Mont d’an endalc’had

Burzudo Breiz

Eus Wikimammenn


Burzudo Breiz


skrivet gant Yann-Vari ar Yann


1872



BURZUDO BREIZ


————

D’am mignon Erwan HERNOT


————

I


Ma Breiz-Izel, te eo ar vro
Zo goloet a vurzudo ;
Ia, Breiz, ma vez anavezet
Dre ar bed holl e vez brudet

Enn da greiz zo koajo teval,
Koajo dero, ledan ho zal ;
Enn dro d’it e krozmol ar mor,
Te a zo koant, ma bro Arvor.

Da venezio, frost hag huel,
Zo brao da welet euz a bell ;
Hag ar gerek, war ho c’hilpen,
Er c’houmoul aour a guz ho fenn.

Ez traouienno zo brouskoajo
Ha ieod med ebarz da brajo ;
Till ha pin war grab ann dosen
Hag er parko eosto melen.

Da sterio kamm gant ho dour skler
War zu ar mor a red zeder ;
War da hencho, tort ha meinek,
Da gezek skanv a oar redek.

Redek buan er c’hlazenno
Da c’hounit maout ha rubano,
Chasa goude war ann ara
Da c’hada ed d’ober bara.

Da botred vad, da verc’hed koant
A weler enn hent, kant ha kant,
O vont da bardon Gwir-Zikour,
Da Zant-Matelin Monkontour.

D’ar Releg, da Zantez-Anna,
War ho zroad hag enn eur gana ;
Da Remengol, Zand-Iann-ar-Biz,
Ar fe a zo gant-he diskuiz.

Setu aze, e berr gomzio,
Skeuden Breiz enn he douaro ;
Hogen e kichen ar mor glaz
me gav anezhi bravoc’h c’hoaz.


II

Mignon Hernot, stag da varc’h ru
Ma kaso ac’hanomp doc‘h tu
Da Dregastel, ann aot kearan
A ve kavet dre ar vro-man.

Ia, da Dregastel, ma mignon,
Sete aze c’hoant ma c’halon ;
Pa zeu di tud euz a Bariz
Mont el lec’h-all a ve iskiz !

Sav d’ann daoulamp gra Kervenno,
Koll, mar be ret, hern ha tacho ;
Rag hast vraz am euz da welet
Ar mor hag ann aot alaouret.

Ne ked eosto na mederien,
Enn ho fenn noaz ha dierc’hen,
O vont d’ar park a vugajo
A rai d’in-me trei ma zello.

Trei ma zello a-zeo, a-glei
Da welet ar gwiniz, ann hei ;
Tregastel eo a glaskan me,
Gwiniz, hei a welinn goude.


III

Me well ac’han eur c’hastel pri
War ann hent o tivogedi…
Ma Doue ! nag a blijadur !
Me wel ar mor euz Gweradur !

Glaz eo evel bolz ann envo,
War c’houre denvedigo,
Denvedigo gwenn ho tourta,
Hep paouez, ar gerek brasa !

Em zu klei, kaera tol-lagad !
Dreist ar strouez e welan mad
Tour Pleuveur ha tour Trebeurden,
Korzenno koant, huel ho fenn.

Kelomad, Samson, Enez-Vaz,
Lanveur, Gwimaek ha Milio c‘hoaz,
Kernitron, Kastel-ann-Taro,
Lokirek, Keiz-Ker ha Rosko.

Em zu deo e velann breman,
Bourg Louanek ha Penvenan,
Trelevern hag ar Roc’h-Velen,
Plougiel, Plougouskant, ar Porz-Gwenn.

Gwelet a rann eunn tour izel,
Marvad eo tourik Tregastel ;
Tourik bihan, perag out-te
e touez ar gwez kuzet aze ?


Sell zo aman war ann dosen ;
Petra out-te enn he gichen ?
Eur fubuen, ne-kuir, mignon,
Ma vez e tal tour Babilon !


IV

Ni ho salud, aotro Boujet,
Deut, ec’h omp aman d’ho kwelet,
Da glasq alc’houe ho ti rec’hel
Vit he welet arog tec’hel.

Gret oc’h euz eunn dra burzuduz,
Eur bern mein a zo estlammuz !…
Pa vezo war-n-han eur c’halver
E gwirione e vezo kaer !…


V

Hastomp, hastomp, mignon Hernot,
Diskenn ac’han beteg ann aot ;
Eno zo gerek tro war zro
Vel eunn emgann korfo maro.

Pa ra luc’het ha kuruno,
Pa goue grizil skorn a vernio,
E vent boulloc’h e Breiz-Izel
Eget n’eo aman ar rec’hel.

Piou en deuz gwelet el lec’h all,
Evel zo aman, tri men brall ?
Piou en deuz gwelet, gant eur groaz,
Evel zo aman, eur zant braz ?


VI

Zant braz Tregastel, ni ho ped,
Pellet ac’han ar gorriged,
Ha miret deuz ann avel foll
Da gas aman listri da goll !

Enn ti roc’h vraz na lezit ket
Na noz na de al lutined ;
Ann ekleo avad a garfenn
A chomfe ebarz da viken.

Ha pa zeui ar mor da goenvi,
Miret a varo peb-hini ;
Miret ive a bep pec’hed
Neb a zeui aman d’ho kwelet.

Zalut ha kenavo, zant braz,
Eunn dro bennag m’ho kwelo c’hoaz,
Hag em be kant vloa da veva
M’ho kwelo aze enn ho sa !


VII

Demp adare da Lann-Huon
Dre benn ti ann aotro person ;
Leromp, hon daou, peb a beden
Barz e chapellik ann dosen !

Eunn dol-aoter a zo eno
Gret gan-e-de a neve-so ;
Ann Itron-Varia-Drue
A zo war-n-hi enn he c’hoaze.

Kenavo dide, chapellik,
Na vo ket pell e vi bravik ;
Pa vo war-n-out ar c’halver men
Hag enn dro dit ann illaouen.

Kristen, mar-d-ez da droad ar groaz
War da hent e weli zent braz ;
Laket eno vit he diwall
Euz goaperezo ann dud fall.

I.-M. AR IANN.

Lann-Huon, 15 eost 1872.