoaz dizroet hini ebet anezo d’ar gear.

— Lavar buhan ’ta ec’h eus mall da vont ivez !

— Ne lavaran ket em beus mall da vont, va zad, rak kris e vezo d’in dispartia diouzoc’h ha diouz va mamm.

Ar wreg a zirollas da ouela.

— Perak mont neuze ? Ha petra ra d’it kaout kement-se a youl da vont da Bariz ? Daoust hag hor mamm-goz Breiz-Izel n’eo mui gouest da vaga he holl hugale ?

An douar a roas d’az tadou
Eur bevans frank, mat ha nerzus,
A roio d’it, epad da zeiziou,
Magadurez krenv ha yac’hus ;
Bez eta dinec’h ;
Gant poan da ziouvrec’h
E vevi e Breiz gwelloc’h pell ’vit nep lech !

O chom e bro da gavel !
Chom, chom e Breiz-Izel ! [2]


— Me a c’hounezo arc’hant d’eoc’h…

— Serr da c'hinou !… Kempennoc’h e vije d’it chom ganeomp er gear da labourat douarou hou zud koz ha da zerri d’eomp hon daoulagad pa deui ar maro ! N'omp mui yaouank, her gouzout a rez.

— C’hoant am eus da vont, ha skrivet em eus da lavaret ez in.

— N’ez i ket gant va asant-me, da vihana.

— Merc’h paour ! eme ar vamm a-dreuz he daelou.

Ar plac’h yaouank a zavas uhel he c’hribel da lavaret ken otus ha tra :

— Mat, va zad, pe e root hoc’h asant pe ne root ket, mont a rin.

— Gra evel a giri, plac’h digalon ; n’eo ket diganen-me ez pezo gwenneien da vont !…

— A drugare Doue, n’em eus ket ezom eus hoc’h arc’hant !…

— Mat ! mat ! kea eta, pa fell d’it mont en despet d’eomp. Diouall avat da zont biken en dro ; ne zigorfen ket va dor d’it.

War gement-se Katellig a zavas. He mamm a deuas d’he c’haout, d’he briata o ouela dourek.

— Va merc’h kez, emezi, petra rez ? Da beleac’h ez eez ?… Hag ec’h eus ar galon da zilezel da dud evel-se ? Daoust ha gouzout a rez petra zo ouz da c’hedal du-ze ?

— Mont a rankan, mamm baour ! Lakeat em eus an draze em fenn, n’hellan mui chom ama… Kenavo, mamm !

— Chans vat d’it evelato, va merc’h kez.

VII. — Eun diviz e Pariz.


Gwenola en em gav gant Jaketa, eur Vretonez eveldi. Ha dioc’htu e sav etrezo.

— N’ouzout ket, Jaketa ?… Eur c'helou !…

— N’ouzon netra ; petra vefe a-nevez ?

— Anaout a rez Katellig Kerheol ?

— O ya, pell a zo !… Ac’hanta ?… Maro eo ?…

— Tra ! Tra ! Diziou e vezo e Pariz !…

— Chekon ! e Pariz en-deün ?… Plac’h sot zo anezi ! Ma c’houfe pegement a boan a zo o veva dre ama !… Evidon-me a vije fouge ennon o tistrei da Vreiz !

— Ya, Jaketa, ar c’hinaouegez-se a gav d’ezi ema o vont da gaout arc’hant ama da rastellat !…

(Sell ’ta ! Petra ! Gwenola, te eo a goms evel-se ? Ha piou a zo bet o chacha anezi da Bariz, ma n’eo ket te da-unan ? Piou en deus touellet anezi ?… Mantrus eo ! Abret pe zivezat e paei ker da fallagriez !)

— Sodez ! eun tamm eo eürusoc’h e Kerheol eget ne vezo ama biken !… Gwelet a raio…

— Diziou d’abardaez e tigouezo. Lavaret em eus d’ezi ez ajen d’ar « gare » ; n’ouzon ket avat ha gellout a rin…

— Lez anezi… Ne vezo ket diesoc’h d’ezi eget d’ar re-all ! M’em boa ranket en em jacha va-unan !…

VIII. — Katellig Kerheol e Pariz


Setu ar goueriadez distaolet er gear vras. Sellet a ra en dro d’ezi. Hogen, kaer he deus klask, ne wel den eus he anaoudegez, paour kez ! N'eo ket tud koulskoude a vanke dre eno ; kalz zoken a zelle outi o tremen hag a rea meur a dro warno o-unan : « Setu, emezo, eur Vretonez-all o tout da glask dienez da Pariz ! ». Ar wirionez a yoa ganto.

