Canaouennou gret gant eur C’hernewod/a-bezh
Skrid a-bezh
Potret a merc’het yaouanc, canit, canit bremâ,
Rac prest ar gozni scornet a rai d’o mouez crena,
O lagat quer birvidic a devalai zouden ;
Unvre caer ar yaouanquis vel eur squeud a dremen.
X…
1
Abaoue an deves milliguet ma chances d’or mam genta
Cahout eur c’hoantaden avalou n’eus mert poaniou er bed ma,
Mortolod, escop, devezour, pebhini neus e viser,
Mœs neus ket crioc’h planeden vit hini eur merc’hetaer.
2
Mil drubuil, mil displijadur a rencq bemde anduri
Ne all quet paouës eun instant, atao en deveus sourci ;
Evel eur c’had er radenneck, ne gousq morse mert hanter
Pa ve hed an oll d’ho guele e red c’hoas ar merc’hetaer.
3
Guël e zeo bea dastumet, chadenet evel eur c’hy,
Laquet da zivoal ar grague er rouantelès Turquy,
Beza broudet vel eun azen, samet vel eur marc’h glaouër
Argaset evel ar bleizi, eguet bea merc’hetaër.
4
Na neus nac henor na profit da c’honit ebars ar stad,
Couscoude aben he ober eo ret bea dilicat,
Cavet eun teod deliberet, eul lagat lem a seder,
Pacianted eur guevniden evit bea merc’hetaer.
5
Red eo bea vel eun targas, guelet en dévalijen,
Bea santel vel eul louarn, meür evel eur silien,
Calonecq evel eul léon, crapat en guis d’eur guinver,
Bea scan evel eur c’haro vit bea guir merc’hetaer.
6
Bea gadal a servichus, chérisçan ar vugalé,
Laret ez hint patrom o zad evit plijout d’ar gragué,
Gout tremen brao deus an dud coz, silaou mad o zolio caër
Paëa de banac’hou lapach vit bea guir merc’hetaer.
7
Cahout diouscouarn deus ar squiltra, tevel pes a neuz clevet,
Divoal mad da nem vrabançal eus madelès ar merc’het,
Gout an tu da liva guèvier, nac’h avechou pes zo sclaër,
Touet e ve nos da greiste vil bea guir merc’hetaer.
8
Clevet preporiou dipitus, bea boutet en cojou,
lnsultet gant coz rampennet, rei a receo bac’hadou,
Anduri meurbet aliès ar glao, an erc’h, an tomder
Foeltra e gorf ac e zillat ; stard eo bea merc’hetaer.
9
Miret eun or da vouigourat, miret eur c’hy da harzal,
Mont en tyer dre ar prenest, memeus dre ar ciminal,
Crapat demeus ar moguerio, gout lampat dreist ar guircher,
Bale sioul evel al logod, vit bea guir merc’hetaer.
10
Maestrounia e zantimant, derc’hel claus var e sonjou,
C’hoarzin gant caon en e galon, scuilla pez a gar daelou,
Quemer herve mê red dezan eur stum souret pe seder,
En neum divoazan da ruya vit bea guir merc’hetaer.
11
Mœs ar starta deus ar vicher e zeo gonit ar merc’het,
Quisidicoc’h marc’hadourès na neus quet var boul ar bed,
Deus e diviz, e santimant, e hini a rencq ober,
Len memeus bars en e sonjou, vit bea guir merc’hetaer.
12
Vit dont aben deus eur seurès, eo red ober ar gluven,
Evit gonit eun everès, soubilla e c’horzaillen,
D’ar merc’het a gar nem benta rei eur c’hoef, eun davancher,
Laret amploc’h evit justoc’h vit bea guir merc’hetaer.
13
Goude laquat e holl galloud, fouedta e liardigou,
Cavet fourgaçs a nec’hamant, cabouillat dre ar poullou,
E vancq aliès e dolliou, e teu divragou d’ar guer,
Pinous vel eur c’hoq diblunet : start eo bea merc’hetaer.
14
Heuzi a ran pa gomprenan peguement a drubuillou
A vizer ac a boan speret a souffr ar paour quès Pitou.
Mœs ar merc’het zo quen tentus a va c’halon quen tener
Ma zon en despet d’am baro contraign da c’heul ar vicher.
1
Mé o ped didostaït oll guicher ar vro-man,
Deut da guemesq o taero gant ar re a scuillan ;
Nos de va mouës hirvoudus a zon er chanillo,
Grigri ma muia caret, Grigri a zo maro.
2
O ia dec’h, dec’h divea, an ancqo diremet
Pini siouaz na espern na quicher na razet
Ep true de voad tener, en tarz deus e vue
A neus scoët anezan gant e falc’h didrue.
3
Canit brema Te Deum, gohet, logot, razet,
Deus o c’hadversour brassa cetu c’hui delivret,
Debet, crignet, bresquennet, lezet ar sourcio,
Grigri, an targas terrub, Grigri a zo maro.
4
Grigri a voa a roue deuz an oll targuichen
Ne gaojet quet par dezan vit crapat en eur voënn,
Evit pourmen gant herder var eun doën ramplus,
A foultra var o gueno gant ar chasç egasuz.
5
E groc’hen a voa flouroc’h eguet eur voulouzen,
E zaoulagat luguernus evel diou stereden
E zent ac e hivinou guen cign, lem a poli
E voustachou gracius, ciquet indan e fri.
