Mont d’an endalc’had

Chidiboutig

Eus Wikimammenn
Kroaz ar Vretoned, 1913




Eur marvailh neve gant Loeiz ar Floc’h

CHIDIBOUTIG

————


Chidiboutig a oa ganet en parrez Duot, damdost da Gallak. Ar paotrig d’e drizek vloaz a oa paotr yaouank a-walc’h : leun e oe a spered, eul lagad lemm en devoa, ha plijout a rae d’ezan ar merc’hed yaouank en e oad. Koulskoude, ma kare ar blijadur, an ebatou noz, n’oa ket gwall-droet d’al labour. Pa c’houlennas, eun devez, e dad digantan petore micher a blije ar muia d’ezan, e lavaras ne raje micher ebet, pe, ma raje unan bennak, e raje ar vicher a laer.

An tad n’entente ket kaout eur mab laer, ha gwelloc’h e vije bet gantan kas e vab d’ar vered evit e welet e-kreiz etre daou archer. Lakat a reas e Chidiboutig e ti eur goveller (eur marichal), evit ma vije desket da houarna treid ar c’hezeg diwar-dro. Ar paotr yaouank a yeas da di Fanch an Durkez da ziski e vicher.

Hogen, eun devez, eur gazeg koz, hag a oa krog an danaven enni, a labezas beg ar c’hrennard. Pelloc’h goude n’oa ket bet gwelet Chidiboutig o kregi e treid ar c’hezeg evit o houarna. A briz ebet n’ez aje da zelc’hel treid ar c’hezeg e ti Fanch an Durkez.

Neuze Chidiboutig koz a ordrenas d’e vab mont eus ar gêr da glask labour pe da ober ar pez a blijfe ar muia d’ezan. Ar paotr a yeas eus ti e dad, e zaoulagad beuzet gant an daerou, e gof goullo.

War an hent, damdost da Voulvriag, e welas tri masoner o sevel eur c’hraou nevez. Goulenn a reas outo eur gwenneg evit kaout bara.

— « Damet e vin, a laras unan anê ! Eur gwenneg ’zo mat da rei d’ar paour mac’hagnet, met da baotred yaouank ’giz d’it e ve pec’hed rei gwenneien. Sikour Pipi da zevel pri, hag ez pezo pemp gwenneg ha da goan pa deuy an noz. » —

Ar paotr a grogas d’al labour, met, siouaz, ne ouie stumm ebet da lakat an dorz pri war e benn na d’he diskarga e-tal ar vicherourien. Antronoz-vintin e savas tabut etre Pipi ha Chidiboutig, hag, evel just, ar paour kêz deskard a renkas plega d’e genseurt. Ar vicherourien a c’hoarze o welet ar paour kêz Chidiboutig leun e zilhad, e veg, e fri hag e zaoulagad a bri melen, stlapet outan gant Pipi.

Tec’het a rae ar c’hennard en eur ouela, o sonjal pegen fall e oa an dud en e vro. Ma n’oa ket a-raok gwall-youlet da labourat, breman e oa nebeutoc’h c’hoaz, hag outan e-unan e touas ne grogje mui en eur c’hlao.

Koulskoude, eul lunvez-vintin, an naon du krog ennan, ez eas en eun hostaleri da c’houlenn adarre eun tamm bara digant an hostizez, eur plac’h goz daoubleget. Houman, heb lavaret ger, a drouc’has eun tamm bara du d’ar paotr, hag a roas d’ezan daou aval melen-aour.

An hostiz a zigouezas war an taol hag a c’hourdrouzas e wreg, o lavaret d’ezi e eo gwelloc’h miret he bara da vaga he bugale vihan eget hen rei d’ar reder-bro-ze.