Gwenola eo a dlie beza bet eno, p’eo gwir he doa lavaret ! Perak n’edo ket ?

Setu Katellig lakeat nec’het bras, ha peadra a yoa ; gant nebeutoc’h ec’h en em gaver nec’het alies. He-unanik e-touez kement-all a dud !… War var da goueza etre daouarn al lamponidi a zo kement anezo e kement kear vras a zo ! savet sounn o fri ganto o klask eun dro zivalo da c’hoari d’ar re a ya di evit an dro genta ha na c’houzont pe du trei.

War bouez goulen ha goulen meur a wech evelato Katellig a zigouezas betek ar « Bureau de placement », eun ti el leac’h ma poanier da gaout labour d’ar Vretoned.

Pemp dervez e rankas gedal avat, hag e keit-se e teuzas meur a bez ugent real : ar beva a zo ker e Pariz, me lavar d’eoc’h !

Neuze ez eas da blac’h da di eur medisin. Eno e ranke beza savet abret, mont d’ar marc’had, ober ar gegin, entent oc’h eun toullad bugale kintus, servicha ha dizervicha an daol, kempen an ti.

Ar plac’h kez n’he doa ket eur vunuten da zevel he c’hein. Ober a rea eus he gwella, hag evit sur n’oa ket da veza tamallet ma n’ez ea ket kaeroc’h an traou ganti. Ne blijas ket en ti-ze : « Ne c’houie ober netra ! » a lavare an itron.

Da benn he miz e oe lavaret d’ezi mont da glask fred da leac’h-all.

Teir gwech e tilojas en eur ober tri miz.

Katellig kez a deue sonj d’ezi eus Kerheol, hag a zave keuz ganti a-benn neuze.

Er gear ez oa karet ; ama, e Pariz, den na zell outi nemet evit rebech ha gourdrouz. Er gear e tiskuize da zul ha da c’houel ; ama e rank labourat a-laz-korf sul, gouel, pemdez. Er gear ec’h eve bemdez ear yac’hus ar measiou ; ama ez eo sebeliet en eur c’hao, dindan an douar, el leac’h n’ez a morse eur berad heol.

Faziet oa bet gant Gwenola ; gevier a yoa bet dizac’het d’ezi, ne gave ket e Pariz betek-hen ar pez a yoa bet touet d’ezi e kavje. Mes, penaos dizrei d’ar gear ? Petra vije lavaret dre ar c’harter ma vije gwelet o tizrei da Gerheol goude tremen ken nebeut a amzer e Pariz ? An holl a c’hoarsje gwap d’ezi !… Nan, nan, an holl boaniou, ar maro kentoc’h eget an dismegans-se !

Setu eta Katellig e kambr an heol ! — Kaeroc’h e vije bet d’ezi beza e Kerheol Fouenan ! — Mont a ra eus an eil ti d'egile da c’houlen labour… Ped ti e c’haloupas evel-se ? Piou c’hoar ?…

En unan, (an ugenvet, marteze), e oe lavaret d’ezi sevel da c’horre an ti, great kudou d’ezi, ha lakeat da azeza ouz taol. Kinniget e oe bara, aman ha gwin d’ezi. Ne oe ket ezom d’he fedi da « jacha » warno, p’eo gwir e rea yun an nao stereden !

Siouaz ! en eun hostaleri fall oa kouezet hep gouzout d’ezi… Er stad m’en em gave, Katellig he divije asantet da n’eus fors petra… Hag asanti a reas da bep tra.

Paour kez Katellig !… Paour kez Bretonez !… Setu ankounac’heat da Zoue ganez !… N’anavezez mui hent an iliz !… Kovez, sakramanti, traou mat d’ar Vretoned, sklavourien ar veleien !!!…

Ha te, Katellig, sklavourez piou out-te deuet da veza ?… Ar Vretoned a heuilh o relijion dre garantez ha nan dre nerz… Ha goude, plac’h reuzeudik, pehini eus an daou sklavaj eo an enorapla, ma vijemp sklavouriene vel a leverez ?… Daoust ha mouget ec’h eus ker buhan-all mouez da goustians ?

