Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Tit

Eus Wikimammenn
◄   Iann Matha Tit Skolastik   ►



an naved devez a viz c’houevrer


SANT TIT, ESKOP
————


Var a greder, sant Tit a oue gounezet d’ar feiz ha badezet gant ann abostol sant Paol ; rak he dad hag he vamm a ioa paianed ho daou. Guella testeni a c’houfemp da gaout euz he virit hag euz he zantelez eo ar garantez hag ann istim en devoa sant Paol evithan. Ar garantez-se a ioa ken tener ma lavar ann Abostol enn unan euz he liziri : « — Pa erruiz el leac’h ma’l leac’h, va spered n’en devoue repoz ebed abalamour n’em boa ket kavet eno va breur Tit. » Ha larkoc’h e lavar c’hoaz er memes lizer : « — Mes ann Doue a gemer truez ouz ar re humbl en deuz lamet ann enkrez divar va spered o lakaat Tit da zigouezout. »

Sant Paol a joazaz ann hini a hanve he vab ker Tit, evit he zikour enn he labouriou abostolik. He gas a eure ganthan da gonsil Jerusalem, ha pevar bloaz goude her c’hasaz enn he blas da Gorinth, el leac’h m’oa savet eunn tamm rouestl hag eunn dizurs bennag etouez ar gristenien. Tit a c’hounezaz dioc’htu kalounou ann holl dre he zousder hag he furnez. Lakaat a reaz adarre ar peoc’h da ren, ha goude beza renket ann traou evel ma’z oa dleet, e tistroaz da gaout ann Abostol. Sant Paol her c’hasaz: di eur vech all da lavaret d’ann dud fidel delc’her prest ann aluzennou en doa goulennet digantho evit peorien Jerusalem, a benn ma’z aje he-unan d’ho c’herc’hat.

P’edo o treuzi ar mor evit mont adarre e kostez ar Zao-Heol goude ann dro genta m’oa bet er prizoun, sant Paol a reaz eunn ehan enn eunn enezenn a hanvet neuze enez Kret hag a hanver hirio enez Kandii. Hogen, epad ma oue eno, e sakraz Tit, he ziskib ker, eskop, ha pa deuaz kuit, e lezaz anezhan var he lerc’h enn ene-zenn-ze.

Goulskoude, ann Abostol ne c’hellaz ket chom pell heb he goumpagnoun. Skriva a eure d’ezhan da vont d’he gaout da Nikopolis el leac’h m’en doa sonj da dremen ar goanv, hag er bloaz varlerc’h her c’hasaz da brezeg ann Aviel d’ann Dalmasii. Ac’hano sant Tit a zistroaz da enez Kret, hag hiviziken ne guiteaz mui ann enezenn-ma.

Al lizer en doa bet digant sant Paol a zo deuet betek ennomp : er Skritur Sakr ema. Ebarz el lizer-ze, ann Abostol a lavar da genta d’he vab ker Tit n’en deuz he lezet e Kret nemed evit renka ann traou n’en deuz ket bet amzer da renka he unan, ha lakaat eskibien all ha beleien er c’heariou a zo enn enezenn. Merka a ra d’he ziskib pe seurt tud a dle da henvel da eskibien ha da biou e tle rei ann Ursiou. Goudeze e tiskouez d’ezhan penaoz en em gemeret evit difazia ha digas var ann hent mad ar re ne d-eont ket ehun aoualc’h gant ar virionez, hag evit kelenn ann holl peb hini hervez he oad hag he stad. Lavaret a ra d’ezhan erfin beza ato skouer ann dud fidel dre he gomzou, dre he oberiou, dre gement feson a zo.

Sant Tit a heuliaz a boent da boent aliou ann abostol sant Paol. Aketuz e oue bepred d’he holl zeveriou a eskop, ha ne ehane da labourat, heb damant ebed d’he boan, evit gloar Doue ha silvidigez ann eneou. Mervel a reaz leun a veritou d’ann oad a bevarzek vloaz ha pevar-ugent, hag he gorf a oue enterret enn iliz m’oa bet sakret eskop gant ann abostol sant Paol.


SONJIT ERVAD

Pa alier ar gristenien da gerzet var roudou ar zent, kalz a gav digarez da lavaret ne oufent ober traou burzuduz evel o deuz great ar re-ma.

Ne velomp ket e buez sant Tit en defe great miraklou, na zoken pinijennou braz ; penaoz eta eo deuet da veza sant? Oc’h ober ato he zever guella ma chelle, oc’h heul a boent da boent ar c’henteliou hag ann ahou mad roet d’ezhan gant sant Paol. Grit eveldhan : bezit ato fidel d’hoc’h holl deveriou a relijion ; heuillit bepred a boent da boent ar c’henteliou hag ann aliou a ro d’hoc’h ar re a zo karget d’hoc’h hencha da vont d’ar baradoz, hag evelse oc’h sur ive d’en em zantifia e berr amzer.