— Petra ’glaskez, kanfard, emean ? Perak n’en em roez ket d’al labour ? N’ez peus ket a vez, eur c’horf-den evel ma ’z out, o c’houlenn bara evel-se ? »

— « O klask labour emoun, eme ar paotr. »

— « Hag o pedi Doue evit ne gavi ket ! Petore labour a rez ? Pe seurt micher az peus ? »

— « Kaboser, boureller, mar kavit gwell. »

— « Ba ! me ’zo ive. Deus ! Labour ’zo evidoud. Va mab a zo nevez aet da zervija ar roue : te a rayo em zi e labour. Deus e krec’h ma welin ac’hanoud o labourat gant ar minaoued. »

Chidiboutig, tenval e benn, a bignas da heul e vestr neve, met, pa welas ar c’haboser koz labour ar c’hanfard, e voe laket founnus ar voutez d’ezan e traon e gein, ha graet e voe d’ezan diskenn an dereziou en eul lamm. Ar paotr koz, tizet, a voutas ar c’hrennard er-maez eus e di, hag ar wreg koz a redas gant he skuben war e lerc’h.

Setu ma oa Chidiboutig adarre bouc’hal distroad, dilabour war an hent bras !

Neuze e sonjas mont da dremen an noz er c’hoad tenval a wele dirazan. Doaniet e spered, e galon enkrezet, e sonje en e evurusted tremenet er gêr gwechall, pa oa krouadur bihan. Mont a rae goustadik er c’hoad ; dastum a rae deliou sec’h evit ober eur gwele blot da dremen an noz. Eun hordenn radenn velen en devoa diskolpet gant e zaouarn, evit ma vije uhel dindan e benn ha tomm d’e dreid.

Edo ar c’hrennard gourvezet en e wele yen pa glevas eur vouez o klemm tost d’ezan. Kemer a reas aon ; chacha a reas an deliou war e benn evit en em guzat mat en o mesk. Ne grede ket tenna e alan gant aon na vije klevet.

Koulskoude ar vouez a glemme muioc’h-mui, startoc’h-starta, krenvoc’h breman eget bremaïk. — « Sikour en hano Doue ! Sikour d’in ! » — Ar paotr ne finve ket evit kement-se ; aon en devoa ouz al laer, ouz al laeron marteze,

Koulskoude, a-benn eur pennad, ar c’hrennard a zonjas ennan e-unan e vije mat d’ezan mont da welet petra ’oa o hirvoudi en doare-ze en e gichen. Mar doa mouez eul laer eo a gleve, e lavarje d’ezan e vije hen ive eul laer yaouank, eur c’henseurt d’ezan, daou vignon oc’h ober ar memes micher.

Setu ma savas ar paotr ha ma ’z eas war-zu al lec’h ma kleve ar c’hlemmou. Petra welas ?… Eur plac’h koz daoubleget, astennet ganti he fevar ibilh war an douar skornet, ha ne c’halle mui sevel en he sao. Hirvoudi a rae, ar wrac’h koz ; hanter-zevel a rae en he sao, hag e koueze a-nevez d’an douar. Ar paotr yaouank a dosteas ouz ar vaouez koz, ha trumm he savas en he sao hag he lakeas war hent ar gêr. Eur pennadig goude ar gêzez koz a gouezas adarre a fardakleo d’an douar, en eur leuskel eur skrijaden spontus. Ar paotr a redas war he lerc’h, a zammas war e gein ar c’horf skornet, hag her c’hasas beteg eun ti mouded, a welas prestik war ribl ar c’hoad.

— « Aze eman va zi, a lavaras an hini goz, gant eur vouez glac’haret. Goulennit digor, ha va merc’h a deuio da zigeri d’eoc’h an nor.»

Ar paotr yaouank a c’halvas ha kerkent eun dimezell gwisket gant dilhad alaouret a deuas da zigeri an nor.

Strafilhet-oll o welet eun hevelep kened en e gichen, ar c’hrennard a deuas eur c’houezen yen war e dal. Aon en doa o vont en ti gant e zamm, rak ne ouie ket pelec’h ez ea.

Koulskoude, ar plac’h koant, leun a strink hag a alaourach, a c’hoarzas outan pa oa o vont el lochenn gant e zamm dibriz, hag ar mousc’hoarz karantezus-se a roas nerz d’e galon.