6
Quer tano, quer bihanic a voa e ziouscouarn,
E lost a raje envy d’Alanic al Louarn,
E gorf a voa dilicat, e droad moan a liger,
E vouës, squeltr vel eun drompill, voa carguet a zouster.
7
En ty ne voa quet unan ne garie anezan,
Bepret ar guella tammo vije miret dezan.
Evrus e voa ma carje, mœs eur c’haz disleall
’Zo bet quiriec de varo dre e haliou fall.
8
Da c’heul e vignon traitour, dievèz eo scampet,
Vit redec an toennou var lerc’h ar gasezet,
Eis te deustu e renas ep retorn var om zro
Eur vue meurbet mezus mesq bep sort dizurzo.
9
Erfin dec’h er c’halatrès, mantret gant an ancquen,
E velis dre al lucarn Grigri quès e c’hantren
Distruch, casty, diflacquet, foulet en em dreina,
E lagat anter varo ac e lost o scleja.
10
Herru en tal va c’hichen voe ret dezan gourve
A gant eur vouës truezus e lavarès neuse :
Demeus va holl diboëllo cetu me punisset
Ar maro gant ar poëson a ret em goaziet.
11
O c’hechui ar goms ma e benn mouq a guëas
E zaoulagat eun instant estranj a luguernas,
Henvel deus eur c’houlaouen e font da souheti ;
Pa essaïs en sicour, ar paour quès ne voa mui.
12
Na neus gret nemert tremen vel eur rozen dener
Rouanès flam a lirzin deuz an nevez amzer
A veler o tigueri indan gliz ar beure,
Aliès a varv goëzvet aroc ma ve creiste.
13
Breman vel eun durzunel pa deus collet he far
Na rin nemert hirvoudi dan ecleo va glac’har,
Va bugaligou tener, quer yaouancq minoret,
A dy da dy a ielo da glasq o zamic bouet.
diwar eur skrid dorn kopiet gant Prosper
mab hena ar barz, etre daouarn an Aotr.
H. Proux, Kemper.
1
Me ho ped, didostaït oll guicher Montroulès
Deut da guemmesk ho taëlou gant re an intanvès
An intanvès glac’haret gant eun anken garo :
Grigri ma muia caret, Grigri a zo maro.
2
Derguener deus ar mintin, an Anko drouclivet
Pini siouas na espern na quicher na razet
Ep true d’e iaouankiz, ep true d’am glac’har
A neus scoët anezan gant e falc’h dihegar.
3
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Dimeus va holl dizursou me a zo castizet,
Lonquet am eus al louzou prientet d’ar razet :
4
O peurlaret ar goms ze e benn moug a guëas
E zaoulagat difluket, euzus a luguernas,
Vel eur c’houlaouen rousin dare da echui,
Intanvès e oan siouas, ar paour quès ne voa mui.
1
Var ma fé camaradet
Terrupl e c’hon bet stropet,
Credi a ren en tol-ma
E rancqchen lipat ma loa.
Trou là là… trou là là…
2
An ancqo, louzen ep fri,
Vit tach dam stleja ganthi
En bro téval ar gohet
Terrub he deus c’hoariet.
3
Na vel quent, deus he c’hriffo
Meus chasset va relego ;
Mœs pel a vo ingravet
Var ma bisach he c’hachet.
4
Ma diou chot a zo melen
Evel eur gos anduillen,
Ma lagat anter varo
Treut on vel eur c’hant tacho.
5
Ma choucq a zo daoubleguet,
Ma fri neus eun troatad hed,
Teuët moust eo ma c’hof car
Bransiguellat ra ma diou c’har.
6
En guis deur c’hos pautr seyet
Var eun tamic baz harpet,
Er parcou en em stlejan
Vel ar c’hicher da heolian.
7
Red eo bet din crenn quitaat
Quement sort a gaven mad,
Ar pez so goassoc’h ouspen,
Carout pez a gasçaën.
8
A viscoaz e meus caret
Starda costou ar merc’het,
Nemert ma flünzec brema
Na meus quén hurz da starda.
9
Guech all eur banac’h guin mad
A zederre ma lagad
Brema zan pa mé zec’het
Da drinqua gant ar pesquet.
10
Carout a ren ar bèvin,
Al loue, ar maout, ar poncin,
Mœs brema vel eur paour quès
Ne zebran mert yod a lès.
11
Moguet va c’horn a lamme
An oll sourci diganne ;
Mœs adieu ma yalc’h bordet,
Ma c’horn quer brao culotet.
12
Bars em c’halon a garien
Mont d’ober eun aubaden,
Mœs ar vech-ma hep soner
E meus bet grèt eun danç caër.
13
Plijout a rae din redec
Daoulampat gant ma c’hazec,
Brema vel eur velveden
E chouçsan bars va c’hroguen.
14
Carout a ren mintin mad
Er mene redec ar c’had
Brema ne ran quen chaçse
Mert d’ar c’hoënn deus va guele.
15
Erfin ma meus em amzer
Gret avechou tolio caër
Me a gao d’in o fèan
Queric avoalc’h ar vech man.
16
Mamou ta ma fardonnet
Ma meus bet guech all lèret
Do merc’het coant fors pocqo,
Pa vin yac’h me o rento.
1
Ar bed oll, eme Yan goz, a guemer eur stum fall
Neus chomet var an douar man vel ma oa guechall !