Kenvroiz ker, savomp, mar kirit, d’ar c’halatrez dindan an doen, el leac’h ez a Katellig divezat noz da asten he izili morzet.

Pemp astach da zevel dre eun derez louz ha flearius a-benn en em gaout en toull el leac’h ma ’z eus frankiz a-walc’h d’eur gwele, d’eur gador ha d’eur valizen da lakaat an dilhad. Netra ken avat, rak pep tra-all a vefe a re…

An toull-ze a zo skerijennet gant eun tammig prenestr, eul « lukarn », toullet en doen. N’heller gwelet taken dreizan. An tamm toull kambr-ze a zo bero en hanv ha yen-sklas er goanv.

Me lavar d’eoc’h, Katellig a ra meur a zonj bemnoz a-raok mont en he gwele paour !

Petra eo beza diot ! Petra eo dizenti ouz tad ha mamm !


IX. — Buez direol


En eun hostaleri e tremen kalz tud.

Katellig na zaleas ket da ober anaoudegez gant meur a ganfard a deue bemdez d’he gwelet. Sevel a reas kaoz etrezo buhan a-walc’h, hag e rojont da gredi d’ar plac’h ez oant Bretoned eveldi.

Diwar neuze, pa veze echu he labour ganti, da lavaret eo wardro dek heur pe dek heur hanter, Katellig a yea da heul he « c’henvroiz d’ar bal ha me c’hoar da beleac’h…

Al lamponidi-ma a rea kudou da Gatellig, a fougee anezi, a rea jalantiz d’ezi ; hag hi, par d’ar vran a zo hano anezi er fablennou, a grede pep tra. Kavet he doa, emezi, eun tamm karantez a-berz gwir vignoned !!!…

Tri miz e chomas en hostaleri born-ze.

Ha setu, eun dervez, Katellig lakeat er meaz kempennik ; mes avat hep beza paet. Krosmol ha tousmac’h a reas, hogen, petra dalveze ?… Lavaret oe d’ezi gant an hostizez mont sioulik gant he hent pe ez ajed da gemenn d’ar c’homiser polis dont d’he destum. Ha Katellig a yeas adarre a di da di, a zor da zor da c’houlen labour…

Santez Anna venniget ! Pebeus buez !

Hag arabat eo d’eoc’h, kenvroiz ker, dont da sutal d’in emaon a-ratoz kaer o tenvallaat an daolen evit ober heuz d’eoc’h. Nan, nan, dare oun da doui, ma vefe ezom, eo kement-ma ar wirionez, e c’hoarvez evel-hen, ha gwasoc’h c’hoaz alies gant eur maread Bretoned, ha Bretonezed dreist-oll, a lavar kenavo d’ar parkeier evit mont da glask gounidegez vras d’ar c’heariou.

Holl gannaded (députeed) Breiz-Izel a c’hellfe dont ama da doui ganen n’em eus lavaret nemet ar wirionez penn-da-benn… Taolet em eus zoken eur vantel zu war meur a dra. N’eo ket mat kemeret eur vaz da weska al lec’hid gant an anvoez…

X. — En hospital.


Hag o skriva kement-ma e teue sonj d’in eus kanaouen Ar Yeodet :

Pa vo pellaet diouz he Breiz
Hag e Pariz dizanve,
Al labouriou kalet, direiz,
Eviti a vo mat tre ;
Evel eul loen hed he dervez,
Hep paouez hi a boanio…

Koll a rai ebars ar gêr vras
He zammig nerz, he yec’hed,
Hag ar pez ’zo gwasoc’h, siouaz !
He furnez hag he gened ;
Ne viro eus ar Vretonez
Netra nemet an hano !
Foei foei foei ! d’ar Barizianez
A ra mez da dud he Bro !


Mes, tavomp, ha deomp da welet e peleac’h ema hor c’henvroadez reuzeudik. Gwelloc’h eo d’eomp kaout truez outi eget he labeza a daoliou mein.

Heuilhomp anezi c’hoaz, p’eo gwir eo beo atao. Ya, beo eo, hogen, ne lavaran ket ec’h anavesfe he mamm anezi brema, ken distronket eo.

En eur c’hlanvdi (hospital) eo e kavomp Katellig, astennet war eur gwele a boan.

Souezet oc’h, n’eo ket gwir ? o kaout ar Vretonez yaouank flamm, leun a nerz hag a yec’hed, ar maro brema o vont da ober e breiz anezi… goude ken nebeut-all a amzer tremenet e Pariz !

