Mont d’an endalc’had

Catechis an Escopty a Gemper

Eus Wikimammenn
Y.J.L. Derrien, [1815]



[Dornskrivet (pajenn-titl adsavet)]


Catechis


an Escopty a Guemper,


publiet


dre an Autrou’n Escop


P. Vt. Dombidau de Crouseilhes.


Guemper[sic]


1814


MANDAMANT


AN


AUTROU’N ESCOP A GUEMPER,


Pehini a ordren penaus ar C’hatechis bras ha bihan, e usaich oll Ilisou a Franç, na vezo mui desquet en e Escopty.


————


Per-Vincent DOMBIDAU-DE-CROUSEILHES, dre c’hraç Doue, ha dre autorite hon Tad Santel ar Pab, Escob a Guemper, d’an Dud a Ilis ha d’ar Bopl fidel eus hon Escopty : Salud Ha Benediction en hor Salver J. C.


————


HOR BREUDEUR QUER,


ANAVEZET hon eus penaus ar C’hatechis pehini a yoa bet proposet deomp gant e Eminanç ar C’hardinal Legat, ha pehini hon devoa recevet gant an oll Esquibien, pell da renta æssoch an instruction, en devoa-hi rentet difficiloc’h. Cals eus ar Bastoret respectapla eus hon Escopty o devoa adresset deomp represantationou quer just, ma en em broposemp da ober, er C’hatechis-ze, cenchamanchou considerabl.

Mæs goude beza græt var quement-se reflexionou c’hoas seriussoc’h, hon deveus songet penaus ar voyen-ze n’en divige quet an effet a zesiremp evit instruction an dud fidel ; penaus ar voyen ar surra da gaout un issu mad en objet-se eus hor sourci pastoral, oa receo ar C’hatechismou pere a voa bet publiet gant an Esquibien hor predecessoret evit ar c’hantoniou differant a bere ez eo composet hirio Escopty Quemper.

An dud divar ar mæz a gavo dre eno ar facilite da veza ar c’henta mistri a religion eus o bugale. Hor c’hen-oberourien respectabl, eus a bere al labour hac ar sourciou a so cals en tu-all d’o galloud, a recevo ivez ur soulageamant bras er loden-se quen important ha quer poannius eus o minister.

Evit ar raesonniou-se, hon deveus ordrenet ar pez a so aman varlerc’h :


Articl quenta.


Adalec an devez ma vezo bet publiet ar Mandamant-mâ eus hor perz, ar C’hatechis bras ha bian, evit usaich oll Ilisou Franç, na vezo mui desquet en hon Escopty.


Art. II.


Ar C’hatechismou o devoa hor predecessoret publiet evit Escoptyou Quemper, Leon ha Treguer, a vezo hepquen desquet hivisiquen en hon Escopty, quen er Parreziou, quen er Semineriou, er Scolaichou a bep renq, en Tyez a bantion, en Hospitaliou hac en Tyez a scol evit ar vugale eus an eil sex hac eguile.

Art. III.


An Autrou Derrien, hon Imprimêr e Quemper, hac an Autrou Ledan, hon Imprimêr e Montroulez, a autorisomp hepquen da imprima ha da zistribui : an Autrou Derrien, ar Chatechis gallec ha brezonec eus ar c’hanton Guemper, hac ar C’hatechis gallec eus ar c’hanton Leon ; hac an Autrou Ledan, ar C’hatechis brezonec eus ar c’hantoniou Leon ha Treguer.

Hac ar Mandamant-mâ a vezo lennet er Prôn eus an Oferen-bred, er Sul quenta goude ma vezo bet recevet.

Roet e Guemper, en unnecvet devez a vis Eaust 1814.

† P. V. Escop a Quemper.
Dre an Autrou’n Escop,
Le Clanche, Chalony Secretour.





CATECHIS.




AR C’HENTA CHABIST.


Var an Hano ha Merc ar C’hristen.


AR GUENTA QUENTEL.


Goulen. HA c’hui so Christen ?

Respont. Ya, dre c’hraç Doue.

G. Petra eo ur C’hristen ?

R. Un den badeet, pehini a gred hag a heul al Lezen Gristen.

G. Petra eo al Lezen Gristen ?

R. An hini so bet desquet deomp gant Jesus-Christ e-unan, pe gant e Ebestel, hac a so proposet deomp gant an Ilis.

G. Ha ret eo gout al Lezen Gristen ?

R. Ya, hag ar re so lezirec d’e zisqui, n’ellont quet bea salvet.

G. Ha pec’hi a ra ar vugale lezirec da zont er C’hatechis ?

R. Ya, pec’hi a reont, ha danger bras so evit o silvidiguez.

G. An Tadou ha Mammou hag-hi so obliget da zisqui al Lezen Gristen d’o bugale ? R. Ya, obliget int ; ha pec’hi a reont marvelamant, mar dint lezirec en un dever quen necesser.

G. Penaus e renquer asista er C’hatechis ?

R. Ret eo asista gant attantion, ha cahout bolonte da brofita eus ar pez a zesquer ennàn.




AN EIL GUENTEL.


G. PEhini eo Merc ar C’hristen ?

R. Sin ar Groas ; rac ma eo dre Sin ar Groas e tisqueus ar Gristenien int Disquibien Jesus-Christ maro var ar Groas.

G. Penaus e reer Sin ar Groas ?

R. O cass an dorn dehou d’an tal, goude d’an estomac, ac’hano d’ar scoa-glei, ha goude d’an hini dehou, o lavaret : En hano an Tad, hac ar Map, hac ar Speret-Santel. Evellen bezet grêt. Pe e Latin : In nomine Patris, et Filii, et Spiritûs Sancti. Amen.

G. Pe seurt vertuz ha nerz en deus Sin ar Groas ?

R. An nerz da gass an drouc-speret divar hon tro, da bellaat an tentationou, ha da denna bennos Doue varnomp ha var ar pez a reomp.

G. Pe-eur e renquer ober Sin ar Groas ? R. Ret eo ober Sin ar Groas gant devotion, da vintin pa ziuner, da nos pa zer da gousquet, e commançamant ar pedennou hac an actionou principala, pa ver tentet pe exposet da un danger bennac.





AN EIL CHABIST.
Eus a Zoue hac ar principala Misteriou eus ar Feiz.


Ar guenta Quentel.
Eus a Zoue hac e Berfectionou.


G. PEtra eo Doue ?

R. Ur Speret infinimant parfet, Crouer ha Mestr absolu da guement tra so.

G. Hag-èn so oc’hpenn un Doue ?

R. Salocraç n’eus nemet un Doue, ha n’all bea nemet unan.

G. Perac e leveret-hu eo Doue ur Speret ?

R. Rac n’en deus na corf, na liou, na figur, ha n’ell quet bea anaveet dre ar squianchou naturel.

G. Perac e leveret-hu eo Doue infinimant parfet ?

R. Rac m’en deus an oll perfeccionou, ha n’eus fin ebet deo.

G. Pere eo Perfeccionou Doue ? R. Setu amàn darn anezo : Doue so eternel, ema e peb lec’h, guelet a ra oll, crouet en deus quement tra so, hag o gouarn oll.

G. Perac e leveret-hu eo Doue éternel ?

R. Rac n’en deus bet biscoas commançamant, na birviquen n’en devezo fin.

G. Petra ententet-hu pa leveret ema Doue e peb lec’h ?

R. Me entend ema Doue en En, en douar, hag e quement lec’h so.

G. Petra ententet-hu pa leveret e vêl Doue peb tra ?

R. Me entent e vêl assambles quement tra so bet, a so, hac a vezo ; hag e vêl en hor c’halonou ar sonjou muya cuzet.

G. Perac e leveret-hu en deus Doue crouet pep tra ?

R. Rac m’en deus grêt eus a netra an En, an Douar, ar C’horfou, ar Sperejou, quement tra a velomp , ha quement ne velomp quet.

G. Evit petra och-hu crouet gant Doue, ha laquet er bed ?

R. Evit e anaout, e garet, e servicha, ha gounit dre ar voyen-se ar vuhe eternel.

G. Perac e leveret-hu e c’houarn Doue pep tra ?

R. Rac ma eo Providanç Doue a gundu pep tra, ha ne arru netra nemet dre e volonte, pe dre e bermission.

G. Pere eo ar principala Misteriou eus ar Feiz ?

R. Mister an Dreindet, Mister Incarnacion , ha Mister ar Redempcion.




An Eil Guentel.
Var Mister an Dreindet.


G. PEtra eo Mister an Dreindet ?

R. Un Doue hepquen e tri Ferson, an Tad , ar Map, hag ar Speret-Santel.

G. An Tad hag-èn so Doue ?

R. Ya.

G. Ar Map hag-èn so Doue ?

R. Ya.

G. Ar Speret-Santel hag-èn so Doue ?

R. Ya.

G. Ha tri Doue int-hi ?

R. Salocraç, an tri Ferson-se ne dint nemet un Doue hepquen.

G. An Tad, ar Ma, hag ar Santel, hag-hi so ur memes Person ?

R. Salocraç, an Tad ne deo quet ar Map, ar Map ne deo quet ar Speret-Santel, hag ar Speret-Santel so distinguet eus an eil hag eguile.

G. An Tad hag-èn so brassoc’h, galloudoc’h pet cossoc’h evit ar Map pe ar Speret-Santel ?

R. Salocraç, tri Ferson an Dreindet so quer parfet an eil hag eguile, rac n’o deus o zri nemet ar memes Natur hag ar memes Divinite.




An Deirvet Quentel.
Var Mister an Incarnacion.


G. PEtra eo Mister an Incarnacion ?

R. Map Doue en em c’hret Den evit hon savetei.

G. Doue an Tad, hag-èn so en em c’hret Den ?

R. Salocraç.

G. Ar Speret-Santel hag-èn so en em c’hret Den ?

R. Salocraç ; Map Doue, hepquen, so en em c’hret Den evidomp.

G. Petra ententet-hu pa leveret en deus Map Doue en em c’hret Den ?

R. Me entent en deus quemeret ur C’horf hac un Ene henvel oc’h hon re, e coff ar Verc’hes Glorius Vari e Vam.

G. Penaus eo bet concevet Map Doue e coff ar Verc’hes Vari ?

R. Dre vertu ar Speret-Santel.

G. Penaus eo hanvet Map Doue en em c’hret Den ?

R. Jesus-Christ, pe Salver.

G. Jesus-Christ hag-èn so Doue ?

R. Ya.

G. Jesus-Christ hag-èn so Den ?

R. Ya.

G. Jesus-Christ eta so Doue ha Den assambles ?

R. Ya, Jesus-Christ so Doue ha Den assambles, rac m’en deus unisset en e Bersonaich e-unan natur Doue ha natur an Den.

G. Jesus-Christ evel Doue, da biou eff-èn Map ?

R. D’an Tad eternel.

G. Jesus-Christ evel Doue ha Den assambles, da biou c’hoas eff-èn Mab ?

R. D’ar Verc’hes Vari.

G. Ar Verc’hes Vari so eta e guirione Mam da Zoue ?

R. Ya, ar Verc’hes Vari so e guirione Mam da Zoue, rac ma eo Mam da Jesus-Christ pehini so guir Doue.




Ar Bedirvet Quentel.
Var Mister ar Redempcion.


G. PEtra eo Mister ar Redempcion ?

R. Jesus-Christ maro er Groas evit hon delivra eus a gaptivite ar pec’het, a boaniou an Ifern, hac evit merout deomp ar vuhe eternel.

G. Ha meritet hor boa-ni oll an Ifern ?

R. Ya, meritet hor boa ol an Ifern, abalamour da bec’het hon Tad quenta Adam.

G. Pe seurt pec’het en devoa grêt hon Tad quenta Adam ?

R. Disobeisset en devoa da Zoue, o tibri eus ar frouez en devoa difennet out-hàn.

G. Penaus Jesus-Christ en deus hor prenet-ni ?

R. Evel Den, en deus anduret evidomp, hac evel Doue, en deveus roet ur pris hep fin d’e boaniou.




AN TREDE CHABIST.
Var ar Credo, hanvet Simbolen an Ebestel.


AR GUENTA QUENTEL.

Articl quenta. Me gred e Doue, an Tad oll-galloudec, Crouer an En hac an Douar.


G. PEtra eo ar Gredo ?

R. Ur Reglen da ober profession eus ar Feiz pehini a zeu digant an Ebestel.

G. Pet articl so er Gredo ? R. Daouzec.

G. Leveret ar Gredo e Latin.

R. Credo in Deum... E fin ar C’hatechis.

G. Leverit-hi e Brezonec.

R. Me gred e Doue... E fin ar C’hatechis.

G. Pehini eo ar c’henta articl eus ar Gredo ?

R. Me gred e Doue an Tad oll-galloudec, Crouer an En hac an Douar.

G. Petra sinifi ar guer guenta-màn : Me gred ?

R. Da lavaret eo, assanti a ràn a speret ha a galon d’ar guirioneou so er Gredo.

G. Petra ententet-hu dre ar guer-mân : an Tad ?

R. Me entent penaus ar c’henta Pherson eus an Dreindet so hanvet Tad, rac m’en deus a viscoas ur Map quer parfet hac-èn e pep tra.

G. Petra sinifi ar chomsou-màn : Crouer an En hac an Douar ?

R. Ar c’homsou-ze a sinifi en deus grêt Doue eus a netra an En, an Douar, ha quement tra so (*).

(*) Le Catéchiste ajoutera ici par manière d’explication, que le Fils et le Saint-Esprit sont, aussi-bien que Dieu le Père, Tout-puissans et Créateurs. G. Pere so ar re barfeta eus a guement so bet crouet gant Doue ?

R. An Ælez hac an dud.




AN EIL QUENTEL.
Eus an Ælez hac eus an Drouc-Sperejou.


G. PEtra eo an Ælez ?

R. Sperejou pur crouet gant Doue evit ober ar pez a c’hourc’hemen.

G. Ha quendalc’het o deus-hi oll er stad a c’hraç e pehini oant bet crouet ?

R. Salocraç, darn aneo odeus quendalc’het, darn all so couet dre o orgouil.

G. Penaus e c’hanver ar re o deus dalc’het er stad a c’hraç ?

R. O henvel a rer an Ælez, an Ælez-mat.

G. Penaus e c’hanver an Ælez so couet eus ar stad a c’hraç ?

R. O henvel a rer an Drouc-Ælez, an Drouc-Sperejou, an Diaoulou.

G. Penaus so bet punisset an Drouc-Ælez ?

R. Doue en deus o chasseet eus an En, ha taulet en Ifern, e pehini e anduront poaniou eternel.

G. An Ælez-mat ha n’odeus-hi quet un dra bennac da ober en hor c’henver-ni ? R. Ya, roet en deus Doue da bep-hini ac’hanomp un Æl hanvet an Æl-mat, evit cahout sourci ac’hanomp.

G. Pe seurt sourci en deus hon Æl-mad ac’hanomp-ni ?

R. Pedi a ra evidomp, presanti a ra hon euvrou-mad da Zoue, hon difen a ra a enep an Drouc-sperejou hag hon dioual a ra en dangeriou.

G. Pehini so hon dever-ni e quever hon Æl-mad ?

R. Da guenta, bea anaoudec mat eus ar sourci en deus eus hor silvidiguez. D’an eil, e bedi gant fianç en hon ezomou. D’an drede, cahout aon da zisplijout dean dre ur pec’het bennac.




AN DEIRVET QUENTEL.
Eus an Den hag eus e Bec’het.


G. PEre eo an daou zen quenta so bet crouet gant Doue ?

R. Adam hac Eva, hanvet hon Tad hag hor Mam guenta, abalamour ma eo deut an oll dud eus aneo o daou.

G. Eus a betra en deus grêt Dous Corf an Den ?

R. Eus a zouar.

G. Eus a betra en deus grêt an Ene ? R. Eus a netra.

G. Pehini eo brassa enor e deus an Ene ?

R. Da vea bet crouet henvel oc’h Doue, da lavaret eo, abalamour ma eo ur Speret immortel, capabl da anaout ha da garet Doue.

G. E pe stad e crouas Doue Adam hag Eva ? R. En ur stad santel hag eürus eus a pebini e couezzont buhan dre o disobeissanç.

G. Piou o alias da zisobeissa da Zoue ?

R. An Drouc-Speret.




AR BEDIRVET QUENTEL.


Eil Articl. Me gred e Jesus-Christ e Vap unic hon Autrou.

Trede Articl. Pehini so bet concevet dre vertu ar Speret-Santel, ganet gant ar Verc’hes Vari.

Pevare Articl. En deus gouzanvet dindan Ponç-Pilat, so bet crucifiet, maro ha sebeliet.


G. PEtra eo Jesus-Christ ?

R. An eil Ferson eus an Dreindet, Map Doue en em c’hret Den evidomp.

G. Perac en hanvet-hu Map unic ? [N'heller ket tizhout skeudenn ar bajenn-mañ. Reizhet eo bet an destenn diwar skiant-vat.]