Paour quès Yan, c’hui zo chanchet dre m’oc’h deut da c’hriza
Maes ar bed a zo chomet memeus tra, memeus tra.
2
Goude al loar, ar stered, ac an dévalijen
Gant an heaul bep mintin e pâr ar sclerigen,
Bars an oab an alc’hueder a zao en eur gana,
Vel en amzer tremenet, memeus tra, memeus tra.
3
Gant e chupen erc’h scornet pa deu ar gohan cri
Da c’hourda om biziet a da ruya or fri, ·
An eil demeus eguile daou bried a dosta
Vel en amzer tremenet, memeus tra, memeus tra.
4
P’erru an nevez amzer da yeeat ar parcou
Da laquat bleünz er balan, deilho bars ar c’hoajou
Lagat ar merc’het yaouancq ive a sederra
Vel en amzer tremenet, memeus tra, memeus tra.
5
Ar vugale zo brema beguecq, vif a seder,
Var meur a dra int sçavant aroc gout o fater,
An avalou affuret a blij dê ar muia
Vel en amzer tremenet, memeus tra, memeus tra.
6
En despet dar veleyen, dan diaoul a de guernio
An dud yaouancq zo troet terrub gant an dansço,
Guell a ve gante tremen ep dibri nac eva
Vel en amzer tremenet, memeus tra, memeus tra.
7
Meur a seurès ve lacquet da zouguen ar Verc’hès
He deus guelet an deilho a enep aliès ;
Ze na vir quet diouthi modest bras da ruya
Vel en amzer tremenet, memeus tra, memeus tra.
8
An diaoul a gollas Eva bepret a zo tentus,
Ar merc’het coant zo ive atao bresq a sentus,
Demeus ar frouës difennet cals siouas a glanva
Vel en amzer tremenet, memeus tra, memeus tra.
9
Bea zo en oll keriou cals a goz rampennet
O deus roet da Zoue pès a zisplich d’ar bed,
Nos de o zeod milliguet a iffam o nesça
Vel en amzer tremenet, memeus tra, memeus tra.
10
Pautret a veler bemde o voapat ar merc’het,
Merc’het a veler ive o caquetal pautret,
Touet cals, derc’hel neubeut, a zo ar c’his brema,
Vel en amzer tremenet, memeus tra, memeus tra.
11
Meur a hostis ep bursud a chanch an dour en guin,
Meur a blac’h a lacq pilhou da rountat e feultrin,
Broziou d’ober un tailler, an oll a glasq troumpla,
Vel en amzer tremenet, memeus tra, memeus tra.
12
Ar Pitou quès zo barnet bepret da zouffr poaniou
Gant ar Voavoaon ve flemmet, brèvet a vac’hadou,
Mar chanç dezan demisi, eo dogan peurvuia
Vel en amzer tremenet, memeus tra, memeus tra.
13
Meur a zogan a ra goab deus pen e amezec
A ne voar quet aliès eo c’hoas muioc’h corniec,
Darn all n’int quet er vreuriès ac a garfe beza,
Vel en amzer tremenet, memeus tra, memeus tra.
14
Cepet ar brago toul gouiz, al lèro marellet,
Ar gileten cof yodec, ar beruquen poultret,
Ar peur rest a zo chomet ebars ar stad ma voa
Vel en amzer tremenet, memeus tra, memeus tra.
1
Na neus quet pel bars em c’halon en hoa c’huezet Lucifer
Eur c’hoant bras da zastum mado, mœs penos en em guemer ?
Goude beza sonjet erfad e teuis da gonclui
Ne moa quet eur voyen verroc’h eguet tach da zemisi
Da Vouillemet ar Gouilhouren, deus comanant Rest ar C’hy.
2
Vit cavet eur sort sonjeson, voa ret beza trelatet,
Rac neus quet bars en Breiz Izel eur spontail vel Guillemet,
He fri cam carguet a vutun a zo vel bec eur gaouen
He diou chot treut a creïhennet en liou eur c’hos goadiguen.
He gronch en furm d’eur vaz dotu d’he fri a bocqo zouden.
3
He daou lagat ru a scoelfet a zo picouzet nos de,
Pa ve troet un da Wengamp, var zu Brest ve eguile.
En guis d’eur forn eo he gueno, he dent vel eur gos rastel
Hanval deus bordou eur pot-cambr eo he diou foeltren muzel
He mouës douç a melodius evel hini eur porc’hel.
4
He bleo reut vel reun ar gouizi zo en liou dar c’harottès,
He diouscouarn plad a ledan evel creguen Sant Jacquès ;
He goug c’huezet a cremennec en he diouscoa zo collet,
he choucq vel hini eur c’hanval gant eur pez tort zo sammet
Vel eur zac’h stripo pa vale e fuscull quicq he bruchet.
5
En guis da zol eur gos voutès e zeo compès he sailher,
He c’hivino a zo hanval deus a c’hriffo Lucifer ;
Unan ive deus he divrec’h vel eur c’herve zo gouiët
He diouhar en furm treid panco a goc’h saout zo marellet,
He zreid evel re an houidy en diabars zo treujet.
6
Pa nem decidis, eur sulvès, bars en he zy da antren
En he c’havis divouchouer, discabel a dierc’hen,
O cravat eur vouis hudur, moc’h munut en dro d’ezhi,
Unan memeus var he barlen, sioul bras e voredi
Ac an oc’h coz e cabouillat er chaudouren gant he fri.