Mat, kristenien, al labour dreist he galloud, re nebeut a vagadurez, an dizursiou, setu hep mar ar pez en deus debret he yec’hed. Er gear du-ze, e Kerheol, Katellig a yoa kustum da gaout pep tra reizet mat : kousket abret, savet mintin, prejou d’an hevelep heuriou, labour dioc’h ma c’helled ober, diskuiz da zul ha da c’houel, magadurez yac’h ha founnus kement hag ezom… E Pariz, netra eus an holl draou-ze ker ret koulskoude evit beva ervad !

Ha ne lavaran netra eus an dizursiou a ra muioc'h a zroug d’ar yec'hed eget ar gwasa klenvejou…

Eur zal vras, renkennadou hir a weleou gwenn enni, eun niveren (numéro) uz da bep hini. En eur gwele wardro ar c’hreiz e kavomp Katellig. Mes ama ne reer anezi nemet « ar 26 ». Laïkezed, strakelled yaouank faro an tamm anezo, a ya hag a deu eur wech an amzer dre ar gambr, o teuler evez dreist-oll ouz ar glanvourien o deus c’hoaz ar vedisined eun tamm fizianz da c’hellout savetei. Ar re-all, keazidi kondaonet hep dizro, ne vez ket, e kreiz ar prez, prederiet kement ganto… Emaint war an diribin, buhan e tiskennont… Ouz ar red, n’eus remed… Reolen eas da heuilh !!!…

Ar gwin da rei nerz, al leaz dre zien, hag an traou-all gourc’hemennet d’ar re glanv n’en em gavont ket atao betek enno… na d’an euriou merket… Ar renerien a jom alies berr o fri da zizoloi an holl mankou d’an dever.


XI. — Ar « 26 » o storlokat !


An infirmierezed a dremen e kuz kalz amzer o c’hoari pe o varvailhat en eur zal e leac’h ne deu nemet eun hekleo dister eus klemmou Katellig Kerheol, dilezet gant ar vedisined, ne c’hellont gant o holl gwiziegez kaout pare ebet eviti.

Eun nosvez, ar plac’h keaz a dremenas, hep gouzout dare da zen, hep beleg ivez eta, siouaz ! da walc’hi he ene, d’hen lakaat e doare vat da vont dirak ar Barner !… N'he doa gwelet na kar na par epad ar pemzek dez leun oa bet er c’hlanv-di.

N’eo ket en hevelep giz
E tremener en hor Breiz !
[3]

Antronoz, ar vedisined oc’h ober o zro vintin a welas dioc’htu oa maro, hag a lavaras meurbet dizeblant :

— Eur maro !

Enterret e oe ar paour kez Katellig hep kroaz na beleg, e bered Montmartre. Ma ’z afec’h di da glask he bez, ho pefe labour klask, ha c’hoaz n’her c’havfec’h ket, rak skrid ebet na lavarfe d’eoc’h piou a zo douaret el leac’h m’ema.

Ha setu petra c’hoarvez, siouaz ! gant eun darn vras eus ar merc’hed yaouank diwar ar meaz a ya da glask fortun da Bariz !


XII. — Eur gomz diveza da gloza.


Evidon-me a lavar hag a lavaro atao, rak ma vezo ar wirionez atao :


NETRA NA DALV VA BREIZ !


Nan, n’eo gwir ? netra na dalv ha netra na dalvo
Kornig douar hon tadou, Breiz-Izel, hor Mamm-Vro ?
Gened koz bepred nevez, da viken m’az karo,
Ha laouen me az meulo ken teui d’in ar maro.

Laromp eta, Kenvroiz, laromp gant levenez,
N’eus ket e mesk ar broiou ken din a garantez.

E Breiz-Izel oun ganet, ganti oun bet maget,
Hag enni eo, d’am maro, e vezin douaret.

Eno va c’housk a vezo gant va zud koz reisoc’h,
Eno me a c’hortozo deiz ar varn vras e peoc’h ;
Ha bemnoz, dre lanneier hag aochou Breiz-Izel,
Ene ar barz a gano c’hoaz meur a werz santel.

Klaoda ’r Prat
« Pluenzir »

  1. Ar Yeodet
  2. Ar Yeodet
  3. Diwar galleg Brizeux.