Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Thurian

Eus Wikimammenn
◄   Ar Seiz Breur Merzer Thurian Iann Gualbert   ►



ann unnekved devez a viz gouere


SANT THURIAN, PE ZANT THIVIZIO, ESKOP
————


Thurian pe Thivisio a ioa ganet e Lanvollon enn eskopti Sant-Briek. Var a gounter he dad hag he vamm a ioa tud pinvidik hag a lignez huel ; goulskoude ne oue ket kaset d’ar skol enn he vugaleach. Mes, pa oue deuet da baotr iaouank, ez eaz anezhan he-unan da gear Dol, enn esper tremen eno ann nemorant euz he vuez tost da vez sant Samson ; rak eunn devosion vraz en doa evit ar zant-ma.

En em lakaat a eure da genta e servich eunn den divar ar meaz, hag ann den-ze her c’hasaz da ziouall ann denved. Hogen, diez oa he spered abalamour ne c’houie ket lenn ; mes eur c’hloarek bennag a zeskaz d’ezhan he lizerennou, ha zoken ar grammer hag eur sklabez latin. Neuze, epad ma veze gant he loaned, e kane salmou hag himmou ann Iliz ken a dregarne ganthan ar vro holl tro var dro.

Thiarmael, eskop Dol, o veza he glevet eunn droiad, a gavaz he vouez ker kaer ha ken dudiuz ma c’hoanteaz he velet. Kaout a reaz ann doare anezhan ker brao ha m’en doa kavet he vouez, ha raktal her c’hemeraz enn he di evit he lakaat var ar studi. Thurian ne c’houlenne ket guell, hag a boaniaz kement da zeski ma oue heb dale habil aoualc’h evit beza belek. Neuze e oue hanvet da zuperior var ar glouer iaouank ; rak bez’ez oa dija evit ann holl eur skouer a bep seurt vertuziou.

O velet gant pebez aked e rea he zever er garg-se, Thiarmael her choazaz goudeze evit he vikel vraz ; lod a lavar zoken e sakraz anezhan eskop abarz mervel. Ar pez zo sur eo Thurian a oue eskop e Dol goude maro Thiarmael, ha gouarn a eure he eskopti gant karantez eunn tad ha ne glask nemed mad he vugale, ha gant furnez eur pastor hag a zo bepred var evez gant aoun na ve taget he zenved gant ar bleiz. Tremen a rea ann deiz o kelenn ar bobl, hag ann noz o pedi Doue.

D’ar mare-ze ez oa er vro eunn dijentil, he hano Rivallon, hag en doa nevez lakeat ann tan enn eur gouent, ha devet anezhi, iliz hag all. Sant Thurian a ieaz var he droad betek maner ann dijentil-ze, a ioa o chom c’houec’h pe zeiz leo dioc’h Dol. Rivallon a oue mantret oc’h he velet. « — Aotrou’nn Eskop, emezhan, petra ra d’eoc’h beza deuet keit-ma var ho troad ? » « — Den fallakr, eme ar Zant, c’houi a c’hoar aoualc’h. » Neuze e rebechaz he dorfed d’ann dijentil gant kement a nerz ma en em strinkaz Rivallon d’ann daoulin enn eur c’houlenn pardoun, hag enn eur lavaret oa prest da rapari ar gaou en doa great ha da ober evit he bec’hed ar binijenn a vije roet d’ezhan gant ann eskop. Ar Zant her c’houndaonaz a berz Doue da ober eur binijenn galet epad seiz vloaz, ha da zevel eur gouent hag eunn iliz nevez e plas ar re m’en doa lakeat ann tan ennho. Ann dijentil a zentaz, hag a renaz hiviziken eur vuez a skouer vad.

Ar miraklou a rea sant Thurian a greske c’hoaz ann doujans hag ann istim o doa ann holl evithan. Eunn devez edot o kas d’ann iliz korf maro eur plac’h iaouank. Tud houma a ioa beuzet enn ho daelou ; rak n’o doa ken merc’h nemethi. Mes ar Zant, goude beza pedet kalounek asambles gant ar veleien ha gant ar bobl, a reaz d’ann hini varo sevel adarre enn he za ha dont euz he arched leun a vuez.

Sant Thurian a varvaz e Dol enn eunn oad braz, e tro ar bloaz 749, hag he gorf a oue enterret enn iliz kathedral. Mes divezatoc’h e oue kaset da Baris, gant aoun na gouezche etre daouarn ann dud divadez a ioa saillet d’ann ampoent var douar Breiz. E Paris e oue kement a zevosion evit ar zant-ma ma veze selebret he c’houel evel eur gouel mirabl, ha douget he relegou e prosesion evit goulenn glao pa veze re a zec’hor. Meur a vech ive e oue kerc’het he relegou euz ann iliz da vouga ann tan goall, hag ann tan a varve dioc’htu.


SONJIT ERVAD

Ann dijentil a zo hano anezhan e buez sant Thurian a lavare oa prest da rapari ar gaou en doa great, ha da ober ar binijenn a vije roet d’ezhan gant ann eskop. Ma ne vije ket bet ar volontez-se enn he galoun, n’en devije ket bet eur guir gontrision. Rak, ann nep en deuz great gaou ouz he nesa, enn he gorf, enn he vadou pe enn he henor, a renk ato rapari ar gaou-ze hervez he c’halloud ; anez, n’en deuz pardoun ebed da c’hortoz digant Doue. Ouspenn-ze, petra bennag ma vez dija pardounet eur pec’hed marvel dre ann absolvenn, eo red c’hoaz peurvuia paea da justis Doue evit ar pec’hed-se eur pennad poan bennag, er bed-ma, pe er bed all e tan ar purkator.