Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Valantin

Eus Wikimammenn
◄   Sirill a Aleksandrii Valantin Faostin ha Jovit   ►



ann pevarzekved devez a viz c’houevrer


SANT VALANTIN, BELEK HA MERZER
————


Ar zant-ma a veve e Rom enn amzer ann impalaer Glaoda, eil euz ann hano. Prezeg a rea ann Aviel gant kalz a frouez, ha dre he humilite, he zousder hag he garantez evit ar beorien, e c’houneze kalounou ann holl : ar baianed ho-unan o devoa eunn istim vraz evithan.

Ar brud a gement-se o veza eat betek ann impalaer, hema a reaz dastum Valantin hag he deuler er prizoun karget a jadennou. A benn daou zevez goude, e c’halvaz anezhan da vont d’he gaout, hag ec’h en em lakeaz, da genta, da gomz outhan dre gaer. « — Valantin, emezhan, perak ne fell ket d’ehoc’h beza mignoun d’inn, p’e guir em euz c’hoant va-unan da veza mignoun d’ehoc’h. » « — Prins, a respountaz ar belek santel, ma’c’h anavezfac’h ann Doue a adorann, c’houi a ve euruz hag ho, rouantelez ive. Neuze c’houi a drofe kein d’ann idolou ; rak n’euz ken Doue nemed ann hini en deuz krouet ann env hag ann douar, ha Jezuz-Krist eo he Vab. »

Etre daou, unan euz a dud al lez a c’houlennaz ouz Valantin petra zonje euz ann doue Jupiter hag euz ann doue Merkuur. « — Sonjal a rann, eme ar Zant, eo diez ren eur vuez falloc’h ha direoloc’h eged hini ar re-ze. » O klevet eunn hevelep respount, ann den a lez a lavaraz en doa Valantin komzet a enep ann doueou hag a enep ar re a ioa e penn ar c’houarnamant.

Mes ar Zant a gendalc’he da gelenn ann impalaer var guirioneziou ar feiz : he alia a rea da ober pinijenn, da gredi e Jezuz-Krist ha da reseo ar vadiziant. « — Evelse, emezhan, e saveteot hoc’h ene, hag ec’h obtenot digant Doue ar viktor var hoc’h holl enebourien. » Glaoda a zelaoue anezhan gant plijadur, ha dija zoken oa prest d’en em rei pa lavaraz prefet kear :« — Guelet a rit? Ema touellet hon impalaer gant ar c’hristen-ze. Daoust ha mont a raimp-ni da guitaat ar relijion on euz desket gant hon tadou koz ? »

Ar c’homzou-ma a skoaz eunn taol pounner e kaloun Glaoda. Kemeret a reaz aoun rak ar re a ioa da dosta d’ezhan, ha setu hen hag abandouni Valantin etre daouarn ar prefet. Hema a gargaz Aster, he eil, da varn ar belek santel.

Valantin a oue kaset raktal da di Aster, hag en eur erruout eno e pedaz ann Aotrou Doue da rei da dud ann ti-ze, a ioa holl paianed, ar c’hras da anaout Jezuz-Krist, guir sklerijen ar bed. Aster a glevaz He bedenn, hag a lavaraz d’ezhan : « — Penaoz e c’hell eunn den a skiant eveldhoc’h-hu lavaret eo Jezuz-Krist a guir sklerijenn ? » « — N’e ket hebken ar guir sklerijenn eo, eme Valantin ; mes n’ez euz nemethan hag a c’hellfe rei sklerijenn da gement den a deu er bed-ma. » « — Bremaik, eme Aster, me velo ha guir eo ann dra-ze. Me’m euz eur verc’h vihan hag a zo dallez daou vloaz zo ; mar gellit he farea, me gredo e Jezuz-Krist hag a raio ar pez a gerot. »

Digaset e oue ar verc’h dirak ar Zant, ha Valantin, enn eur ober sin ar groaz var he daoulagad, a lavaraz gant eur feiz krenv : « — Aotrou Jezuz-Krist, guir Doue ha guir den, o c’houi oc’h euz roet ar gueled d’ann den ganet dall a zo hano anezhan enn Aviel, hag a fell d’ehoc’h e ve ann holl salvet, selaouit pedenn eur pec’her paour ha grit ma velo ar verc’h-ma ker sklear ha biskoaz. » Kerkent e teuaz adarre ar gueled d’ann dallez vihan.

Aster hag he bried en em strinkaz neuze da dreid ar belek santel enn eur c’houlenn outhan petra dlient da ober evit en em zavetei. Valantin a lavaraz d’ezho bruzuna ho holl idolou, iun epad tri devez, pardouni da gement hini en doa ho offanset hag en em lakaat e stad da reseo ar vadiziant. Senti a rejont a boent da boent, hag heb dale e ouent badezet asambles gant holl dud ho zi. Ar re-ma a ioa pevar ha daou-ugent anezho, hag o devoue holl goudeze ann eur da veza merzerien. Valantin a oue dalc’het c’hoaz pell er prizoun, ha goude beza bet bourrevet e meur a feson, e oue erfin koundaonet da veza dibennet. He verzerenti a erruaz d’ar pevarzek a viz c’houevrer euz ar bloaz 270. Ar pab Jul kenta a reaz sevel eunn iliz var he vez.


SONJIT ERVAD

Ann impalaer Glaoda a ioa prest da anaout ar virionez euz ar relijion gristen ; plijadur en doa o selaou sant Valantin, hag he galoun a ioa dija hanter-c’hounezet pa gemeraz aoun rak tud he lez. Nag a gristenien zo hirio, siouaz ! hag a deu evelse da vouga mouez ar c’hras ha da goll ho ene gant aoun da zisplijout d’ar bed, pe da denna varnho droulans eur mestr pe eur mignoun ! Pebez dallentez ha pebez follentez er memes amzer ! Daoust na n’e ket Doue eo ho prasa mestr hag ho kuella mignoun ? Dalc’hit mad eta d’he zouja ha d’he garet dreist peb tra, ha bezit fidel ato da zelaou he vouez pa glevot anezhan o komz ouzhoc’h e goeled ho kaloun.