R. Rac n’eus nemet-ân a ve Vap da Zoue dre natur.

G. Petra ententet-hu dre ar gueriou-man ? Pehini so bet concevet dre vertu ar Speret-Santel ?

R. Me entend eo dre vertu ar Speret-Santel ê bet furmet Corf Jesus-Christ eus a pura Goat ar Verc’hes Vari.

G. Petra sinifi ar c’homsou-man : Ganet gant ar Verc’hes Vari ?

R. Da lavaret eo, ar Verc’hes Vari so chommet Guerc’hes, pa e deus ganet he Map, evel ma oa Guerc’hes pa e devoa e concevet.

G. Petra sinifi ar c’homsou-man : En deus gouzanvet dindan Ponç-Pilat ?

R. Da lavaret eo, Jesus-Christ so bet injuriet, scourgeet, curunet gant spern, ha staguet oc’h ur Groas en amser ma voa Ponç-Pilat Gouarneur e Judee.

G. Petra ententet-hu pa leveret eo maro Jesus-Christ ?

R. Me entent eo bet dispartiet e Ene dioc’h e Gorf, mæs Divinite hor Salver a voe bepret unisset ha gant e Gorf ha gant e Ene, en amser memes ma voa e Gorf hag e Ene dispartiet an eil dioc’h eguile.

G. Petra sinifi ar c’homsou-man : A so bet sebeliet. R. Ar c’homsou-se a sinifi e voe distaguet Corf Jesus-Christ dioc’h ar Groas, goude e varo, ha lequet en ur Be.




AR PEMPET QUENTEL.

Pempet Articl. So disquennet en Infernou, d’an trede deiz ressuscitet eus a varo da veo.

C’huec’hvet Articl. So pignet en En, aseet en tu-deou da Zoue an Tad oll-galloudec.

Seizvet Articl. Ac’hano e teui da varn ar re veo hag ar re varo.

Eizvet Articl. Me gred er Speret-Santel.


G. PEtra sinifi ar c’homsou-man : So disquennet en Infernou ?

R. Ar c’homsou-se a sinifi e tisquennas Ene hor Salver, goude ma voa bet dispartiet dioc’h e Gorf, el lec’h e pehini e repose Eneou an dud just, maro e graç Doue, abaoue commançamant ar bed.

G. Perac e tisquennas Ene Jesus-Christ el lec’h-se ?

R. Evit tenna ac’hano Eneou an dud just, hag o c’hundui d’ar Barados.

G. Petra ententet-hu dre ar c’homsou-mân : d’an trede deiz ressuscitet eus a varo da veo ? R. Me entend penaus Jesus-Christ da ben an trede de goude e varo, a unissas adarre e Ene gant e Gorf, hac e savas eus ar be leun a c’hloar.

G. Petra sinifi ar c’homsou-màn : So pignet en En ?

R. Ar c’homsou-ze a sinifi e pignas Jesus-Christ en En dre e vertu e-unan, daou-uguent de goude bea ressuscitet.

G. Petra ententet-hu dre ar geriou-màn : Azeet en tu-dehou da Zoue an Tad oll-galloudec ?

R. Da lavaret eo, Jesus-Christ evel Map da Zoue, so quer galloudec hac e Dad ; hac evel Den, en deus mui a c’hloar hac a c’halloud evit quement hini so crouet.

G. Petra sinifi ar c’homsou-man : Ac’hano e teui da varn ar re veo hac ar re varo ?

R. Da lavaret eo, da fin ar bed e vo guelet Jesus-Christ o tisquenn eus an En, evit barn an dud oll.

G. Petra ententet-hu dre ar c’homsou-màn : Ar re veo hac ar re varo ?

R. Me entend an oll dud varo quent deiz ar Varn, ha memes ar re a vo beo neuse, pere a varvo hac a ressuscito evit bea barnet. G. Disclcriet din ar c’homsou-màn : Me gred er Speret-Santel ?

R. Da lavaret eo, me gred eus un trede Person e Doue, hanvet ar Speret-Santel, pehini a zeu eus an Tad hac eus ar Map.




AR C’HUEC’HVET QUENTEL
.

Naovet Articl. Me greed an Ilis Santel Catholic.


G. PEtra eo an Ilis ?

R. Un assamble eus ar Gristenien fidel gouarnet gant hon Tad Santel ar Pap ha gant an Esquibien.

G. Digant piou o deus ar Pap hac an Esquibien ar galloud d’a [sic] chouarn an Ilis ?

R. Digant Jesus-Christ o deus ar galloud-ze, digant-tàn [sic], o deus e recevet, hac en e hano en exerçont.

G. An Ilis hac-hi e deus ur penn i[n]visibl, da lavaret eo, ur penn ne veler quet ?

R. Ya, an Ilis e deus ur penn invisibl ; pehini eo hor Salver Jesus-Christ.

G. An Ilis ha ne deus-hi quet ur penn visibl, da lavaret eo ur penn a aller da velet ?

R. Ya, hon Tad Santel ar Pab eo ar Pen visibl eus an Ilis.

G. Hac-èn so oc’hpen un Ilis ? R. Salocraç, n’eus nemet unan, hac an nep ne ma quet en Ilis-ze, n’ouffe quet bea salvet.

G. Pehini eo an Ilis-ze ?

R. An Ilis Catholic, Apostolic ha Romen.

G. Perac e leveret-hu eo an Ilis Catholic ?

R. Rac ma eo bet abaoue Jesus-Christ e pep amser, e pep bro, hag a beb seurt tud, hac e vezo bete fin ar bed.

G. Perac e leveret-hu eo an Ilis Apostolic ?

R. Rac ma talc’h mat d’ar Greden so bet desquet dei gant an Ebestel, ha ma eo gouarnet gant an Esquibien so deut dioc’h-tu, en eil goude eguile, abaoue an Ebestel bete bremàn.

G. An Ilis Catholic perac eff-hi hanvet Ilis Romen ?

R. Abalamour Ilis Rom so Mam an oll Ilisou, ar Penn hac ar Galon eus ar Greden gommun.

G. Hac an Ilis a ell fazia en ur poent bennac ?

R. Salocraç, an Ilis na ell quet fazia e poent ebet, rac m’en d’eus prometet Jesus-Christ chom bete fin ar bed gant e Ebestel ha gant an Esquibien var o lerc’h.




AR SEIZVET QUENTEL.

Naovet Articl. Communion ar Sent.

Decvet Articl. Remission ar Pec’hejou.

Unnecvet Articl. Resurreccion ar C’hic.

Daouzecvet Articl. Ar vuhe eternel.


G. PEtra ententet-hu dre Communion ar Sænt ?

R. Me entend eo commun etre ar Gristenien ar madou spirituel eus an Ilis.

G. Perac e hanvet ar Gommumion-ze : Communion ar Sænt ?

R. Rac ma eo an oll Gristenien galvet gant Doue evit bea Sænt, ha ma zint consacret da Zoue dre ar Vadiant.

G. Pere eo ar madou spirituel eus an Ilis ?

R. Ar Sacramanchou, an Ofern, Euvrou mat ar Gristenien, o Fedennou, ha Pedennou ar Sænt so en En.

G. Petra sinifi ar c’homsou-màn : Remission ar Pec’hejou ?

R. Ar c’homsou-ze a sinifi en deus roet Jesus-Christ d’e Ilis ar galloud da effaci pep seurt Pec’hejou dre ar Sacramanchou.

G. Petra sinifi an Articl-màn : Resurreccion ar C’hic ?

R. An Articl-ze a sinifi en em unisso da fin ar bed evit birviquen Eneou an dud varo gant ar c’horfou o deus bet var an douar.

G. Petra sinifi an Articl divea eus ar Gredo : Ar vuhe eternel ?

R. Da lavaret eo, goude ar Varn general, e vezo eürus eternelamant an dud just er Barados ; hag ar re gollet a vezo maleürus eternelamant en Ifern.




AR BEVARE CHABIST.
Var ar Sacramanchou.


AR GUENTA QUENTEL.
Var ar Sacramahchou e general.


G. PEtra eo ar Sacramant ?

R. Ur Sin sclær hag anat instituet gant hor Salver Jesus-Christ evit hor santifia.

G. Penaus e teu ar Sacramanchou d’hor santifia ?

R. Oc’h ober deomp bea participant e meritou Passion ha Maro Jesus-Christ.

G. Hag ur pec’het bras eo receo ar Sacramanchou hep bea disposet mat ?

R. Ya, ur sacrilech eo, da lavaret eo, e profaner un dra sacr.

G. Hag-en a aller receo alies ar Sacramanchou ? R. Ya, nemet ar Vadiant, ar Gonfirmacion hag an Urz, pere n’aller receo nemet ur vech, rac ma imprimont caracter.

G. Petra eo ar c’haracter-ze ?

R. Ur merc spirituel scrifet en Ene, pehini ne ell quet bea effacet, ha dre pehini omp consacret da Zoue en ur fæçon special.

G. Pet Sacramant-zo ?

R. Seiz : ar Vadiant, ar Gonfirmacion, Sacramant an Auter, ar Binigen, an Nouen, an Urz hag ar Briedelez.




AN EIL QUENTEL.
Var ar Vadiant.


G. PEtra eo ar Vadiant ?

R. Ur Sacramant eo pehini a effaç ar Pec’het original, hag hor gra bugale da Zoue ha d’an Ilis.

G. Da betra en em oblijomp-ni dre ar Vadiant ?

R. Da gredi e Jesus-Christ, ha da heulia e exemplou.

G. Da betra e renonçomp-ni en hor Badiant ?

R. D’an Drouc-Speret, d’e bombançou ha d’e euvrou. G. Petra eutentet-hu [sic] dre bombançou an Drouc-Speret ?

R. Me entend ar c’hustumou fall ha vaniteou ar bed.

G. Petra ententet-hu dre euvrou an Drouc-Speret  ?

R. Me entend an oll bec’hejou, ha quement tra a zoug d’ar pec’het.

G. Penaus e renquer rei ar Vadiant ?

R. Ret eo scuilla dour naturel var benn an hini a vadeer; hag an hini a scuill an dour a dle lavaret er memes amser : Me ha pade, en hano an Tad, ar Map, hag ar Speret-Santel.

G. Var pehini eus ar memprou e renquer scuilla an dour evit badea ?

R. Ret eo scuilla an dour var ar penn, pe ma na aller quet, var unàn eus ar principala memprou.

G. Ma ne douch an dour nemet oc’h bleo ar penn, pe oc’h an dillat, ha mat ê ar Vadiant ?

R. Salocras, ne ve quet mat ; ret eo e touche an dour oc’h crochen an hini a vadeer.

G. Ha necesser eo ar Vadiant evit bea salvet ?

R. Ya , necesser eo.

G. Piou a ell badea ? R. Pep den, quen goaset, quen merc’het, a ell badea e cas a necessite ; mæs pa ne ve quet necessite, ur Belec hepquen ha [sic] dle e ober.

G. Perac e roer ur Paëron hag ur Vaërones d’an hini a ve badeet ?

R. Evit ma teui ar Paëron hag ar Vaërones da gretaat evit o Fillor pe o Fillores, ha ma raïnt deo miret promessaou o Badiant.




AN DEIRVET QUENTEL.
Var ar Gonfirmacion.


G. PEtra eo ar Gonfirmacion ?

R. Ur Sacramant eo pehini a ro deomp ar Speret-Santel gant an abondanç eus e c’hraçou, evit hon renta Christenien barfet.

G. Penaus e ra-en Christenien barfet ac’hanomp ?

R. O creaat ennomp graç hor Badiant, hag o rei deomp nerz da anzao ar Feiz dirac an oll, memes gant danger hor buhe.

G. Pet seurd disposicionou so necesser evit receo erfat ar Gonfirmacion ?

R. Daou seurd so; darn evit ar c’horf, ha darn evit an ene.

G. Pet disposicion so evit ar c’horf ? R. Teir so. Ar guenta, bea var yun, mar be yac’h , ha mar be roet ar Gonfirmacion dioc’h ar mintin. An eil, bea guisquet deread , ba bea goalc’het an daouarn hag an tal. An detrvet, bea parfet ha modest.

G. Pet disposicion so evit an ene ?

R. Teir so. Ar guenta, gout erfat Misteriou ar Feiz, hag ar pez so necesser evit bea confirmet. An eil, cahout ur goustianç pur, da viana eus a bep pec’het marvel. An deirvet, renouveli promessaou ar Vadiant, ha cahout un desir bras da receo ar Speret-Santel.




AR BEDIRVET QUENTEL.
Var ar Gonfirmacion.


G. PEtra a ra an Escop pa ro ar Gonfirmacion ?

R. Da Guenta, ec’h asten e zaouarn var ar re a dle bea Confirmet, bag e ped ar Speret-Santel da zisquen varneo.

G. Hac ober a ra c’hoas an Escop un dra all bennac, pa ro deo ar Gonfirmacion ?

R. Ya , ober a ra Sin ar Groas, gant an Oleau sacr var o zal, ha rei deo ur façadic.

G. Evit petra e ra an Escop Sin ar Groas var dal ar re a ve confirmet ?

R. Evit disqui deo ne dleont quet cahout mez evit ansao ar Feiz ha Croas Jesus-Christ.

G. Perac e ro an Escop ur façadic d'ar re a ve confirmet ?

R. Evit o c’helen e tleont bea disposet da anduri pep seurt injuriou evit Feiz Jesus-Christ.

G. Ha ret eo clevet ar pedennou a lavar an Escop quent ha goude ar Gonfirmacion ?

R. Ya, ha chom en Ilis quen na vo goude ar Venediccion general a ro an Escop, ha goude bea lavaret assambles ganta ar Gredo, ar Bater hag an Ave Maria.

G. Petra dleomp-ni da ober goude bea recevet ar Gonfirmacion ?

R. Ret eo ober tri zra. Ar c’henta, trucarecaat Doue da vea bet an enor da receo ar Speret-Santel. An eil, adori ar Speret-Santel, hag e bedi da chom en hor c’halon. An drede, miret ur vodesti vras, ispicial en devez ma zomp bet confirmet ,ha cundui ur vuhe santeloc’h.




AR PEMPET QUENTEL.
Var Sacramant an Auter.


G. PEtra eo Sacramant an Auter ?

R. Ur Sacramant eo, e pehini e ma e guirione, Corf, Goad, Ene ha Divinite hor Salver Jesus-Christ dindan an apparançou eus a vara ha guin.

G. Corf Jesus-Christ e Sacramant an Auter hag-èn so ar memes Corf en devoa guechal var an douar, hag en deus bremàn en En ?

R. Ya, guir Corf Jesus-Christ eo, ar memes hini en devoa var an douar, hag en deus en En.

G. Petra ententet-hu dre ar Speçou pe an apparançou a vara ha guin ?

R. Me entend ar pez a anaveomp dre hor squianchou naturel, evel al Liou, ar Figur hag ar Vlas.

G. Ar Bara hag ar Guin hag-hi a chom dindan an apparançou ?

R. Salocraç, ar Bara hag ar Guin so senchet e Corf ha Goad hor Salver dre gomsou Jesus-Christ prononcet gant ar Belec en Oferen.

G. Ha neus nemet Corf Jesus-Christ dindan ar speç eus a vara, ha nemet e Oad dindan ar speç eus a Vin ?

R. Jesus-Christ a so oll dindan pep hini eus ar speçou, hag oll dindan pep parti eus ar speçou.

G. Perac leveret-hu ema Jesus-Christ oll dindan pep-hini eus ar speçou ?

R. Abalamour Jesus-Christ so eno leun a vuhe; hag evelse e Gorf, e Oad hag e Ene n’ellont quet bea dispartiet.

G. Pa dor ar Belec an Hosti consacret, ha terri a ra-en ive Corf Jesus-Christ ?

R. Salocraç, ne dor nemet an apparançou eus ar bara.




AR C’HUEC’HVET QUENTEL.
Var ar Gommunion.


G. PEre eo an disposicionou necesser evit communia erfat, da lavaret eo, evit receo erfat Sacramant an Auter ?

R. Daou seurd so; darn evit ar c’horf, ha darn evit an ene.

G. Pet disposicion so evit ar c’horf ?

R. Diou so dreist an oll.

G. Pehini eo ar guenta ?

R. Ret eo bea var yun, da lavaret eo, hep bea na debret nac efet abaoue anter-nos, nemet pa gommunier en ur c’hlenvet dangerus. G. Pehini eo an eil ?