7
Savet e zeo bet ma c’halon o velet eur sort marquenn
A neubeut a zo defautet var va guis na zistrojen,
Mœs ar sonj demeus he yalc’hat en deveus ma c’hourachet,
Va zoq bars em dorn humblamant diouthi e zon tostaet,
Ac en eur feçon respedus em eus hi bet saludet.
8
Ar plac’hicq ne voa quet, siouas, humoret caër an de se,
Gant min un targas fourgaçset he deus goullet diganne :
Petra zo evit ho servich, pesort aman a glesquet ?
Deut hon, emoun-me, plac’h yaouancq, en ho ty vit ho quëlet,
Ac en esper da gonversi ganec’hu mar açsantet.
9
Neuze gant eur faç counnaret e zeo savet ar fury
En eur tanfoëltra he forc’hel ebars en creïs al leur zy ;
An diaoul, emei, gant ho convers, ganec’h ac an holl pautret,
N’eo quet ar plac’h a blich dec’hu, an arc’hant eo a c’hoantet ;
Divar ma zro gant an tanfoëltr, histroguel, prim discampet.
10
O velt eur pez quen divergont, non quet mar queret credi
Chomet dirac ar gouilhouren eun heur da c’henaouegui ;
D’ar guèr on scampet, dic’houtet demeus ar Briadelès,
Yac’heet mad deus ar c’hoanteguès da gaout yalc’h ar benherès,
Resolvet quentoc’h da zebri pad ma bue patatès.
1
Peguen diot eo ar voazet
Pere zo nos de trubuillet
O c’heveçsat o friejou
Gant aoun da zouguen ar c’herniou,
Rac evrussa den a vale
E zeo eun dogan, var ma fe.
2
Eur vreg fidel zo pervia
O scandalat pe o vouza,
E c’hesquignat he c’hy, he c’haz,
He matès petramant he goas.
Ya, evrussa den a vale
E zeo eun dogan, var ma fe.
3
Control dezhi, greg eun dogan
A zo dinoas evel eun oan ;
Graio he goas vel ma caro
Biquen comz rebech na glevo.
Ya, evrussa den, etc.
4
An oll a zo dezan mignon,
Ar mair, ar sacrist, ar person.
Banac’hou pez a gar louncqa
Hep ma rencq james o fèa.
Ya, evrussa den, etc.
5
Da Vouel Mikel, mar n’al pèa
Na neus quet da nem anquenia ;
Termen en do pez a garo
Pa iel Fant da gaout an otro.
Ya, evrussa den, etc.
6
Pa ve tom a brao an amzer
Na vezo quet dalc’het er guèr ;
Gant e vreg e vo aliet
Da bourmen evit e yec’het.
Ya, evrussa den, etc.
7
Gant n’herruo quet re abret
Laouen e vo diguemeret,
He goan prientet a gavo
Ac e vélé tom, avecho.
8
Mar chanç dhe itron gouilioudi
E nem guinnig ar gompiri,
Ac an oll a gao ar buguel
Deus he dad pim-patrom hanvel.
9
Bugale en heus a bop sort :
Ac a re héon ac a re dort
Re vrun, re du, hep caout ar boan
Da ober anè he-unan.
10
Oll dud he dy ac he bried
Mar queret credi zo pentet
Var an ton bras, à la papa,
Ac he dieguès memeus tra.
11
Mar neus droucviès gant eur re
En justiç na gollo morse ;
Atao hep mar en ho al lanç
Pa yelo Fantic er valanç.
12
Diboanyus ral e zeo ar stat,
Neus mert serri he zaoulagat,
Mont er mæs eur vech an amzer,
Cana dre ma tosta d’ar guèr.
13
Evit gouir an oll doganet
Na nint quet quercouls lodennet,
Mœs pa n’ho de mert an hanter
O c’hondition zo c’hoas caër.
14
Evit-hon-me tanfoeltr biquen
Na heureujin eur femelen,
Mar ne dou din dirac testo
E vin corniec vel eur c’haro !
Rac evrussa den a vale
E zeo eun dogan, var ma fe.
1
Meurlarge a zo goall verr,
Greomp implij vad
Deus a guer brao amzer
En queit a ma pad !
Pocqomb d’ar voeren, pocqomb d’ar merc’het,
Rac var arc’hoas nin vo luduet.
2
Hep dale e paouezo
Siouas ar sonerrien,
Nin vo yen bras or gueno
E c’hober pinigen.
Pocqomb d’ar voeren, etc.
3
Ret e zeo demp quimiadi
Demeus an oll frico,
Brema a helfomp debri
Mert yod a patato !
Pocqomb d’ar voeren, etc.
4
El lec’h ar biniou laouen
E cleofomp ar c’hleyer
El lec’h lipat gigauden
Nin loncqo gouin glesquer !
Pocqomb d’ar voeren, etc.
5
Ar merc’het yaouancq brema
Vit gonid ho fasqo
Ne andurfont ho starda
Nemert a nebeudo.
Pocqomb d’ar voeren. etc.
6
Mallos d’ar c’hos pesquetaër
Pehiny a ordrenas
Hober Meurlarge quen berr
A Coraïs quen bras.
Pocqomb d’ar voeren, etc.
7
Mar ben biquen Pab ive
Me a chancho ar c’his,
Ac astenno Meurlarge
Var goust ar C’horaïs.