Mont a reas en ti, hag ar plac’h yaouank a vriatas he mamm-goz, he lakeas da azeza en eur gador vlot e-tal an tan. Ar plac’h koz a ’n em lakaas a-zevri da domma he izili skornet, ha, pa voe deut eun tamm buhez enno, e lavaras :

— « Ra vezo al lochen-man kement ha palez roue Bro-C’hall ! » —

Neuze, he daoulagad savet war-zu an dôenn zoul, e tiskrape gant he daouarn, e selle, heb ehan, ouz an dôenn valan. An ti a-bez a horjelle dre ma komze, dre ma tiskrape gant he daouarn drouk-livet. An treustou a strake, an douar a zigore, an dôenn a uhellae, ar mogeriou a bellae an eil diouz eben, hag an hini goz a zalc’he atao da zellet a-bann ouz an dôenn deut da veza eun dôenn mein glas eus ar re gaera…

(Da heuilh).

Loeiz ar Floc’h.

Eur marvailh neve gant Loeiz ar Floc’h

CHIDIBOUTIG

(Pennad diweza)
————


Diverradur ar pennad kenta : Chidiboutig, eur pôtr mat eus Kerne, a oa deut da fall gantan kement taol-esa en doa graet war ar micherou : labezet e oa bet gant eur gazeg koz e ti Fanch an Durkez, ar goveller, p’edo o terc’hel d’ezan treid ar c’hezeg d’o houarna ; gant ar vansounerien e oa bet stlapet pri outan, p’edo o sikour sevel pri ; e ti ar c’haboser ive n’oa ket bet kavet mat da labourat gant ar minaoued. Dilezet e-unan e-kreiz eur c’hoad, e saveta he buhez d’eur wrac’h koz ; digemeret eo ganti en he lochen e lec’h en em gav ive eur plac’h yaouank kaer evel an deiz : ar wrac’h hag a zo anezi eur zorzerez a vout war vuriou ha war treustou al lochig, a deu, en eun taol, da veza eur palez.

Chidiboutig a zo laket nec’het-bras

Pa voe deut al lochennig valan da veza ken bras ha ken kaer ha maner ar roue, ar wrac’h koz eiz-ugent vloaz a ehanas da ficha he diou vrec’h ha da ziskouez he dent hir evel dent eur rastel-aod.

Ar maner uhel, sklerijennet-kaer bremaik, a deu, en eun taol, da veza tenval-zac’h, ha Chidiboutig, estlamet, e holl izili o krena, ne wel dirakan nemet skeuden lugernus ar plac’h yaouank o korolli hag oc’h ober a bep seurt ardou. Gwech ar skeuden a veze livet e glas, gwech e ruz, gwech e gwenn-sin, met atao ar grouadurez kaer a c’hoarze ouz ar c’hrennard sabatuet, spouronnet gant an enkrez.

Eur c’hrougnaden eus a-berz ar wrac’h koz, hag ar maner a zo adarre sklerijennet e liou an tan. Ar plac’h yaouank neuze a azez e kichen ar Breizad, o vousc’houarzin outan.

Eur pennad goude, ar wrac’h koz a c’houlennas ouz Chidiboutig piou e oa-hen.

— « Chidiboutig eo va hano ; eus parouz Duot, tost da Gallak, oun. Skuiz oun o welet pegen fall eo an dud, hag em eus sonjet mont da redek bro, da glask an tamm bara a rankan da gaout evit beva. A-vreman em eus graet kalz micheriou, hag hini ebet anezo n’he deus karget va yalc’h nag a aour nag a arc’hant. P’ho klevis o klemm er c’hoad, e oan gourvezet en eur bern deliou. Va c’halon a lamme em c’hreiz : sonjal a raen er bleizi, er moc’h-gouez ; krena raen gant ar spont. Koulskoude, dre forz klevet ho klemmou truezus ec’h anavezis mouez eur plac’h, ha, rak-tal, dibreder, e savis eus a douez an deliou, prim evel eun tenn, evit gouzout petra a c’hoarveze gant an den a glemme evel-se. »