R. Ret eo tostaat oc’h an Daul sacr gant brassa modesti, brassa devotion, ha brassa respet ma ellomp.

G. Pet disposition so evit an Ene ?

R. Teir so dreist pep tra. Ar guenta, gout erfat Misteriou al Lezen Gristen hac ar pez so necesser evit Sacramanti. An eil, cahout ur galon pur ha distag dioc’h pep pec’het, da viana dioc’h pep pec’het marvel. An deirvet, tostaat oc’h an Daul-Fasq gant Feiz, Esperanç, Carante hac humilite. An Actou-màn so e fin ar C’hatechis.

G. Ar re a zeu da gommunia gant ur pec’het marvel bennac, hac ur pec’het bras a reont-y ?

R. Ya, ur Sacrileich horrupl a reont, ober a reont a neve torfet Judas pehini a drahissas hor Salver, ha torfet ar Jusevien pere er c’hrucifias.




AR SEIZVET QUENTEL.
Var ar Gommunion.


G. PEtra renquer da ober goude ar Gommunion ?

R. Ret eo adori Jesus-Christ, e druga-recaat, en em offri dean, gouil out-han ar graçou eus a bere hon eus ezom, ha tremen gant devocion ar rest eus an deves ma hon eus communiet. An Actou-man so e fin ar C’hatechis.

G. Pere eo ar graçou a recevomp-ni dre ar Gommunion ?

R. Unissa a ra hon Ene gant Jesus-Christ, cresqui a ra ennomp graç Doue, ha diminui a ra an nerz eus hor goal inclinacion.

G. Da pe oad e tleer communia ?

R. D’an oad a zaouzec pe trizec vloa, mar caf ar Choëssour e ve mad an dra-se.

G. E pe amser eo ret da bep-hini communia ?

R. Ret eo communia da viana ur vech er bloas, da Basq, ha pa en em gaver e danger ar maro.

G. Ha mat eo communia alies ?

R. Ya, liessa ma eller dre avis ur C’hoëssour mat.

G. Petra a renquer da ober evit communia alies ?

R. Ret eo ober tri zra. Ar c’henta, ret eo beza hep pec’het marvel, ha caout ar galon distag dioc’h ar pec’het veniel. An eil, caout un desir bras da gommunia. An drede, derc’hel sujet ar pemp squiant naturel, trec’hi ar goal inclinacionou, ha pratiqua ar vertuziou christen.

G. Petra dle ur C’hrouadur da ober evit en em zisposi d'e Gommunion guenta ?

R. Da guenta, dont hep manc d’ar C’hatechis, bea parfet enna, ha chelaou piz. D’an eil, bea devotoc’h en Ilis ha fu-roc’h er guaer. D’an drede, ober ur Goëssion general, mar be aliet gant ar Gouëssour.




AN EIZVET QUENTEL.
Var an Ofern.


G. PEtra eo an Ofern ?

R. Ur Sacrifiç e pehini Jesus-Christ en em offr evidomp da Zoue e Dad, dre zaouarn ar Belec.

G. Sacrifiç ac Ofern hag-èn zo ar memes Sacrifiç evel hini ar Groas ?

R. Ya, rac ma eo ar memes Jesus-Christ en em offr evidomp da Zoue e Dad ; mæs cousgoude en ur fæçon dishenvel.

G. Hag offri a rer Sacrifiç an Ofern dar Verc’hes ha dar Sænt ?

R. Salocraç, ne offrer an Ofern nemet da Zoue hepquen.

G. Perac e rer en Oferen memor eus ar Verc’hes hag eus ar Sænt ?

R. Evit trugarecaat Doue eus ar graçou en deus roet deo, hag evit ma plijo gant-o pedi Doue evidomp assambles ganeomp.

G. Pere eo ar fautou a rer peur-liessa epad an Ofern ?

R. Coms en Ilis, bea diresped ha disonch.

G. E petra ispicial e renquer sonjal epad an Ofern ?

R. Ret eo offri Jesus-Christ da Zoue er memes intancionou ma en offr e-unan.

G. Pere eo an intancion-ze ?

R. Setu-hi amàn. Da guenta, da adori Doue; d’an eil, da satisfia d’e justiç evit hor pec’hejou; d’an drede, d’e drugarecaat eus e vadelezou; d’ar bevare , da c’houll out-han e c’hraçou.

G. E pttra c’hoas e c’haller sonjal epad an Ofern ?

R. Mat eo sonjal e Passion hag e maro Jesus-Christ.

G. Evit petra e offr an Ilis Sacrifiç an Ofern ?

R. Evit santifia ar re veo, hag evit soulagi an Anaoun.



AN NAOVET QUENTEL.

Var ar Binigen.


G. PEtra eo ar Binigen ?

R. Ur Sacramant eo dre pehini eo effacet ar pec’hejou commetet goude ar Vadiant.

G. Ha necesser eo ar Binigen evit bea salvet ?

R. Ya, d’ar re o deus grêt ur pec’het marvel bennac, goude o Badiant.

R. Ar re a dosta oc’h Sacrarnont ar Binigen, hag-hi a receo oll ar pardon eus o fechejou ?

R. Salocraç, mæs hepquen ar re a dosta gant an disposicionou ñecesser.

G. Petra renq pep-hini da ober evit receo erfat Sacramant ar Binigen ?

R. Pemp tra. Da guenta, examina e goustianç. D’an eil, cahout ur guir glac’har da vea offancet Doue. D’an drede, ober ur propos ferm n’en offanço mui. D’ar bevare, coës e oll pec’hejou da ur Belec approuvet. D’ar pempet, bea resolvet mat da satisfia da Zoue ha d’an Nessa.

G. Petra dleomp-ni da ober abars examina hor c’houstianç ?

R. Ret eo goull oc’h Doue ar c’hraç da anaout hor pec’hejou, ha sonjal erfat e petra hon eus offancet Doue abaoue hor C’hoëssion divea, dre sonjou, dre gomsou, dre oberou, ha dre vancamanchou.

G. Var petra e rencomp-ni en em examina ?

R. Var Gourc’hemennou Doue ha re an Ilis, var ar seiz Pec’het capital, ha var an deverou eus ar stad e pehini e vevomp.

G. E petra c’hoas eo ret sonjal evit ober mat an examin ?

R. Ret eo da pep-unan sonjal en e vacacion ordinal, en dud hag er plaçou en deus darempredet, en afferiou en deus bet, en e voal inclinacionou, hag en e voall accustumançou.

G. Pe seurt sourci a dleer da cahout oc’h examina e goustianç ?

R. A memes sourci evel a gustumer da gahout en afferiou a gonsecanç.

G. Penaus ec’h aller renta æssoc’h an examen-ze ?

R. Oc’h examina bemnos e goustianç abarz mont da gousquet.




AN DECVET QUENTEL.
Var ar Gontricion.


G. Pet parti so e Sacramant ar Binigen ?

R. Teir so. Ar Gontricion, ar Goëssion hag ar Satisfaccion.

G. Petra eo ar Gontricion ?

R. Ur glac’har er galon, hag ur gassoni oc’h ar pec’het commetet, gant ur propos ferm d’en hem viret oc’h ar pec’het en amser da zonet.

G. Pet condicion so necesser evit ur guir Gontricion ?

R. Pedir ; ar Gontricion a dle bea interior, surnaturel, souveren hag universel.

G. Petra ententet-hu pa leveret e tle ar Gontricion bea interior ?

R. Me entend e tle bea er galon ha non pas var bec an teod.

G. Petra ententet-hu dre ar Gontricion surnaturel ?

R. Me entend n’ellomp quet cahout ur guir glac’har nemet dre c’hraç ar Speret-Santel, hac ar glac’har-se a dle bea evit ur ræson bennac desquet deomp dre ar Feiz, evel ma eo, rac ma tisplich ar pec’het da Zoue, ha ma ra deomp coll ar Barados ha meritout an Ifern.

G. Petra ententet-hu dre ur Gontricion souveren ?

R. Me entend e tleomp cahout mui a c’hlac’har da vea offancet Doue, evit eus a quement drouc a ouffe arruout ganeomp.

G. Petra ententet-hu pa leveret e tle ar Gontricion bea Universel ?

R. Me fell din lavaret e tleomp cahout glac’har eus an oll pec’hejou, da viana, eur ar re varvel, hep excepti nicun.

G. Ha necesser eo ar Gontricion evit receo ar pardon eus ar pec’hejou ?

R. Ya, quen necesser eo ar Gontricion, n’aller quet hep-di receo e nep fæçon ar pardon eus ar pec’hejou.

G. Petra renquer da ober evit cahout ur guir Gontricion ?

R. Ret eo he Goull oc’h Doue, ha sonjal a barfetet er ræsoniou hag er guirioneou capabl d’ober deomp cahout ur guir g1ac’har.

G. Pere eo ar ræsoniou hag ar guirioneou capabl d’ober deomp cahout ur guir glac’har ?

R. Pedir brincipal zo. Da guenta, ar vadelez infinit eus an Autrou-Doue pehini hon eus offancet. D’an eil, carante Doue evidomp, hag hon ingrateri en e andret. D’an drede, Passion Jesus-Christ, eus a behini omp bet caus dre hor pec’hejou. D’ar pevare, an Ifern pehini hon eus meritet, hag ar Barados hon eus collet.




AN UNNECVET QUENTEL.
Var ar Gontricion.


G. PEtra eo ar propos ferm ?

R. Ur guir resolucion da vervel quent evit ober biquen ur pec’het marvel hepquen.

G. Penaus ellomp-ni anaout ha ni hon eus bet ur propos ferm d'en em viret oc’h ar pec’het en amser da zont ?

R. Ar guella merc eo, mar hon eus senchet buhe, ha quiteet an occasionou eus ar pec’het.

G. Ha ne dleomp-ni ober Actou a Gontricion nemet pa zeomp da goës ?

R. Alies e tleomp o ober, ispicial da nos ha da vintin, ha pa zeuomp da anaout hon eus offancet Doue.

G. Grêt un Act a Gontricion ?

R. Ma Doue, cueus [sic] am eus da vea hoc’h offancet, abalamour ma oc’h mat, ma veritet bea caret, ha ma tisplich deoc’h ar pec’het. Ho pedi a ran dre veritou JesusChrist d’am pardoni. Me bromet, gant sicour ho craç, n’hoc’h offancin birviquen mui (pa ne ver quet o coës, e coëssaïn quenta ma hillin), hag e rin pinigen.




AN DAOUZECVET QUENTEL.
Var ar Goëssion.


G. PEtra eo ar Goëssion ?

R. Un accusacion pehini a reomp eus hon oll bec’hejou d’ur Belec approuvet, evit cahout an absolven aneo.

G. Ma teu un den, gant e anaoudegues, da guzet ur pech’et marvel oc’h e Goëssour, pe mar en deffe e ancoët, defaut n’en deus examinet mat e goustianç, hag-en a raë ur Goëssion vat ?

R. Salocraç ur sacrileich a raë.

G. An hini en deffe grêt ar sacrileich-se, petra ve ret dean da ober ?

R. Ret e ve dean commanç a neve ar Goëssion-ze, hag ar re en deus grêt goude, ha coës oc’hpenn ar sacrileich en deffe grêt.

G. Ar re o deus en hem examinet mat, hag o deus cousgoude ancoët ur pec’het grevus bennac en o C’hoëssion, da betra int-hi obliget ?

R. Obliget int da goës ar pec’het-ze. G. Ha-ni a dle cahout aoun da lavaret hon oll bechejou d’ar C’hoëssoret ?

R. Salocraç ; rac n’ellont quet disculia ar Goëssion didan boan da goueza etre daouarn justiç Doue, hag hini ar bed.




AN DRIZECVET QUENTEL.
Var ar Goëssion.


G. PEtra rencomp ni da ober pa vemp e quichen treid ur C’hoessour ?

R. Ret eo ober Sin ar Groas, ha lavaret d’ar Belec : Roët din, ma Zad , ho penediccion, abalamour m’am eus pec’het.

G. Petra rencomp-ni da ober p’en deus roët ar Belec ar Venediccion deomp ?

R. Ret eo lavaret ar Gonfiteor bete meâ culpâ, discleria pegueit so abaoue hor C’hoëssion divea, lavaret ha ni hon eus bet an absolven, ha grêt hor pinigen.

G. Petra hon eus-ni da ober goude-se ?

R. Ret eo discleria gant lealdet, da viana an oll bec’hejou marvel eus a bere hon eus sonch, an niver aneo hac ar circonstançou principala.

G. Petra dleomp-ni da ober goude bea discleriet hor pechejou ?

R. Ret eo achui ar Gonfiteor, chelaou gant respet avisou mad ar Choëssour, ha receo gant humilite ar binigen a ro deomp.

G. Petra a rencomp-ni da ober pa ro ar Choëssour an absolven deomp ?

R. Ret eo he receo gant un humilite vras, hac ober un Act a Gontrition.

G. Pa ve lavret deomp gortos, penaus e tleomp-ni en em prepari evit receo an absolven ?

R. Ret eo en em brepari, o veva e guir benitant, hac oc’h ober heb manc ebet ar pez en deus ordrenet hor C’hoëssour, pe hon aliet da ober.

G. Hac-èn zo mat ober ur Goëssion general ?

R. Ya, alies eo mat, hac aveichou eo necesser ober ur Goëssion general.




AR BEVARZECVET QUENTEL.
Var ar Satisfaccion.


G. PEtra zo ar Satisfaccion ?

R. Repari an injur hon eus grêt da Zoue ha d’an Nessa.

G. Ha rêt eo evit ober ur Goëssion vat, beza resolvet da satisfia da Zoue ?

R. Ya, anes ne recevomp quet ar pardon eus hor pec’hejou.

G. Goude m’hon eus recevet an absolven eus hor pechejou, ha ni so c’hoas obliget da satisfia da Zoue ?

R. Ya, rac petra bennac ma eo pardonet deomp ar boan eternel dre an absolven, e chom c’hoas peurvia ur boan temporel a rencomp da anduri er bed-màn pe er bed-all.

G. Dre pe seurt pinigennou ellomp-ni satisfia da Zoue ?

R. Dre ar Yun, ar Beden, an Alusen, ha dreist peb tra, dre ar Binigen ordrenet gant ar Choëssour.

G. Petra dleomp-ni da ober pa deu sonch deomp hon eus ancoët hor Pinigen ?

R. He ober a dleomp quer buhan ha ma teu sonch deomp, ha quenta ma ellomp.

G. Ha ni a ell satisfia da Zoue dre al labour, ar poaniou, ha trubuillou ar bed ?

R. Ya, mar o offromp da Zoue, ha mar o anduromp gant patiantet abalamour dezàn.

G. Hac aoualc’h eo satisfia da Zoue ?

R. Salocraç, ret eo c’hoas satisfia d’an Nessa, mar hon eus e offancet, o repari ar gaou hon eus gret outan en e gorf, en e vadou, pe en e henor.




AR PEMZECVET QUENTEL.
Var ar Satisfaccion.


G. HA-ni a ell satisfia da Zoue dre an Induljangou ?

R. Ya, satisfia a ellomp da Zoue dre an Induljançou.

G. Petra eo an Induljanç ?

R. Ar remission eus ar poaniou temporel a veritomp c’hoas evit hor pec’hejou, petra bennac ma int effacet.

G. Penaus e teu an Induljançou da rei ar remission eus ar boan temporel-se ?

R. Oc’h ober deomp beza participant e Satisfaccionou Jesus-Christ, e meritou ar Verc’hes hac ar Sænt.

G. Pa ro an Ilis Induljançou d’ar Gristenien, hac he intancion eo o dispanci da ober pinigen ?

R. Salocraç, n’ê quet intancion an Ilis dispanci e bugale da ober pinigen, mæs hepquen o sicour er pez n’ellont quet da ober.

G. Petra renquer da ober evit gounit an Induljançou ?

R. Ret eo caout ur guir glac’har eus e oll bec’hejou, hac ober oll quement so ordrenet gant an Ilis. G. An oll Gristenien hac-i a brofit eus an Induljançou an eil quement evel d’eguile ?

R. Salocraç, ne brofit pep-hini eus an Induljançou, nemet hervez e zisposicionou.




AR C’HEZECVET QUENTEL.
Var an Nouen.


G. PEtra eo Nouen ?

R. Ur Sacramant eo instituet gant hor Salver Jesus-Christ, evit soulajamant spirituel ha corporel an dud clan.

G. Pe seurt soulajamant spirituel a ro an Nouen d’an dud clan ?

R. Tri seurt. Ar c’henta, effaci a ra ar rest eus ar pec’hejou, hac ar pec’hejou memes, mar deus c’hoas unan bennac da effaci. An eil, rei a ra nerz henep tentacionou an drouc-speret, hac a enep ar spont eus ar maro. An drede, creaat a ra an den clan er Feiz, ha lacaat en e galon un desir hac un esperanç ferm da velet Doue.

G. Penaus e teu an Nouen da soulagi corf an den clan ?

R. O rei ar yec’het d’ar c’horf, mar be guell dirac Doue, da silvidiguez an ene.

G. Petra dle un den clan da ober evit en em zisposi da receo an Nouen ?

R. Coës a dle, mar ema e stad a bec’het marvel ha ma ne ell quet coës, ober un Act a Gontrition, desirout ha goull, mar guell, dre ur sin bennac an absolven.

