War ribl un dosenn c’hlaz un de ’oann gourvezet,
Etouez ar ieod bleunek hag ar radenn kuzet.
Ann amzer a oa kaer, dre-holl bleunio c’hoez-vad ;
Ar saout hag ann oc’henn ’beure d’ann traon, er prad.
A-dehou hag a gleiz ’klewenn o tiroc’hel
Ar mekanik dorner ; dem-dost un durzunel
A gane uz d’ar ster, kuzet ’touez ar brankou,
Ha ma fepn a oa leun a bep rum hunvreou.
Hag a em ankouaïs betek ann abardez
Da hunvreal ’vel-se ha da glask kraoun-kelvez.
Ha setu ma klewis dreist ar roz ur c’hloc’hig
Truezuz braz : tin ! tin !… Kioc’hig ur chapellig.
Kloc’h sant Jili !… Ur re-bennag a zo marwet
En de-man er gêrig ; he dro oa digwezet…
Otro sant Pezr, m’ho ped selaouet mouez ar c’hloc’h ;
Digoret d’he ene, sant Pezr, a lâr d’eoc’h.
tin ! tin !… Pezr, digoret ; bez’ a oe Breton mad,
E-keït ma oa er bed, evel ma oa he dad ;
A-viskoas eo bet paour, ha kals hen eûz poaniet ;
Gant he c’houezenn hen eûz douar he vro glebiet.
tin ! tin !… Er goanv kriz, en hanv, en pep amzer,
Indan ar glao, ann erc’h, ’vel ar brasa tomder,
Hen eûz labouret stard en parko Breiz-Izel,
Hadet , medet ann ed, hep klemm, bete merwel.
tin ! tin !… A-dâl al lun, bete noz, bep sadorn,
A vije gwelet pâl, tranch, pe falz en he dorn ;
Kouls-goude na oa ket, ann den kêz, pinvidik,
Hag a veule Doue c’hoas euz he lodennig.
tin ! tin !… Karet hen eûz he vro dreist ar mado,
He vro hag ar iez ker komzet gant he dado ;
Biskoas n’eûz dilezet he vro gaer Breiz-Izel,
Met Siouas ! pa rinkas, un de, mont d’ar brezel.
tin ! tin !… Neuze lâras kenavo d’ann ilis
Lec’h ma oe badezet, d’he dud, d’he iaouankis…
Ha war ann enebour e redas kalonek,
Evel ann holl botred a gomz ar Brezonek.
tin ! tin !… hag en emgann neblec’h na oe gwelet
Gwased hag a vije muioc’h stard ha kalet
Dirag ann enebour eget soudarded Breiz,
Dre ma karont ho bro, ho Doue hag ho feiz.
tin ! tin !… Karet hen eûz iez Breiz hag he sonio,
Hag he leurio-newez, gourenno, pardonio,
Kana war ann hentjo, bars ar parko, en hanv.
Ha selaou kaozo koz, ’tal ann tan, er goanv.
tin ! tin !… Bep-sul, bep-sul, ’klewe ann offerenn,
A greiz kalon e ree da Doue he bedenn,
Ha ’benn ann abarde, ma vije un tammig
Lemm ha sard he lagad, goude ur bannac’hig…
tin ! tin !… Otro sant Pezr, petra eo kement-se ?
Pelec’h eman ann drouk ?… Ho hunan, marteze
Kement a boan a ve !… Hag al lun ar beure,
N’eûz forz dre bez amzer , ez eo rèd mont arre !
tin ! tin !… Otro sant Pezr, leun hoc’h a garantez,
Tolet war ar paour kêz ul lagad a druez ;
Digoret frank ho tor d’ehan, otro sant Pezr,
En baradoz Doue e dle bea he gêr ! —
- F.-M. Ann Uc’hel.
- Plouaret, miz est 1873.