Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Vulfrann

Eus Wikimammenn
◄   Viktorian Vulfrann Gouel Maria Veurs   ►



ar bevare var ’nn ugent a viz meurs


SANT VULFRANN, ESKOP
————
(Gouel ar zant-ma a errue d’ann ugent)



Ar zant-ma a ioa ganet e kostez Paris enn amzer ar roue Klovis, eil euz ann hano. O veza m’en doa eur spered lemm hag eunn natur vad a grouadur, he dad a lakeaz anezhan er skol gant mistri habil ha vertuzuz. He dad a ioa offiser ; mes hen n’oa ket troet var ar vicher a zoudard : c’hoant mont da velek en devoa, ha pa oue echu he studi ganthan e resevaz ann Ursiou sakr.

Goude beza bet eur pennad e palez ar roue Kloter Trede, Vulfrann a oue hanvet da eskop e Sans, ha gouarn a eure he eskopti epad daou vloaz hanter gant eur furnez hag eur zantelez vraz. Neuze Doue a lakeaz enn he spered mont da brezeg ann Aviel d’ar boblou paian euz ann Allemagn. Misionerien all a ioa eat di dija euz a Frans hag euz a Vro-Zaoz ; mes labour aoualc’h a ioa c’hoaz evithan. Rei a reaz eta ann dilez euz he garg a eskop, ha setu hen d’ann Allemagn gant eur guchenn venac’h euz ann Normandi.

Ar Zant ne oue ket pell eno na c’hounezaz eur maread paianed d’ar feiz dre ann nerz euz he gomzou, ha dreist holl dre he viraklou. Etouez poblou ann Allemagn ez oa d’ar mare-ze eur c’hiz kriz ha dinatur : pa errue eur gouel braz bennag, e lakeant tud d’ar maro evit henori ho doueou faoz. Tennet e veze plouz berr, hag ann hini a goueze ar blouzenn verr ganthan a veze raktal beuzet, krouget, pe dreuzet a daoliou kleze.

Eunn devez, eunn den iaouank, he hano Ovon, a ioa o vont da veza krouget evelse abalamour m’en doa bet ar blouzenn verr. Vulfrann, o veza klevet petra ioa sonj da ober, a red buhan da gaout ar prins Radbod, mestr ar vro. « — Roit ann den iaouank-se d’inn-me, emezhan; eunn horrol eo lakaat d’ar maro enn henor d’ann diaoul ann nep a zo bet krouet gant Doue dioc’h he batrom hag hervez he henveledigez he-unan. » « — Ne c’hellann ket hen rei d’ehoc’h, eme ar prins, anez mont a enep lezenn ar vro. » Ar bobl, diredet d’ar palez da heul ar Zant, a lavare ar memes tra. « — Hon doueou, eme ar baianed-se, a fell d’ezho e ve lakeat Ovon d’ar maro p’e guir eo deuet ar blouzenn verr ganthan. Evelato, emezho, ne reomp ket a fors hag e ve roet da Vulfrann mar gell he-ma savetei he vuez d’ezhan dre c’halloud ann Doue a brezeg d’eomp. »

Var gement-se e oue staget ann den iaouank ouz ar groug var bouez eur gordenn hag a rea ann dro d’he c’houzoug, ha chom a eure div heur dioc’htu a-istribill, he dreid dibrad kaer dioc’h ann douar. Pell a ioa eta a tlie beza trouc’het he halan d’ezhan. Goulskoude ar Zant n’oa ket ehanet da bedi epad ann amzer-ze. Abarz ar fin e velaz ar gordenn o terri, ha korf Ovon o tistaga dioc’h ar groug evel eur c’horf maro. Neuze e tosteaz outhan, hag e lavaraz d’ann den iaouank sevel enn he za enn hano Jezuz-Krist. Ann den iaouank a zentaz hag a zavaz raktal enn he za leun a vuez. Ar mirakl-ma a reaz da galz paianed anaout ar virionez euz ar relijion gristen. Ovon a oue roet da Vulfrann, hag a deuaz goudeze da veza manac’h ha belek.

Eunn droiad all e kouezaz ar blouzenn verr gant daou grouadur da eunn intanvez paour; unan anezho a ioa seiz vloaz, hag egile ne oa nemed pemp. Ar re-ma a oue stlapet er mor da veuzi, hag ar baianed didruez a c’hoarze o velet anezho oc’h en em zifrela evit klask neun ha savetei ho buez. Mes ar Zant a vouele hag a bede Doue, ha Doue a zelaouaz he bedenn. Ar mor a belleaz enn eunn taol kount dioc’h ann daou grouadur, hag a reaz evel eur c’hae a bep tu d’ezho. Neuze Vulfrann a ieaz d’ho c’herchat, enn eur gerzet var ann dour evel sant Per guech all, hag ho digasaz ganthan var ann aod dirak ar bobl holl estlammet.

Enn dro-ma, Radbod he-unan a c’houlennaz ar vadiziant. Mes d’ann deiz merket evit he vadezi, ha d’ann ampoent zoken ma’z oa dija eunn troad d’ezhan e chapel ar Mean-Fount, ar prins a argilaz, hag a benn tri devez goude, e varvaz heb beza bet badezet.

Sant Vulfrann, o veza distroet e Frans, en em dennaz enn eur gouent euz ann Normandi, el leac’h ma kemeraz sae ar venac’h. Mes ac’hano e kendalc’haz da vont eur vech enn amzer da ober baleou d’ann Allemagn. Ann dro ziveza ma’z eaz, ne oue ket hirr he dachad. O c’houzout n’en devoa mui pell da veva, e teuaz buhan e Frans, hag a veac’h oa erruet enn he gouent ma kouezaz klanv. Mervel a eure e peoc’h d’ann ugent a viz meurs euz ar bloaz 721.


SONJIT ERVAD

Skrija a rit marteze o klevet hano euz ar giziou kriz ha dinatur a ioa guech all etouez poblou paian ann Allemagn. Ar seurt giziou-ze, pe re all ker goaz hag hi, a zo bet ive enn hor bro-ni, hag a gaver c’hoaz hirio etouez paianed ann Afrik hag ann Azii evel a c’hellit guelet var Liziri Breuriez ar Feiz. N’euz nemed ar relijion gristen hag a zeskfe d’ann dud en em garet ha kaout truez ann eil ouz egile. Pegen euruz eta ne dleit ket en em istimout abalamour m’oc’h ganet er relijion-ma, ha pegement a leac’h n’oc’h euz-hu ket da drugarekaat Doue ahez evit eur c’hras ker kaer !