G. E petra e tle sonjal, pa receo an Nouen

R. Da bedi a galon assambles gant an Ilis, da lacaat e fianç e madelez Doue, ha da c’houll pardon outàn eus ar pec’hejou en deus grêt dre ar memprou eus e gorf oc’h pere e toucher an Oleo Sacr.

G. Petra dle c’hoas an den clan da ober ?

R. Beza contant eus a volonte Doue, hac unissa e boan gant hini Jesus-Christ en e Bassion, er Jardin Olivet, ha var ar Groas.

G. Ar re so teo presant, petra dleont-i da ober ?

R. Pedi evit an den clàn, hac ober o sonch da veva e guir Gristenien evit cahout ur maro mat.

G. Ha ret eo gortos an amzer diveza evit beza Nouennet ?

R. Salocraç, aoualc’h eo beza goall glan; hac ar re a receo an Nouen gant anaoudeguez mat a receo mui a c’hraçou.




AR SEITECVET QUENTEL.
Var an Urz hac ar Briedelez.


G. PEtra eo an Urz ?

R. Ur Sacramant eo pehini a ro d’an dud a Ilis ar galloud da ober o c’harg, hag ar c’hraç d’e ober erfat.

G. Digant piou o deus bet an dud a Ilis ar galloud ?

R. Digant Jesus-Christ, pehini en deus e roet d’e Ebestel hac an Ebestel d’ar re-all.

G. Petra eo ar Briedelez ?

R. Ur Sacramant eo pehini a ro da zaou bried ar c’hraç da veva erfat er stad-ze, ha da vaga o bugale e doujanç Doue.

G. Pere eo an disposicionou necesser evit receo erfat ar Sacramant-màn ?

R. Teir brincipal-zo. Ar c’henta, bea galvet gant Doue evit ar stad-ze. An eil, bea e stad a c’hraç. An deirvet, cahout bolonte da servicha Doue er stad-ze, ober euvrou mat, ha miret ur vodesti bras.

G. Pere eo deverou daou Bried an eil e quenver eguile ?

R. Da guenta en em garet hac en em sicour en o ezomou. D’an eil, anduri gant paciantet an eil defautou eguile. D’an drede, rei d’o bugale un descadures christen. G. Ha neus quet ur stad-all parfetoc’h evit hini ar Briedelez ?

R. Eo, hini ar Guerc’hdet.




AR BEMPET CHABIST.
Var Gourc’hemennou Doue.



AR GUENTA QUENTEL.
Var Gourc’hemennou Doue e general.


G. HAc aoualc’h eo, evit bea salvet, bea badeet ha Credi e Jesus-Christ ?

R. Salocrag, ret eo c’hoas gout ha miret Gourc’hemennou Doue ha re an Ilis.

G. Pet Gourc’hemenn Doue so ?

R.Dec so. An tri guenta a verq ar pez a dleomp da Zoue, hac ar seiz-all ar pez a dleomp d’an Nessa.

G. Leveret Gourc’hemennou Doue ?

R. Un Doue hepquen a adori..... E fin ar Chatechis.




AN EIL GUENTEL.
Var ar Gourchemenn quenta.


Un Doue hepquen a adori,
Ha dreist pep tra oll a guiri.


G. PEtra ordren deomp-ni ar Gourc’hemenn quenta ?

R. Ordren a ra deomp adori un Doue hepquen, hac e garet dreist pep-tra.

G. Petra eo adori Doue ?

R. E enori hac e servicha evel hor C’hrouer hac hon Autrou souveren.

G. Ha ni so obliget da ober alies Actou a Adoracion ?

R. Ya, obliget omp da adori Doue alies, ha dre eno e tleomp commanç hor pedennou hac hon oll devocionou.

G. Grêt un Act a Adoracion.

R. Me hoc’h ador, ma Doue. Me hoc’h ene evit ma C’hrouer ha ma Mæstr souveren. C’hui hoc’h eus roët din quement mad am eus. O lacaat a ràn oll etre ho taouarn, hac en em offr a ràn ma-unan evit ho servicha e pep tra, hac epad ma buhe.

G. E pet fæçon e pec’her a enep an Adoracion so dleet da Zoue hepquen ?

R. E teir fæçon : dre Idolatri, dre defaut respet, ha dre supersticion.

G. Penaus e pec’her dre Idolatri ?

R. O renta da draou crouet an enor hac ar servich n’int dleet nemet da Zoue.

G. Penaus e pec’her dre defaut respet ?

R. O tisprisout pe oc’h ober goall usach eus an traou sacr, evel ma eo ar Sacramanchou, an Ilisou, ar Relegu, an Dour benniguet, an Imachou, etc.

G. Penaus e pec’her dre supersticion ?

R. O lacat e fianç e certen comsou pe traou inutil, n’int quet approuvet gant an Ilis.

G. Ar re en em servich eus a gomsou pe eus a draou-all pere n’o deus vertu ebet anezo o-unan, evit guellaat d’an dud pe d’al lonet, hac-hi a bec’h dre supersticion ?

R. Ya, pec’hi a reont dre supersticion, quercouls hac ar re a gred eus devesiou eürus ha maleürus, ar Sorcerien, ar Vagicianet, an Devinourien, hac ar re a c’houll cusul out-o.




AN DEIRVET QUENTEL.
Var ar Gourchemenn quenta.


G. HA difennet eo dre ar Gourc’hemenn quenta enori ar Sænt ?

R. Salocraç, rac ne adoromp quet ar Sænt, mæs hepquen o enori a reomp evel mignonet da Zoue.

G. Ha mat eo pedi ar Sænt ?

R. Ya, mat ha profitabl eo enori ar Sænt, abalamour ma c’houllont evidomp, hag assambles ganeomp , dre veritou Jesus-Christ, ar graçou eus a bere hon eus ezom.

G. Ha ne adorer quet ar Verc’hes ?

R. Salocraç, ne adorer nemet Doue hepquen. Brassoc’h enor cousgoude a renter d’ar Verc’hes evit d’ar Sænt, rac ma eo Mam da Jesus-Christ.

G. Ha permetet eo enori Relegou ar Sænt ?

R. Ya, abalamour Relegou ar Sænt zo ar rest precius eus a Gorfou pere so bet epad o buhe Templou ar Speret-Santel, hag a dle ressuscita leun a c’hloar.

G. Ha-ni a ell enori ar C’hroasiou hag Imachou ar Sænt ?

R. Ya, ur c’hustum mat ha devot eo o enori.

G. Perac e vouchomp-ni d’ar Groas, perac he zaludomp-ni hag en em tolomp-ni d’an daoulin dirazi ?

R. Abalamour ma represant Jesus-Christ crucifiet.

G. Perac e vouchomp-ni da Imachou ar Sænt, hag en em lequeomp var hon daoulln dirazo ?

R. Evit enori ar Sænt a represantont.




AR BEDIRVET QUENTEL.
Var an eil Gourchemenn.


Hep caus e Hano ne doui quet,
Nag ive netra eus ar bed.


G. PEtra a zifen Doue ouzomp-ni dre an eil Gourc’hemenn ?

R. Tri zra. Da guenta, touet hep ræson. D’an eil, blasphemi. D’an drede, ober goall bedennou.

G. Petra eo touet ?

R. Quemeret Doue, pe un dra bennac da dest eo guir ar pez a lavarer.

G. E pet fæçon e pec’her o touet ?

R. E teir feqon. Ar guenta eo touet a enep ar virione, ar pez so hanvet fals ledouet. An eil, touet gant guirionez, mæs hep necessite. An deirvet, touet ober drouc.

G. Ha permetet eo avechou touet ?

R. Ya, evel pa ra ar Barner sevel an dorn evit renta testeni d’ar virione.

G. Petra eo ar Blasphem ?

R. Ur goms injurius da Zoue, pe d’ar Sænt, pe d’an traou sacr. G. Petra ententet-hu dre ur goms injurius da Zoue ?

R. Me entend comsou injurius da Zoue, tamal dean un defaut bennac, evel lavaret : Doue so injust ; peautramant, nac’h unan bennac eus e berfeccionou, evel lavaret : Doue n’ê quet mat, n’en deus sourci ebet ac’hanomp, etc.

G. Ar Blasphem hag-èn so ur pec’het bras ?

R. Ya, ur pec’het grevus, ur pec’het milliguet, pehini a denn varnomp punicionou Doue ar re vrassa.

G. Petra eo drouc-pedi ?

G. Desirout dean e-unan pe d’e Nessa, un drouc bennac, evel ar maro, possession an drouc-speret, an daounacion eternel, etc.

G. Petra so ordrenet deomp-ni dre an eil Gourc’hemenn ?

R. Ordrenet eo ober ar pez hon eus prometet da Zoue dre veu.

G. Petra eo ober veu ?

R. Prometi da Zoue a barfetet, hag en em oblija da ober un dra vat bennac.

G. Ober veu, hag-èn so un dra a blich da Zoue ?

R. Ya, mæs arabat eo e ober re vuhan, nag hep avis.




AR PEMPET QUENTEL.
Var an drede Gourc’hemenn.


Miret a ri an oll Suliou.
Gant euvrou mat ha pedennou.


G. PEtra ordren Doue deomp-ni dre an drede Gourc’hemenn ?

R. Ordren a ra deomp santifia ar Sul, da lavaret eo, da guenta e tleomp implija an dei-se e servich Doue ; d’an eil, lezel al labourou ordinal.

G. Petra so ret da ober evit implija ar Sul e servich Doue ?

R. Ret eo dreist pep tra clevet an Ofern en dez-se, ha pec’het bras eo chom hep he c’hlevet.

G. Hac aoualc’h eo clevet un Ofern simpl evit santifia ar Sul ?

R. Salocraç, pep Christen mat a dle c’hoas assista, hervez e c’halloud, en Ofiçou a rer en e Barres, er Proniou, er Sermon, er C’hatechis , hag ober euvrou mat.

G. Penaus e vanquer liessa da santifia ar Sul ?

R. O chom hep mont d’an Ofiç divin, o tremen ar Sul e mesventiou, e c’hoariou, pe en ebatou all pere a sistro an dud dioc’h servich Doue. G. Pere eo al labourou so difennet da Sul ?

R. Al labourou a ra bemde an Devezourien hag ar Vicherourien evit gonit o boëd.

G. Piou eo ar re a bec’h a enep ar Gourc’hemen-màn ?

R. Ar re a labour o-unan, pe a laca babourat [sic] hep necessite hag hep permicion.




AR C’HUEC’HVET QUENTEL.
Var ar bevare Gourc’hemenn.


Da Dad, da Vam a enori,
Ha da vuhe a astenni.


G. DA betra omp-ni obliget dre bevare Gourc’hemenn ?

R. Obliget omp da garet hon Tad hag hor Mam, da zouguen resped deo, da senti out-o, ha d’o soulagi en o ezomou.

G. Pere eo ar vugale a vanq da garet o Zat hag o Mam ?

R. Ar re o deus cass out-o, ne fell quet deo beva gant-o, hag a gare o guelet maro.

G. Pere a vanc da senti oc’h o Zat hag oc’h o Mam ? R. Ar re o deus disprisanç evit-o, a ra goab aneo, hag a vrud o defautou.

G. Pere a vanq da senti oc’h o Zat hag oc’h o Mam ?

R. Ar re ne reont quet ar pez a ordrenont, pe n’er greont nemet gant desped hag en ur c’hrognal.

G. Pere a vang [sic] da soulagi [o] Zad hag o Mam ?

R. Ar re o dilez en o faourente pe en o c’hosni, pa ellont o sicour ; pe mar o sicouront, er rebech deo.

G. Pere e vanq choas da soulagi o Zat hag o Mam ?

R. Ar vugale n’o deus quet a sourci da lacat rei deo ar Sacramanchou, pa int goall glan, ha ne bedont quet evit-o goude o maro.

G. Pehini eo recompanç ar vugale a vir ar Gourc’hemenn-màn ?

R. Ar vuhe eternel, hag ur vuhe hir var an douar, mar servich d’o silvidiguez.

G. Pehini eo punicion ar vugale ne viront quet ar Gourc’hemenn-màn ?

R. Tenna var o fenn mallos o Zat hag o Mam, hag hini Doue.

G. Hag obliget eo ar vugale da senti oc’h Tad ha Mam, pa ordrenont traou a enep Lezen Doue ? R. Salocraç, en em escusi a dleont, ha senti oc’h Doue quent evit oc’h an dud.

G. Ha ne dle quet choas ar vugale enori o Lestat, o Lesvam, o Gouard, o Yontret ha Mouërebet, hag o C’herent all hervez o ouad hag o otorite ?

R. Ya, o enori a dleont.

G. Da betra omp-ni c’hoas obliget dre ar bevare Gourc’hemenn ?

R. Obliget omp da enori quement den en deus guir da gommandi deomp, quen tud a Ilis, quen tud ar bed, ha da senti out-o.




AR SEIZVET QUENTEL.
Var ar bevare Gourc’hemenn.


G. PEtra eo deverou an Tadou ha Mamou e quenver o bugale ?

R. Pemp so. Ar chenta, disqui pe lacat disqui deo ar guirioneou christen. An eil, o c’hourrija pa vancont, mæs dre gaër ha dre garante. An drede, rei exempl vat deo. Ar bevare, o maga hag o guisca herve o danve hag o stad. Ar bempet, cahout sourci da rei deo quellennadurez vat, ha da glasq deo, pa ellont, fortun dereat.

G. Pere eo pec’hejou ar Servicherien e quenver o Mestri hag o Mestreset.

R. Tri brincipal zo. Ar c’henta, mancout da cahout resped evito. An eil, mancout da senti out-o. An drede, mancout da ziouall o madou.

G. Pere eo deverou ar Mistri ha Mestreset e quenver o servicherien ?

R. Tri brincipal zo. Ar c’henta, cahout sourci ma vint desquet mat, ba ma vevint e guir Gristenien. An eil, o c’hourrija, hep bea re rust out-o. An drede, pea deo ar c’houmananchou so dlet deo herve Doue.




AR SEIZVET QUENTEL.
Var ar bempet Gourc’hemenn.


Mir ne lazi den er bed,
Nag a galon, nag a efet.


G. PEtra zifen Doue dre ar pempet Gourc’hemenn ?

R. Difen a ra laza an Nessa, pe en em laza e-unan ; ha memes difen a ra ar scandalou, an injuriou, ar gassoni, ober pe desirout drouc d’an Nessa.

G. Petra dleomp-ni da ober pa lavarer injuriou deomp ?

R. O anduri gant paciantet abalamour da Jesus-Christ. G. Da betra eo obliget ar re so cassoni etrezo ?

R. Obliget int d’en em bardoni, ha da veza a-unan quenta ma allint.

G. Petra so choas difennet dre ar Gourc’hemenn-man ?

R. Difennet eo lacat an Nessa da bec’hi dre goall-alliou ha goall exemplou, o lavaret pe oc’h ober dirazan un dra bennac zo caus pe occasion dezan da offanci Doue.

G. Hac ur pec’het bras eo ar goall exempl ? R. Ya, Jesus-Christ en deus lavaret mallos d’an hini a ro goall exempl.




AN NAOVET QUENTEL.
Var ar c’huec’hvet hac an naovet Gourc’hemenn.


6. Lubric na vezi nepret,
Didan boan da veza daonet.

7. Ne c’hoanta dre luxur pec’hi,
Nac e sonch vil n’en em bligi.


G. PEtra difen Doue dre an daou Gourc’hemenn-màn ?

R. Difen a ra ar c’homsou hac an traou dishonest, hac en ur guer, quement tra a denn d’al lubricite. G. Ha Doue ne zifen nemet ar c’homsou hac an traou dishonest ?

R. Difen a ra ive af sonjou hac an desirou vil.

G. Ar sonjou hac an desirou vil hac-hi so ato pec’het ?

R. Ya, mar quemerer plijadur enno, pe ma n[’]o chasseer pront, petra bennac ne rer quet ar pez a zezirer.

G. Pere eo an occasionnou a denn peurvuia d’al lubricite ?

R. Meur a hini so. Ar guenta, ar feneantis. An eil, compagnunez an dud libertin bac ar re a lavar comsou vil. An deirvet, re a zarempret etre goazet ha merc’het. Ar bedirvet, al leoriou fall, an dançou, hac ar guiscamanchou debordet.

G. Pere eo ar remejou evit en em ziouall dioc’h ar pec’het vil ?

R. Pevar brincipal so. Ar c’henta, lacat evez ouzomp hon-unan, ha suja hor pemp squiant, ispicial hon daoulagat. An eil, pedi Doue, coës, Sacramanti alies, ha beza devot d’ar Verc’hes. An drede, pellaat pront ar sonjou vil eus hor speret. Ar bevare, tec’het pront dioc’h an occasionou a denn d’ar pec’het vil-ze.