Pocqomb d’ar voeren, etc.
8
An hini a neus bet grèt
Ar ganaouennic ma
A zo dister a speret
Mœs reiz eo da foultra
Pocqo d’ar voeren, pocqo d’ar merc’het !
— Goulennit eus an hostizezet.
1
Va c’halon a zo fraillet dre nerz va ancquenio,
Em daoulagat entanet na neus quen a zaëro ;
Allas ! Deut eo an devès ma renquan dilezel
Lec’h caër ma bugaleach, ma bro douç Breis-Izel.
2
Adieu d’id va zy balan, var leynicq ar grec’hen,
Tachennic c’hlas var bini buguel e c’hoarien,
Gouez ivin quer bodennec en dishèaul eus pere
Epad tomder an hanvou e cousquen da greïste.
3
Adieu, Va mam a va zad, breman n’esperit mui
E chomfe o mab caret vit harpa o cozni,
Vit pourveï dèc’h bara vel ma peus gret dezan,
Al lezen zo didrue, o quitad a rencquan.
4
Nac a vech, ma mam dener, e rancquefet gouela,
Pa zeui ma c’hy ancqueniet ouzoc’h da nem frodta,
Pa velfet bars en oalet, va scabellic goullo,
Ac ar c’henvid o steui deus ma phen-baz dèro.
5
Adieu, bèred ar barros, douaro binniguet,
A c’holo va zadou coz gant Doue bet galvet,
Da Vouël an Anaon clemmus nin mui var o pezio
Da squill an dour zantel mesquet gant va daëlo.
6
Adieu, Va muia caret va dousiq coant Mari,
Eur blaneden diremet a zeu d’or glac’hari,
On evrusted, on joaïo squedus zo tremenet
Vel eur goumoulen sqanvic gant an avel casset.
7
Na velin quen da lagat quer lem a quer leven
O virvi a blijadur duze pa herruën ;
Da zornic quer degaget o cass ar c’harr en dro
Da vouës douç quen na glevin e cana ma guerzo.
8
Pa oamp er c’hatekismou on daou c’hoas bugale
On c’halonou teneric deja a nem glève ;
Dirac Guerc’hès ar C’hroas-Hent nac a vech e touejomp
Na erruje birviquen disparti entrezomp.
9
Yaouancq a disourcius, allas ne vouiemp quet
Peguement a encresio er vue zo mesquet ;
Evit-homp ne voa neuze lezenno na roue,
N’hanveïemp mert eur lezen, hini ar garante.
10
Adieu, va nes amezec, Yannic va gouir mignon,
Camarad va c’hoario, va breur dre ar galon,
Piou, siouas, a guemero eul lod eus ma foanio,
Piou bremâ pa vin seder ganenme a c’hoarzo ?
11
Hep da vreur, te yel bremâ er parojou neçsa
Da bigoçsat al leurio bars el Laçzou dorna ;
Hep-hon, te yel da zispud maout at c’hourenadec,
Da chaçsa var ar ruban ebars er varadec.
12
Adieu, va c’hy quœs Mindu, va leal camarad,
Neffomp quen deus ar beure da glasq roujou ar c’had,
Na glevin mui er mene da chilpaden squiltrus,
Var va dorn mui na zantin da dèod carantezus.
13
Aben eun neubeud amzer cals a vignonet yen
Bars er zoudard disvroet, marvat, ne sonjfont quen ;
Maes da galon te, Mindu, n’eo quet quer hancouëus
Pel e ri c’hoas va c’hanvou dre da yezo clemmus.
14
Adieu, va c’hazec velen, sqan evel eun eyès,
Mistr evel eul logoden, gentil vel eun oanès ;
Ne çzantin mui, indanon, gant an hast o tripal,
Ma daouarn mui na stagfont ar ruban var da dâl.
15
Adieu, oll blijadurio, foariou, pardonniou yè,
Soubenno lèz, nosvecho, festo, leurio nevè,
Ebatou quer birvidic, biniou sard a sqlentin,
Ne drido quen va c’halon gant da zoniou lirzin.
16
Adieu quement a garan, adieu, da virviquen,
Pell deus a Vreis me varvo, mantret gant an ancquen,
Bea zeus plant quisidic, da chom a blaç crouët
A voëler o tizec’ha ractal mint disvroët.
Seurezet fur a zantel, a voar quer brao ruya,
Evit o silvidiguès, serrit prest al levr ma,
Rac mar troet ar feillen me bromet dèc’h ervad
Ne vo quet var eur c’hantiq e taulfet ho lagad.
Dre eur goal quiriusted
En pao Lucifer mar queèt,
Deus o coll me a vo divlam
Evel an oan en cof e vam,
Rac laret a meus dèc’h casse-cou, evel ar Gall
Pa ve o c’hoari mouchicq dall.
1
Bea zo ebars er guèr-mâ
Eun den deus ar malevrussa,
Seis lèo tro dro quement ve grèt
Oll var e choucq e zint samet :
Na neus quet, var a leverer,
Falloc’h aillon evit Albert.
2
Mar guëler eur c’hoëf chifonet,
Eur golineten difrèguet,
Mar ve flastet eur bern colo,
Mar diflip eun æl dishano,
Ractal e lavar eur gomaer :
Pioù a zo caus nemert Albert ?
