Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Zita

Eus Wikimammenn
◄   Klet ha Marsellin Zita Paol ar Groaz   ►



ar seizved var ’nn ugent a viz ebrel


SANTEZ ZITA, GUERC’HEZ, SKOUER AR PLAC’HED PE AR MITIZIEN
————


Zita a ioa ganet teir leo dioc’h kear Luk enn Itali, ha merc’h da eunn den paour divar ar meaz. Ker modest ha ker chentil oa enn he bugaleach ma’z oa henvel ouz eunn eal. D’ann oad a zaouzek vloaz, ez eaz da zervicha da di eunn Aotrou euz a gear a ioa he hano Fatinelli, ha chom a eure eno betek he maro, da lavaret eo, epad tost da hanter-kant vloaz. Eur c’hoar d’ezhi a varvaz ive evel eur zantez, mes hi a oue c’hoaz treac’h d’he c’hoar.

O veza ma’z oa paour he-unan, Zita e devoa evit ar beorien eur garantez hag eunn deneredigez a vamm. He c’houmanant ha kement guennek a c’helle da gaout a hent all a ioa evitho. He flijadur oa dreist holl mont d’ho guelet pa vezent klanv, hag evit ober vad d’ezho e tiouere neuze ar pez e deveze ezomm he-unan. Doue he zikouraz meur a vech da ober aluzenn. Eunn devez, eunn tremeniad dare gant ar zec’hed ha feaz gant ann dommder a bedaz anezhi da gaout truez outhan. Zita a oue lakeat nec’het-maro ouz he glevet, rak n’e devoa netra d’ann ampoent. Abarz ar fin e lavaraz d’ezhan : « — Gortozit eunn tammik, » ha setu hi d’ar red d’ar puns da gerc’had eur podad dour. Hogen, ann Tremeniad a jomaz mantret pa stagaz he benn ouz ar pod : ann dour a ioa chenchet e guin, hag e guin ar seurt n’en doa tanveat biskoaz.

Aliez, e leac’h dibri he boued, Zita a roe anezhan d’ar paour. He guele a leze ive gant ar paour, hag hi a gouske var ann douar pe var eur plankenn. Dous hag humbl oa e kenver ann holl nemed e kenver ann dud fall ; pa felle d’ar re-ma en em ziskouez evit ar pez ma’z oant, e teue dioc’htu da veza rust ha drouk. Eunn droiad, e sankaz he ivinou e bizach eur mevell euz ann ti abalamour m’en doa klasket he zreina enn despet d’ezhi var hent ann dishonestiz. Rak ar pec’hed vil edo he brasa aoun, hag evit en em ziouall dioc’h ar pec’hed-se ne ehane da gastiza he c’horf dre bep seurt pinijennou. Sevel a rea bemdez mintin mad, hag araok ma vije savet den all ebed, ez ea da glevet ann offerenn da eunn iliz hag a ioa stag oc’h ti he mestr.

Ann oberiou-ze azevosion hag a drugarez ne virent ket ouz Zita da veza bepred aketuz da holl deveriou he stad. Morse ne oue guelet dilabour, hag ober a rea dioc’htu hag heb grougnal kement tra a veze lavaret d’ezhi. Pa remerke o deveze he mistri drouk outhi pe ouz eunn all bennag, ec’h en em strinke d’ho zreid da c’houlenn pardoun, petra bennag n’e ket hi a veze kaoz. Kement all a vertuz a c’hounezaz kaloun ann Aotrou hag ann Introun, hag a reaz d’ezho beza leun a istim hag a respet evit ho fla’h pe ho matez.

Eur blavez, da noz Nedelek, Zita a ioa o vont d’ar pelgent hervez he c’hustumm. Hogen, kriz oa ann amzer, hag he mestr a lavaraz d’ezhi: « — Penaoz ez ez-te d’ann iliz, ker ien ha ma’z eo ? Daoust ha ne ket guelloc’h d’id chom ama da lavaret da bedennou ? Da vihana, mar fell d’id mont d’ann iliz, kemer va mantell-me da joucha da ziouskoaz : houma a zo tomm. Zita a gemeraz ar vantell, hag hi kuit: « — Diouall avad, e he mestr, na lezfez ar vantell-ze gant eunn all. « — Ia, ia, eme ar plac’h ; bezit sur, Aotrou, ho mantell ne vezo ket kollet. »

A veac’h erruet enn iliz, Zita a vel eur paour keaz ha n’oa ket hanter-zillad enn dro d’ezhan, hag ar paour-ze a c’hrosmole goustadik hag he zent a strake gant ar riou. Kerkent, setu Zita d’he gaout. « — Petra c’hoare ganehoc’h, emezhi, ma klemmit evelse? » Ann den keaz a astennaz he zorn da douch ouz he mantell. « — Ah ! eme Zita, ouz ar vantell-ma oc’h euz avi ? Mad, delit-hi ha dalc’hit anezhi betek fin ann offis. Neuze avad c’houi he roio d’inn, ha me ho kaso da di va mestr el leac’h ma vezo great tan d’ehoc’h da domma. »

Pa oue echu ann offis, Zita a glaskaz ar paour e kement korn a ioa enn iliz; mes n’her c’havaz e nep leac’h. Red e oue d’ezhi eta distrei d’ar gear heb ar vantell. Labour klevet skandal e devoue pa erruaz dirak he mestr ; mes hi a lavare ato e teuje ar vantell. enn dro. E guirionez, prest goude, eunn den a zoare he digasaz da Zita enn eur lavaret mil bennoz Doue d’ezhi. Fatinelli, o veza guelet ann den-ze euz he brenest, a c’hoanteaz kaozeal ganthan; mes araok zoken m’en doa bet amzer da zigeri he c’hinou, ann den-ze a ioa eat kuit evel eul luc’hedenn.

Zita a ioa bet ato dous e kenver ar re all; setu perak ar maro a oue ive dous enn he c’henver. Tremen a reaz, heb angouni hag heb poan ebed, kouls lavaret, d’ar 27 a viz ebrel euz ar bloaz 1278, goude beza resevet he zakramanchou diveza gant eun devosion dreist-ordinal. Raktal e oue guelet eur steredenn gaer, skedusoc’h eged ann holl stered all ha skedusoc’h zoken eged ann heol, o para azioc’h kear Luk, hag er memes amzer ar vugale a grie dre ar ruiou : « — Zita, ar zantez a ioa e ti Fatinelli, a zo maro. » Goulskoude n’o doa klevet ar c’helou-ze gant den. Red e oue d’ar veleien gortoz meur a zevez abarz ober ann enterramant, kement a brez a ioa enn dro d’ar c’horf. Ann holl a felle d’ezho tostaat outhan ha kaout eunn tamm euz a zillad ar Zantez. — Kear Luk e deuz a-c’houdevez choazet santez Zita evit he fatrounez.


SONJIT ERVAD

Merc’hed iaouank, a renk mont da zervicha, kemerit skouer dioc’h ar zantez-ma. Enebit a zoare oc’h tud ann ti mar klaskont ober d’ehoc’h pec’hi. Euz ann nebeut a c’hounezit diouerit eul loden gant ar paour. Bezit devot evel Zita, mes er memes amzer bezit ato aketuz da holl deveriou ho stad. Grit dioc’htu hag heb grougnal kement tra a vezo lavaret d’ehoc’h. Evelse e viot ive istimet gant ho mistri, hag ar pez a zo guelloc’h c’hoaz, evelse e plijot da Zoue hag e c’hounezot ar baradoz.