AN DECVET QUENTEL.
Var ar seizvet hac an decvet Gourc’hemenn.


7. En em ziouall dioc’h laeronci,
Na domach da c’hente na ri.

10. Madou re-all ne zesir quet,
Evit o c’haout hep guir erbet.


G. PEtra zifen Doue dre an daou Gourc'hemenn-màn ?

R. Difen a ra ober gaou oc’h an Nessa en e vadou, ha memes cahout c’hoant d’e ober.

G. E pet fæçon ec’h aller ober gaou oc’h an Nessa en e vadou ?

R. E teir fæçon. Da guenta, o laeres e vadou. D’an eil, oc’h o miret a enep e volonte. D’an drede, oc’h ober coll dezan.

G. Ar re o deus grêt gaou oc’h an Nessa en unan bennac eus an teir fæçon-se, da betra int-hi obliget ?

R. Da restitui ar pez o deus laëret pe viret, ha da repari ar gaou o deus grêt, quenta ma allint.

G. Ma ne aller quet anaout an hini a so grêt ganou [sic] ountâ, nag e Hiritourien, petra renquer da ober ? R. Ret eo goull cusul oc’h ur Choëssour goüiec, hac heulia e avis. G. Pa n’en deus un den nemet lod eus ar pez ma eo obliget da restitui, petra dle- -èn da ober ?

R. Restitui a dle ar pez en deus, ha cahout ur guir volonte da restitui an nemorand, quenta ma allo.

G. Ha pec’het eo presta archant var interest, da lavaret eo, presta gant condicion ma vo rentet deomp mui evit n’hon eus prestet ?

R. Ya, ur pec’het bras eo, pehini a oblich da restitui.

G. Hag aoualc’h eo, evit miret ar Gourc’hemen-màn, en em ziouall dioc’h laëronci ?

R. Salocraç, ret eo c’hoas rei an alusen d’ar Beurien, rac m’en deus gourc’hemennet Jesus-Christ e ober, ha gourdrouzet ma ne reomp quet.

G. Da betra omp-ni c’hoas obliget dre ar Gourc’hemen-màn ?

R. Obliget omp d’en em gontanti eus ar stad ma omp lequeet gant Doue, hep cahout avi oc’h hini ar re-all.




AN UNNECVET QUENTEL.
Var an eizvet Gourc’hemenn.


Na gueier, na fals testeni
Mir hirviquen ne liviri.


G. PEtra zifen Doue dra an Gourhc’hemenn- màn ?

R. Pemp tra : ar fals testeni, av gaou, an teodadou faus, drouc-preseg ha drouc sonjal.

G. Petra eo ar fals testeni ?

R. Renta testeni dirac ur Barner a enep ar virione.

G. An hini en deus douguet fals testeni, da eff-èn obliget ?

R. Obliget eo da zic’haoui e Nessa.

G. Petra eo ar Gaou ?

R. Coms a enep ar virione gant gouieguez.

G. Hac-èn so permetet ur vech bennac lavarer gueïer ?

R. Salocraç, guech ebed, pa ve memes evit savetei e vuhe.

G. Petra-eo an Teodadou faus ?

R. Tamal d’an Nessa ur faut n’en deus quet grêt.

G. Petra eo Drouc-prezec ?

R. Disolo fautou an Nessa d’ar re n’o anaveont quet, ha da bere ne d’ê quet necesser o rei da anaout.

G. Ar re o deus goal vrudet o Nessa dre o zeodadou faus pe dre o drouc-preseg , da betra int-ii obliget ?

R. Da repari e enor dre quement moyen ma ellont.

G. Ha permetet eo rei scouarn d’an teodou fall, ha quemeret plijadar och o c’hlevet ?

R. Salocraç, nep a chelaou un drouc-preseguer, so alies coupabl eus e bec’het.

G. Petta eo drouc-sonjal var an Nessa ?

R. Credi re vuhan en deus grêt un drouc-bennac.




AR C’HUEC’HVET CHABIST.
Var Gourchcmennou an Ilis.


AR GUENTA QUENTEL.


G. HAg aoualc’h eo, evit beza salvet, miret Gourc’hemennou Doue ?

R. Salocraç, ret eo miret c’hoas Gourc’hemennou an Ilis.

G. An Ilis hac hi a ell rei Gourc’hemennou deomp ?

R. Ya, Jesus-Christ en deus roet ar galloud-ze dezi, hac en deus ordrenet deomp senti out-hi.

G. Pet Gourc’hemenn en deus roet deomp-ni an Ilis ?

R. C’huec’h brincipal.

G. Leveret Gourc’hemennou an Ilis

R. Cleo devot a-ben-da-ben… E fin ar C’hateckis ?




AN EIL QUENTEL.
Var ar c’henta hac an eil Gourchemenn.



G. PEtra ordren deomp-ni an Ilis dre ar c’henta Gourc’hemenn : Cleo devot a-ben-da-ben, bep Sul, bep Gouel an Ofern ?

G. Ordren a ra clevet an Ofern a-ben-da-ben d’ar Suliou ha d’ar Goueliou Berz, gant attancion ha devocion.

G. Da be Ofern ispicial e fell d’an Ilis e zaëmp-ni d’ar Suliou ha d’ar Goueliou ?

R. Da Ofern ar Barres.

G. Evit petra e tleomp-ni mont da Ofern ar Barres ?

R. Evit tri zra principal. Ar c’henta, rac ma leverer Ofern ar Barres evit ar Barressionis. An eil, rac ma plich mui da Zoue ar pedennou commun a ra ar Barressionis etrezo, assambles gant o Ferson, An drede, rac ma eo en Ofern ar Barres e tesq peb hini an deverou christen dre ar Proniou hac an Instruccionou a rer eno.

G. Ar pennou e pep tieguez hac-hi so obliget da lacaat tud o zi da vont da Ofern ar Barres ?

R. Ya, obliget int, hervez o galloud, d’ober dezo mont oll d’ar Barres, pep-hini d’e dro, hervez intancionou an Ilis.




AN DEIRVET QUENTEL.
Var an drede hac ar beyare Gourc’hemen.


G. PEtra ordren an Ilis deomp-ni dre an drede Gourc’hemenn : Coës a ri viana ur veich er bloa hep nac’h netra ?

R. Ordren a ra deomp coës hor pec’hejou, da viana ur veich er bloa, gant an disposicionou necesser.

G. Da be oad eo obliget pep-hini da goës ?

R. Pa eo capabl da offanci Doue, ha da gaout anaoudeguez en deus e offancet, da lavaret eo, var dro seiz vloa.

G. Petra dleer da sonjal eus ar re ne goëssaont nemet ur veich er bloa.

R. En em lacaat a reont en danger d’ober goal Goëssionou, hac ur merc eo ez int lezirec en affer o silvidiguez. G. Da betra omp-ni obliget dre ar bevare Gourc’hemenn : Ha da Basq e Sacramanti ; Rac-ze e stad vad e vevi ?

R. Obliget omp da gommunia ur veich bep bloa epad ar pemzec-de basq gant an disposicionou necesser.

G. Pelec’h e renquerr communia da Basq ?

R. Pep-hini en e Llis-Barres, ma n’en deus permicion da gommunia e lec’h-all.

G. Penaus e c’hourdrous an Ilis punissa ar re ne gommuniont da Basq ?

R. Gourdroua a ra serri out-o dor an Ilis epad o buhe, ha refus dezo an douar binniguet goude o maro.




AR BEDIRVET QUENTEL.
Var ar bempet hac ar c’huec’hvet Gourc’hemenn.


G. DA betra omp-ni obliget dre ar bempet Gourc’hemmn : Yun a ri an Daouzec-Deïou, ar Choraïs, ar Vigilou ?

R. Obliget omp da yun ar C’horaïs, an Daouzec-Deïou, hac an de diaroc lod eus ar Goueliou.

G. Perac e deus gourc’hemennet an Ilis yun an Daouzec-Deïou ?

R. Da guenta, evit consacri da Zoue ar pevar amzer eus ar bloa, d’an eil, evit goul oc’h Doue Beleyen santel.

G. Perac e deus gourc’hemennet an Ilis yun an de diaroc lod eus ar Goueliou ?

R. Evit hon disposi dre ar binigen da santifia ar Goueliou-ze.

G. Perac e deus ordrenet an Ilis yun ar Choraïs ?

R. Evit ober evel hor Salver, pehini a yunas daou-uguent de, hac evit hon disposi da dremen Goueliou Pasq e doujanç Doue.

G. Piou so obliget da yun ?

R. Ar re so ur bloa varn-uguent fournis, nemet ur ræson vat o deffe.

G. Piou so dispancet gant an Ilis da yun ?

R. An dud clan, ar groague brases, ar maguereset, hac ar re o deus ul labour boanius ha necesser.

G. Ar re n’ellont quet ober ar yun het-a-het, da betra int-ii [sic] obliget ?

R. Obliget int d’e ober hervez o galloud.

G. Petra zifen an Ilis dre ar c’huec’hvet Gourc’hemenn : Na da Sadorn, na da Vener, Na zebri quic e nep amzer ?

R. Difen a ra dibri quic da Vener ha da Sadorn, hep necessite hac hep permicion.

G. Perac e reomp-ni vigil en daou zeves-ze ?

R. Evit enori Passion hac Enterramant hor Salver, hac evit en em zisposi dre ar binigen da santifia ar Sul.

G. Peseurt intancion a dleomp-ni da caout pa yunomp ha pa reomp vigil ?

R.Intancion da satisfia da Zoue evit hor pec’hejou.

G. Ha bras pec’het eo mancout da yun ha da ober vigil ?

R. Ya, nep a dorr ar Gourc’hemennou-ze n’ê quet dibec’h dirac Doue.




AR SEIZVET CHABIST.
Var ar Beden.


AR GUENTA QUENTEL.


G. PEtra eo pedi Doue ?

R. Sevel hor speret hac hor c’halon varzu Doue evit e adori ha goull outân e c’hraçou.

G. Ha ret eo pedi Doue ?

R. Ya, ar Beden so unan eus hon deverou principala.

G. Penaus e renquer pedi ?

R. Gant attancion, gant humilite, gant fianç ha pedi en hano Jesus-Christ, mar fell deomp e cleffe Doue oc’h hor pedennou. G. Peur e tleomp-ni pedi ?

R. Liessa ma ellomp; mæs dreist pep tra da vintin ha da nos, quent ha goude ar pred, pa vemp en Offern hac en Offiç Divin, ha pa vemp tentet da bec’hi.

G. Petra dleomp-ni da c’houll oc’h Doue er Beden ?

R. Ar pez so mat evit e c’hloar, hor silvidiguez hac hini an Nessa.

G. Ha ni a ell goull traou terrien, evel ur vuhe hir, ar yec’het, etc. ?

R. Ya, mar o goullomp en intancion vat, hac o lavaret a galon, mar deo ho polonte, ma Doue.




AN EIL GUENTEL.
Var ar Bater, hanvet Peden hor Salver.


G. PEhini eo ar gaëra hac an excellanta Peden ?

R. Ar Bater hanvet peden hor Salver ; rac ma eo hor Salver en deus-hi grêt.

G. Leveret ar Bater e Latin ?

R. Pater noster..... E fin ar Ch’atechis.

G. Leveret ar Bater e Brezonec ?

R. Hon Tad..... E fin ar C’hatechis.

G. Ha ret eo deomp-ni gout Bater el langach a ententomp ?

R, Ya, ret eo deomp e gout, hac e lavaret alies er fæçon-ze.

G. Perac e fell da Zoue te hanfemp hon Tad ?

R. Evit disqui deomp e tleomp caout ar memes fianç ennan evel en deus ur c’hraouadur en e Dad.

G. Perac e levromp-ni hon Tad, ha non pas ma Zad ?

R. Rac ma zomp oll breudeur, ha ma tleomp pedi an eil evit eguile.

G. Perac e leveromp-ni : Hon Tad pehini so en En, pa ema Doue e pep lec’h ?

R. Abalamour petra bennac ma ema Doue e pep lec’h, an En so evel an Tron eus e c’hloar.




AN DEIRVET QUENTEL.


G. PEt Goulen so er Bater ?

R. Seiz.

G. Petra c’houllomp-ni oc’h Doue dre ar c’homsou-màn : Hoc’h hano bezet santifiet ?

R. Goull a reomp ma vo anaveet, servichet hac adoret gant an oll, hac ispicial ganeomp-ni.

G. Petra choulennomp-ni dre ar chomsou-man : Roët deomp ho Rouantelez ?

R. Goull a reomp ma reno Doue ennomp er bed-màn dre e c’hraç, ha ma rei deomp rên gantâ en e c’hloar epad an eternite.

G. Petra choullomp-ni pa leveromp : Ho polonte bezet grêt en douar evel en En ?

R. Goull a reomp ar c’hraç d’ober bolonte Doue var an douar, evel ma ra an Ælez hac ar Sænt er Barados.

G. Petra e c’houllomp-ni dre ar c’homsou-màn : Roët deomp hirio hor bara pemdeziec ?

R. Goull a reomp quement so necesser bemde evit hor c’horf hac hon ene.

G. Petra c’houllomp-ni dre ar c’homsou-màn : Pardonnet deomp hon offançou ?

R. Goull a reomp oc’h Doue ar pardon eus hor pec’hejou, hag ar c’hraç d’ober guir binigen.

G. Petra e leveromp-ni goude-se : Evel ma pardonomp d’ar re o deus hon offancet ?

R. Evit digaç sonch deomp e tleomp pardoni d’ar re o deus hon offancet, mar fell deomp beza pardonet gant Doue.

G. Petra choullomp-ni dre ar c’homsou-màn : N’hon abandonnet quet d’an dentation ?

R. Goull a reomp oc’h Doue m’hon diouallo dioc’h an tentacionou, pe ma roï deomp ar c’hraç d’o zrec’hi. G. Petra sinifi ar seizvet goulen : Hon delivret a zrouc ?

R. Goulen a reomp oc’h Doue ma plijo ganta hon dilivra dioc’h pep seurt drouc, ispicial dioc’h ar pec’het hac an daounacion eternel.

G. Perac e leveromp-ni Amen, pe evelse bezet grêt ?

R. Evit disqueus ar fianç hon eus da receo dre veritou Jesus-Christ quement tra a c’houllomp oc’h Doue.




AR BEDIRVET QUENTEL.
Var an Ave Maria hanvet Salud an Æl.


G. GOude servicha Doue, pehini eo quenta dever ur C’hristen ?

R. Beza devot d’ar Verc’hes, rac ma eo Mam da Zoue, Rouanes an dud hac an Ælez, ha Santela hini so bet crouet gant Doue.

G. Pehini eo ar brincipala Peden a dleomp da ober evit enori ar Verc’hes ?

R. An Ave Maria, pehini so ur Beden composet eus a gomsou an Æl Gabriel, eus a gomsou Santes Elisabeth hac eus a gomsou an Ilis.

G. Leveret an Ave Maria e Latin ? R. Ave Maria.... E fin at C’hatechis.

G. Leveret an Ave Maria e Brezonec ?

R. Me ho salud.... E fin ar C’hatec’his.

G. Pere eo c’homsou an Æl Gabriel ?

R. Ar c’homsou a lavaras d’ar Verc’hes pa zisclerias dezi e vise Mam da Vap Doue. Me ho salud, Mari, leun a c’hraç, an Autrou Doue so gueneoc’h.

G. Pere eo comsou Santes Elizabeth ?

R. Ar c’homsou a lavaras d’ar Verc’hes pa e devoe an enor de receo en he zi. Beniguet oc’h dreist an oll Groaguez, ha beniguet eo ar C’hrouadur a zouguet.

G. Pere eo comsou an Ilis ?

R. Chetu hi aman. Santes Mari, Mam da Zoue, pedet evidomp pec’herien, bremàn hac en heur ar maro. Evellen bezet grêt.




AN EIZVET CHABIST.
Var ar Verrtuziou Theologal ha moral.


AR GENTA QUENTEL.
Var ar Feiz.


G. PEt Vertu Theologal so ?

R. Teir, ar Feiz, an Esperanç hac ar Garante.

G. Petra eo ar Feiz ? R. Un donæson digant Doue pehini a ra deomp cridi ferm an oll guirioneou proposet deomp gant an Ilis, rac ma eo Doue en deus-hi discleriet.

G. Ha necesser eo ar Feiz evit beza salvet ?

R. Ya, hep ar Feiz, n’ellomp na plijout da Zoue, na beza salvet.

G. Ha ni so obliget d’ober alies Actou a Feiz ?

R. Ya.

G. Gret un Act a Feiz.

R. Ma Doue, me gred ferm an oll Guirioneou hoc’h eus discleriet, hac a so proposet deomp gant an Ilis. Ho c’hredi a ràn, ma Doue, abalamour ma oc’h ar Virione memes, ha ne ellet nac en em drompla nac hon trompla.