— « Va buhez ho peus savetaet d’in, paotr yaouank. Ra vezi trugarekaet gant va merc’h-vihan ha ganen ! Breman e roan d’it da zibab unan a zaou. Mar kerez, e timezi gant ar plac’h yaouank a zo dirakout, hag a zo mestrez war Enezen an Tenzoriou, ha kant mil lur bemde he deus da zibri. »

Ar plac’h yaouank neuze a bokas d’ezan hag a ganas eur zon a lakaje an êlez da dridal

— « Pe, mar kerez, a laras c’hoaz ar wrac’h koz, e roin d’it eur melezourig bihan, hag eun alc’houez aour. Gant ar melezour e c’halli rei d’an dud a gari ar stumm az pezo c’hoant da rei d’ezo. N’ez pezo nemet trei ar weren war-zu enno ha lavaret neuze ar c’homzou-man : « Ra deuio an den-ze da veza… » hag an dud a deuio da veza ar pez az pezo c’hoant. Gant an alc’houez aour e kavi, d’an 31 a viz genver, er bloaz a zeu, eun tenzor e-kreiz ar c’hoad bras a zo en Duot. An tenzor-ze a zo en douar pevar c’hant vloaz a zo, ha, d’an 31 a viz genver e savo diouz an douar el lec’h m’eman eur sklerijenn ruz-tan. Eno e toulli hag eno e kavi an tenzor, ha gant an alc’houez, e tigori an arc’h houarn her c’huz. Breman, gra da zonj ! »

Ar plac’h yaouank adarre a droc’has ouz ar paotr, hag a lavaras d’ezan he goulen da bried, e oa merzerez gant ar wrac’h koz dek vloaz a oa : « En hano Doue, emezi, goulen ac’hanoun hag e tenni eus ar boan eur verzerez yaouank. »

Chidiboutig a ra e vennoz hag a ya en e dro gant ar melezour

Koulskoude, Chidiboutig, nec’het-maro, sebezet-oll, a chomas eur pennad da zonjal.

Ne anaveze ket ar plac’h yaouank ha n’intente ket a-walc’h ar pez a lare outan, dre ma komze houman e galleg. Eur pennad goude, eta, e c’houlennas ar melezour hag an alc’houez, hag e lezas a gostez ar plac’h lugernus hag he c’hened dispar.

Houman a vriatas start ar Breizad, en eur c’hlebia e zioujod gant eur mor a zaerou c’houero. — « Kenavo, mignon, a lavaras-hi ; mont a ran adarre en eur punz a dan, da c’hortoz, ma teuio eun all kalonekoc’h evidout d’am zenna a boan ! » —

Ar wrac’h koz neuze a roas da Chidiboutig ar melezour hag an alc’houez, en eur lavaret d’ezan penaos en em gemeret ganto.

N’en devoa ket graet eul leo p’en em gavas gantan war an hent daou archer war loen.

En eur dremen, e sellent a-gorn, o-daou, ouz Chidiboutig, gwisket fall evel eur gailhen. Goulen a rejont outan dichek-kaer e baberiou. Chidiboutig n’en devoa tamm paper ebet, hag e oa an daou archer o vont d’e chadenna d’e gas d’ar bidouf. Neuze e teuas sonj d’ezan eus e velezour. Trei a reas anezan outo, en eur lavaret : « Ra zeuio an daou zen-man da veza daou varmouz ! »

Kerkent e voe daou aneval iskiz war gein an daou loen-kezeg. Ar re-man, o santout jestrou ar marmouzien war o c’hein a yeas gant an tanfoeltr. Pa digouezjont er vourc’h tosta, na strafuilet e voe an holl o welet an daou astrafer-man war gezeg an archerien !

N’oa ket c’hoaz kreisteiz p’en em gavas gant Chidiboutig daou vezvier, n’oa ket ledan a-walc’h an hent evito. Unan anezo a lammas gant ar paotr yaouank, o c’houlen « ar yalc’h pe ar vuhez ».

Kerkent Chidiboutig a droas e velezour ouz e enebour en eur lavaret : « Ra vezo ar mezvier-man henvel ouz eur pen-moc’h. » Ha raktal, ar mezvier, aet e pen-moc’h, en em lakeas da dec’het en eur wic’hal.