3
Mar lequer, elec’h eur bod maë,
Eur vojen spern pe eun troad louë,
Mar ve droucq en corf ar person,
Mar be moredus ar zermon,
E lavaro seurezet kèr :
Pioù a zo caus nemert Albert ?
4
Mar n’her quet nemeur da govès,
Na dan ofern goal aliès,
Mar chanç da veur a blac’h risqla,
Mar blij dar bautret mont d’eva,
Da Basq mar ve cals tapet ber,
Pioù a zo caus nemert Albert ?
5
Mar neus meur a vam nec’hamant
Abalamour dhe merc’het coant,
Mar golo nè gant he asqell
Vel ar yar pa voel ar sparfel,
Daoust da ze mar o dibluër
Pioù a zo caus nemert Albert ?
6
Mar gueler (pez neo quet isquis)
Meur a blac’hic quès diavis
O quemer, dre goal blaneden,
Eun aer evit eur zilien,
Mar ranq hirràt he davanger,
Pioù a zo caus nemert Albert ?
7
Mar gueler merc’het a pautret,
Evel diaoulou dichadennet
O tiredec d’an ebatou,
Pa glevont mouëz ar biniou,
Mar quëont en pao Lucifer,
Pioù a zo caus nemert Albert ?
8
Mar dichançz da veur a baour qœès
Tentet gant ar brièdelès,
Santout, nos quentâ e heuret
Digoret franq dor ar gaouët,
Ac ët ar pabor gant al laër,
Pioù a zo caus nemert Albert ?
9
Mar gueler meur ozac’h lorc’heq
E touguen ar boned forc’heq,
Mar ra cals, er sacristiri,
Fals signaturio hep pec’hi ;
Mar neus mab eun toign eur fri caër,
Pioù a zo caus nemert Albert ?
10
Merc’het mignon a dizourci
Pa chanço dec’h mont en eun ty,
Mar be heno ar c’hliant ze
Sonjet scampa, ac hep dale,
Noc’h biquen en brassoc’h danjer
Eguet pa zoc’h tost da Albert.
11
En eur gir, an oll dolio caër
A ve tamallet da Albert.
Mar ve guelet, abenn cant vla,
An Ante-Christ o tispaca
Ractal, me bari, e crifer :
Ressucitet e zeo Albert.
Leveret din, moëreb Cato, bet e zoc’hu coant gouech all ?
O nan biscoas, va mignon quœs, coantiri zo eun dra fall.
Couscoude e voan plac’h terrub, degaget, croc’henet caër,
Va lanchen distaguellet mad, va lagat lem a zeder.
Leveret din, moëreb Cato, bet o peus servigerien ?
O nan biscoas, va mignon quœs, na c’houl quet ar veleyen.
Couscoude ne voan quet scornet, plijout a rë din Pipi,
A pa frote eur plac’h all e santen vel jalousi.
Leveret din, moëreb Cato, tenerèt neus ho calon ?
O nan biscoas, va mignon quœs, rac ar pec’het e moa aon.
Couscoude eur sulvès pardon e c’houlas quer brao ouzin
Rei dezan eun toullat pocqo, ma voe ret din acsantin.
Leveret din, moëreb Cato, voant quet pocqo pen da ben ?
O nan biscoas, va miguon quœs, n’avanturis ma c’hroc’hen.
Couscoude eun nosvès bennac ma voan o prezeg dezan
E presegas quer brao ive quen a risquis, a gredan.
Leveret din, moëreb Cato, risquet o peus c’hoas goude ?
O nan biscoas, va mignon quœs, nemert an noz malevrus se,
Couscoude vit laret gouir, alyès pa zifunen,
E vijen meurbet souëzet o caout Pipi em barlen.
Leveret din, moëreb Cato, risqla rafec’h c’hoas bremâ ?
O nan biquen, va mignon quœs, guell ve ganen periçsa.
Couscoude mar ve ret absolu ober ze dho soulagi,
Na me quet açsur ar galon da zonet dho rèvuzi.
Leveret din, moëreb Cato, dre an hent se c’her dan Een ?
O nan biquen, va mignon quœs, na gueffet quer reis ac hen.
O trugare, moëreb Cato, ho quelen ne neo quet fall,
A couscoude vit nem salvi me guemèro eun hent all.
1
Merc’het ar guèr-man
O deus aon bras rac targas Pipi ;
O velet nezan
Piou couscoude a nefe disfi ?
Quer douç eo e zello
Quer mignon e drejo,
Mœs Janedic, Mari, Helena,
Lyès a lavar en eur voëla :
Ne fourgaçset quet
Ar c’haz pa vo cousquet.
2
Pipi ac e gaz
O daou a voa cousquet en eur prat,
Cetu Louisa Vras
Diouthê sioulic e tostat.
(Allas, ar merc’het quœs
A zo goal dievès)
En eur c’hoarzin, e lare Louisa,
Cousto pe gousto vit ar vech-ma
E vo fourgaçset
Ar c’haz a zo cousquet.
3
Vit en difuni
Goustad e harling pen ar bisiq,
Sevel a rès e fri
Mœs deustu a zirac Louisaïc
Na neus quet quemeret
Eur stum droucq a feuquet.
Control da ze, min douç ar c’hliant
A seblante laret : Merc’het coant,
Dinec’h fourgaçset
Ar c’haz pa vo cousquet.
4
Gant herder eta
Den cheriçsa he zeo nem laquet
A da boliçsa
Gant e dorn e groc’hen marellet.