G. E pet fæçon e pec’her a enep ar Feiz ?

R. E teir fæçon. Ar guenta eo mancout da gredi ur virione bennac proposet deomp gant an Ilis. An eil, difen gant aheurtamant ur fals greden control d’ar Feiz. An deirvet, doueti gant gouieguez var ur virione bennac eus ar Feiz, pe beza lezirec da zesqui ar Guirioneou necesser evit beza salvet.

G. Petra rencomp-ni da ober evit conservi ar Feiz ?

R. Ret eo ober tri zra. Ar c’henta, goull alies oc’h Doue ar c’hraç da guenderc’hel ha da greaat er Feiz. An eil, pellaat dioc’h ar re so capabl dre o goall gomsou da noasout d’hor Feiz. An drede, diouall ne lennemp Lêvriou capabl da rei deomp un douetanç bennac var ar Feiz.




AN EIL QUENTEL.
Var an Esperanç.


G. PEtra eo an Esperanç ?

R. Un donæson digant Doue pehini a ra deomp esperout, dre veritou Jesus-Christ, graçou Doue er bed-mân hac e Varados er bed-all.

G. Ha necesstr eo an Esperanç ?

R. Ya, hep an Esperanç, n’ellomp quet beza salvet.

G. Ha ni so obliget d’ober alies Actou a Esperanç ?

R. Ya.

G. Grêt un Act a Esperanç ?

R. Ma Doue, me esper digant ho madelez, dre veritou Jesus ma Salver, ho craçou er bed-màn, hac ho Parados er bed-all.

G. E pet fæçon e pec’her a henep an Esperanç ?

R. E diou fæçon, dre bresompcion ha dre zisesper. G. Petra eo [ar] Bresompcion ?

R. Ed em fiout re var madelez Doue, pe cahout re a fianç en e nerz e-unan.

G. Petra eo an Disesper ?

R. Coll esperanç da veza pardonet pe da veza salvet, ar pez a ra un injur vras da Zoue.




AN DEIRVET QUENTEL.
Var ar Garante.


G. PEtra eo ar Garante ?

R. Un donæson digant Doue pehini a ra deomp caret Doue dreist pep tra abalamour dezan e-unan, hac hon Nessa eveldomp hon-unan, abalamour da Zoue.

G. Petra eo caret Doue dreist pep-tra ?

R. E garet mui evit hor madou, hor c’herent, hor buhe, ha beza disposet da vervel quent evit e offanci.

G. Ha ni a ell beza salvet hep ar Garante ?

R. Salocraç, hep ar Garante n’ell den beza salvet.

G. Petra eo caret hon Nessa eveldomp hon-unan ?

R. Desirout ha procuri dezan, hervez hor galloud, ar memes mad evel deomp hon-unan. G. Piou eo hon Nessa ?

R. Quemest den so, memes hon adversourien.

G. Ha ni so obliget da garet hon adversourien ?

R. Ya, Jesus-Christ a gourc’hemenn deomp o c’haret, pedi evit-o, hac ober vad deo.

G. Ha ni dle ober alies Actou a Garante ?

R. Ya, ispicial da vintin, pa zavomp, da nos pa zeomp da gousquet, pa glevomp an Ofern, ha pa recevomp ur Sacramant bennac.

G. Gret un Act a Garante, quen evit Doue, quen evit an Nessa ?

R. Ma Doue, me ho car a greis ma c’halon, dreist quement tra so, abalamour ma oc’h infinimant mat ha dign da veza caret : me gar ive va Nessa eveldoun ma-unan abalamour deoc’h.




AR BEDIRVET QUENTEL.
Var ar Vertuziou moral.


G. Pere eo ar principala Vertuziou moral ?

R. Pedir eo : ar Brudanç, ar Justiç, an Nerz, hac an Temperanç.

G. Petra eo ar Brudanç ? R. Ur vertu eo dre pehini e reglemp hon actionou var ar pez so ræsonapla ha guella.

G. Petra eo ar Justiç ?

R. Ur Vertu eo pehini a ra deomp renta da bep-unan ar pez a ouzomp a apparchant ountan.

G. Petra eo an Nerz ?

R. Ur Vertu eo pehini a ra deomp ur gouraich ferm evit trec’hi an difficultèou a gaver o pratica ar mad, hac o veva herve Doue.

G. Petra eo an Temperanç ?

R. Ur Vertu eo pehini a ra deomp heul ur voderacion just e plijadurezou ar C’horf, ispicial en efa hac en dibri.

G. Ha n’eus quet c’hoas Vertuziou all necesser da ur C’hristen ?

R. Cals a so c’hoas a Vertuziou moral, evel ar Religion, an Humilite, an Douçder, ar Burete, ar Vodesti, ar Baorantet, etc.




AR PEMPET QUENTEL.
Var an Euvrou a Drugare.


G. HA ni so obliget d’ober Euvrou a Drugare ?

R. Ya, necesser eo evit beza salvet. G. Pet-seurt Euvrou a drugare so ?

R. Daou seurt ; darn evit an ene, ha darn evit ar c’horf.

G. Pet so evit an ene ?

R. Seiz.

1. Disqui ar re ignorant.
2. Corrigea ar re a fazi.
3. Rei cusul vad d’ar re o deus ezom.
4. Consoli ar re affliget.
5. Pardoni an injuriou.
6. Pedi evit hon adversourien.
7. Pedi evit ar re veo hac ar re varo.

G. Pet euvr a drugare so evit ar C’horf ?

R. Seiz.

1. Rei da zibri d’ar re o deus naon.
2. Rei da efa d’ar re o deus sec’het.
3. Guisca ar re noaz.
4. Logea ar beaurien hac an dud estren.
5. Bisita ar re glàn.
6. Dilivra pe gonsoli ar brisonerien.
7. Sebelia ar re varo.





AN NAOVET CHABIST.
Var ar Pec’hejou.


AR GUENTA QUENTEL.


G. PEtra eo ar pec’het ?

R. Un desobeissanç da Lesen Doue.

G. Pet seurt pec’hejou so ?

R. Daou seurt so ; ar pec’het original hac ar pec’het actuel.

G. Petra eo ar pec’het original ?

R. Ar pec’het a zeu ganeomp var an douar, hac eus a behini hon Tad quenta Adam en deus hon rentet coupabl.

G. Pe seurt drouc en deus tennet varnomp-ni ar pec’het original ?

R. An ignoranç, an inclinacion d’an drouc, miseriou ar vuhe-màn, hac an necessite da vervel.

G. Petra eo pec’het actuel ?

R. Ar pec’het a gometomp hon-unan dre hor volonte propr, goude an usach a ræson.

G. E pet fæçon e commeter ar pec’het actuel ?

R. E pemp fæçon. O sonjal, o tesirout, o lavaret pe oc’h ober an drouc, hac o lezel ar mad. G. Pet seurt Pec’het Actuel so ?

R. Daou seurt ; ar Pec’het Marvel hac ar pec’het Veniel.

G. Petra eo ar Pec’het Marvel ?

R. Ar Pec’het a ra deomp coll graç Doue ha meritout an Ifern.

G. Hac ur Pec’het Marvel hepquen verit an Ifern ?

R. Ya, unan hepquen.

G. Petra eo ar Pec’het Veniel ?

R. An hini hor yena e carante Doue, hac hon dispos d’ar pec’het marvel.

C. Pe seurt poaniou a verit ar Pec’het Veniel ?

R. Meritout a ra poaniou temporel, pere a rencomp da anduri er bed-màkn pe er bed-all.




AN EIL QUENTEL.
Var ar Pec’hejou Capital.


C. Pet Pec’het Capital so ?

R. Seiz.

G. Pere int-ii ?

R. Orgouil, Avariç, Luxur, Avi, Gourmandis, Coler ha Diegui.

G. Perac int-ii hanvet Capital ?

R. Abalamour pep-hini anezo so ar Penn eus a gals a bec’hejou-all. G. Petra eo an Orgouil ?

R. Un istim re vras evidomp hon-unan, pehini a ra deomp fiout re en hor galloud, disprisout ar re all, ha clasq sevel hueloc’h evit-o.

G. Petra eo an Avariç ?

R. Un desir direglet eus a vadou ar bed, ispicial eus an arc’hant.

G. Petra eo al Luxur ?

R. Ar pec’het vil pehini, hervez Sant Paul, ne dleffe quet beza hanvet etoues ar Gristenien.

G. Petra eo an Avi ?

R. Un dristidiguez eus a vad hon nessa, abalamour ma sonch deomp e vihana hon hini.

G. Petra eo ar Gourmandis ?

R. Un appetit direglet da zibri ha da efa.

G. Petra eo ar Goler ?

R. Ur valiç pront ha direglet, pehini hon laca da facha ha d’en em vengi.

G. Petra eo an Diegui ?

R. Un dic’houanteguez da servicha Doue, hac ul lezireguez d’ober e zever.





AN DECVET CHABIST
Var ar pevar Fin diveza eus an Den.


AR GUENTA QUENTEL.
Var ar Maro hac ar Varn.


G. PEhini eo ar guir voyen da bellaat dioc’h ar pec’het ?

R. Sonjal erfat er pevar fin diveza eus an den, pere eo ar Maro, ar Varn, ar barados hac an Ifern.

G. Petra eo ar Maro ?

R. An disparti etre ar c’horf hac an ene.

G. Hon eneou hac-ii a varvo ?

R. Salocraç, an eneou ne varvont quet.

G. Pelec’h e zaï hon ene goude ar maro ?

R. Comparissa a raï dirac Doue evit beza barnet var ar mad hac an drouc e do grêt, hac ar varn-ze a hanver ar varn particulier.

G. Oc’hpenn ar varn particulier ha ne vo quet ur varn general da fin ar bed ?

R. Ya, da fin ar bed e teui Jesus-Christ da varn an oll dud, evit disqueus e faç ar bed-oll gloar ar Sænt ha mæz ar bec’herien.




AN EIL QUENTEL.
Var ar Barados hac an Ifern.


G. PEtra eo ar Barados ?

R. Ur plaç leun a blijadurezou, e pehini ez eus un eürusdet eternel o velet hac o caret Doue.

G. Pere eo an dud a ya d’ar barados ?

R. Ar re n’o deus quet offancet Doue, pe o deus grêt pinigen goude beza e offancet.

G. Hac ar Sænt so er barados corf hac ene ?

R. O eneou so er barados, mæs o c’horfou ne daïnt d’y nemet goude ar varn diveza.

G. Perac e zaï o c’horfou d’ar barados ? R. Evit caout lod e gioar eternei o eneou, evel m’o deus bet lod var an douar en o finigen hac en euvrou mad.

G. Petra eo an Ifern ?

R. Ur plaç leun a dourmanchou, e pehini an drouc-sperejou hac an dud-fall a vo punisset epad an eternite.

G. Pere eo an dud a ya d’an Ifern ?

R. Ar re a varv e [s]tad a bec’het marvel.

G. Pe seurt poaniou a andurer en Ifern ?

R. Daou seurt ; poan ar speret ha poan ar c’horf. G. Petra eo poan ar speret ?

R. Da veza collet Doue ; Hac ar boan-ze eo ar vrassa eus an oll boaniou.

G. Petra eo poan ar c’horf ?

R. Da anduri quement-seurt poaniou so, ispicial da veza, losquet hep paoues.

G. An dud fall hac-ii so breman o lesqui c’horf hac ene ?

R. N'eus breman o lesqui nemet o ene, mæs goude ar Varn diveza e vo losquet ar c’horf quercouls hac an ene, hep confort nac esperanç ebet.

G. Perac e vo losquet corf an dud fall assambles gant an ene ?

R. P’en deus bet lod er pec’hejou var an douar, e tle cahout lod er poaniou an Ifern.




AN DEIRVET QUENTEL.
Var ar Purgator.


G. HAc an oll eneou, goude ar maro, a ya d’ar Barados pe d’an Ifern ?

R. Salocraç, cals a ya d’ar Purgator.

G. Petra eo ar Purgator.

R. Ur plaç leun a boaniou, e pehini eneou an dud just a beur-achu o finigen abarz mont d’ar Barados.

G. Pere eo an dud a ya d’ar Purgator ? R. Ar re n’o deus pec’het marvel ebet en heur ar maro, mæs n’o deus quet peur-satisfiet da justiç Doue.

G. Ha poaniou-bras a anduront-ii eno ?

R. Ya, o foaniou so bras, ha dreist oll boaniou ar bed-màn.

G. Hac-ii a ell beza soulaget en o foaniou ?

R. Ya, dre ar pedennou, an alusennou hac en euvrou mad a ra ar Gristenien var an douar, ispicial dre an Ofern, hac obliget omp dre garante d’o sicour.




AN UNNECVET CHABIST.
Var ar pez a rer bemde.


UR GUENTEL HEPQUEN.


G. PEhini eo ar voyen da guenderc’hel e dougeanç Doue ha da blijout dezan mui-oc’h-mui ?

R. Ober pep tra evit gloar Doue, memes an traou distera.

G. Och ober petra e fell deoc’h-hu cahout evelze merit bemde ?

R. Oc’h ober pep tra. O sevel dioc’h ar mintin, o labourat, o tibri, oc’h efa, o parlant, hac o cousquet. G. Petra dle ur C’hristen da ober pa zihun ?

R. Rei quer buhan e speret hac e galon da Zoue, o lavaret dezàn : me hoc’h ador, ma Doue, hac ho car a greis ma c’halon. Chetu me amàn evit ober ho polonte. Ha goude-ze e tle ober sin ar groas.

G. Petra dle en da ober goude beza guisquet e zillat ?

R. En em lacaat var e zaoulin , ha lavaret ar Beden dioc’h ar mintin… Er fin ar Chatechis.

G. Petra dle ur C’hristen da ober evit caout merit en e labour ?

R. Da guenta, offri e labour da Zoue abars e commanç. D’an eil, gouzaon, abalamour da Zoue, ar boan en deus en e labour. D’an drede, sonjal alies e Doue epad e labour.

G. Petra dle èn da ober evit caout merit o quemeret e brejou ?

R. Da guenta, o offri da Zoue. D’an eil, lavaret ar Benedicite ha graçou. D’an drede, mat e ve tremen hep un tam bennac a alfe da zibri.

G. Petra dle ur Christen da ober evit caout merit o parlant e compagnunez re-all ?

R. Da guenta, goull oc’h Doue ar c’hraç n’en offanço quet. D’an eil, dioual ne golle an amzer. D’an drede, pellaat dioc’h ar goal gompagnunezou. Da bevare, songeal alies e Doue.

G. Petra dle èn da ober da nos evit caout merit o cousquet ?

R. Da guenta, ober ar Beden dioc’h an nos, hac e ober gant tud an ty, mar be moyen. D’an eil, offri e gousquet da Zoue. D’an drede, quemeret dour biniguet, hac ober sin ar groas o vont en e vele. D’ar bevare, sonjal en un dra vat bennac, quen na zeui ar c’housquet dezân.





PEDENNOU
DIOC’H AR MINTIN,
A dle beza desquet d’ar vugale, evit beza lavaret assambles en Tieguezou.




† En hano an Tad, ar Map, hac ar Speret-Santel. Evellen bezet grêt.


Evit adori Doue.

M’Hoc’h ador, ma Doue, ma C’hrouer,
M’hoc’h ador, Jesus, ma Salver,
Hirio ha queit ha ma vevin,
Ho servicha humbl a fell din.

Evit trugarecaat Doue.

M’ho trugareca, ma Autrou,
Evit hoc’h oll madelezou,
D’am beza crouet, conservet,
Prenet , en Ilis recevet ;
Dam beza henos conservet,
Ha dioc’h pep peril diouallet.

Evit, en em offri da Zoue.

Quement a rin, a livirin,
A songin hac a andurin,
Offri a ràn da c’hloar Doue,
Dreizoc’h, Mari, Mam a drue.

Evit prometi beza fidel da Zoue.

Me a bromet en em viret,
Gant graç Doue, dioc’h pep pec’het,
Hac ohservi lesen Doue,
Evit plijout d’e Vajeste.

Evit goull graç Doue.

O ma Jesus, sellet ouzin,
Roet din ar pez a fell din,
Roet din ar c’hraç d’ho caret bepret,
Hac ar c’hraç n’hoc’h offancin quet.

Evit pedi ar Verc’hes.

Guerc’hes Vari, Mam biniguet,
Var ma maro ma sicoucet ;
Guerc’hes Vari, Mam da Zoue,
Ho pet true o’ch ma ene.

Evit pedi an Æl mat.

Ha c’hui, ma Æl mat, cannat Doue
Miret ma c’horf ha ma ene,
Ma miret oc’h an Drouc-Speret,
Ha dreist pep tra dioc’h pep pec’het.