Koulskoude, Chidiboutig a zeuas naon d’ezan, rak treut e oa bet ar geusteren e ti ar vrac’h koz.

Mont a reas en eun ti war ribl an hent bras, da c’houlen eun tamm bara. Ar wreg, o welet ar paotr yaouank o c’houlen bara diganti, a dapas krog er skubelen, ha ganti da doull an nor. En eur rei eun taol d’ar paour diwar e benn, e lavaras : « Setu aze bara d’it, landrusen ! » Kerkent Chidiboutig a droas e velezour ouz ar plac’h kounnaret hag a lavaras : « Ra chomo stag he skubelen ouz kein ar wall-blac’h-ze ! »

Pelloc’h goude, ar vaouez a oa eur vez he gwelet gant he skubelen ouz he c’hein. An holl a chome da zellet outi a-bann, a c’hoarze d’ezi, he c’hemere evit eun diodez gant he skubelen, ken e voe leshanvet « Skubelennig » gant an dud diwar-dro.

An ozac’h eus an ti, pa deuas d’e lein, ha pa welas e pe stad e oa bet laket e wreg, a redas, e zaou vevel hag hen, da glask ar c’hanfard, an torfetour.

Ar mevel bras e gavas o tibri krampouez en eun ti, eur c’hard eur bale diouz ti Skubelennig. Ar mevel a grogas er paotr, e stlejas er-maez a-zibouez e vleo. Hogen, mestr an ti a ziframmas ar paour diouz daouarn e enebour. Kerkent Chidiboutig, leun-wad e fri hag e vuzellou gant an taoliou dorn bet digant ar mevel, a dennas eus e c’hodel ar melezour hag a lavaras, en eur e drei war-zu ar mevel :

— « Ra vezo chenchet an den-ze raktal en eur marc’h-chalbot ! » —

Kerkent eur marc’h yaouank ha ruz a voe war al leur.

Kemer a reas hent ti e vestr. Sabatuet-maro e voe Skubelennig o welet eur marc’h nevez o tont d’ezi, ne ouie ket eus a belec’h. Ar marc’h-paotr a gemeras en e veg troad ar skubelen stag ouz kein e vestrez, ha ganti en hent. Stlejet e oa bet ar plac’h paour war an hent bras, kouezet e oa bet diou wech e-touez ar vouilhen en henchou bihan, hag ar vatez vras he doa bet mil boan o tenna anezi eus tre dent ar marc’h.

Ar brud eus taoliou kaer Chidiboutig a redas buhan dre ar vro, ha poent e oa d’ezan chench gant aon na vije bet lazet a dennou fuzul pa vije o sonjal an nebeuta.

Dre-ze e sonjas mont war-zu e vro, war zu Duot. Bale a reas e-doug tri dervez ha taer nozvez.

Eur pardaezvez, ec’h en em gavas e ti ar c’haboser, pe an diprer mar deo gwell ganec’h, a daolas anezan er-maez eus e di a daoliou botou. Mont a reas e toull an nor da c’houlen an aluzen, eun tamm bara da derri e naon en hano Doue.

An diprer koz, lemm e lagad, e anavezas trumm, hag a c’houlennas outan ha pare e oa ar gouliou en e ziadre. Lavaret a reas d’ezan en em chacha, ma ne felle ket d’ezan tapout kemend-all.

Ar paotr a dec’has diouz toull an nor, e gof goullo. An diprer koz, droug ennan bepred, a yeas d’ezan, e vinaoued en e zorn, prest d’e sanka e reor e baotr-micher gwechall.

Chidiboutig neuze a lakas da bara e velezour war e vestr koz, en eur lavaret : « Ra vevo staget eur c’houezigell ouz pep morzed d’an den-man ! »

Kerkent diou c’houezigell reut a voe stag ouz divorzed an diprer koz. Eur vez e oa e welet o vale, ha ne c’helle mui azeza. Eun devez e lakas en e spered toulla an diou c’houezigell-ze gant e vinaoued. Neuze e tiredas ar gwad dioutan hag e oa bet darbet d’ezan mervel gant an diwada. Red e voe d’ezan gouzanv e ziou c’houezigell hag ober eur bragou ledan evit o c’huzat.

