Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Timothee

Eus Wikimammenn
◄   Dimezi ar Verc’hez Timothee, Eskop ha Merzer Paol gounezet d’ar feiz   ►



ar pevare var ’nn ugent a viz genver


SANT TIMOTHEE, ESKOP HA MERZER
————


Ar zant-ma a ioa ganet e kear Listr enn Azii. He dad a ioa paian, mes he vamm hag he vamm goz a ioa diou gristenez vad, hag a zeskaz d’ezhan abred guirioneziou ar feiz. He voaza a rejont ive a vihanik da lenn ha da studia ar Skritur Sakr. Sant Paol, o veza deuet da Listr, a glevaz ann holl oc’h ober meuleudi Timothee, ha raktal her choazaz evit he zikour enn he labouriou abostolik ha delc’her koumpagnunez d’ezhan enn he veachou.

D’ar Masedoan eo her c’hasaz ganthan da genta, ha lezel a eure anezhan eno var he lerc’h evit krenvaat er feiz tud fidel Beree, ha rei nerz ha kaloun da re Desalonik, a glasket ober goall vuez d’ezho. Ac’hano Timothee a ieaz adarre da gaout sant Paol da Gorinth. Ann Abostol a jomaz eur bloaz-hanter er gear-ma, ha goudeze e tistroaz da Jerusalem ha da Ephez gant he goumpagnoun.

A benn daou pe dri bloaz goude, sant Paol a ieaz c’hoaz d’ar Masedoan ha d’ar Gres asambles gant Timothee. Da fin ar veach-se, ann Abostol a oue lakeat er prizoun e Sesaree, ha, goudeze kaset da Rom. Hogen, kredi a reer edo Timothee oc’h ober koumpagnunez d’ezhan epad ann amzer ma oue dalc’het eno. Timothee he-unan en devoue ann eur da veza prizouniet evit Jezuz-Krist, hag ar c’hloar da anzao ar feiz dirak eunn niver braz a destou; mes-ne c’houezer ket pegeit e chomaz er prizoun.

Sant Paol, o veza bet laosket da redet, a zistroaz d’ann Azii, ha neuze, araok mont larkoc’h, e lakeaz Timothee da eskop e kear Ephez. Guella testeni on euz euz a virit ar zant-ma eo ann istim hag ar garantez en doa ann Abostol evithan. Sant Paol hen hanve, guech he vreur, ha guech all he vab, he vab ker, he vab muia karet.

Skriva a eure d’ezhan daou lizer goude beza he garget da c’houarn iliz Ephez. Er c’henta euz al liziri-ze, ann Abostol a verk d’he ziskib da biou e tle rei ann Ursiou sakr, ha penaoz e tle en em gomporti he-unan hag e kenver kement seurt tud a zo enn he garg. Dre al lizer-ze e velomp ne eve Timothee nemed dour ; mes sant Paol a lavar d’ezhan eva eur banniik guin abalamour n’oa ket krenv he stomok.

Ann eil lizer a oue skrivet euz a Rom, d’ar mare m’edo sant Paol er prizoun eno evit ann eil guech. El lizer-ma, ann Abostol a ro he aliou diveza d’he vab muia karet, hag a lavar d’ezhan delc’her mad dreist peb tra da brezeg komzou Doue, pe e vo selaouet pe ne vezo ket.

Timothee ne ankounac’heaz ket ar gentel-ze. Eunn devez, paianed Ephez a rea eur gouel enn henor d’ho doueou faoz ; pourmen a reant ho idolou dre ar ruiou enn eur iouc’hal hag enn eur ober a bep seurt diotachou. Ann eskop santel, o veza klevet ann dra-ze, en devoue ann hardisegez da vont d’ho c’haout evit klask ho diarbenn enn eur ziskouez d’ezho pegen diskiant oant. Mes ann dud difeiz-se a gerneraz kaz outhan hag her brevaz raktal a daoliou mein hag a daoliou baz. Ar gristenien hen tennaz euz a dre ho daouarn; mes hanter-varo oa dija, ha prest goude e tremenaz. He verzerenti a erruaz er bloaz 97 goude donedigez hor Zalver.


SONJIT ERVAD

Tad ar zant-ma a ioa paian; mes he vamm hag he vamm goz a oa diou gristenez vad. Eur malheur braz eo evit ar vugale kaout eunn tad ha n’en deuz ket a relijion: goulskoude, mar d-eo ar vamm pe ar vamm goz eur vaouez a feiz, houma a chell c’hoaz ho zevel e doujans Doue, nag ann dra-ma a zo neuze eunn dever strisoc’h evithi. Nag a vugale a ra mez ha rann-galoun ho zud dre ho buez direol, hag a vije bet er c’hountrol gloar ha joa ho zad hag ho mamm ma vije bet desket d’ezho abred anaout ha karet Doue, ha kaout heuz ouz ar pec’hed ! Hirio muioc’h eget biskoaz ann tadou hag ar mammou a dle poania da rei d’ho bugale ez vihanik eur gelennadurez vad ha kristen.