Evit pedi ar Sant eus a behini e tougomp an hano.

Ma Faëron, ne veritan quet
Douguen an hano a zouguet ;
Cousgoude, pa m’eus an henor,
Ho pêt sourci eus ho fillor.

Ar Merc’het a lavaro.

Ma Maërones, ne veritan quet ;
Douguen an hano a zouguet ;
Mæs, me ho ped, ma Maërones
Ho pêt sonch eus ho fillores.


Evit pedi Jesus-Christ hac ar Sant da bere hon eus brassa devotion.

Jesus, Mari, ha Joseph, Anna, ha Joacim, Sant Miquel, ma Æl mat, Sant Per, sellet ouzin, Ma Faëron, Santes Barba, glorius Sant Caurintin,

Breman ha var ma maro ho pêt true ouzin.


Evit esperout e Doue ha goull outàn hon ezomou.

PAter noster, qui es in cœlis : sanctificetur nomen tuum. Adveniat regnum tuum. Fiat voluntas tua sicut in cœlo et in terrâ. Panem nostrum quotidianum da nobis hodiè. Et dimitte nobis debita nostra, sicut et nos dimittimus debitoribus nostris. Et ne nos inducas in tentationem. Sed libera nos à malo. Amen.

HOn Tàd, pehini so en En : hoc’h hano bezet santifiet. Roet deomp ho Rouantelez. Ho polonte bezet grêt en Douar evel en En. Roet deomp hirio hor bara pemdeziec. Ha pardonet deomp hon offançou, evel ma pardonomp da nep en deus hon offancet. Ha n’hon abandonet quet d’an dentation. Mas hon dilivret a zrouc. Evelse bezet grêt.


Evit pedi hac enori ar Verc’hes.

AVe Maria, gratia plena : Dominus tecum. Benedicta tu in mulieribus, et benedictus fructus ventris tui JESUS. Sancta Maria, Mater Dei, ora pro nobis peccatoribus nunc et in horâ mortis nostræ. Amen.

ME ho salud, Mari, leun a c’hraç : an Autrou so gueneoc’h. Biniguet oc’h dreits [sic] an oll groaguez, ha biniguet eo ar frouez eus ho Cof JESUS. Santes Mari, Mam da Zoue, pedet evidomp-ni pec’herien, breman hac en heur hor maro. Evellen bezet grét.


Evit credi a galon an oll articlou eus ar Feiz.

CRedo in Deum, Patrem omnrpotentem, Creatorem cœli et terræ. Et in Jesum-Christum, Filium ejus unicum, Dominum nostrum: qui conceptus est de Spiritu Sancto, natus ex Mariâ Virgine. Passus sub Pontio Pilato, crucifixus, mortuus et sepultus. Descendit ad inferos, tertiâ die resurrexit à mortuis. Ascendit ad cœlos, sedet ad dexteram Dei Patris omnipotentis. Indè venturus est judicare vivos et mortuos. Credo in Spiritum Sanctum, Sanctam Ecclesiam Catholicam, Sanctorum Communionem, Remissionem Peccatorum, Carnis Resurrectionem, Vitam aeternam. Amen.

ME gred e Doue an Tad oll-galloudec, Crouer an En hac an Douar, hac e Jesus-Christ e Vap-unic hon Autrou, pehini so bet concevet dre vertu ar Speret-Santel; ganet gant ar Verc’hes Vari. En deus gouzanvet dindan Ponç Pilat, zo bet crucifiet, maro ha sebeliet. So disquenet en Ifernou, d’an drede deis ressuscitet eus a varo da veo. So pignet en En, a so aseet en tu-deou da Zoue an Tad oll galloudec. Ac’hano e teui da varn ar re veo hac ar re varo. Me gred er Speret-Santel, an Ilis Santel Catholic, Communion ar Sænt, Remission ar pec’hejou, Resurreccion ar C’hic, ar Vuhe eternel. Evelse bezet grêt.


Evit goull pardon eus hor pechejou.

COnfiteor Deo omnipotenti, beatæ Mariæ semper Virgini, beato Michaeli archangelo, beato Joanni-Baptistæ, Sanctis Apostolis Petro et Paulo, et omnibus Sanctis, quia peccavi nimis cogitatione, verbo et opere : meâ culpâ, meâ culpâ, meâ maximâ culpâ. Ideo precor beatam Mariam semper Virginem, beatum Michaëlem Archangelum, beatum Joannem Baptistam, Sanctos Apostolos Petrum et Paulum, et omnes Sanctos orare pro me ad Dominum Deum nostrum.

ME goës oc’h Doue oll-galloudec, oc’h ar Verc’hes glorius Vari, oc’h an Autrou Sant Miquel Arc’hel, oc’h an Autrou Sant Yan Vadezour, hac oc’h an Ebestel SantPer ha Sant Paul, hac oc’h an oll Sænt (er Goëssion e lavarer c’hoas, hac ouzoc’h ma Zad), abalamour m’am eus pec’het bras dre sonch, dre gomS, dre euvr : dre ma faut, dre ma faut, dre ma brassa faut. Rac-ze e pedan ar Verc’hes glorius Vari, an autrou Sant Miquel Arc’hel, an autrou Sant Yan-Vadezour, an Ebestel Sant Per ha Sant Paul, hac an oll Sænt, (er Goëssion e lavarer c’hoas, ha c’hui, ma Zad), da bedi Doue evidoun.


Evit caret Doue hac hon Nessa.

GOURCHEMENNOU DOUE.

1. UN Doue hepquen a adori,
Ha dreist pep tra oll a guiri.
2. Hep caus e Hano ne doui quet
Nac ive netra eus ar bed.
3. Miret a ri an oll Suliou,
Gant euvrou mat ha pedennou.
4. Da Dad, da Vamm a enori,
Ha da vuhe a astenni.
5. Mir ne lazi den er bed,
Nac a galon, nac a efet.

6. Lubric mir ne vezzi [sic] nepret,
Dindan boan da veza daounet.
7. En em ziouall dioc’h laëronci,
Na domach da c’hente na ri.
8. Na gueïer, na fals testeni,
Mir birviquen ne liviri.
9. Madou re-all ne zezir quet,
Evit o c’baout hep guir erbet.
10. Ne c’hoanta dre luxur pec’hi,
Nac e sonch vil n’en em bligi.

GOURC’HEMENNOU AN ILIS.

1. CLeo devot a-ben-da-ben,
Beb Sul, pep Gouel an Oferen.
2. Neuse pep labour a lesi,
Evit da Salver enori.
3. Coës a ri da viana,
Ur veich er bloa hep nac’h netra.
4. Ha da Basq e Sacramanti,
Rac-ze e stad vad e vevi.
5. Yun a ri an daouzec-deiou,
Ar c’hoarais, ar vigiliou.
б. Na da sadorn , na da vener,
Ne zebri quic e nep amzer.


ANgelus Domini nuntiavit Mariæ : et concepit de Spiritu Sancto. Ave Maria , etc.

Ecce ancilla Domini : fiat mihi secundùm verbum tuum. Ave Maria, etc.

Et Verbum Caro factum est, et habitavit in nobis. Ave Maria, etc. V/ Ora pro nobis, Sancta Dei genitrix.

R/ Ut digni efficiamur promissionibus Christi.


OREMUS.

GRatiam tuam, quæsumus, Domine, mentibus nostris infunde, ut qui, Angelo nuntiante, Christi Filii tui Incarnationem cognovimus, per Passionem ejus et Crucem, ad Resurrectionis gloriam perducamur. Per eumdem Christum Dominum nostrum. R/ Amen.


LITANIOU JESUS.

KYrie eleison.
Christe eleison.
Kyrie eleison.
Jesu audi nos.
Jesu exaudi nos.
Pater de Cœlis Deus, miserere nobis.
Fili Redemptor mundi Deus, miserere nobis.
Spiritus Sancte Deus, miserere nobis.
Sancta Trinitas unus Deus,
Jesu Fili Dei vivi,
Jesu splendor Patris,
Jesu candor lucis æternæ,
Jesu Rex gloriæ,
Jesu sol justitiæ,
Jesu Fili Mariæ Virginis,
Jesu amabilis,
Jesu admirabilis,
Jesu Deus fortis,
Jésu Pater futuri sæculi,
Jesu magni concilii Angele,

Miserere nobis.

Jesu potentissime, miserere nobis.
Jesu patientissime,
Jesu obedientissime,
Jesu mitis et humilis corde,
Jesu amator castitatis,
Jesu amator noster,
Jesu Deus pacis,
Jesu auctor vitæ,
Jesu exemplar virtutum,
Jesu zelator animarum,
Jesu Deus noster,
Jesu refugium nostrum,
Jesu Pater pauperum,
Jesu thesaurus fidelium,
Miserere nobis.

Jesu bone Pastor,
Jesu lux vera,
Jesu sapientia æterna,
Jesu via et vita nostra,
Jesu gaudium Angelorum,
Jesu Rex Patriarcharum,
Jesu magister Apostolorum,
Jesu doctor Evangelistarum,
Jesu fortitudo Martyrum,
Jesu lumen Confessorum,
Jesu puritas Virginum,
Miserere nobis.

Jesu corona Sanctorum omnium, miserere.
Propitius esto, parce nobis Jesu.
Propitius esto, exaudi nos Jesu.
Ab omni peccato, libera nos Jesu.
Ab irâ tuâ, libera.
Ab insidiis diaboli, libera.
A spiritu fornicationis, libera.

A morte perpetuâ, libera.
A neglectu inspirationum tuarum, libera.
Per Mysterium Sanctæ incarnationis tuæ, libera.
Per Nativitatem tuam, libera nos Jesus [sic].

Per infantiam tuam,
Per divinissimam vitam tuam,
Per labores tuos,
Per dolores tuos,
Per agoniam et passionem tuam,
Per crucem et derelictionem tuam,
Per mortem et sepulturam tuam,
Per sanctam resurrectionem tuam,
Per admirabilem ascensionem tuam,
Per gaudia tua,
Per gloriam tuam,
Libera nos Jesu.

Agnus Dei, qui tollis peccata mundi, parce nobis Jesu.

Agnus Dei, qui tollis peccata mundi, exaudi nos Jesu.

Agnus Dei, qui tollis peccata mundi, miserere nobis Jesu.

V/ Sit nomen Domini benedictum.

R/ Ex hoc nunc et usque in sæculum.


OREMUS.

DOmine Jesus Christe, qui dixisti : petite et accipietis : quærite et invenietis ; pulsate et aperietur vobis, quæsumus, da nobis petentibus divini tui amoris affectum, ut te toto corde, ore et opere diligamus, et à tua nunquam laude cessemus. Qui vivis et regnas in sæcula sæculorum. R/. Amen.





PEDENNOU
DIOC’H AN NOS
A dle bea desquet d’ar Vugale, ha lavaret assambles en Tieguezou.




† En hano an Tad, hag ar Map hag ar Speret-Santel. Evel-hen bezet grêt.


Evit trugarecaat Doue.


M’Ho trugareca, ma Autrou,
Evit hoc’h oll madelezou,
D’am beza crouet, conservet,
Prenet, en Ilis recevet,
D’am beza hirio conservet,
Ha dioc’h pep piril diouallet.

Evit goull ar sclerigen da anaout hor pec’hejou.


Roet din, va Jesus, guir c’houlou,
Evit anaout ma fec’hejou.

Examinomp hor c’houstianç.


, ma ene, em offançou,
Euvrou, comsou, songesonou.

Evit goull pardon eus hor pec’hejou.


Cueus am eus da vea offancet
Ma Doue dign da veza caret ;
Me a bromet d’en em viret,
Gant graç Doue, dioc’h pep pec’het.

Goude-se ar Pedennou evel dioc’h ar mintin, adal ar c’homsou-màn : Guerc’hes Vari, etc. bete Litaniou Jesus.


LITANIOU AR VERC’HES.


Kyrie eleison.
Christe eleison.
Kyrie eleison.
Christe audi nos,
Christe exaudi nos.
Pater de cœlis Deus, miserere nobis.
Fili Redemptor mundi Deus, miserere.
Spiritus Sancte Deus, miserere.
Sancta Trinitas unus Deus, miserere.
Sancta Maria, ora pro nobis.
Sancta Dei genitrix,
Sancta Virgo Virginum,
Mater Christi,
Mater divinæ gratiæ,
Mater purissima,
Mater castissima,
Mater inviolata,
Mater intemerata,
Mater amabilis,
Mater admirabilis,
Mater Creatoris ;
Mater Salvatoris,
Ora pro nobis.

Virgo prudentissima,
Virgo veneranda,
Virgo prædicanda,
Virgo potens,
Virgo demens,
Ora pro nobis.

Virgo fidelis, ora pro nobis.
Speculum justitiæ,
Sedes sapientiæ,
Causa nostræ lætitiæ,
Ora pro nobis.

Vas spirituale,
Vas honorabile,
Vas insigne devotionis,
Rosa mystica,
Turris Davidica,,
Turris eburnea,
Domus aurea,
Fœderis arca,
Janua Cœli,
Stella matutina,
Salus infirmorum,
Refugium peccatorum,
Cosolatrix afflictorum,
Auxilium Christianorum,
Ora pro nobis.

Regina Angelorum,
Regina Patriarcharum,
Regina Prophetarum,
Regina Apostolorum,
Regina Martyrum,
Regina Confessorum,
Regina Virginum,
Regina Sanctorum omnium,
Regina Cleri,
Regina sacratissimi Rosarii,
Ora pro nobis.

Agnus Dei, qui tollis peccata mundi, parce nobis, Domine.

Agnus Dei, qui tollis peccata mundi, exaudi nos, Domine.

Agnus Dei, qui tollis peccata mundi, miserere nobis.

Ant. Sub tuum præsidium confugimus, sancta Dei genitrix : nostras deprecationes ne despicias in necessitatibus nostris ; sed à periculis cunctis libera nos semper, Virgo gloriosa et benedicta.

V/. Ora pro nobis, sancta Dei genitrix.

R/. Ut digni efficiamur promissionibus Christi.


Oremus.


Defende, quæsumus Domine, beatâ Mariâ semper Virgine intercedente, istam ab omni adversitate familiam, et toto corde tibi prostratam, ab hostium propitius tuere clementer insidiis. Per Christum Dominum nostrum. R/. Amen.

Ur Bater hag un Ave evit conservacion hon Tad Santel ar Pap.

Ur Bater hag un Ave evit conservacion an autrou Querne.

Ur Bater hag un Ave evit conservacion ar Roue.

Un De profundis pe ur Bater hag un Ave evit delivranç an Anaon.





PEDENNOU
ABARS AR GOMMUNION.




UN INTANCION VAT.


Mont a ràn da Sacramanti,
Evit ma hillin enori,
Eguis ma rancàn, ma Doue,
Ha contanti e Vajeste.

Da drugarecat ma Autrou
Evit e oll madelezou,
Evit obteni e c’hraçou,
Ha pardon eus ma fec’hejou.

Evit cahout an oll vertuziou
Ha diouall oc’h ar pec’hejou,
Da drec’hi pep tentacion,
Ha pep goall inclination.

Me offr c’hoas ma C’hommunion
Evit repos an Anaon,
Oc’hpenn evit quement hini
Ma zoun obliget da bidi.


Actou a Feiz.



Me gred ferm hep douetanç erbet,
E zàn da receo en efet
Ar C’horf sacr ha Goad ma Salver
Er Sacramant eus an Auter.

Me gred e recevin ive
Gant e Gorf santel e Ene,
Hag oc’hpenn e zivinite

Da silvidiguez ma Ene.

Me a gred ar virione-màn
So ziscleriet da bep-unàn
Gant Jesus hag e Ebestel,
Hag an Ilis hor Mam Santel.


Act a Adoracion.


M’hoc’h ador Jesus ma Salver
Er Sacramant eus an Auter ;
C’hui eo ma C’hrouer, ma Doue,
Ma Mæstr, ma Autrou, ma Roue.


Actou a Humilite.


Pec’her ingrat piou ezoun-me
Da dostat ouzoc’h, ma Doue ?
An oll Sænt hag ar Santeset
A grenn bepret hoc’h ho quelet.

Sioas, Sioas, petra rin-me !
Leun eo a fautou ma Ene :
Biscoas ne veritis netra
Nemet an tourmanchou brassa.


Actou a Gontricion.



E creis ma c’halon me am eus
Ur glac’har t un hïrvoud, ur c’heus,
Rac beza quement offancet,
Sioas, ma Salver biniguet !

Ra vezo ma c’halon rannet
Rac bea quellies offancet
Un Doue quer bras, un Doue quer mat
Sioas din-me pec’her ingrat !

Pardonnet din ma fec’hejou,

Dre ho trugare, ma Autrou ;
Pardoni a ran en efet
Ar re o deus ma offancet.


Actou a Fianç.