Eur pennad goude, e tigouezas gant ar vansounerien a stlapas d’ezan pri ouz e benn. E oant holl a-zevri o labourat ; o peurachui an ti e oant.

Eur c’hrennard, eun darbarer yaouank a baras e zaoulagad war Chidiboutig, hag en em lakas da c’hoapaat ar paotr. An darbarer all hag ar pevar mansoner a reas eveltan. Holl e youc’hent war ar paour kêz klasker-bara hag e taolent mein etrezek ennan.

Chidiboutig neure a baras e velezour ouz ar c’houec’h den, en eur lavaret « Ra vezo red d’an dud-ze teurel d’an traon kement maen a zo oc’h ober an ti-ze a-benn ma c’hellint dibri eun tamm boued pe kousket eur veraden. »

Kerkent ar mein a strake o koueza d’an douar an eil goude egile : hag ar vansounerien a c’houeze, a youc’he o stlepel ar mein-ze d’an douar. Mestr an ti a deuas d’o gourdrouz, met, kaer en devoa esa miret outo da ziskar ar mogeriou, poan gollet e oa d’ezan ! Dipitus e oa evitan gwelet freuza labour c’hraet, hag ez eas da c’houlen zikour e amezeien evit diarben an droug. Allaz ! ar bobl dud digouezet war al lec’h ne c’hellent ket stourm ouz ar vicherourien, rak kement den a c’hoantae da dostaat outo a veze war var e vuhez gant ar grizilhad mein o koueza war e benn : Daou zervez goude, ar peder moger ne reant nemet eur bern mein ha pri.

Chidiboutig en em gavas antronoz-vintin er gêr e ti e dad.

Mont a reas war an deiz da welet ar goveller, e vestr koz. Konta a reas d’ezan e vuhez, e drubuilhou abaoe an deiz ma tec’has dioutan evit mont da redek bro. Chom a reas en e di da zerc’hel treid ar c’hezeg, da c’hortoz an 31 a viz genver.

Chidiboutig o klask an tenzor kuzet e koad Duot

An deiz-se a levenez evitan a erruas prestik. Da genver an deiz-se e tigouez gouel ar wrac’h koz e Breiz-Izel. Pa deuas an noz, Chidiboutig a yeas e-unan er c’hoad bras : klask a reas ar c’hreiz hag e chomas en e zao, pa gavas d’ezan e tlie beza el lec’h merket gant ar wrac’h koz.

E gwirionez, war-dro dek eur hanter, e welas tost d’ezan eur sklerijen gaer, henvel ouz eun tantad tan, o tont eus an an douar.

Redek a reas betek an tantad-se. Gwelet a reas neuze spesou heuzus oc’h ober an dro d’an tan. Youc’hal a reant evel brini ; ar maeziou a dregerne gant o youc’hadennou skiltrus.

Koulskoude Chidiboutig a ranke beza en o zouez a-raok hanter-noz, pe e denzor a vije kollet evitan. Mont a reas, eta, betek an teuziou, e galon enkrezet. Pa voe gwelet o tont, diou wrac’h a grogas ennan, hen stlapas dreist an tan : koueza a reas etre divrec’h diou vrac’h all a oe en tu-all, hag ar re-man e stlapas en-dro d’an diou gentan.

Pa voe, en doare-re, tremenet dre zivrec’h an holl wrac’hed koz, e voe laket Chidiboutig da azeza e-tal an tan, ar gwrac’hed en-dro d’ezan.

