Chanson nevez var sujet ar gonscrivet yaouank demeus ar blavez mil eis kant unec a tri-ugent

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche


Chanson nevez var sujet ar gonscrivet yaouank demeus ar blavez mil eis kant unec a tri-ugent.


skrivet gant François Ruppe




CHANSON NEVEZ

Var sujet ar gonscrivet yaouank demeus ar blaves mil eis cant unec ha tri-ugent

————


Domine potentissime da luminem mihi
Me o ped ta, va Doue, domp d’am sclerigenni
Evit ma hallin discleria va buez tremenet
Ac ar poaniou da bere, siouas: e zon sujet.

Digorit ho tiou scouarn, silaouit un den yaouank
Pehini neus quitted e vro, a blavez man present
Er blavez mil eis cant daouzec a tri-uguent,
Dar bemp varn-uguent a vis kerzu, vit rei doc’h da gompran

An deis-se deuz ar mintin, voa deut an ordrenanç
Da bartial dan dregon, evit ar republik Franç.
Cetu ar conscrivet yaouank, oll voa glaharet,
O clevet ar c’hellou-se, o c’hallon voa rannet.


Obliget da guitad, o c’herent, o mignonet,
O sadou, o mamou, o breudeur, o c’hoarezet,
Var ma feillen voa merket ar c’homzo cri ha cruel
« Punisset e vec’h mar vanket d’an appel ».

O velled ar c’homzou-se, va c’halon voa rannet,
Ann dour a zirede demeuz va daoulaguet.
Cetu me partiet, d’an dregont deuz ar mis.
Hirio mon e Mont Valerien, ust a guer a Baris.

Non quet aman va hunan, o souffri tourmancho
Pevar all a zo c’hoas, pere zo deus ma bro
Evar sujet da bere meus c’hoant da barlanta.
Car pevar soudard ezint, deus ar vaillanta.

Bemnos nom reunissomp, arog mont da gousket ;
Or c’hallon ra met unan, pa vemp reuniset ;
Neuse a barlantomp deus ar plijadurezo
A mizemp ebarz ar guer, gant or c’hamarado.

Pa iejom da bourmen, teue caus deus a vro.
Gant daelo on daou lagat e c’hlebem an encho,
Evel an durzunel kez, collet ganti e far
Pini nom dol da vervel, ractal var an douar.

Pa jonjan em zad, em mam, pere neuz va maguet
Hac ebars an ty eurus lec’h ma zon be ganet,
Neuze e ven scoet a disconsolasion,
Ac eguis eun toll lanç a dreus din ma c’hallon.

Pa teu ebars va memor, an amzer passeet,
Gant ma c’hamaradet ha ma c’hamaradezet,
Deus pere allaz !!! allaz !!! ezon separet hirio ;
Pelec’h e zeo et eta ar plijadurezo

Mump tanveet asambles, couls an nos vel an de :
Cetu ar pez a basse dre va speret bemde ;
Ma mestres, ma mestres, aman var ma chanson,
Me a num recommand d’oc’h, deuz a greiz va c’halon.

Sonjit bars an ini o car, pehin zo en arme,
Prest da vont en disesper, o c’hortos e gonge
Breman zo pevar bloas a voan en ho quichen,
Ac an deiz a hirio mon evar leign eun duchen.

Evar leign eur menze, en faç dar seiz amzer,
Ust ar guer capital Franç, mon o souffri miser.
Divar leign an duchen-man dolan vechou ma zello
Evar zu ma bro natal, mes netra ne vellon.

Nemet ar firmamant pehini zo ust or pen,
Ac an eol santel ra deomp ar sclerigen ;

Deuz an nos e velan c’hoaz ar loar ac ar sterret
Pere contemplom bemnos, arog mont da gousket,

Demeus sclerigen pere pa voan ebars ar vro
A profiten vit monet d’ober pourmenadenno.
Cetu aze souveniriou, a zo cri ha cruel ;
Bet truez eus o pugale, tadou, mamou santel.

Querent ha mignonnet, na houifec’h quet compren
Ar miseriou a souffromp aman var an duchen,
Da poaniou ar brassa ezer sujet bemde,
Obliget d’ober faction, coulz an noz evel an de,

Gant ar sac’h var o chouq, o fusil, o sabren
Ac evit nom reposi neus nemet eur planken
Henes a zo eur guele a zo yen ha kalet
Evit reposi eur c’horf paour pehini ve scornet

O tont deus ober faction, dre ar glao pe an avel
A glever en pad an nos, dre ho tiou scouarn o yudel.
Mar vise lavaret din, breman a zo daou uguent mis
Vizem bet quen malheurus o tremen va youankis.

Ma mise pedet Doue da dori va flaneden ;
Mes pa zeo degoet guenin, e zeo ret din y douguen ;
Ac ebars fin va c’honge marteze vezo brezel.
Neuze neur vro estranjour, marteze vo ret mervel.
Sonjit ta tud yaouank, peguen trist ar maro,
Mervel da bemp bla varnuguen, e creis tan ar c’hanoniou.

Mar ia ar hellou dar guer da laret vin maro,
Laquet guenin, me o ped, eun nebeud pedenno,
Ha neuze ebars ar vro, evel e ma ar c’his
C’houllan guenoc’h eur Bater, pe an De profundis.

Mont a ran, va mignonet, breman da echui.
Re glac’haret eo va c’halon vit gallout continui ;
Mes quent evit finissa, meus c’hoant da lavaret
Hano ar pevar den yaouank, deus pere meus parlantet

Unan a zo e hano, Jacques Bourriquen
An eil demeus ane, e zo Even Gourlaouen
Isidor Maisonneuve, a Corentin Lagadec,
An hini diveza zo deuz Carais, an tri al deus Speyed.

Mar moc’h clasq gout a clevet piou neus gret ar chanson
Ma pars ar guer a Baris, rannet e zeo e galon,
Sergent-major e zeo, demeus ar blavez unec
E hano zo François Ruppe, demeus bourg Speyet.

Breman ar pemp asambles, or speret bars ar vro
A laromp dar Finister, quenavo !!! quenavo !!!

François RUPPE