Pebes joa a sao em c’halon,
Pa dosta ar Gommunion,
O sonjal ema ma Salver
Er Sacramant eus an Auter.

Me oar oun bet ur Map ingrat,
Mæs Jesus a so un Tad mat,
Pa zeu davedoun e-unan,
Pep seurt graçou a esperan.

Mont a ran eta, ma Jesus,
D’ho cahout, ma Zat carantezus,
Evit gallout en em oüalc’hi
Gant ar Goad eus ho pemp Gouli.


Actou a Garante.


A greis ma c’halon, va Doue,
M’ho car hag ho caro bemde,
Abalamour ma veritet
Dreist pep tra oll beza caret.

Me gare, Jesus, ho caret
Evel ar Sænt hag an Ælet,
Mæs, siouas din, pa ne allàn,
Eus va oll galloud ho caràn.

P’hoc’h eus ma c’haret, ma Doue
Me fell din ho caret ive :
Hag en so den quer maleürus
Pa veva hep caret Jesus !


Actou a Zezir


Evel ma clasq ar c’haro dour,
Hag un den squis fin e labour,
M’em eus ur c’hoant bras em ene
Da gaout ar feunteun a vuhe.

O Tad eternel, ma c’hrouer,
Digacet ho map ma salver :
Guerc’hes Vari, mam druezus,
Grêt din receo ho map Jesus.

O ma El-mat ha ma Faëron,
Goal sempl oun, pedet evidon ;
Sicouret ma sempladurez
Da vont d’ar guir dour a vuhez.





PEDENNOU
Goude ar Gommunion




Act a Adoracion.


Doue eternel, leun a c’hlouar,
Crouer an en hag an douar,
M’hoc’h ador breman em c’halon
Gant resped ha devocion.


Act a Drugare


Ma Salver, ne veriten quet
An enor d’ho tiguemeret :
Penaus hoc’h eus-hu bet priset
Disquen en ur c’halon souillet ?

Penaus illin-me, ma Doue,

Trugarerat ho majeste ?
Ne velan netra em ene
Nemet pec’het ha paourente.

Ra vezo da jamæs meulet
Gant quement tra a so crouet,
Rac m’hoc’h eus bet ar vadelez
Da visita ur pec’her quez.


Act a Garantez


A greis ma c’halon, ma Doue,
M’ho car hag ho caro bemde,
Abalamour ma veritet
Dreist pep tra oll beza caret.

Me gare, Jesus, ho caret
Evel ar Sænt hag an Ælet ;
Mæs sioas din, pa ne allan,
Eus va oll galloud ho caran !

P’hoc’h eus ma c’haret, ma Doue,
Me fel din ho caret ive ;
Hag en so den quer maleürus
Da veva hep caret Jesus !


Act a Ofranç


Me ofr em plaç, Tad eternel,
Jesus ma mæstr, ho map santel
E gorf, e oad, e c’houliou,
Evit hoc’h oll madelezou.

Me ofr c’hoas eus va faourente
Ma c’halon, ma c’horf, ma ene ;
N’o dispriset quet, ma c’hrouer,
Petra bennac ma int dister.


Goulennou.


Oma Jesus sellet ouzin,
Ha roet din ar pez a fell din ;
Roet din ar c’hraç d’ho caret bepret,
Hag ar c’hraç n’hoc’h offancin quet.

Roet deomp oll epad hor buhe
Feiz, Espetanç ha Carante ;
Hag oc’hpenn an oll vertuziou
A enep an oll bec’hejou

Ma trec’himp dre humilite
Pep orgouil ha pep vanite,
Avaristet dre largente,
Lubricite dre chastete.

Dre baciantet facheri,
Ha dre bep carante avi,
Dre demperanç ar gloutoni,
Ha dre dilijanç diegui.


Evit ober a neve Promessaou ar Badiant.


Ma Doue, me renonç a greis ma c’halon d’an drouc-speret ha d’e euvrou, d’ar bed ha d’e bombançou, d’ar c’hic ha d’e zesirou diboëllet. Deoc’h hepquen, ma Doue, a fell din bea hivisiquen. C’hui hepquen a fell din da chelaou ha da heulia. En ur guer, evidoc’h hepquen e fell din beva ha mervel.

Me a renonç d’an drouc-speret ;
D’ar c’hic ha d’ar bed milliguet ;
E servich an Drindet santel,
E fell din beva ha mervel.





PEDENNOU
EPAD AN OFERN.


E commançamant an Ofern.


Ma Doue, ra vo an Oferen-màn ur feunteun a c’hraç hag a visericord evidoun. Ra lacaï em speret hac em c’halon un desir bras da vea, evel ma tleàn, anaoudec mat eus ho madelezou. Ra vezin prest da anduri pep tra evit ho Map adorabl, o velet ar pez en deus anduret evidoun. Hoc’h adori hag o trugarecaat a ràn. Ra blijo deoc’h, dre veritou Jesus-Christ, ar servich hag an enor a rentàn deoc’h.


Epad ar Gonfiteor.


Ma Doue, leun eo ma Ene eus an dristidiguez ar vrassa, o sonjal em pec’hejou. Ma c’houstianç am pic hag am zourmant, o tigaç sonch din eus ma ingrateri dinatur. Ruzia a ràn gant mez en ho presanç, ma Doue. Ne glasquàn quet golo na cuzet ma fec’het. Mæs c’hui so un Doue leun a vadelez, ne fell quet deoc’h ma c’holl, sellet a drue oc’h ma c’halon glac’haret.


Pa sao ar Belec oc’h an Auter.


Mar deu ho justiç d’ober din crena, ar sonch eus ho madelezou ar ro couraich din. Ober a reont din tostaat ouzoc’h gant fianç, Tad trugarezus, roet an dorn d’ar Map prodig a zistro ouzoc’h a galon, ha dre ho trugare ma recevet etre ho tivrec’h.


Epad Kyrie eleïson.


Ho pêt truez ouzin, ma Doue, pa fell deoc’h silvidiguez ma ene. Ho pêt truez ouzin, pa c’houllàn ho sicour dre ma dazrou. Ho pêt truez ouzin, p’en em gavan e creiz an tourmant, rac collet e vin ma n’em sicouret quet.


Epad ar Gloria in excelsis.


Doue, leun a c’hloar, grêt din ober var an douar ar pez a ra an Elez er Barados. Grêt ne zigoro ma guenou nemet evit cana ho meuleudiou, ha discleria ho madelezou. Grêt din rei da anaout d’ar bed oll ar garante hoc’h eus bet evit map den p’oc’h eus goualc’het e pec’hejou gant goad ho map hoc’h-unan.


Epad an Oræsonou.


Ra blijo deoc’h hor pedennou dre veritou hor Salver carantezus. Ra bigno bete an trôn eus ho cloar desirou an Ilis, ha ra vint recevet mat. Ra zisquenno em c’halon en abondanç ar graçou a c’houll an Ilis ouzoc’h evit ar bec’herien.


Epad an Abostol.


Roet din, ma Autrou, ho sclerigen hoc’h-unan : pellaet diouzin an devaligen e pehini emaoun. Ra vezo ho polonte ma sclerigen e quement tra a rin epad ma buhe. Mar e heulian, n’ouffen quet fazia ; mar distroan diouti en distera tra, n’eus nemet danger evidoun.


Epad an Aviel.


Hoc’h Aviel, ma Doue, a dle beza ar reglen eus ma buhe. Mæs ha n’ê quet abalamour dezan e vin-me condaounet ? Me oar a pez a fell deoc’h ha ne ràn nemet ar pez a fell din. Gourc’hemenn a ret din ho caret hepquen, ha ne garàn nemedoun ma-unan. Evit hoc’h heulia, ret eo anduri, hac an distera poan am diconfort. Evit erruout betec enoc’h, ret eo querzet gant courach, hac e languissan dre an diegui hac al lesireguez. Evit gounit ar Barados, e fell deoc’h e combaten, hac em eus aon rac an distera peril. Doue oll-galloudec, scrifet don em c’halon ho Lesen santel, hac an obligacion am eus d’he heulia. Moderet ar garante foll am eus evidoun ma-unan, grêt din caout mez da veza quen damantus , roet din courach a enep ma adversourien.


Epad ar Gredo.


Ne guivin netra diæs, mar en em abandonan da sclerigen ar Feiz. Ar sclerigen-ze, Doue oll-galloudec, a fell din da heulia hep heana hac e pep tra. Ma Feiz bete breman so bet ur Feiz anter-varo. Ma speret disent ha bar-boëllic n’en deus pleguet dindan hoc’h autorite, nemet en despet dezan. Re a liberte en deus e gollet ; mæs hirio e lamman digantan e liberte, e gontraign a ran da senti ouzoc’h, ha birviquen mui n’ho quitaï. Credi a ran quement tra a c’hourc’hemen an Ilis din da gredi. Prest oun da rei ma goad ha ma buhc evit difen ar Guirioneou caër, ar Guirioneou santel eus hoc’h Aviel.


Pa offr ar Belec ar Bara hac ar guin.


Recevet, ma Doue, ar sacrifiç a ran deoc’h eus a quement mad am eus, hac eus ac’hanoun ma-unan. Pliget gueneoc’h sellet a drue oc’h ma offranç, abalamour d’an offranç santel a ra ar Belec deoc’h.

Pa oualc’h ar Belec e zaouarn
.


Mæs birviquen ne bligeo deoc’h ma offranç, ma ne deo pur dirac ho taoulagat. Ma goualc’het, ma Salver, gant an dour eus ho craçou. Effacet eus ma ene an tachou dangerus en deus leset ar pec’het enni, ha grêt din poania ma-unan d’en em burifia dre ur guir binigen, ha dre an dazrou eus ur glac’har santel.

Goude an Orate Fratres.


O bed miliguet ! perac em eus-me chelaouet da vouez, hac heuliet da gustumou ? Laëret ec’h eus ma c’halon pehini ne voa quet grêt evidout. Quer ponner ec’h eus e rentet dre desirou an douar, n’en deus quet bet an nerz da sevel bete un Doue leun a vadelez ; pehini hepquen a dle ober e oll joa hac e oll esperanç. Mæs hirio, Bed maleürus, e tennan eus a dre da zaouarn ar pez ec’h eus laëret, hac etre ho re-hu, ma Doue, e lacan a neve ma c’halon.


Epad Sanctus.


Enoc’h hepquen, ma Doue, e tleomp esperout : c’hui hepquen a dleomp da servicha. Ren a ret en En dre ho cloar, ren a ret en Ifer dre ho justiç, ren a ret er Bed oll dre hoc’h oll galloud, renet ive em Ene dre ho madelez, ha dre ho touçder.


Goude Sanctus.


Pa sellan oc’h Mene Calvar, pa velan Christ maro er groas, e credan parfet, ma Doue, eo permetet din esperout pep tra digant ho trugare. Ho quelet a ran, ma Saver, var Mene Calvar, e pehini e teuzoc’h da vervel dre garante, ha d’en em garga a volonte vad da satisfia hoc’h-unan d’an Tad eternel evit ar bec’herien. Oan divlam, cuzet a resoc’h en ur fæçon bennac ho santelez, oc’h em c’holo eus hor pec’hejou. Injustiç ar Varnerien, crueldet ar Vourrevien, outrajou ar Bobl revoltet ne voent quet capabl da vouga an tan eus ho carante truezus, pehini a ree deoc’h en em lacaat hoc’h-uhan etre daouarn hoc’h adversourien. Ne fallas quet deoc’h e vise manquet netra en ho sacrifiç. E achui a resoc’h dre ho maro. Dont a ran hirio da guemesq ma dazrou gant ho Coad precius. E quichen troad ho Croas e clascan cousolacion ha sicour.

Pa zaver an Hosti.


O Jesus carantezus ! rei a ret c’hoas bemde a neve ur merc sclær eus ho carante evidomp. En em offri a ret var an Auteriou dre zaouarn ho Peleyen. Ya, ma Salver, me gred emoc’h aman presant er Sacramant adorabl. Hoc’h adori a ran, hoc’h anaout a ran evit guir Doue ha guir Den.


Pa zaver ar C’halir.


O Jesus, ma c’harante ! adori a ran ho Coad precius er C’halir. Cant mil bennos deoc h da veza e squillet evidomp. Roet din ar c’hraç n’er souillin birviquen dre ingrateri na dre sacrilech.


Betec ar Bater.


Ho mad oberou, ma Doue, na dlefent james tremen eus hor sonch ! mæs allas ! ar Bed hac e vaniteou a zistro hor speret divar ho madelezou pere a verit quement hon oll attancion hac hon dazrou. Sonjal a ran avechou er pez hoc’h eus grêt evidon, mæs dibot a vech er pez a dlean da ober evidoc’h. Var digare m’hoc’h eus permetet hac ordrenet din esperout enoc’h, e quemeran re a fianç, hac en em abandonan d’ar bresomption. Ma c’haret hoc’h eus bete ar maro, hac a boan em eus ho caret e guirione ur momet hepquen eus ma buhe.

Epad ar Bater.


Tad eternel, roet deomp eta hirio ar pez so necesser deomp evit profita eus a quement tra en deus grêt ho map evidomp. Roet deomp ar c’hraç da brocuri ho cloar. Roet courach deomp o sonjal en ho Rouantelez. Roet deomp ar c’hraç da anaout ha da ober ho po-lonte. C’hui hepquen a ell rei deomp ar vagadurez spirituel eus a behini hon eus ezom. D’ho cahout-hu e tleomp mont evit beza pardonnet. Abalamour deoc’h-hu e tleomp anduri an injuriou hac an affronchou. En ho madelez-hu e tleomp clasq sicour evit trec’hi hon adversourien, ha diouall oc’h an dangeriou a zo en dro deomp.


Epad an Agnus Dei.


Salver ar Bed, Oan leun a zouçder, maro dre garante evidomp, hor c’honsolet en hor maleuriou, hor sicouret en hon trubuillou, grêt ma reno ar peoc’h en hor c’halonou.


Epad Domine, non sum dignus, ha Communion ar Belec.


Ra vezin bepret unisset ganeoc’h, ma Doue, da viana dre zesir, quen na vo neteet ma c’halon, eus oll dachou ; hac ornet gant ar vertuziou a fell deoc’h da gaout ennan evit beza un tabernacl capabl da blijout deoc’h. Ne bellaet quet diouzin, ma Doue, abalamour ne doun nemet ur pec’her quez. Evit ar bec’herien oll disquennet var an douar, hac e fell deoc’h o c’hass d’ar Barados. Deut eta da galmi poaniou ma speret, deut da vellaat d’ar Gouliou eus a bere oun goloet, deut d’am zoma dre ho carante, d’am souten dre ho calloud, d’am savetei dre ho misericord.


Epad an Orasonou diveza.


Ne squizin quet, ma Doue, o presenti deoc’h ma desirou. Ho polonte eo e teuemp d’ho fatiga dre hor goulennou. Gourc’hemen a ret deomp squei var an nor hac hoc’h importuni. Petra-bennac ne veritan quet coms ouzoc’h, ne zispriset quet ar beden humbl a ran deoc’h ; ha dreist pep tra ne refuset quet din ar c’hraç d’am diguemeret er vro eürus eus a behini e roet esperanç din.


Pa ro ar Belec ar Venediction.


Drindet adorabl, Tad, ha Map, ha Speret-Santel, tri Ferson en un Doue hepquen, c’hui eo ar Penn quenta hac an termen diveza eus ma oll esperanç ; pliget gueneoc’h rei din ho penediction, ha dre ar venediction-ze grêt da adversourien va silvidez [sic] tec’het diouzin.


Epad an Aviel diveza.


Inspiret hoc’h eus din, ma Doue, santimanchou santel, roet dezo ar c’hraç hac an nerz da brofita em c’halon. Pardonnet din ar fautou dre bere ma fedennou a alfe beza displiget deoc’h, ha roet din ar c’hraç da sonjal enoc’h, non pas hepquen ur momet bennac en ur dremen, mæs da bep instant eus ma buhe.





PEDEN QUENT AR PRED.


Benedicite. ℟. Dominus. Nos et ea quæ sumus sumpturi, benedicat dextera Christi. In nomine Patris, et Filli, et Spiritus Sancti.

℟. Amen.


Roet ho penediction. ℟. Doue ra roï e ve nediction. Dorn JESUS-CHRIST ra roï e Venediction ha deomp ha d’ar boët a guemerrimp [sic]. En hano an Tad, hac ar Map, hac ar Speret-Santel.

℟. Evelse, bezet grêt.


PEDEN GOUDE AR PRED.


Agimus tibi gratias, omnipotens Deus, pro universis beneficiis tuis qui vivis et regnas in sæcula sæculorum. ℟. Amen.


Ni ho trugareca eus hoc’h oll madelezou, ô Doue oll-galloudec, pehini a ren a viscoas, hac a reno da virviquen.

℟. Evelse bezet grêt.


FIN.