— « Petra ’glaskez er c’hoad d’an eur-man, paotrig, a lavaras unan anezo e brezoneg sklêr ? »

— « Savetaet em eus he buhez d’eur vaouez koz, a oa du-hont pell ac’hann en eur c’hoad. Hi he deus lavaret d’in beza [d’an] 31 a viz genver e-kreiz ar c’hoad-man, hag e kavjen eun tenzor kuzet en douar dindan eur sklerijen gaer. Setu an deiz merket d’in ha setu me erruet. »

— « A-benn ma ’z pezo an tenzor a zo aze kuzet, ez peus daou dra da ober. Da genta, e ranki diskar al lochen sorset ma ’z out bet digemeret enni ; neuze e kavi ar punz, hag e ranki tenna er-maez anezan ar plac’h yaouank a teus dilezet. Kemer al liamm-man ; stag-hen ouz dor al lochen, hag ouz ar penn-all e stagi ar gazeg zu-man : Eun taol fust d’al loen hag an ti soul a zo en e boull ! Neuze e taoli penn al liamm er punz doun a weli e-tal al lochen, nemet e talc’hi ar penn ganez. Chacha ri er-maez, en doare-ze, ar plac’h yaouank lugernus a zo e-barz oc’h ober pinijen dek vloaz a zo. Digas anezi d’eomp aman a-benn an hanter-noz. Pign war gein ar gazeg-man, a ra

Dek leo bep lamm,
Ha kant leo bep bramm ;

hag hast founnus ober da gefridi. »

Pemp minuten goude, ar gazeg a oa e-tal al lochen, ugent leo diouz Duot. Chidiboutig a stagas al liamm ouz an nor. Kerkent ma voe staget ar penn-all ouz lost ar gazeg zu, houman a lammas en êr evel eul labouz, ha, kerkent ar Breizad a welas eur vogidell zu o tont eus an douar : al lochen a oa en he foull : kouezet e oa en islonk !

Trumm e kavas ar punz milliget. Teurel a reas ennan penn al liamm, ha diou vunuten goude ar plac’h yaouank skedus a vriate he mignon Chidiboutig. Pignat a rejont o-daou war ar gazeg zu hag e voent kentiz digouezet e koad Duot.

Goude beza graet eur pennad korolli e-tal an tan, ar gwrac’hed koz a nijas kuit. Chidiboutig a chomas da zellet ouz an tan o vervel. Kerkent ma voe maro e sankas eur vaz houarn en douar, e-kreiz al lec’h ma oa an tan.

Chidiboutig a deu e daol da vat gantan

Antronoz (an deiz war-lerc’h) e teuas gant eur c’harr bras, pevar loen outan, da gerc’hat an tenzor. Pevar den gouiziek, e-kreiz o brud, a doullas an douar ken na voent digouezet gant an arc’h houarn ma oa enni an tenzor. Pa voe gwelet, e voe staget outi diou fun nevez, ha trumm ar pevar loen kezeg he zennas er-maez eus an douar. Neuze e voe laket er c’harr ha treinet betek ti Chidiboutig.

An holl beziou aour a oa en arc’h n’o devoa talvoudegez ebet ken evit ar vro ; re goz e oant holl. Maer Duot a c’hourc’hemennas kas an tenzor da Bariz, hag e vije gouezet eno an dalvoudegez a oa en arc’h. Laouen e tistroas d’ar gêr ; pinvidik e oa breman, mar doa bet paour gwechall.

Koulskoude, ar Breizad a zelaouas e zimezell yaouank, a lavare d’ezan rei an holl vadou-ze d’e gerent ha da beorien ar barouz. Rei a reas kant mil lur d’e dad, peb a ugent mil lur d’e eontred, breudeur d’e dad ha d’e vamm. Prena reas douarou tro-war-dro gant ar peur-rest eus e aour, hag e roas ar garg d’e dad da feurmi an douarou-ze marc’had mat d’ar beorien eus ar barouz.

Neuze e kimiadas diouz e dad, diouz e amezeien goz hag e kuitaas Duot evit mont gant ar plac’h yaouank, a yoa e bried dek deiz a oa.

Mont a rejont o daou da chom da Enezen an Tenzoriou, c’houec'h mil leo diouz Duot. Eno, an daou bried o devoa peb a hanter-kant mil lur bemdez da zibri, heb bihanaat tamm o danvez.

Me a garje beza bet ganto !…

Loeiz ar Floc’h.

N’EUS KEN