Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Visant, Merzer

Eus Wikimammenn
◄   Agnes, Guerc’hez ha Merzerez Visant, Merzer Dimezi ar Verc’hez   ►



ann eil var ’nn ugent a viz genver


SANT VISANT, MERZER
————


Sant Visant a ioa ginidik euz ar Spagn, hag a oue savet ha skoliet gant Valer, eskop Saragos. Ann eskop santel-ma her greaz avieler euz he iliz. hag her c’hargaz da brezeg enn he blas, rak koz oa dija he-unan, hag ouspenn, eunn tamm diezamant en doa o parlant. Hogen, prezegennou ann avieler iaouank a zougaz kals a frouez evit gloar Doue ha silvidigez ann eneou.

D’ar mare-ze, Dasian, gouarner ar Spagn, a rea goall vuez d’ar gristenien dre urs ann daou impalaer Dioklesian ha Maksimian. O veza klevet hano euz a Visant, Dasian a roaz urs d’he gas da Valans karget a jadennou. Eno e lezaz anezhan er prizoun, heb tamm kouls lavaret, epad meur a zevez dioc’htu.

Goudeze her galvaz dirazhan, hag e reaz a bep seurt evit he lakaat da ginnig ezans d’ann doueou. Mes ann avieler kalounek a respountaz : « — Dalc’hit ho toueou evidhoc’h, Dasian, ha kinnigit ezans d’ezho mar kirit; evidon-me, ne anavezann nemed eunn Doue, ann hini en deuz great euz a netra ann env hag ann douar, ha ne c’houlennann ket guell eget skuill va goad evit gloar ann Doue-ze, ha dre garantez evit Jezuz-Krist, he Vab, a zo maro var ar groaz evit hor prena. »

Neuze ar gouarner a roaz urs d’he vourrevi enn eur feson skrijuz. Da genta, e oue staget var he c’hourvez oc’h eur peul teo hag hirr, ha goudeze e oue chachet var he dreid gant kerdinn ken a zeuaz he eskern euz ho flas. Goudeze c’hoaz e oue roget he gof d’ezhan tu ha tu gant ivinou houarn ken a oa dizolo he vouzellou. Ann dra-ma zoken a oue great betek diou pe deir guech : ar vourrevien, goude beza lezet ar gouliou da zerra eunn tammik, a gemere plijadur ouz ho digeri a nevez. Erfin, e oue astennet var eur c’hrill a ioa tan braz dindanhi, ha var he stomok e oue lakeat, ouspenn, eur feuillenn houarn ruz. Evelse e oue devet-holl ar c’hig enn dro d’he eskern, hag heb dale ne oa mui nemed ar relegou anezhan.

Hogen, ar Zant a ioa laouen e kreiz ann holl boaniou-ze. Lavaret e vije edo enn he blijadur epad ma roget he gorf gant ivinou houarn, ha var eur guele roz epad m’oa astennet var ar c’hrill. Chom a rea eno heb flach, he zaoulagad savet etrezek ann env hag he spered e peoc’h. Anat eo ne oa nemed Doue hag a c’hellje rei d’ezhan eunn nerz-kaloun ker burzuduz.

Goulskoude, Dasian a egare o velet ne rea ar Merzer van ebed, kaer a ioa he vourrevi. Ordren a eure he gas d’ar prizoun enn dro, hag he lakaat da c’hourvez var dammou podou torret goude ma vije bet hualet he dreid. Mes enn noz varlerc’h eur sklerijenn euz ann Env a baraz er prizoun enn eunn taol kount. Hualou Visant a dorraz, ann tammou podou m’oa gourvezet varnho a oue evel chenchet e bokedou a c’houez vad, ha setu hen da zevel he vouez evit kana meuleudiou ann Aotrou Doue asambles gant ann elez ; rak ann elez eo a ioa deuet d’he velet evit dousaat he boan hag he c’helver da vont gantho d’ar baradoz. Ar gardianed, o veza bet test euz ar mirakl-ma, en em c’hreaz kristenien var ann heur.

Antronoz e oue kountet d’ar gouarner ar pez a ioa c’hoarvezet. Dasian a lavaraz neuze lakaat ar Merzer enn eur guele bouk, ha rei d’ezhan kement a c’hellje he grenvaat. C’hoant en doa, kredabl, da zigas adarre eunn tamm buez hag eunn tamm nerz ennhan evit kaout tro d’he vourrevi a nevez. Ar brud a gement-se o veza eat dre gear, ann dud fidel a ziredaz a bep tu var dro ann avieler kalounek. Poket a reant d’he c’houliou, ha goudeze e sec’hent anezho gant eunn tamm lien evit miret eur berad bennag euz he c’hoad, rak sonjal a reant e tennje ar goad-se bennoz Doue varnho ha var ho ziez. Mes ar Zant a varvaz kerkent ha ma oue lakeat enn eur guele bouk, hag a ieaz da reseo enn Env ar gurunenn a ioa dleet d’he viktoriou, er bloaz 304, d’ann oad a zaou vloaz var’nn ugent.

Ar gouarner a reaz dougen he gorf da draon eur menez evit ma vije debret gant al loaned gouez. Mes Doue a zigasaz eur vran d’he zifenn a enep al laboused all. Eur bleiz zoken, o veza tosteat outhan a voue kaset kuit gant ar vran. Ar mirakl-ma ne zigoraz ket he zaoulagad d’ar gouarner, ha Dasian a roaz urs da c’hriat ar c’horf santel enn eur zac’h, d’he staga ouz eur mean pounner ha d’he deuler er mor pell-pell. Mes chom a eure ato var neun, kaer a oue, ha dont a reaz adarre d’an aod gant ar mor. Ar gristenien, o veza gouezet e pe leac’h edo, a gerc’haz anezhan dre guz hag hen enterraz gant kalz a respet.


SONJIT ERVAD

Nag a boaniou o deuz gouzanvet ar Zent er bed-ma, ha pebez pasianted, pebez nerz-kaloun ha pebez joa o deuz diskouezet e kreiz ar poaniou-ze ! Ni ive ne c’hellomp erruout enn Env nemed dre hent ar boan. Keit ha ma vezimp var ann douar, or bezo ato eur groaz bennag da zougen. Hogen, ma ne c’hellomp ket beza laouen evel ar Zent e kreiz poaniou ha trubuillou ar vuez-ma, bezomp da vihana bepred rezinet da volontez Doue. Ma ne c’hellomp ket gouzanv ar poaniou-ze gant joa, gouzanvomp-hi da vihana gant eur spered a binijenn, enn eur lavaret da Zoue a greiz kaloun : « — Plijet ganehoc’h, o va Doue, kemeret ar boan-ma, oc’h euz digaset d’inn, evit paeamant euz ann hini am euz meritet dre va fec’hejou. »