Mes an traïtour gant hi
A saill evel eur c’hi,
A dolio dent quen a strincq ar goad
Qeuz zeuas dar plac’h (divead)
Beza fourgaçset
Ar c’haz pa voa cousquet.
5
Vel quent a grede
Ne vije quasi sort e gouli,
Ac e tremenje
Evel a tremen meur a hini,
Mœs squilfou an targas
A voa binimus bras,
A prest e vœ gouelet he barlen
En em c’hoeza vel eur gloc’horen,
Boue d’oa fourgaçset
Ar c’haz a voa cousquet.
6
Ar plac’hic neuze
Ar medecin he deus consultet,
Mœs deus ar boan ze
E lavaras ne voa quen remed
Mert lacqat al loezn cri
Da lipat ar gouli
Mar bez divulum e c’heno
Gant louzaouen ego conjungo.
Mœs dija gant Jannet
Ar c’haz a voa pacquet.
1
Pipi a zo eur goas nerzus
Eur potr gadal ac ebatus
Mez pladennec vel eun azen
Rac pa vez en tal va c’hichen
Ne voar nemed huanadi,
Peguen divead eo Pipi!
2
Ne ve ket red dezan goulen
Mar c’huezfe varnon e coëfen,
Mœs eur gomz demeus va gueno
Pe dan hirra eur c’houpl pocko
Zo en tuont dhe gontenti,
Peguen divead eo Pipi !
3
Eun devez ma voamp o toma
E laras din, en eur ruya :
Guelet a rer laç o lezrou
Izellet eun tam o proziou
Pe me scampo er maës an ty !
Peguen divead eo Pipi !
4
Diczul em c’havas cousket mad
A c’hed va c’horf e corn eur prad
Na petra rez Pipi gouër
Nemet dic’haloupat dar staër
Da guerc’het dour dam difuni,
Peguen divead eo Pipi !
5
Eur noz ne voa nemet hom daou
(Me vo devet ma laran gaou)
E chanças dar goulou mika,
Mez deuz a ze lec’h profita
E tiredaz d’hen allumi,
Peguen divead eo Pipi !
6
Eur veach-all dezan e laren
Penos lies e c’hancoëen,
Prenna dorojou an antre :
Tauled pled mad, mezan, deus-ze
Rak dont alfe al laer en ty,
Peguen divead eo Pipi !
7
Eun de ma voa dezan tomet
E c’harlinkas din va morzet
A me raklal de briata.
Aiaou! mezan, c’hed dam mouga
Mo ped en graç dam vardouni !
Peguen divead eo Pipi !
8
Em gourve, indan eur voën fo
Voan e sellet deus an deilho ;
Kerkent va guenoëc ive
Zo nem astennet vel eul loue
Em c’hichen vit o c’hontempli.
Peguen divead eo Pipi !
9
Paotred yaouank pa c’hoanteffet
Gounit kalounou ar merc’het
Pa zel ar plac’h eus an deilho
Choui dle sellet eus ar grio :
A neuze ne laro ket hy :
Peguen divead eo Pipi !
1
Er barros a zo eun doctor ac a possed ar squiant
Da gentilat, en daou vunut, d’an tourc’h ar muia friant.
Na ve quet cavet me bari, er Rouanlelès antier
Eun den acquitoc’h eguet han d’ober sparlo d’ar zaout laër.
2
Gwech all e meus bet lavaret voa scrivet em flaneden
Vijen Pitou pad ma bue, mert siouas nem drompla rèn ;
Santout a ran non quet aquit da hersel deus ar vicher,
Me yel, en despet d’ar merc’het, d’ober sparla va beuc’h laër.
3
Va c’horf a meus bet tanfoeltret o c’hober vad dan neçsa,
Diverret a meus va bue ouspen deus a uguent vla,
Collet va reputation, va ene, a va amzer ;
Me yel, en despet d’ar merc’het, d’ober sparla va beuc’h laër.
4
Na neus quet ebars ar bed-ma malevrussoc’h destini
Eguet an hini a c’hortoz ar Pitou en e gozni :
A bep tu a neus trubuillo, displijadur a mizer,
Me yel, en despet d’ar merc’het, d’ober sparla va beuc’h laër.
5
Demezi zo eun diotach, rac cals deus ar vugalè
Na tad na mam na respetont, mert encrès na neus gantè,
Ar verc’h a risqo he c’hroc’hen, ar mab a vo pitaouer,
Me yel, en despet d’ar merc’het, d’ober sparla va beuc’h laër.
6
En de all a moa guelet eur paour quœs Praticien
A neus tapet gloc’horennou a grenn dost de centuren.
Allas, en toues ar boquejo, eo bet flemmet gant eun aër,
Me yel, en despet d’ar merc’het, d’ober sparla va beuc’h laër.
7
Aliès a glevan laret e zeus cals a scolèryen
Ac a zo canfardet soutil evit ourlan al lien,
Vit lemel dè ar friantis, guella remèd zo d’ober,
E zeo, en despet d’ar merc’het, laquat sparla o beuc’h laër.
8
Pautret, grèt o peus eveld’hon pa roulen ma yaouancquis,
Brema pa z’hon crenn distroet, c’heuillet ive va divis,
Elec’h beza treut a casty c’hui vo lardt a livet caër,
Mar c’het, en despet d’ar merc’het, d’ober sparla o peuc’h laër
9
Na vezo quen gloc’horenno, na vo quen a zoganet,
Na vo quen a risquerezet, na vo quen a friponet,
N’o quen bugale dishano, badiancho hep clêyer,
Mar c’her, en despet dar merc’het, d’ober sparla ar zaout laër.
