Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Ulrik

Eus Wikimammenn



ar pevare devez a viz gouere


SANT ULRIK, ESKOP
————


Ar zant-ma a ioa ganet e kear Aosbourg enn Allemagn, hag a oue kaset d’ar skol da abati Sant-Gall. Pa oue echu he studi ganthan, sant Adalberon, eskop Aosbourg, her c’hemeraz enn he balez hag a gargaz anezhan da ingala he aluzennou etre ar beorien. Goudeze ez euz da bardouna da Rom. Ar pab hen resevaz gant eur vadelez a dad hag a c’houlennaz outhan euz a be leac’h oa. Ulrik a respountaz : « — Me zo euz a gear Aosbourg enn Allemagn, hag o chom gant Adalberon, eskop ar gear-ze. » Neuze ar pab a lavaraz d’ezhan : « — Va mab, Adalberon a zo maro, ha bolontez Doue eo e veac’h eskop var he lerc’h. » « — Tad santel, eme Ulrik ker buhan, me zo re iaouank da veza eskop hag ouspenn, n’em euz ket a zeskadurez aoualc’h. » « — Mad, eme ar pab, ma ne fell ket d’ehoc’h gouarn eskopti Aosbourg brema pa ren ar peoc’h ennhan ha p’ema peb tra enn urs, c’houi her gouarno divezatoc’h pa vezo dismantret-holl dre ann tan hag ar c’hleze. »

Ar pez a lavare ar pab a deuaz da veza guir. A benn pemzek vloaz goude, Ulrik a oue hanvet da eskop e plas ann hini a ioa bet choazet da genta p’oa maro sant Adalberon. Mes allaz ! truez oa guelet e pe stad edo kear Aosbourg d’ann ampoent. Paianed ann Hongrii hag ar Slaved o doa great skrab ennhi, ha devet zoken ann iliz kathedral. Ann eskop nevez a hastaz sevel eunn iliz all evit asambli ar bobl, ha ne espernaz netra evit pourvei da ezommou ann dud keiz a ioa lakeat var ann douar noaz.

Evithan a veve enn he balez evel eur manac’h enn he gouent. Sevel a rea ato da deir heur dioc’h ar mintin evit mont da lavaret he vrevier asambles gant ar chalonied. Da c’houlou-deiz e lavare c’hoaz offis ann anaoun er c’heur, ha goudeze e kleve eunn offerenn var gan. Var dro nav heur ec’h offerenne he-unan. Enn eur zont euz ann iliz ez ea d’ann hospital, hag eno e voalc’he ho zreid da zaouzek paour. Ne rea nemed eur pred bemdez ha ne zebre morse a gig. Eur pallenn kolo blansonet a zerviche d’ezhan da vele epad ann nebeut amzer a roe d’ar c’housked. Er c’horaiz e kreske c’hoaz he binijennou, hag e tremene enn iliz ann deiz holl, kouls lavaret, hag ann hanter euz ann noz.

Eur vech er bloaz e rea tro he eskopti, hag e kement leac’h ma’z ea e prezege d’ar bobl. Diou vech er bloaz ive e c’halve enn dro d’ezhan holl veleien he eskopti evit en em glevet gantho divar benn ar pez a vije guella da ober evit lamet ar giziou fall, diarbenn ann dizursiou ha lakaat ar feiz hag ann devosion da ren muioc’h-mui etouez ann dud fidel. Doue a vennigaz ar boan a gemere evit santifia ann eneou a ioa enn he garg, hag heb dale e oue guelet eur jenchamant kaer, ken e kear Aosbourg, ken er parreziou divar ar meaz.

Etre daou e savaz brezel etre impalaer ann Allemagn hag he vab ; mes Ulrik a labouraz kement d’ho unani ma teuaz erfin a benn euz he daol. Goudeze paianed ann Hongrii a glaskaz adarre kemeret kear Aosbourg. Neuze, epad m’edo ar zoudarded o tifenn ar mogeriou hag ann doriou, ar Zant a ieaz he-unan d’ho c’haout, ar stol ganthan enn he gerc’henn, evit rei nerz d’ho c’haloun. Araok en doa lavaret d’ar merc’hed en em ranna e diou vandenn, ha mont, unan da ober tro kear gant ar c’hroaziou enn eur bedi Doue a vouez huel, hag eben d’ann iliz da c’houlenn sikour digant ar Verc’hez. Antronoz ec’h offerennaz mintin mad, hag e lavaraz d’ar re a ioa enn he offerenn lakaat ho holl fizians e Doue, hag e Doue hebken. A benn antronoz all, arme ann impalaer a erruaz dioc’h ann adren var arme ar baianed, hag a gempennaz ar re-ma enn eunn hevelep feson ne c’hellaz kouls ret nikun anezho distrei d’he vro. Hogen, ann impalaer he-unan a anavezaz oa dleour euz ar viktor-ze da bedennou sant Ulrik.

Ar zant-ma, o velet e tostea he heur diveza, a reaz skuill ludu e kroaz var zolier he gambr ha teuler dour benniget var c’horre. Neuze e lavaraz he lakaat da c’hourvez var al ludu-ze, hag e chomaz eno ken na roaz e peoc’h he ene d’he grouer, d’ar pevar a viz gouere euz ar bloaz 973, oajet a dri bloaz ha pevar-ugent.


SONJIT ERVAD

Impalaer ann Allemagn he-unan a anavezaz oa dleour da bedennou sant Ulrik euz ar viktor gaer en doa gounezet var baianed ann Hongrii. E buez sant Pi V oc’h euz guelet ive e oue dleourez arme ar gristenien da bedennou ar pab-se euz ar viktor a c’hounezaz var ann Turked e pleg-vor Lepant. Peger braz n’eo ket eta galloud ar Zent dirak Doue er bed-ma zoken ! Mes ho galloud enn env a zo c’hoaz kalz brasoc’h, ha setu perak e tleomp goulenn sikour digantho gant fizians, ken enn ezommou hor c’horf, ken enn ezommou hon ene. Ar vignouned-se da Zoue, brema euruz ganthan enn he varadoz, hon diouallo dioc’h peb drouk hag a obteno evidomp dreist peb tra ar c’hras da veza treac’h da enebourien hor zilvidigez.