1
AR PENITANT
Gant eur glac’har vras em c’halon
Va zad, on deut do cavet
D’ober dèc’h ar govesçion
Deus va bue debordet.
AN TAD
Dirollit ta o chapelet
Bezit guirion pen da ben,
An absolven a velitfet
Mar o peus eur guir ancquen.
2
AR PENITANT
A viscoas on bet eur c’hanfard,
Eur merc’hetaër ar goassa,
Ne voan mert eun tamic crennard
Ma carien cals o starda.
Pa velen eur plac’h coant benac
Va goad hennon a verve,
Va c’halonic a rè tic-tac.
AN TAD
Ne santac’h man ouspen ze ?
3
AR PENITANT
Eur blijadur deus ar vrassa
Em boa o velet Mari
Bep nos deus e nem dic’hoënna
Ac o sicour anezi.
AN TAD
Guelloc’h e vije bet dèc’hu
Diski o catekismou
Pe monet da c’hoari dotu
Vit dic’hoënna merc’hejou.
Pet o c’heus-hu c’hoas dic’hoënnet ?
4
AR PENITANT
Ne houn quet ervad, ma fe,
Rac aboue dec vla tremenet
E c’heuillan ar vicher ze.
AN TAD
Leret din divar ben ar guentà ?
AR PENITANT
O Va zad me o tisfi
Da gavet ebars ar guer-mà
Eur plac’h quen tentus ac hy.
5
Nan biscoas no peus bet guelet
Eur lagat quer birvidic,
Eun tamic corf quer brao strujet
Eur bale quer manific,
Eur beguic flam vel eur rosen
Eur selou lèm a lirzin,
E blèo du vel eur vouaren.
AN TAD
Quit eta betèc ar fin.
6
AR PENITANT
Dec vla so bet da Veurlarge
Ya, sonj mad e meus dalc’het
E ris ar pec’het mignon ze.
AN TAD
Leverit mad vel ma poa grèt !
AR PENITANT
Bars en he zy pa herruis
E cavis ma douçiq coant
O tilemel crac e c’hivis.
AN TAD
Re èvrus e voac’h, cliant !
7
AR PENITANT
Nem lacquat a eure da voela
Pa rois eur poq dezhi,
A me ractal de briata.
AN TAD
Isign vad dhe c’honsoli.
AR PENITANT
A gren dost e voa eur gouele,
Var nezan e zomp couëet.
Ar rest ouzoc’h couls a me.
AN TAD
Nan dà, ne houn sort abet.
8
AR PENITANT
Eno seis gouëch e tanveïs
Deustu ar frouës difennet
Pini a gavis goal isquis.
AN TAD
Va mab, brabançal a ret.
AR PENITANT
Mar ne laran ar virione
Me c’houlen beza spazet
Vel eur porc’hel pe eur c’holle.
AN TAD
Pel zo e peus melitet.
9
AR PENITANT
Aboue ma meus bet tanvèet
Eur zoubennic quen carab
E meus bet ato quendalc’het.
AN TAD
Dousçat a raï dèc’h, va mab.
AR PENITANT
O ya, siouas ! Credi a ran
E zoc’h eun diviner mad,
Rac tec’hel a rencquan breman
Pa me lipet diou loyad.
1
Diçsul ar paour quès Yan-Pipi
En creis ar c’hoat a neus cavet
Eur bagad laëron dissacret.
An dra ze, pautret, o tisqo
Da vont da redec er c’hoajo.
2
Eul laër a saillas var Pipi,
Eul laër a lampas gant Mari,
Pipi nem lacqas da grena
Mari nem lacqas da vouëla.
An dra ze, pautret, o tisqo
Da vont da redec er c’hoajo.
3
Eul laër Pipi a ziscaras,
Eul laër Mari a zistroadas,
Var e gof a gouëas Pipi,
Var e c’hein a gouëas Mari.
An dra ze, etc.
4
Eul laër a furche yalc’h Pipi,
Eul laër a furche yalc’h Mari,
Pipi vel eur bley a youc’he,
Mari zioul bras a chomme.
An dra ze, etc.
5
Eul laër a vac’hate Pipi,
Eul laër a dastone Mari,
Pipi guès a nem difenne,
Mari goant a nem diffrete.
An dra ze, etc.
6
Aïhaou, ma goucq, eme Pipi ;
Aïhaou, ma choucq, eme Vari ;
En graç, me Pipi, paouezet !
En graç, me Mari, quendalc’het !
An dra ze, etc.
7
O ! me Yan, goassa bac’hadou ;
O ! me Mari, pebeus tauliou ;
E c’han da vervèl, me Pipi ;
E c’han da vervèl, me Mari ;
An dra ze, etc.
8
O ! me Yan, pebeus aubaden ;
O ! me Mari, pebeus souben ;
Na vin quen tyet, me Pipi ;
Me vo tyet c’hoas, me Mari.
An dra ze, etc.
9
Pevar mis goude an affer
Pipi na zonje quen el laër ;
Mœs Mari goant na hèlle quen
Prenna choucq lassou e c’horfen.
An dra ze, merc’het, o tisqo
Da vont da redec er c’hoajo.